Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Ch. Rogel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Merour nevez

[kemmañ ar vammenn]

Ar blijadur em eus kemenn dit ez out bet dilennet hiziv evel pempvet merour ar wikipedia brezhoneg. Gwellañ gourc'hemennoù! Benoni 14 Kzu 2006 da 23:44 (UTC)[respont]

Salut. Evit goulenn an oustilhoù merour eo ret mont amañ: [1]. A galon, Benoni 26 Kzu 2006 da 00:21 (UTC)[respont]

Gallout a ri ober pezh a gari d'ar pennadoù boulc'het, kendalc'het, paouezet ganin: n'in ket d'o lenn ken. Leun ma botoù gant doareoù chefed vihan ha ne reont nemet klask lakaat skoilh ouzh al labour. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2006 da 17:53 (UTC)[respont]

According to the vote on [2] and your request on meta, you have been granted a sysopflag here. Congratulations and success. m:user:effeietsanders 26 Kzu 2006 da 18:46 (UTC)[respont]


afer anvioù brezhonek planedennoù zo

[kemmañ ar vammenn]

Kaset eo bt ar gerig-mañ d'an holl dud bet roet o soñj betek-hen diwar-benn afer anvioù ar planedennoù e brezhoneg. a-raok mont pelloc'h e fell din disklêrian ec'h eo ingal din ez personel penaos e vo graet eus ar blanadenn-mañ'r-blanedenn e brezhoneg rak n'on ket ur mailh war an tachenn ar steredoniezh na tamm ebet. Chalet on un tammig avat gant ar prim ma c'hell an traoù vont war hent an tagadennoù personel e lec'h sevel arguzennoù poellek evit difenn sav-poent pep hini. Goût mat a ran an aezet e c'hell bezañ tagañ ha bezañ taget, peurliesañ hep ober a-ratozh dreist-holl pa vez kemmet, a-wezhoù re vuan all, titl ur pennad bet savet ganit... Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. Pa vez displeget arguzenniñ pep hini e ranker klask arguzenniñ en un doare poellek atav, hep fuloriñ hag hep tagañ tud all en un doare personel. Bez' e c'heller bezañ a-enep da sav-poent unan bennak, zoken ar re sotañ. hep o zagañ ez-personel. Evit achuiñ, fellout a ra din ivez lâret e kav din o devez implijerion/ezed zo re a aon rak ar verourion. E gwirionez n'int nemet implijerion/ezed orin gante un nebeud galloudoù ispisial (nebud-tre e gwirionez hag hepte ne vefe ket tu d'ar raktres en em difenn rak taolioù-vandalerezh. Aze emaint evit sikour an dud, ha n'eo ket evit feukiñ anezhe. Ar gwir o dvez ar verourion avat, dres evel an implijerion/ezed all, da gemer perzh e pep kaozeadenn hervez o c'hoantoù, met ma kemeront perzh n'hallont ket lakaat da dalvezout o gwirioù-merañ war an aferioù resis-se. Ra vo kavet un diskoul evit afer anvioù ar planedennoù. A galon,Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 16:07 (UTC)[respont]


  • Keloù evit ar verourien : Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh a oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:59 (UTC)[respont]

Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremann, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)[respont]

Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)[respont]

Implijerien faos

[kemmañ ar vammenn]

Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:40 (UTC)[respont]

Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour

[kemmañ ar vammenn]

Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.

Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek

[kemmañ ar vammenn]

Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)[respont]

Pilori? Eoul war an tan?

[kemmañ ar vammenn]

Mat vije dit d'am soñj paouez lakaat war an ti-chopin kemenadennoù kaset dit war da bajenn bersonel. An eil gwech eo e rez kement-mañ en un nebeut devezhioù ha chalus-tre eo. Ne gomprenan ket da jeu: lakaat Bianchi-Bihan war ar pilori? Lakaat eoul war an tan? Ar c'hudennoù etre daou zen, ha pa vefe Neal ha Bianchi-Bihan pe me ha n'ouzan ket ken piv, n'int ket da vezañ lakaet war ul lec'h foran evel an ti-chopin. An doare gwellañ eo da washaat an tabutoù, da zistruj tud. Feuket hon gant da zoare da ober! Benoni 6 C'hwe 2007 da 00:23 (UTC)[respont]

a-du. Ne blij ket din-me ivez na zoken da vBianchi-Bihan e-unan war a welan.

Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:52 (UTC)[respont]

Kemennadenn - anvioù gresianek

[kemmañ ar vammenn]

Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.

Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.

Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1

A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)[respont]

Kempenn kinnigoù (votadeg)

[kemmañ ar vammenn]

O klask kempenn hag eeunaat ar c'hinnigoù da geñver ar votadeg da vezañ savet a-divout an doare da dreuzskrivañ anvioù divoutin gresianek a-benn sklaeraat an dibaboù un tammig ha goulenn a ran da asant evit adlec'hiañ an evezhiadennoù bet graet ganit evit lakaat anezhe da glotaat, mar bez tu, gant kinnigoù resis? A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 12:16 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata war ar rummadiñ

[kemmañ ar vammenn]

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)[respont]

Goulenn "micherel"

[kemmañ ar vammenn]

Salut dit. Gwelet a ran az teus distouet lizherennoù an titloù er pennad Maodez. Koulskoude em eus desket ober e-giz-se evit menegiñ mamennoù ma studiadennoù Istor. O teuler ur sell ouzh levrioù Clio (un dastumad Istor brudet) e welan e reont heñvel ouzhin (un embannadur kozhig eo, gwir eo. Boden, n'on ket ken yaouank ken, gwir eo, ha marteze ez eus bet cheñchamant ba'r maner dibaoe? Petra eo ar reolennoù AFNOR 44-050 ha 44-063-se dre vras?--Kadwalan 21 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)[respont]

Evit gwir, mesket 'm eus un tammig ar reoladoù peogwir ne vez ket graet mesmestra evit an daveoù a denn d'an unskridoù (monographies = levrioù war un tem hepken dre vras) hag ar re a denn d'ar bennadoù. Ret eo italaat (stouiñ al lizherennoù, mar karit) evit ar re gentañ. Setu ar framm da vezañ heuliet ( Pennad "Bibliographie" er Wikipedia gallek ):

Normes de présentations bibliographiques

Il existe deux principales normes de présentation bibliographique, l'ISBD orientée vers le catalogage et la norme ISO 690, adaptée en France à travers la norme AFNOR NF Z 44-005-2, orientée vers l'édition.

Dans le cas le plus simple une référence bibliographique se présente ainsi :

Norme ISBD

   Titre : Sous-titre / Prénom et nom de l'auteur. – Lieu d'édition : éditeur, année d'édition. – Nombre de pages ; Format.
   ISBN

Norme ISO

       * Pour une monographie : NOM (Prénom), Titre, éditeur, lieu d'édition, année d'édition.
       * Pour un article : NOM (Prénom), « Titre de l'article », in Titre de la publication, tomaison, année, page(s).

Emberr : an talbennoù italaet evit an unskridoù hag an talbennoù etre skrabigoù evit talbennoù ar pennadoù + talbennoù ar mareadegoù (= périodiques) da vezañ italaet. Pep ger latin a zo da vezañ italaet.

Divankañ ar rin al levrrolladurioù (reishoc'h eget levrlennadur a zo da vezañ implijet evit ar rentaoù-kont), met n'eo ket un afer. --Ch. Rogel 23 C'hwe 2007 da 16:46 (UTC)[respont]

Ar reolad Z 44-050 a zo evit katalogañ an unskridoù : termeniñ a ra kinnigadur an ISBD (roll hag endalc'h an takadoù ha roll ar pennvenegoù). Reolad Z 44-063 a zo evit katalogañ ar mareadegoù.

Trugarez evit da respont. Me' soñje din a-walc'h.--Kadwalan 26 C'hwe 2007 da 03:27 (UTC)[respont]

An anv stêr Gwilen

[kemmañ ar vammenn]

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus savet ha labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [3]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:17 (UTC)[respont]

Intéressé par la langue bretonne?

[kemmañ ar vammenn]

Bonjour,

J'habite en Bretagne dans le Finistère, dans une région où beaucoup de gens parlent le breton. J'ai commencé à étudier un petit peu le turc et j'ai vu quelques points communs (pas beaucoup) avec le breton. Un Turc de ma ville me dit que la région de la Mer Noire ressemble un peu à la Bretagne. Je cherche un Wikipédien francophone ou anglophone qui s'intéresserait au breton et/ou aux langues celtiques. M'écrire en français ou en anglais sur ma page du Wikipédia en breton (sur la page "Kaozeadenn" = "discussion")- br:Implijer:Ch. Rogel

Kenavo, je viens de découvrir votre message sur une page de Meta. En effet je me suis intéressé avec le breton et la culture celte. Hélas je ne connais que dire "kenavo" et "ker" veut dire "maison". --Mskyrider 17 Meu 2007 da 18:59 (UTC)[respont]

Skrivet 'teus: ar memes tad eget krouadurioù all. Memes eget n'emañ ket e brezhoneg. "memes ha" pe "memes evel", nemetken . A galon. Bianchi-Bihan 24 Meu 2007 da 03:41 (UTC)[respont]

Vot digor war adenvel an ti-chopin

[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali. Benoni 29 Meu 2007 da 18:33 (UTC)[respont]

Arabat disoñjal rummadiñ ar pennadoù savet ganit, na lakaat liammoù davet ar pennadoù savet er wikipediaoù all. Gw. da skouer: Feulster. Ur pennad hep rummad na servij da netra dre ma ne vo ket adkavet. Benoni 11 Ebr 2007 da 00:09 (UTC)[respont]

Pa oa diwhezat, ne oan ket evit mont pelloc'h eget sevel korf ar pennad. Lakaat a rin an etrewiki dindan nebeut amzer. Koulskoude, ne klaskan ket rummata en un doare ingal pa n'on ket evit ober gant ar rummadoù el liester. Gwechall (e 2005) e skriven e oan prest labourat don war an dachenn-se, met ne c'hellan ket mui, ken e kavan diaes ober ar c'hontrol eus ar pezh em eus desket e korf ma buhez micherel. Spi em eus e vo chañchet a-benn un nebeut bloavezhioù. --Ch. Rogel 11 Ebr 2007 da 21:12 (UTC)[respont]

Vot digor evit kaout ur bureviad

[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)

[kemmañ ar vammenn]

English Please delete Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn). These two articles was describing the Cyrillic letters Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn), but have been used Latin letters as the articles' name.--Sl 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)[respont]

Liammoù etrewiki ha rummadoù e traoñv ar bajenn

[kemmañ ar vammenn]

Techet out lakaat ar rummadoù hag al liammoù etrewiki e krec'h ar bajenn. Ret eo lakaat anezho e traoñv ar bajenn avat. Mod all ne vint ket kavet gant ar robotoù, ha ne c'hello ket ar botoù kas kemmoù dezho. Koll a ran kalz amzer o lakaat ar rummadoù hag al liammoù etrewiki e traoñv ar bajenn war ar pajennoù savet ganit. Trugarez eta ober evel an holl, ha lakaat an holl titouroù pouezus-mañ e traoñv ar bajenn. Seul efedusoc'h e vo hon wiki. Ha tu vo din labourat war traoù dedennusoc'h eget lakaat urzh er rummadoù hag el liammoù etrewiki. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 27 Mae 2007 da 18:28 (UTC)[respont]


Vot evit ur merour nevez

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 22:47 (UTC)[respont]

Roll an oberennoù...

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. E oan o klask gouzout e pelec'h za teus kavet roud eus skridoù Gwilh ar C'hoad rak ne gavan ket e anv e geriadur ar skrivagnerien nag e lec'h all. Trugarez.--Kadwalan 17 Mez 2007 da 17:49 (UTC) War a seblant e oa ur pastor... Daou veneg zo eus an " Testamant nevez, troet gant Gwilh ar C'hoad" zo er memes rannbennad Marteze ez eo ar memes levr?--Kadwalan 17 Mez 2007 da 18:01 (UTC)[respont]

Gwill ar C'hoad a zo ... Guillaume Le Coat (n'eo ket souezhus, betegouzout) hag hemañ a oa pastor e Bro-Dreger e dibenn an 19ved kantved. Titloù e droidigezhioù a zo meneget e geriadur ar skrivagnerien gant L. Raoul. Prenet em eus an "Testamant nevez..." hag a zo bet adembannet, "adwelet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ" e 2004 gant ar Société biblique d'Anjou/Unvaniezh ar Bibl en Anjev, un dave a vije da ouzhpennañ. --Ch. Rogel 17 Mez 2007 da 23:01 (UTC)[respont]

Hoc'h ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

Roit hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig kenteuziñ Alkides mar plij goude bezañ lnnet ar gaozeadenn amañ: Kaozeal:Alkides. Trugarez en a-raok, --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:30 (UTC)[respont]

Galv d'ar verourion

[kemmañ ar vammenn]

Setu ur "galv" bet kaset da Gadwalan evel merour gant an implijer Bianchi-Bihan. Kavet am eus gwell e skignañ a-gevret gant ma respont d'an holl verourion evit ma vefe roet o ali gante. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:16 (UTC)[respont]

Galv d'ar verourien db Dionysos Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.

Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.

Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:08 (UTC)[respont]

Ur wezh all (aet on skuizh-divi oc'h adskrivañ ar memes tra gwezh ha gwezh all): n'em eus graet nemet lakaat e pleustr ur reolenn envel bet votet war ar raktres-mañ, ur reolenn na fell ket d'an implijer Bianchi-Bihan doujañ dezhi. Ar wezh-mañ eo bet ret din kenteuziñ daou bennad ha diverkañ ar pennad berrañ evit gallout adenvel ar pennad hirañ evit lakaat e ditl da doujañ d'ar reolenn envel sklaer war an dachenn-mañ.
Kollet eo bet ul lodenn vihan eus istor ar pennad koshañ ha berrañ, bet savet a-gent dindan ur stumm reizh e ditl hervez ar reolenn envel. Da lâret eo, berr-ha-berr, e oa bet savet ur penand doubl gant an implijer-mañ dre mont e-bioù d'ar reolennoù envel war an dachenn resis-mañ en un doare sistematek.
Respontet eo bet dre an hir nouspet gwezh d'an implijer-mañ amañ, amañ hag amañ ha taget on bet ivez ez-personel gantañ amañ.
Aet on skuizh-meurbet o rankout mont da reizhañ titl ar pennadoù savet gant an implijer-mañ ha neuze rankout lenn e rankfen bezañ "barnet" abalamour ma lakaan e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ na fell ket dezhañ doujañ dezhe e-ser klask duañ ivez ma anv.
N'eo ket homañ ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-se ha m'ac'h a pelloc'h war an hent-mañ e kavan fur stankañ e gont outañ rak lakaat a ra un aergelc'h fall-spontus da ren war ar raktres-mañ dre vras. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:08 (UTC)[respont]

Klemm diverket

[kemmañ ar vammenn]

Implijet eo bet e c'halloud gant Benoni da ziverkaén ar c'hlemm graet enep dezhañ. Goulenn a ran ma vo barnet evit an drougober-se. Gwegen Tangi 11 Gwe 2007 da 14:30 (UTC)[respont]

Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:19 (UTC)[respont]


Afer merañ: da ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

Stanket emañ ar c'hendiviz war implij ar stumm "aberzh" pe "aberzhidigezh" evit titl pennañ ar pennad Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Daou sav-poent ez eus ha ne deuont ket a-benn da dizhout un emglev kenetreze evel ma weli o lenn ar gaozeadenn amañ Kaozeal:Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Reiñ ma ali evel merour am eus graet diouzh ma ferzh met n'eo ket trawalc'h war a seblant. Pediñ a ran ac'hanout neuze lenn aketus an arguzennoù bet degaset gant an daou du ha reiñ da ali war implij an eil ster pe egile evit dont a-benn da dizhout un tamm kenemglev ha mont e-bioù da adstagañ gant ur brezelig-embann. Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 11:04 (UTC)[respont]

Kendivizoù reolata nevez

[kemmañ ar vammenn]

Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:

Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 21:39 (UTC)[respont]

Reizhadennoù

[kemmañ ar vammenn]

Pa lakaez ar bolitikerezh, n'eo ket ur reizhadenn a rez. Gourel eo an dibenn erezh. Bianchi-Bihan 10 Her 2007 da 01:27 (UTC)[respont]

Aotrou Merour, Marteze e vo ret din dougen klemm adarre enep ur merour krog da deurel kunujennoù: arabat ober goap eus an dud gant da skouerioù faos, o klask "manipulañ" an dud, pegen koant! Goulenn a ran ma vo lavaret dezhañ paouez. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 11:54 (UTC) Amañ e oa: [[4]] Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 15:57 (UTC)[respont]

Kemennoù: vot ha wikiarroud

[kemmañ ar vammenn]

Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 22:15 (UTC)[respont]

Gant piv e vo brezhonekaet an anvioù pibien? Penaos e vint brezhonekaet? Dre c'hallekaat, Serj? Selestin evel Lusian, pe Kelestin evel Lukian? Votet e vo evit pep hini? Bianchi-Bihan 21 Her 2007 da 05:01 (UTC)[respont]

Arbennigourion/ezed, Skiantourien/ezed a-vicher h.a.

[kemmañ ar vammenn]

Pep hini a c'hell lâret e soñj ha difenn ar savpoent a gav ar gwellañ evl-just, met ret eo anzav ne deuan ket -benn d'az kompren a-wezhoù. Skrivet ganit, da skouer, "Votadenn : n'omp ket skiantourien a-vicher" diwar-benn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud o tennañ d'ur votadeg war ar stern evit dont a-benn da dizhout ur politikerezh unvaet war dachenn an doare da envel pennadoù o tennañ da dud gante anvioù estren ha resisoc'h e c'hller lenn ivez, bet skrivet ganit e-keñver ar c'hraf resis "Reizhskrivañ: Ar pennad a vo lakaet atav dindan titl ar reizhskrivadur a-orin (o toujañ d'ar sinoù diakritek, lizherennoù ispisial, hag all), gant adkasoù diwar ar furmoù boas all." kement-mañ[5]: "Stank e vo ar fazioù : gwelloc'h lezel an adkas d'an arbennigourien". Setu ma evezhiadennoù personel e-keñver ar pezh ac'h eus skrivet. Ha gouest e vefes da glask respont d'ar gouklennoù-mañ:

  • 1. Marteze n'out ket-te skiantour/ez a-vicher, ha me n'on ket sur, met ne dalv ket n'eus ket skiantourion/ezed a-vicher en hon zouez;
  • 2. Daoust ha n'omp ket holl skiantourion/ezed a-vicher, ne dalv ket omp genaoueien rak un hentenn skiantel ez eus a c'hell bezañ lakaet e pleustr gant tuds n'int ket skiantourion/ezed a-vicher;
  • 3. Eus peseurt micher ez eus koaz amañ? Skiant an doare envel pibien? Ha ledanoc'h, skiant (?) an dermenadurezh? Ha pet den a 'zo skiantour/ez a-vicher war an dachenn-se e Breizh?
  • 4. Petra a dalv "a-vicher"? Bezañ paiet evit ober un dra bennak? Ha skiantour a-vicher oa Newton, da skouer?
  • 5. N'eo ket ma micher an dermenadurezh, rak paiet e vezan evit kelenn, met d'am soñj em eus ur stummadur resis koulz war ar brezhoneg ha war ar yezhoniezh hg an droidigezh evit doint a-benn da dizhout alioù diazezet war an hentenn skiantel hep ma vefe skiantour a-vicher ac'hanon. Meur a hini all ez eus ivez war ar raktres-mañ sur ha n'eo ket marteze;
  • 6. Perak e voi stank ar fazioù? Ha sur out ec'h eus komprenet mat ar pezh out o kaozeal diwar e benn hag o vouezhañ diwar e benn amañ? Penaos faziañ, da skouer, gant sevel ur penand gantañ da ditl "Vincas Krėvė-Mickevičius" ha sevl un adkas davetañ diwar ar stumm hep diakritikoù evit aesaat ar c'hlask "Vincas Kreve-Mickevicius". Ne welan ket tre pelec'h emañ an dalc'h ha penaos e c'hellfer faziañ;
  • 7. Arbennigour on-me war dachenn an treuzskrivañ. Perak e lârez n'on ket? Peogwir ne labouran ket evit Ofis ar Brezhoneg pe me 'oar me? Arbennigourion/ezed all ez eus ivez sur ha ivez tud a-vicher war ar dermenadurezh n'int ket arbennigourion/ezed war an dachenn resis-mañ;
  • 8. Marteze eo arbennigourion a-vicher war dachenn envel ar bibien ar veleion me n'eo ket me an hini a doujo oute-i dre ret war digarez ez eus anezhe tud a-vicher war an dachenn-se
  • 9. Bezomp poellek: mar bez degaset arguzennoù solut ha poellek, d'am soñj e kemero perzh en ur votadeg a seurt-se tud a gav dezhe int arbennigourion/ezed a-walc'h evit keñveriañ an arguzennoù ha dont a-benn da dizhout un emglev hag un disoc'h skiantel a-walc'h perliesañ. N'eo ket dre ret evel-just rak n'eo ket demokratel ar skiant, met spi am eus ne deuio nemet tud sirius da reiñ o ali - me,d a skouer, ne rofen ket ma ali diar-benn an doare da envel an elfnnoù kimiek....

A galon, Neal (Kaozeal) 21 Her 2007 da 10:04 (UTC)[respont]

N'ouzan ket re... D'am soñj n'eo ket ken dañjerus ar reolenn-se e bed ar brezhoneg hag e hini ar galleg. Ma vez goulennet digant unan bennak tennañ ur pennad e vo graet, met mod all ne gred ket din e vije da vezañ re trekamardet... Evel-just, ma ouezez ez eus gwirioù war ur ganaouenn bennak, e c'hellez he diverkañ. Benoni (Kaozeadenn) 22 Her 2007 da 16:53 (UTC)[respont]

D'am soñj e tlejes bezañ dedennet gant ar pennadoù Lucius, Lusius Iañ‎ ha Kaozeal:Lusius Iañ‎ evel just. Bianchi-Bihan 27 Her 2007 da 05:05 (UTC)[respont]

Pedadenn a-berzh ar bureviad evit ar verourion

[kemmañ ar vammenn]

evel bureviad ma'z on e pedan ac'hanout, ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh, embann da chomlec'h evit ma c'hellfe an implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute mont e darempred ganit evit svel klemm mar bez ezhomm rak betek goût n'eo ket bet graet gant an holl hag ar gwir o deus an implijerion/ezed bet stanket o c'hont gallout mont e darempred gant ar verourion evit displegañ o abegoù ma n'int ket a-du gant ar stankadenn ha n'o deus doare ebet all evit gallout embann o soñj war ar Wikiepdia war-eeun war a welan. Tu z' dit da embann da chomlec'h war-eeun a wel d'an holl war da bajenn bersonel ha/pe d'e enrollañ er penndibaboù.Fiziañs o deus lakaet an dud er verourion dre mouezhiañ evite hag un dever an hini eo d'am soñj kas ar c'harg-se da benn en un doare dereat o toujañ da wirioù an holl. Beteke-hen, hervez ma ouzon, e c'hell un den bet stanket e gont outañ mont e darempred gant nebeud-tre a verourion ha peurliesañ gant ar re m'eo bet stanket e gont gante. Mar fell dit e c'hellez sevel ur gont e-mail ispsial evel-just evit resev lizhiri o tennañ d'ar wikipedia kentoc'h evit embnn da chomlec'h personel boas. Trugarez vras dit en a-raok, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 20:00 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:47 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:19 (UTC)[respont]

Brezel Benoni

[kemmañ ar vammenn]

Daoust ha gallout a rafe ur merour bennak lavarout da Venoni paouez da virout ouzh an dud da labourat war ar pennad Orestes mab Agamemnon. Trugarekaat.Bianchi-Bihan 30 Kzu 2007 da 11:19 (UTC)[respont]

Met an holl a c'hell labourat war ar pajennoù-se, gant ma vo doujet d'ar reolennoù savet dre ar c'hendivizoù reolata (war an anvioù tud ha war treuzlizherennadur ar gresianeg da skouer)... Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 11:58 (UTC)[respont]
N'eus nemet displegañ eus peseurt reolennoù ez eus kaoz a-raok serriñ kont un den, ha ne vo ket ezhomm serriñ. Ken aes ha tra. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:23 (UTC)[respont]

Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn , komzoù ha n'on ket a-du ganto.

  1. N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian, pa veze goulennet ma ali ganin.
  2. N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:23 (UTC)[respont]

Salud dit. Skrivet teus, diwar ma fenn, e kannadig ar verourien: gwelout a ran ez eus tagadennoù dichek ha diabeg en da geñver ha hini Benoni.

  1. Gallout a rafes resisaat e-barzh petra emaout o soñjal, pelec'h e welez se, rak me ne welan ket. Pa vez prosez e vez graet war fedoù anavezet gant an tamallad.
  2. Gallout a ra an tamallad en em zifenn, evel er wikioù all?
  3. Marteze ne welez ket pep tra, rak marteze n'eo ket bet diskouezet dit pep tra. Gallout a ran diskouez an tagadennoù dichek ha diabeg em c'heñver, ha n'ec'h eus ket gwelet marteze? Un toullad zo.

Trugarekaat. Bianchi-Bihan 9 Gen 2008 da 00:42 (UTC)[respont]

Un doare politikel all da glozañ an afer a vije : lezel an tremened, ha sellout war-du an dazont. Da lavarout eo: lezel an traoù kozh (a-raok 2008) a-gostez da vat (evit gounit amzer ha treiñ war-du al labour pouezus nemetañ) hag urzh d'an holl d'o lezel a-gostez, ha klemm a-enep an dud na rafent ket; degas da soñj e talv ar reolennoù evit an holl, ha n'eus den a-us dezho (pezh ne vir ket da glask o gwellaat); degemer ar c'hlemmoù nevez a-enep an dud a dorrfe ar reolennoù (an holl reolennoù, evel er wikioù all), ha barn pep klemm, en un doare neptu, hag evel-just ar re a-enep ar verourien ivez. Bianchi-Bihan 9 Gen 2008 da 02:34 (UTC)[respont]

  • Dibabet ez eus bet digeriñ ur brezel enep din abaoe un nebeud devezhioù, ha sevel ur prosez e Kannadig ar verourien, e-lec'h sioulaat an traoù. Evit gounit amzer, ha gwellat an aergelc'h a dra sur. Karout a rafen gouzout pelec'h e c'hallan respont d'an arguzennoù, hervez gwir pep tamallad d'en em zifenn en ur prosez reizh.
  • Gouzout a garfen ivez da betra e servij ar bajenn klemm ouzh ur merour, pa vez distaolet ar c'hlemmoù bep tro, e-lec'h bezañ studiet gant ur barner neptu. N'haller ket bezañ en tu barner hag en tu banet war un dro.
  • Ober a rin evel ar re all : sevel roll an tagadennoù gouzañvet ganin amañ: Implijer:Bianchi-Bihan/Emzifenn
  • N'eo ket labour holloueziadurel, met n'eo ket me zo kaoz.
  • Derc'hel a rin da sevel pennadoù : din eo ar pep pouezusañ, goude ma ne seblant ket preder an holl. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 17:59 (UTC)[respont]
Brezel ebet. Kenstrollañ danevell emdalc'h B-B en ul lec'h hag a wel d'an holl evit ma c'hellfe an holl ma fell dezhe kompren evit pe abegoù eo bet stanket e gontoù outañ nouspet gwezh. Fedoù eo a gaver en doser ha n'eo ket barnadennoù. Prosez ebet evel-jsut peogwir n'eus kaoz ebet nag eus ur vranadenn nag eus ur binijenn - kozh fedoù holl. Ha perak e vefe ken kizidik all ar c'henlabourer-se o welet lakaet dirak lagadoù an holl pe hini eo bet e emdalc'h betek-hen en desped d'ar vedalenn bet lakaet war e bajenn (gantañ e-unan?) oc'h embann eo gantañ m'eo bet savet ar muiañ a bennadoù en un devezh (pe bennadoù? ur rekord?). Neal (Kaozeal) 15 Gen 2008 da 18:46 (UTC)[respont]

Respont d'un dagadenn

[kemmañ ar vammenn]
  • Danvez dineptu a-grenn. Bez e c'hall fedoù zo bezañ gwirionez rik (ret eo c'hoazh gwelout pere) hep na vije ger gwir ebet en displegadenn roet gant tud dineptu.
  • Ma vije savet ar pennadoù Istor er wikipedia gant ur spered brezelgar heñvel, ha ma ne c'hallje nemet tud engouestlet (en un tu hepken) sevel pennadoù istorel ar wiki brezhonek, ne vije ket gallet kaout an disterañ kred enno. Setu pelec'h emaomp degouezhet.
  • Skrivañ a ra: Brezel ebet. Diskouez a rin ez eus brezel, daou zen a bep eil o tifenn egile pa dorront ar reolennoù. Hir e vo sevel al listenn !
  • Fedoù eo a gaver en doser ha n'eo ket barnadennoù. N'on ket a-du: soñjoù personel e-leizh a zo e-kichen ar fedoù, da lavarout eo displegadennoù untuek.
  • Prosez ebet evel-jsut peogwir n'eus kaoz ebet nag eus ur vranadenn nag eus ur binijenn - kozh fedoù holl. Da lavarout eo "fedoù" berniet en ur mod "neptu" war ur seurt "fichenn-bolis" gant enklaskerien "neptu". Gwir eo n'eo ket ur prosez: en ur prosez e c'haller en em zifenn. Post ar vezh kentoc'h, hervez gizioù krennamzerel.
  • Ha perak e vefe ken kizidik all ar c'henlabourer-se ... n'on ket nec'het gant an tagadennoù, kustum on, met mantrus eo evit ar wikipedia, netra ken.
  • en desped d'ar vedalenn bet lakaet war e bajenn (gantañ e-unan?) oc'h embann eo gantañ m'eo bet savet ar muiañ a bennadoù en un devezh (pe bennadoù? ur rekord?).
    • Evit ar fent (met n'eo ket aotreet ar fent, evel ma tiskouez ur gaoz db "arguzennoù toull", hervez am eus soñj) eo ar vedalenn-se, evel ma c'hoarvez da dud zo fentigelliñ e wikioù all.
    • N'eo ket bet nec'het ar verourien kemend-all gant Fulup o lakaat e-unan e bennad db al lizherenneg arabek e-touez ar wikipedia:pennadoù eus an dibab.
    • Ma n'eo ket ganin ez eus bet krouet (ne laran ket savet, n'int ket peursavet c'hoazh, evel ma n'eo ket peursavet d'an eur-mañ Keops na Nunadur[[6]]) ar muiañ a bennadoù, n'eus nemet larout gant piv. N'on ket nec'het gant rekordoù, met gant renk ar wikipedia brezhonek ez on, ha ne garfen ket e kouezhfe ar wikipedia brezhonek eus e renk war zigarez ne vez ket krouet pennadoù a-walc'h.
    • Ha ma ne vije ret din en em zifenn e vijen o sevel pennadoù all. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 21:52 (UTC)[respont]
    • Ur reolenn torret da vihanañ (wikipedia:pajenn gaozeal): Bezañ pozitivel: Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak). Ur spered all. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 21:52 (UTC)[respont]

Taol ur sell ouzh pezh a zo bet skrivet war-lerc'h da dremenadenn. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 00:31 (UTC)[respont]


Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.
Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. --Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]

N'ankouezan tra ebet. N'on ket kenderec'het ec'h eo ar memes tra avat ar fed ma vez implijet ur stumm resis gant Diwan abaoe un nebeud bloavezhioù (hep ma ouzfer na perak na penaos e oa bet savet pe dibabet) hag ar fed ma vez kavet e geriadur R.H. - sur-mat e gwirionez an hevelep mammenn, da lâret eo e vez implijet ar stumm-se peogwir eo hennezh an hini bet implijet gant R.H. (perak? penaos?) en e c'heriadur. Neal (Kaozeal) 24 Gen 2008 da 13:25 (UTC)[respont]

D'am soñj e plijo dit. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 04:08 (UTC)[respont]

Ma kerez e lari da soñj. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 09:26 (UTC) E-barzh prederouriezh ez poa graet gant sofour. N'eo ket chomet. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 18:41 (UTC) http://fr.wikipedia.org/wiki/Wikip%C3%A9dia:Pages_%C3%A0_supprimer/Ar_Redadeg[respont]

Salud dit ! Gwelet em eus ec'h eus cheñchet titloù Proviñsoù Bro-C'hall ha Kumunioù Frañs. Daou dra a lavarfen :

