Chrétien de Troyes
Eus Wikipedia
Chrestien de Troyes, pe Chrétien de Troyes (1135-1190, a greder) zo ur skrivagner gallek eus dibenn an XIIvet kantved hag en deus skrivet diwar-benn mojennoù An Daol Grenn; gantañ e vije bet krouet an haroz Lanselod, hervez ar vrud, met roud eus ar marc'heg-se a gaver koulskoude e skridoù koshoc'h. Bez ez eo unan eus ar c'hentañ skrivagnerien c'hallek anavezet hag eus oberourien romantoù marc'hegerion.
Kloareg e oa e lez Champagn, en amzer Herri Iañ Champagn hag e bried Mari Bro-C'hall (1145–1198), merc'h henañ ar roue gall Loeiz VII (Bro-C'hall) hag e bried kentañ Eleanora Akitania. Dont a c'hallfe e anv eus e relijion, rak brudet e oa Rachi de Troyes, ur rabin yuzev.
Oberennoù [kemmañ]
Troidigezhioù diwar Ovidius [kemmañ]
- Les Commandemanz Ovide (kollet), diwar Remèdes à l'amour ;
- L'Art d'amors (kollet), diwar An Arz da garout ;
- Le mors de l'épaule (kollet), diwar istor skoaz Pelops debret gant Demeter, e levrenn VI ar Metamorfozoù ;
- La Muance de la hupe, de l'aronde et del rossignol, anavezet ivez evel Philomena, diwar metamorfozenn Térée, Philomèle et Procné, e levrenn VI ar Metamorfozoù .
Romantoù arzhurian [kemmañ]
- ur romant del roi Marc et d'Ysalt la blonde ( diwar-benn mojenn Tristan hag Izold, (kollet) ;
- Érec et Énide, war-dro 1170 ;
- Cligès ou la Fausse morte, war-dro 1176 ;
- Lancelot ou le Chevalier de la charrette, romant diwar-benn Lanselod, war-dro 1175-1181 (echuet gant Godefroiz de Leigni) ;
- Yvain ou le Chevalier au lion, roman diwar-benn Yvain, war-dro 1175-1181 ;
- Perceval ou le Conte du Graal pe roman de Perceval, war-dro 1182-1190 (diechu).