Kaozeadenn Implijer:