  • a-raok kemm un titl e vefe mat kaozeal gant kenlabourerien all ha displegañ perak e kav dit e tleje bezañ kemmet. Pa seller ouzh ar pajennoù kaozeal e weler n'emaon ket ma-unan o soñjal ez eo gwelloc'h lakaat al liester.
  • Kumun Bro-C'hall a dalvez kement ha "la commune de France" e brezhoneg (evel ma talvez Kumun Pariz kement ha "la Commune de Paris"). N'eus ster ebet gant un titl evel-se. Marteze 'poa c'hoant lavaret "commune française" ? Neuze e tlejes bezañ skrivet kumun c'hall, a vije bet reizh. Hag ar memes tra evit ar proviñsoù. Met arabat cheñch titloù forzh penaos hep kaozeal gant tud all, pe war ar bajenn Kaozeadenn pe en Davarn ! A galon, --Llydawr 4 Ebr 2008 da 11:56 (UTC)[respont]

Ar c'heriaoueg

[kemmañ ar vammenn]

Diwall: bewech ma skrivi *ur geriaoueg e ri ur fazi. Bianchi-Bihan 13 Ebr 2008 da 22:17 (UTC)[respont]

"Contre-amiral"

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Penaos rentañ an dra-mañ e brezhoneg? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 18 Ebr 2008 da 08:59 (UTC)[respont]

'blam' da Pierre-Alexis Ronarc'h, él-rezon.

Ul liamm etre Frankez ha Franked a zo abaoe ar 15 a viz Gouere. Etre frank ha Franked abaoe miz Here. Neuze ne dalv ket ar boan klask gwellaat liammoù a ya mat en-dro. A galon. Bianchi-Bihan 21 Gou 2008 da 22:33 (UTC)[respont]

Emaon o paouez lakaat en-dro ar gêrioù dizalc'h hag emren. Lakaet 'toa "Hogos dizalc'h" ha "Amemren", met ne wellan ket perak. Breizh a zo bet ur vro dizalc'h e-pad 7 kantved, gant he moneiz, he ensavadurioù (gouarnamant, ministr kentañ, breujoù...), he diplomaterezh ha me oar me. Duked Breizh 'noa ur gurenenn "serret" (evel hini Roueed Bro-Saoz pe hini Roueed Bro-C'hall), un arouez splann damani ha dizalc'h penn ur stad en Europa d'ar mare-se. Hag etre an XVIvet hag an XVIIIvet kantved eo chomet emren ar vro, gant ur Parlamant hag lezennoù dezhi he-unan. Nemet e-pad an Dispac'h gall int bet torret. A galon, --Arko 22 Gou 2008 da 09:53 (UTC)[respont]

Mat e vije kaozeal a-raok ober kemmoù a'r seurt-se. Bianchi-Bihan 22 Gou 2008 da 11:30 (UTC)[respont]

Salud dit ! Tro am eus bet meur a wech da reizhañ e oe, skrivet ganit ez pennadoù (Strollad ar Justis hag an Diorren, Loeiz Andouard, da skouer), e-lec'h "e voe" peurliesañ. Abaoe 1941 ne skriver ket evel-se ken, hag ur c'hemm splann a lakaer etre "e oa" hag "e voe". Mat e vije dit teurel evezh ouzh an dra-se. A galon, --Llydawr 4 Eos 2008 da 16:24 (UTC)[respont]

Salud dit ! Meskañ a rez aliezik turgn ha Teurgn. A galon. Bianchi-Bihan 27 Her 2008 da 12:51 (UTC)[respont]

Trugarez evit o evezhiadennoù reizh. --Ch. Rogel 31 Eos 2009 da 20:36 (UTC)[respont]

Ha bremañ ?

[kemmañ ar vammenn]

Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?

Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !

Meven 12 Gou 2009 da 19:53 (UTC)[respont]

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:01 (UTC)[respont]

Ha bremañ ? (adarre)

[kemmañ ar vammenn]

A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.

Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.

Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?

Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?

Meven 3 Gwe 2009 da 16:31 (UTC)[respont]

E ser an dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[7]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[8]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[9] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant ..., Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha ... (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[10] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 14:58 (UTC)[respont]

E ser doareoù Bianchi-Bihan

[kemmañ ar vammenn]

E ser va stankadennoù

[kemmañ ar vammenn]

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[11] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]
  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[12] ha [13]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha ..., arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha ... an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha ... an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [14]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [15]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[16]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

MALLUS HAG A-BOUEZ: AFER MERAÑ

[kemmañ ar vammenn]

Da lenn

Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)[respont]

I saw your question at the Turkish Embassy. Officially, there is no connection between Breton and Turkish, because they belong to different language families. Britanny does not have a special connection to Turkey that is different from the rest of Western Europe.

J'ai vu votre question à l'Ambassade Turc. Officiellement, il n'y a pas de connection entre les langues bretonne et turque. Les deux viennent de familles de langue différentes.

Varlaam 11 C'hwe 2011 da 16:58 (UTC) (Toronto, Canada)[respont]

Goulenn adenvel

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ha gallout a rafec'h ober war-dro an danvezioù chomet direspont (https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Goulenn_adenvel) betek-hen, deoc'h da zisammañ un tammig ar verourien Y-M D ha Gwendal. Da c'hortoz ho respont. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 15:18 (UTC)[respont]

Kemmet em eus ar goulenn diwezhañ pa seblante an abeg betañ sklaer awalc'h. Evit ho koulennoù all dwb anvioù an evned, me vije asuroc'h ma lavarfec'h n'ho poa respontoù ebet diwar ar gemmerien. Gwelloc'h, degasit un "brouenn" bennak. A galon. --Ch. Rogel (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 21:17 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Trugarez eus ho kemm e-keñver ar pennad Circaetus da gentañ-penn. Evit ar pennadoù all, n'ho po nemet mont da lenn istor ar c'hemmoù anezhe evit kompren ne vez degaset daveenn ebet gant an implijer Couiros22 pa ra e soñj da grouiñ ur pennad nevez. Peurviañ e vez troet an titl e brezhoneg (Ibiz koloek Okeania da skouer) diwar ar saozneg (Straw-necked ibis) oc'h ober fae ouzh ar skiant-vat koulz hag ar gwirvoud skiantel. Kentelius e pep keñver e vo deoc'h mont da lenn e-barzh Kaozeadenn Implijer:Couiros22, d'am soñj... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 26 Ebr 2016 da 07:04 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ha pegoulz e refet war-dro ar pennadoù Ibiz Aostralia ha Houad Meller ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mae 2016 da 08:13 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ha gallout a rafen kaout ur respont diganeoc'h, mar plij ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Mae 2016 da 15:40 (UTC)[respont]

Erruet e oa ho kemmenadenn pa oan pell eus ma zi. Gwelout a rin an dra en djbenn sizhun. A galon.--Ch. Rogel (kaozeal) 27 Mae 2016 da 23:44 (UTC)[respont]

Demat ha trugarez deoc'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Mae 2016 da 06:56 (UTC)[respont]

Demat ha trugarez deoc'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mae 2016 da 07:18 (UTC)[respont]

