Porajmos

Eus Wikipedia
Porajmos
mass murder, gouennlazh
StadTrede Reich Kemmañ
Lec'hTrede Reich Kemmañ
Deiziad kregiñ1935 Kemmañ
Deiziad echuiñ1945 Kemmañ
BukennRomed Kemmañ


Porajmos eo ar ger a vez graet gantañ gant ar Romed evit ober anv eus gouennlazh o fobl kaset da benn gant an nazied da vare an Eil Brezel-bed.

Talvezout a ra ar ger-mañ kement ha "lonkañ" e romeg.

Hervez an istorourien ez eus bet drouklazhet etre 150 000 hag 800 .000 Rom e kampoù-diouennañ pe gant an Einsatzgruppen. Pignat a ra an istimadurioù betek 1 milion a dud lazhet. Ar gudenn evit gouzout an niver a c'houzañverien eo ne oa ket enskrivet ar re rom war listennoù keodedourien darn ar vroioù.