Bergen-Belsen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn lec'hiañ Bergen-Belsen en Alamagn

Lec'hiadur kamp Bergen-Belsen

Bergen-Belsen, a vez graet Belsen anezhañ ivez, a oa ur c'hamp-bac'h nazi e Saks-Izel, er mervent da gêr Bergen, damdost da Celle.

Da gentañ e oa ur c'hamp prizonidi-brezel (1940), nemet e 1942 e oa deuet da vezañ ur c'hamp-bac'h, dastumet ennañ Yuzevien, Romed hag heñvelreviaded. Boureviet e veze ar brizonidi alies, ha puilh e varvent gant an naon. Gwashaat a reas an doareoù-bevañ pa voe kaset di prizonidi a-leizh eus kampoù ar reter a-raok o dieubidigezh gant an armeoù soviedel.

Dieubet e voe kamp Bergen-Belsen gant an arme saoz d'ar 15 a viz Ebrel 1945, goude-se e voe distrujet abalamour d'ar vrec'h-du a oa o ren eno.

War-dro 70 000 a dud zo marvet eno, en o zouez e oa Anne Frank, marvet d'ar 15 a viz Meurzh 1945.

Monumant e-harz ar c'hamp.


Gwelout ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.