Theta (lizherenn)
Eus Wikipedia
| Lizherenneg c’hresianek |
|
| Α α | Β β ϐ |
| Γ γ | Δ δ |
| Ε ε ϵ | Ζ ζ |
| Η η | Θ θ ϑ |
| Ι ι | Κ κ ϰ |
| Λ λ | Μ μ |
| Ν ν | Ξ ξ |
| Ο ο | Π π ϖ |
| Ρ ρ ϱ | Σ σ ς |
| Τ τ | Υ υ |
| Φ φ ϕ | Χ χ |
| Ψ ψ | Ω ω |
| Lizherennoù diamzeret |
|
|---|---|
| Ϝ ϝ | Ϻ ϻ |
| Ϛ ϛ | Ϸ ϸ |
| Ͱ ͱ | Ϙ ϙ |
| Ͳ ͳ | |
Eizhvet lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo theta θήτα (Θ, θ pe ϑ) hag a dalvez 9 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.
Distaget e vez LFE [th] e gresianeg klasel ha [θ] e gresianeg a-vremañ.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek tet
. Er penn-kentañ e veze skrivet evel ur groaz e-barzh ur c’helc’h ha da c’houde evel ul linenn pe ur pik e-barzh ur c’helc’h. War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn girillek a-gozh fita Ѳ diwar al lizherenn c'hresianek-mañ d'he zro.
[kemmañ] Implijoù all
E Henc'hres e veze implijet evel un diverradur evit ar ger θάνατος (thanatos) “marv”.
[kemmañ] Gwelet ivez
| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |