Levr Oberoù Arzhur
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Levr Oberoù Arzhur a zo un dornskrid latin gwerzennet, kollet an darn vuiañ anezhañ. Arroudennet e voe gant Pêr ar Baod, istorour Breizh, pa venege unan eus mammennoù e labourioù. Reiñ a rae d'al levr implijet gantañ titl "Livre des Faicts d'Arthur le Preux ou autrement dit le Grand"[1]. Adkavet e voe an arroudennoù gant Arthur de la Borderie e diwezh an XIXvet kantved hep m'en doe anavezet anezhañ ha treuzskrivet e voe gant Gwenael an Dug ne c'hellas ket ober studiadenn glok dammoù ar varzhoneg saveteet gant Pêr ar Baod.
Kest mammennoù brezhon Historia Regum Brittaniae[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa lakaas da c'houzout mammennoù Cronicques et ystoires de Bretons (Kronikennoù hag istorioù ar Vreizhiz) e venegas Pêr ar Baod un oberenn latin seurtanvet "Livre des Faicts d'Arthur" gantañ.
Lakaet eo bet gant Arthur de la Borderie ar gaoz[2] war un dornskrid miret gant Dielldi Il-ha-Gwilen a c'hellfe bezan buhezskrid latin Sant Gwenou hag un Historia brittanica meneget enni. Kinniget e voe an destenn gollet-se evel gwir titl librum vestustissimum a lakaas Jafrez Menoe da vammenn Historia Regum Brittaniae. Er memes tro e kinnigas Arthur de la Borderie e c'hellfe ar varzhoneg da-heul ar Vita bezañ bet ur vammenn all.
Prenet e voe bet an dornskridoù gant Arthur de la Borderie e-unan ha fiziet e voent da Dielldi Il-ha-Gwilen[3].
Arbennigourien c'hall war Danvez Breizh, Gaston Paris hag Edmond Faral ne oant ket evit krediñ ez voe levezonet Chrétien de Troyes pe vMarie de France, skrivagnerien gentañ o plediñ gant Danvez Breizh gant skrivagnerien Breizh.
Adkavadenn dornskrid latin meneget gant Pêr ar Baod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1972, da geñver Kendalc'h Kevredigezh etrebroadel an Arzhurianed, e Naoned, e lakaas Léon Fleuriot, Gwanael an Dug ha Claude Stercks da c'houzout e oa bet adkavet testenn Vita Goeznouei ha meneget un Historia brittanica enni, met lodennoù Levr Oberoù Arzhur da heul war ar memes dornskrid. Dammoù ur varzhoneg hiroc'h e oant, ken ne oa kaoz eus Arzhur enno ha n'ouzer ket peseurt titl a oa gant an oberenn. Hervez André-Yves Bourgès e seblante an holl dornskrid ur seurt karned notenniñ implijet gant Pêr ar Baod evit dastum ar pezh a soñje lakaat e-barzh e levrioù. Ne ket posubl gouzout piv en doa graet al labour eilañ-se.
Treuzskrivet e voe ar 173 c'hwerc'htroadeg gant Gwenael an Dug, met n'hellas ket o studiañ da geñver adegadurioù pep elfenn istorel pe vojennel. Reiñ a reas e vennozh hag e soñje, koulz ha Léon Fleuriot e c'hellfe enderc'hel elfennoù savet un nebeud bloavezioù a-raok ar Vita Goueznouii hag e komprenent o daou an deiziad skrivet enni evel ar bloaz 1019.
Savboentoù kontrol da re Léon Fleuriot ha Gwenael an Dug[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude marv Léon Fleuriot (1987) e talc'has Bernard Tanguy da studiañ al lodennoù ma oa kaoz eus envroadeg ar Vrezhoned, peogwir e wele un nebeud lec'hanvioù dianav da ziskuliañ enno. Adkavañ a reas Portus Calvosus, ur Porz Moelleuc kozh e kornog Plougerne, war-dro Aod ar Reun. Met e welas ivez anv kozh an Aber Benead, Bazlananda. D'e soñj e oa ar furm-se nevesoc'h eget ar bloavezhioù 1000 ha diouzh-se e lakae en douetañs mennozhioù Gwenael an Dug ha Léon Fleuriot.
Pa marvas Gwenael an Dug e klaskas André-Yves Bourgès dougen enor dezhañ ha echuiñ gant al labour en doe boulc'het en ur degas ur mell studiadenn.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne, Payot, 1980, p. 278-279.
- Léon Fleuriot, "Sur quatre textes bretons en latin : le «Liber vetustissimus» de Geoffroy de Monmouth et le séjour de Taliesin en Bretagne". E-barzh Études Celtiques, levrenn 18, 1981. p. p. 197-213.
- Bernard Tanguy, Quelques réflexions sur la géographie de l’émigration bretonne en Léon, d’après le « Livre des faits d’Arthur » et la « Legenda sancti Goeznovei. E-barzh Bulletin de la société archéologique du Finistère, Tome CXXVII, 1998, p. 237-240.
- André-Yves Bourgès, La cour ducale de Bretagne et la légende arthurienne au bas Moyen Âge : Prolégomènes à une édition critique des fragments du Livre des faits d'Arthur. E-barzh Gildas Buron, Herve Bihan & Bernard Merdrignac (renerezh), A travers les îles celtiques. Mélanges à la mémoire de Gwenaël Le Duc, Britannia monastica, niv. 122008 , p. 79-119.
- Anna Donnard, La Chronique de Saint Brieuc, le Livre des faits d’Arthur et le Librum Vetustissimum de Geoffroi de Monmouth. Aktaoù 22vet Kendalc'h ar Gevredigezh etrebroadel an Arzhurianed , Roazhon, 2008. Brassellet d'an 28 a viz Ebrel 2024.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Levr oberoù Arzhur ar C'hadarn, arallanvet ar MeurPosubl eo goulakaat an titl latin : Liber Gestarum Arcturi Fortis.
- ↑ Dre ul lizher foran kaset da dTeodor Kervarker.
- ↑ Merk IF 1OO3.