Aktion Reinhard
Eus Wikipedia
| Loskaberzh (Holocaust) |
| Diazezoù |
|---|
| Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4 Kamp-bac'h nazi · Roll kampoù-bac’h an nazied Tric'horn (kampoù bac'h) · Gouennlazh |
| Yuzevien |
| Shoah |
| Pogromoù: Nozvezh ar strink |
| Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź Ghetto Krakovia, Theresienstadt... |
| Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa... |
| Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee Aktion Reinhard, Ziklon B |
| Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau |
| Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia |
| Romed (tsiganed) |
| Porajmos |
| Slaved |
| Generalplan Ost |
| Heñvelrevaded ha Lesbianed |
| Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied |
| Torfedourien bennañ |
| Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo |
| Lez-varn Nürnberg |
Aktion Reinhard (skrivet ivez Aktion Reinhardt) eo an anv bet roet da ziouennañ Yuzevien ha Romed Polonia gant an dud a gase anezhañ da benn, d.l.e. an nazied. N'eo ket sklaer hag eñ ez eo bet anvet diwar anv Reinhard Heydrich pe Fritz Reinhardt, ur penn bras nazi all.
E 1941 e oa lakaet Odilo Globocnik, un ofiser uhel en SS, da rener ar gouennlazh-mañ gant Heinrich Himmler. Testeniet en deus Adolf Eichmann bezañ klevet diwar-benn "Aktion Reinhard" gant Heydrich e miz Here 1941 evit ar c'hentañ gwech. Eus 1942 betek 1943 ez eo bet drouklazhet war-dro daou vilion a Yuzevien ha 50 000 Rom eus Polonia e kambroù-gaz kampoù-diouennañ Treblinka, Sobibór ha Bełżec. N'eus nemet 200 den zo chomet bev goude bezañ tremenet en tri c'hamp-mañ.