Upsilon (lizherenn)
| Lizherenneg c’hresianek |
|
| Α α | Β β ϐ |
| Γ γ | Δ δ |
| Ε ε ϵ | Ζ ζ |
| Η η | Θ θ ϑ |
| Ι ι | Κ κ ϰ |
| Λ λ | Μ μ |
| Ν ν | Ξ ξ |
| Ο ο | Π π ϖ |
| Ρ ρ ϱ | Σ σ ς |
| Τ τ | Υ υ |
| Φ φ ϕ | Χ χ |
| Ψ ψ | Ω ω |
| Lizherennoù diamzeret |
|
|---|---|
| Ϝ ϝ | Ϻ ϻ |
| Ϛ ϛ | Ϸ ϸ |
| Ͱ ͱ | Ϙ ϙ |
| Ͳ ͳ | |
Ugentvet lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo upsilon υψιλόν (Υ, υ) hag a dalvez 400 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.
Anv al lizherenn a oa υ hepken er penn kentañ. Cheñchet e oa bet en u psilon (υ ψιλόν, da lavaret eo 'u simpl') evit e zishañvalout diouzh οι, a oa deuet da gaout ar memes distagadur: [y].
E henc’hresianeg e veze distaget u er penn-kentañ. Distaget e vez LFE [y] pe [y:] e gresianek klasel hag [i] ha [f] pe [v] e diftongennoù e gresianeg a-vremañ.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek waw
. Ijinet e oa bet al lizherenn latin nevez Y diwar patrom al lizherenn c’hresianek-mañ gant an Impalaer Claudius evit skrivañ ar son [y] met buan-tre e teuas da vezañ distaget [i]. Diorroet e oa bet al lizherennoù latin V ha Y ha da c’houde U ha W ha kirillek Y ([u]) A diwar al lizherenn c'hresianek-mañ.
Implijoù all [kemmañ]
Gwelet ivez [kemmañ]
| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |