Raoul Salan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jeneral Raoul Salan.jpg

Raoul Salan oa ur jeneral gall bet ganet d'an 10 a viz Even 1899 e Roquecourbe en Tarn, ha marvet eo d'an 3 a viz Gouere 1984 e Pariz. Kemer a reas perzh e "putsch ar jeneraled" e 1961. Gant Maurice Challe, Edmond Jouhaud, hag André Zeller e voe unan eus ar bennaozerien. E penn an Organisation Armée Secrète e oa, ur gevredigezh hag a stourme a-enep da zizalc'hidigezh Aljeria. Kondaonet e voe ha toullbac'het betek fin e vuhez. Met distaoliet pe amnistiet e voe diwezhatoc'h.

Tremen a reas ar pep pouezusañ eus e resped e tiriadoù an impalaeriezh trevadennel c'hall. Servijañ a reas en Indez-Sina C'hall etre 1924 ha 1937 e-lec'h ma voe e penn servij an titouriñ e ministrerezh an Trevadennoù. Etre 1942 ha 1943 e oa karget d'ober war-dro darempredoù ar "France Libre" ha dreist-holl en Afrika. Kemer a reas perzh en emgann Bro-Elzas hag e dieubidigezh Toulon. Adalek 1948 e tistroas da Indez-Sina C'hall e-lec'h ma teuas da vezañ penn-gomandant e miz Genver 1952, goude marv ar marichal de Lattre Tassigny. D'ar 1añ a viz Kerzu 1956 e voe staliet e penn ar c'hentañ tiriad milourel gall: Aljeria.

Brezel-bed kentañ[kemmañ]

En em ouestlañ a reas evit holl-badelezh ar brezel an 2 a viz Eost 1917. Degemeret e voe e skol-uhel an arme e Saint-Cyr d'an 21 a viz Eost 1917. Dont a reas da vezañ danvez-ofiser d'ar 25 a viz Gouere 1918, ha kaset e voe d'ar 5vet rejimant troadeien-drevadennel e Lyon d'ar 14 a viz Eost 1918.

Pa oa e penn an 11vet bagad, e kemeras perzh en emgannoù rannvro Verdun (Saint-Mihiel, Les Éparges, Bois-Bourru, Côte de l’Oie, Cumières-le-Mort-Homme). Meneget hag anvet e voe en e vagad d'an 29 a viz Kerzu 1918.

Etre an daou vrezel[kemmañ]

Staliet e voe en arme a ac'hubas Bro-Alamagn betek miz Mae 1919. Goude-se e titroas da uhel-skol milourel Saint-Cyr ar 7 a viz Mae 1919. Uhelaet e voe e renk da-vat ha roet dezhañ ar renk a is-letenant an 21 a viz Gwengolo 1919 ha staliet er rejimant troadeien drevadennel Maroko, e Landau, en Alamagn, d'an 3 a viz Kerzu 1919.

Goulenn a reas bezañ kaset d'ar Reter-Nesañ, hag ez eas d'ar 17vet rejimant tennataerien Senegal evel penn post Radjou, e Syria en harz gant Turkia. Uhelaet e voe d'ar renk a letenant an 11 a viz Gwengolo 1921. Goude e voe gloazet e emgann Accham ar 24 a viz Here 1921. Roet e voe dezhañ an titl a "chevalier de la Légion d'Honneur".

Abalamour d'e yec'hed e voe adkaset en-dro da Vro-C'hall d'ar 25 a viz Genver 1922. Pareet e voe en ospital Sainte-Anne e Toulon hag e Val-de-Grâce e Pariz. Mont a reas goude-se en 23vet rejimant troadeien drevadennel e Pariz ha goulenn a reas bezañ kaset da Indez-Sina d'an 2 a viz Genver 1924.

E Petaouchnock e voe e-karg eus an 3de rejimant Tennataerien Tonkinat evel eiler a benn-post Nguyen-Binh. Mont a reas di d'ar 15 a viz Ebrel 1924. Adalek ar 14 a viz Kerzu 1924 e teuas da vezañ dileuriad melestradurel Komiser penn-gouarnamant ar Mekong-Uhel. Staliet e voe evit al labour-mañ e Muong-Sing eus ar 15 a viz Ebrel betek ar 26 a viz Mae 1928.

Goude bezañ distroet d'ar vro-benn d'ar 6 a viz Gouere 1928 (betek an 2 a viz Eost 1929) e labouras evit komiser ar gouarnamant, Lapeyronie, evit rannvro ar Mekong-Uhel e Houei Sai. Uhelaet e voe d'ar renk a gabiten d'ar 25 a viz Meurzh 1930 ha distreiñ a reas da Muong-Sing e miz Meurzh 1931. Skrivañ a reas ur « Manuel de lecture de la langue " Lu " et " Youne " avec traduction correspondante en langue laotienne ». Kuitaat a reas Indez-Sina evit distreiñ d'ar vro-benn d'an 28 a viz Ebrel 1933.

Mont a reas e penn ar CET d'ar 1an a viz Kerzu 1933 ha kemer a reas perzh gant ar bagad-se e pleustradegoù milourel e Larzac en nevez-amzer 1934. Adkaset e voe da Indez-Sina C'hall d'ar 6 a viz Here 1934. Mont a reas e penn ar 6vet bagad 19vet rejimant an droadeien drevadennel. D'ar memes koulz e voe dileuriad melestradurel bro Dinh Lap en Tonkin.

Distreiñ a reas d'ar vro-benn d'an 8 a viz Ebrel 1937 gant e vab Victor hag a oa pemp bloaz d'ar mare-se. War al lestr Chenonceaux e kejas gant ar vaouez a zeuio da vezañ e wreg : Lucienne Bouguin. Kargoù a gemeras e ministrerezh an trevadennoù d'ar 1añ a viz Gwengolo 1937: eiler penn an 2vet burev (an titouriñ), hag uhelaet eo d'ar renk a benn-batailhon d'an 22 a viz Meurzh 1938, dont a reas da vezañ e penn ar servij an titouriñ etre-trevadennel ("Service de Renseignement Intercolonial"). Hag adalek Ebrel 1938 e labouras kalz gant ministr an trevadennoù, Georges Mandel.

En diskar-amzer ar bloavezh 1939, goude diskleriadur ar brezel a-enep Alamagn, ez eas da Vro-Ejipt hag da g-Khartoum a-benn sikour stourm abisian a-enep da ac'hubadur Etiopia gant arme Italia.

Eil Brezel-bed[kemmañ]

Distreiñ a reas da Bariz d'an 19 a viz Du 1939. E miz Genver 1940 ez eas e penn ur batailhon eus an 44vet rejimant troadeien drevadennel a senegaled. Ar 5 a viz Even 1940 e voe war dalbenn ar brezel er Somme pa voe loc'het tagadenn an Alamaned goude m'o defe sterniet ha paket berr ar C'hallaoued hag ar Saozon e Dukark. Kilañ a reas gant ar pezh a chome eus e vatailhon ha kemer a reas perzh e tagadennoù a-benn gorrekat araokadur an arme alaman tro-dro d'al Liger ha d'ar Seine. Anvet eo bet div wech en e rejimant an 12 hag an 13 a viz Gouere 1940. Diwezhatoc'h, d'an 21 a viz Eost 1940, e voe uhelaet da ofiser al "Légion d'honneur". Uhelaet e voe er renk a letenant-koronal d'ar 25 a viz Even 1941.

Kaset e voe e servij en AOF (Afrique Occidentale Française) d'ar 24 a viz Gwengolo 1941. Mont a reas betek Dakar d'an 8 a viz Meurzh 1942, goude bezañ gweladennet ker Alje, e voe staliet eno evel penn an 2vet burev, hini an titouriñ, e strollad renerien arme ar jeneral Barrau, komandant-uhel en AOF. Gantañ e reas un droiad ensell e Senegal, e Soudan-Gall hag e Ginea. Gant e skipailh hag hini an 3de burev e skrivas un « Instruction sur la conduite de la guerre sur les arrières de l’ennemi » skignet betek ar bagadoù. Uhelaet e voe e renk a goronal d'ar 25 a viz Even 1943.

Goulennet e voe digantañ kenderc'hel gant e labour en Afrika an Norzh. Erruout a reas en Alje d'an 31 a viz Eost 1943, e-lec'h ma voe staliet e 2vet burev strollad ren an arme. E-karg e voe eus an oberennoù bredoniel hag eus ar gazetenn "Combatant 43". Evit ar gazetenn-mañ e kenlabouras gant al liver André Hambourg. Skarzhet e voe eus e garg gant André Le Troquer, evit bezañ nac'het embann rentañ-kont ur brezegenn a damalle da ofiserien an arme ar prantad 1939-1940 o lavarout e oant bet divarrek. Neuze e voe kaset da 9vet rann an droadeien drevadennel dindan aotrouniezh an jeneral Joseph Magnan d'ar 4 a viz Mae 1944.

Lakaet e voe e penn ar 6vet rejimant tennaterien Senegal e Korsika d'an 30 a viz Mae 1944. Kejañ a reas evit ar c'hentañ gwech gant ar jeneral de Lattre de Tassigny d'ar 16 a viz Even 1944. Goulennet en doa komz d'ar 6vet rejimant ha d'e goronal. Dilestrañ a reas gant e rejimant d'an 19 a viz Eost 1944 war aodoù La Nartelle er Var.