Vous êtes sans conteste un type vicieux au plus haut point : qu'est-ce qui vous empêchait de faire apparaître ces références externes — avibirds.com et oiseaux-birds.com — dès le début ? Peu importe ce que pourront décider à mon sujet les autorités du site, mais je ne peux que vous dire que vous n'êtes qu'un triste sire doublé d'un mauvais con !--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gwe 2016 da 15:53 (UTC)[respont]

Uheloc'hik e vo kavet ganeoc'h an destenn emaon o paouez kas d'an implijer Couiros22. Ma fell deoc'h stankañ ma c'hont, grit hardizh rak ne ran ket forzh ken ken displijus eo deuet da vezañ klask mont war-raok amañ.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gwe 2016 da 15:58 (UTC)[respont]

Demat, Pet gwech e vo ret din asantiñ bezañ pouilhet — (Staoter en e wele...), (QUIT IT OR FUCK OFF !!!) — gant an implijer Couiros22 a-raok na vo graet un dra bennak da-vat ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Her 2016 da 08:26 (UTC)[respont]

Gallout a rit ouzhpennañ : (Arrêtez votre chiasse maintenant!) ha (Charogne!) el listenn ivez bremañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Her 2016 da 07:59 (UTC)[respont]

Salud, Ha gallout a rafen kaout ur respont eus ho perzh, mar plij ganeoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Her 2016 da 13:33 (UTC)[respont]

Demat, Daoust hag-eñ emaoc'h e-sell da respont din ? Pelec'h emañ an dalc'h 'ta ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Her 2016 da 08:14 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Ha bez' 'vo respontet din deiz pe zeiz ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Her 2016 da 06:55 (UTC)[respont]

Demat, Bet krouet ar pennad e miz Ebrel 2010 gant an implijer Gouerouz ha deuet nevez 'zo, ur wech ouzhpenn, an implijer Couiros22 da adkas ar bajenn da gKerc'heiz kof gwenn hep reiñ daveenn ebet. Sur a-walc'h evit klotañ gant ar pennad saoznek, "White-bellied heron" an titl anezhañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Her 2016 da 15:26 (UTC)[respont]

Da bPrieladkozh : Ne welen ket mat ar pezh emaoc'h o c'houlenn diganin. Ne oan ket dedennet gant mont da welet peseurt stultennoù a c'hell bezañ dispaket. Mar plij deoc'h, savit ur roll berr ha sklaer eus an adkasoù pe ar c'hemmoù ho peus c'hoant gweled. --Ch. Rogel (kaozeal) 8 Her 2016 da 21:27 (UTC)[respont]

N'eus nemet mont da lenn e-barzh Istor stummoù disheñvel "Kerc'heiz kof gwenn" ha stadañ e oa bet krouet ar pennad gant an implijer Gouerouz (3 Ebr 2010 da 11:47‎), "Kerc'heiz Himalaya" an titl anezhañ. Adkaset e oa bet d'un titl all — "Kerc'heiz kof gwenn" — gant an implijer Couiros 22 (1 Her 2016 da 13:27‎), hep abeg na daveenn ebet evel boaz. Padal, n'eo ket diaes kompren e felle dezhañ treiñ titl ar pennad saoznek "White-bellied heron", ken eeun ha tra.
"Ne" welit "ket mat ar pezh" emaon "o c'houlenn" diganeoc'h" ? Distreiñ da ditl orin ar pennad — "Kerc'heiz Himalaya" — savet gant Gouerouz. Marteze ho po soñj e oa bet skrivet ganeoc'h "Ne dalv ket treiñ bewezh diwar ar saozneg" (29 Mae 2016 da 21:27‎) oc'h ober war-dro titl ar pennad "Ibiz koloek Okeania". Koulz eo skeiñ piz kras gant Kastell an Tarv ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Her 2016 da 07:41 (UTC)[respont]

Respont ebet div sizhun war-lerc'h...--Prieladkozh (kaozeal) 25 Her 2016 da 13:26 (UTC)[respont]

IMPORTANT : Rapport d'activité des administrateurs

[kemmañ ar vammenn]

Bonjour. Une règle concernant le retrait des "droits spéciaux" (administrateur, bureaucrate, etc) a été adoptée avec le consensus de la communauté en 2013. Conformément à cette règle, les stewards vérifient l'activité sur les wikis ne possédant pas de règles relatives à l'inactivité des utilisateurs.

Vous vérifiez les critères d'inactivité (pas de modification ni d'action administrative pendant 2 ans) sur le wiki listé ci-dessus. Puisque ce wiki ne possède pas ses propres règles de controle des droits, c'est la règle générale qui s'applique.

Si vous souhaitez conserver vo--Ch. Rogel (kaozeal) 30 Gou 2020 da 20:15 (UTC)s droits, vous devez informer la communauté de votre wiki et mentionner que les stewards vous ont envoyé ce message pour vous faire part de votre inactivité. Si à l'issue de la discussion, la communauté souhaite que vous conserviez vos droits, alors veuillez contacter les stewards sur leur page en mentionnant un lien vers la discussion de la communauté locale où elle exprime le souhait que vous gardiez vos droits.[respont]

Si vous souhaitez renoncer à vos droits, vous pouvez demander le retrait de vos droits sur Meta.

Si vous n'adressez aucune réponse dans un délai d'environ un mois, les stewards procèderont au retrait de vos droits d'administrateur et/ou bureaucrate. Dans les cas ambigüs, les stewards évalueront les réponses et soumettront leur décision à la communauté locale pour discussion et vérification. Si vous avez des questions, merci de contacter les stewards.

Sincèrement votre. --MarcoAurelio (kaozeal) 11 Gen 2019 da 15:46 (UTC)[respont]

Erwan Berthou

[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Daoust hag arroudoù gallgar gant Berthou a c'hellfec'h ouzhpennañ d'an arroudoù gallgas am eus lakaet er pennad diwar e benn ? Rak kaer em eus klask, ne gavan en e skridoù "politikel" nemet kasoni ouzh ar C'hallaoued. Mar komprenan mat ar pezh ho peus skrivet e vefe deuet Berthou da vezañ broadelour gall dindan levezon Taldir hag an Drouized. D'am soñj ne vefe ket fall reiñ skouerioù eus ar skridoù broadelour gall-se, a-zivout ar "vammvro vihan" da skouer.

2.14.52.94 30 Gou 2020 da 11:03 (UTC)[respont]

Bezit dinec'h : klas a rin kavout arroudennoù all. Met, dre vras, dislavaroù zo bet pa 'z embanne Taldir e oa an drouizelezh (an Drouiz Meur e voe EB) a-enep ar vroadelourien vreizhat ("Breton en France, Français à l'étranger") hag emdroad Bertou a zo bet fuloret muioc'h-mui a-enep ar Stad gall. Ret e vo din furchal e-barzh An Oaled (enlinenn a-drugarez da Dielldi Penn-ar-Bed) hag e lec'h all. --Ch. Rogel (kaozeal) 30 Gou 2020 da 20:15 (UTC)[respont]

Setu un doare aes da gavout anv eus Berthou en Oaled : https://deroff.ddns.net/korpuzn.php?A=Berth%3Fou&B=OALD&C=1&D=n (N'eus nemet klikañ war al liammoù glas en disoc'hoù evit digeriñ ar restroù pdf eus an Oaled.) 2.14.52.94 31 Gou 2020 da 13:47 (UTC)[respont]

We sent you an e-mail

[kemmañ ar vammenn]

Hello Ch. Rogel,

Really sorry for the inconvenience. This is a gentle note to request that you check your email. We sent you a message titled "The Community Insights survey is coming!". If you have questions, email surveys@wikimedia.org.

You can see my explanation here.

MediaWiki message delivery (kaozeal) 25 Gwe 2020 da 18:47 (UTC)[respont]

Salud ! Ne gomprenan ket ar pezh 'peus skrivet war va fajenn Kaozeadenn. Er pennad diwar-benn Diwan ne'm eus graet nemet reizhañ skritur un nebeud anvioù-lec'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Kzu 2020 da 07:46 (UTC)[respont]

Dilennadegoù 2022

[kemmañ ar vammenn]

Demat dit, Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ. A galon, -- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:30 (UTC)[respont]

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:00 (UTC) A-du gant lodennoù da vezañ kinniget evit an treiñ e n'eus forzh peseurt yezh implijet mat e Breizh (alamaneg, kastilhaneg, kembraeg, katalaneg pe all). Evit broudañ ma vo savet pennadoù a vank hag a zo komprenet ez eus diouer anezho diouzhtu --Ch. Rogel (kaozeal) 25 Mae 2022 da 20:35 (UTC).[respont]

Daou pennad

[kemmañ ar vammenn]

Salud,

Krouet t'eus Torosad herkiniat Arvorig met Torosad Arvorig oa dija. N'on ket sur eo ret kaout daou pennad (pep an Arvorig zo herkiniat).

N'on ket sur kennebeut diwar benn ar ger "herkiniat" (skrivet "herkinian" er pennad-all ha "hersinian" gant Favereau ha Brezhoneg21... n'eus pennad ebet bremañ war Wikipedia, siwazh). Hag er pennad dit vez skirvet "an torosad herkiniat" met "un torosad herkiniat" vefe gwelloc'h amañ. VIGNERON (kaozeal) 8 Gen 2023 da 08:06 (UTC)[respont]

@VIGNERON Mat da c'houzout. Teuziañ a rin ar bajenn verrañ gant ma hini.
"Herkiniat" > Dict. FB M. Menard. Gant ar skouer : roufennadur herkiniat. Gwelloc'h heuliañ ar geriadur-se. Ch. Rogel (kaozeal) 8 Gen 2023 da 23:08 (UTC)[respont]

Liammoù etrewiki

[kemmañ ar vammenn]

Demat dit,

Ne reer ket ken gant liammoù etrewiki mod kozh, evel [[fr:Chalutier]], met gant Wikiroadennoù. Gallout a rez ouzhpennañ liammoù en ur glikañ war al liamm Ouzhpennañ al liammoù etreyezhel en tu kleiz ar bajenn. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2023 da 07:57 (UTC)[respont]

Trugarez, klask a rin kompren ar mod-nevez-se.--Ch. Rogel (kaozeal) 27 Gen 2023 da 21:42 (UTC)[respont]
@Huñvreüs ha Ch. Rogel: Krouet e oa Skoazell:Liammoù etrewiki e 2012, marteze e e vefe ret gwellaat ha nevesaat ar bajenn-mañ. A galon, VIGNERON (kaozeal) 28 Gen 2023 da 11:51 (UTC)[respont]

Levr Oberoù Arzhur

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Petra eo ster ar ger "adegadur" hag ar frazenn "met n'hellas ket o studiañ da-geñver adegadurioù pep elfenn istorel pe vojennel" er pennad Levr Oberoù Arzhur ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 23 Mae 2024 da 08:00 (UTC)[respont]

Penaos treiñ "datation" er skiant an Istor pe ar fizik :
Pennad DFBMenard :
DATATION (sur un document) deiziañ ; (attribution d'une date d'origine) adegadur m. ioù ; adegañ nv. Datation au carbone : adegadur dre garbon. Datation moléculaire : adegadur molrkulel.
Gwelloc'h e kavan ma vez dispartiet kaout un deiziad resis hag hini klask ur soñj war ar prantad amzer. A galon. Ch. Rogel (kaozeal) 23 Mae 2024 da 13:23 (UTC)[respont]

Salud dit ! Skrivet 'peus : "Bro Nevez, niv. 48, Winter 1965". Kavout a ra din ne vez embannet ar gelaouennig Bro Nevez nemet abaoe 1981... A galon, --Llydawr (kaozeal) 12 Du 2024 da 17:32 (UTC)[respont]

Gwir, ne c’hell ket bezañ « Bro Nevez », « Breton News », ne lavaran ket. Met kavet em eus ar gemennadenn heñvel e-barzh "Ar Vro", niv. 28, Kerzu 64 a vo lakaet en e blas ganin. Ch. Rogel (kaozeal) 12 Du 2024 da 20:28 (UTC)[respont]
Bro Nevez eo evit gwir, gwelit aze. 2A01:CB08:8760:C700:456D:2DB:9512:7E5E 12 Du 2024 da 20:48 (UTC)[respont]

Salud dit ! Reizhañ a ran kement ha ma c'hellan, pa gomprenan. Pa ne gomprenan ket avat, ne c'hellan ket reizhañ. Kaer am eus bet lenn ar pennad saoznek, n'ouzon ket petra 'peus klasket skrivañ. A galon, --Llydawr (kaozeal) 14 Du 2024 da 14:21 (UTC)[respont]

Pa ne gomprener ket ha pa seblant d’al lenner m’eo degemerus an danvez memestra, ur meneg evel <Amsklaer eo> a vefe gwelloc’h eget mont d'an diverkañ. Forzh penaos, n’eo difennet skrivañ e brizhbrezhoneg war ar wikipedia (ha n’eo ket erbedet kennebeut). Traoù kamm a vo reizhet deiz pe zeiz.--Ch. Rogel (kaozeal) 14 Du 2024 da 17:24 (UTC)[respont]

Ur patrom {{Kaoz dispis}} > (Kaoz dispis) zo 2A01:CB08:8760:C700:71A7:8B9:4387:B10A 14 Du 2024 da 17:32 (UTC)[respont]