Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aberzhidigezh Izaag, gant Caravaggio, war-dro 1598. Doare Princeton, New Jersey, SUA.

Meur a daolenn, en istor al livouriezh, zo bet anvet Aberzhidigezh Izaag. Meur a hini ivez zo bet anvet 'Il Sacrificio di Isacco' gant o oberour, pa veze italian.

E-touez ar re-se ez eus div a zo bet livet gant al livour italian Caravaggio (1571-1610), hag o-div eo a zo kinniget amañ.

Taolenn Princeton[kemmañ]

Aberzhidigezh Izaag (munudig), gant Caravaggio, war-dro 1598, e Princeton, New Jersey, SUA. Tostaat a c'heller dremm ar c'hrennard ouzh e Yann-Vadezour.

Emañ an daolenn Aberzhidigezh Izaag-mañ en dastumad Piasecka-Johnson e Princeton, New Jersey . N'eur ket sur eo diwar zorn Caravaggio avat. Hervez Giulio Mancini, a skrivas buhez al livour, edo Caravaggio en Ospital ar Frealz pa reas un toullad livadurioù evit ar priol spagnol (ur priol spagnol a voe adalek 1593 betek 1595), ha hennezh o c'hasas gantañ da Sevilla. Da neuze e vije bet graet al livadur war-dro kreiz ar bloavezhioù 1590. Met kalz bravoc'h eo graet al labour c'hoazh eget pezh a oa kustum Caravaggio d'ober d'ar c'houlz-se , ma skriv an arzvarnour Peter Robb, er buhezskrid embannet gantañ e 1998 diwar-benn Caravaggio, e rank bezañ bet savet war-dro 1598.

Ar paotr a zo Izaag amañ a denn kenañ d'ar Yann-Vadezour a c'haller gwelout e mirdi iliz-veur Toledo. A bouez eo gouzout e oa degouezhet e Spagn un toullad livadurioù graet gant Caravaggio, rak levezonet o deus Diego Velázquez, met gallout a rafent bezañ bet graet gant Bartolomeo Cavarozzi hag a oa e Spagn war-dro 1617-1619.

Emañ dorn an ael war benn ar maout evel m'emañ dorn kleiz Abraham war benn e vab, e gontell gantañ en e zorn dehoù, o selaou an ael. Netra en diadreñv , ha gant-se emañ an arvest en e greñvañ, en e skrijusañ.

Sklêrijennet eo an daolenn gant ar c'hiaroscuro (tenebrism e saozneg, a c'halfe bezañ "teñvalaerezh" e brezhoneg), doare-livañ ijinet gant Caravaggio, hag a zo bet ur seurt dispac'h en arz ar c'hornôg. En deñvalijenn emañ dremmoù an tad, Abraham, ha hini e vab, Izaag, ha koulskoude e santer nerzh o from.

Gwelout a reomp Abraham war-nes aberzhiñ e vab Izaag da sentiñ ouzh gourc'hemenn Doue hag un ael o herzel outañ, hag o kinnig dezhañ ur maout da lakaat e lec'h e vab.

Taolenn an Uffizi[kemmañ]

Aberzhidigezh Izaag, livet gant Caravaggio e 1603, Firenze, Mirdi an Ofisoù.

En Uffizi Firenze emañ al livadur-mañ, a voe graet, gouez da Giovanni Bellori, evit ar c'hardinal Maffeo Barberini, a oa da vezañ ar pab Urban VIII. Kant skoed en holl a voe roet d'an arzour evit e labour gant ar c'hardinal, paeet dre veur a wech etre miz Mae 1603 ha miz Genver 1604.

Ur pennad a-raok e oa bet livet Poltred Maffeo Barberini gant Caravaggio: moarvat e oa bet plijet a-walc'h Barberini ma en doa goulennet un daolenn all digantañ.

Anaout a reer dremm Izaag : hini Cecco Boneri eo, ur c'hrennard a weler en un toullad livadurioù diwar zorn Caravaggio. E zremm ivez eo hini an ael, nemet un tamm kemmet e voe an drolinenn anezhi hag ar blev, da guzhat an doare-ober. Dre skinoù X ez eo bet kavet kement-se.

N'anavezer nemet div daolenn gant Caravagio ma weler ar vro en diadreñv: homañ hag an Diskuizh e-kerzh an dec'hadenn da Egipt. Marteze eo an torgennoù Colli Albani a zo en-dro da Roma a weler amañ. Marteze ivez eo ur salud d'e gevezer Annibale Carracci, a oa brudet ar gwelvaoù livet gantañ. Amañ eo mesket kaerder an natur ha euzhusted an aberzh. En diaraog e weler ar gontell lemm war vrec'h ar mab, troet ouzh ar gouloù.

Aberzhidigezh Izaag gant livourien all[kemmañ]