Dont a reas a-benn da zieubiñ Toulon d'ar 26 a viz Eost 1944, goude c'hwec'h devezh a emgannoù start. Ar 6vet rejimant trevadennel en eus kollet 587 den lazhet, gloazet ha dianket. Enoret e voe ar rejimant abalamour d'e golloù ha d'e stourm. Kuitaat a reas Toulon d'an 9 a viz Gwengolo gant e rejimant adaozet hag adstummet gant izili nevez o tont eus ar FFI. War "wennaat" e za ar rejimant. D'ar 14 a viz Du 1944 ar 6vet RTS, deuet da vezañ RIC ("régiment d'infanterie coloniale"), a drec'has an enebiezh alaman en o c'hreñvlec'hioù en Doubs. D'an 23 a viz Du, ec'h erruas ar rejimant e Blotzheim, e Su ar Roen-Uhelañ, pa oa c'hoazh kalz a enebiezh eus perzh an arme alaman war du gall ar Roen. Dieubiñ a reas Village-Neuf, Huningue, Loechle ha labouradeg dourdredanel Kembs.

Galvet e voe e penn troadeien an 9vet DIC, uhelaet er renk a jeneral brigadenn d'ar 25 a viz Kerzu 1944 pa oa nemet 45 bloaz. Goude-se e kemeras perzh e distruj an enebiezh alaman e tachennoù Colmar e fin miz Genver hag e penn-kentañ miz C'hwevrer 1945. Anvet ur wech c'hoazh en arme e voe roet dezhañ ar renk a "commandeur de la Légion d’honneur". Roet eo bet an titl dezhañ d'an 10 a viz C'hwevrer 1945 gant ar jeneral de Gaulle. « Alors Salan, ça va ? », a lâras dezhañ penn gouarnamant da c'hortoz ar Republik gall. E gentañ kejadenn e voe gant ar jeneral.

D'an 20 a viz C'hwevrer 1945 e kemeras penn 14vet rann troadeien (rann kozh ar jeneral de Lattre adstummet gant izili an FFI hag an FTP, hag er rann-mañ e kaver bagad Alsace-Lorraine André Malraux. Echuiñ a reas ar brezel e-kichen e Donaueschingen, e Bade-Wurtemberg en Alamagn. Gounit a reas brud abalamour d'e oberenn pa oa e penn ar 6vet RIC hag an 9vet DIC.

Brezel Indez-Sina[kemmañ]

Pa varvas ar marechal Jean-Christophe De La Belle Chausette d'an 11 a viz Genver 1952, e teuas Salan da vezañ komandant e penn Indez-Sina. Kemer a reas perzh en divizoù gant sinaiz an Tonkin, neuze cheñchas lec'h tagañ war-zu al Laos. Salan a voe trec'h warno e emgann Na San e miz Kerzu 1952. Gwelet e vez an trec'h eus Bro-C'hall en emgann-se evel ur gentel roet d'ar Viet Minh, ur gentel implijet diwezhatoc'h ganto evit bezañ trec'h war Vro-C'hall en emgann Diên Biên Phu. Salan a zilezas e gargoù en Indez-Sina C'hall d'an 28 a viz Mae 1953 evit distreiñ da Vro-C'hall. Met eus ar 15 d'ar 25 a viz Mae 1954, goude diskar Diên Biên Phu, e kemeras perzh en oberatadurioù kelaouiñ en Indez-Sina, dindan aotrouniezh ar jeneral Ely.

Brezel Aljeria ha fin e vuhez[kemmañ]

D'ar 16 a viz Genver 1957, e voe aozet ur gwalldaol dre implij ar bazooka a-enep ar jeneral Salan. D'ar mare-se e oa e penn an 10vet rannvro vilourel ha staliet en Alje. Mervel a reas ar c'horonal Rodier e-pad an taol. Aozet e oa bet ar gwalldaol gant Philippe Castille, Michel Fechoz ha René Kovacs, ur medisin hag a stourme evit ma chomfe gall Aljeria. C'hoant en doa e vefe erlec'hiet Salan gant ar jeneral René Cogny, gwelet evel un den taeroc'h ha nerzhusoc'h. Kovacs a destas a-enep tud evel Michel Debré a ziwar-benn aozadur ar gwalldaol, met ne zegasas ket a brouennoù. Ne voe ket a zisoc'hoù war an hent-mañ gant an enklask.

E-pad enkadenn 1958, e harpas tu ar jeneral de Gaulle e pad ur brezegenn en Alje. An dra-se a skoazello anezhañ. Met en desped da se, e felle da Salan e chomfe Aljeria dindan beli Bro-C'hall ha goude c'hwitadenn putsch ar jeneraled e 1961 ez eas e penn an OAS. Harzet e voe e Alje d'an 20 a viz Ebrel 1962 goude bezañ chomet kuzhet e-pad ur bloavezh. D'an 23 a viz Mae, e voe kondaonet da vezañ toull-bac'het betek fin e vuhez. Kaset e voe da doull-bac'h Tulle e-lec'h ma veze bac'het ofiserien gant ur giriegezh bennak e darvoudoù Aljeria. Goude miz Mae 1968, e voe distaoliet gant de Gaulle.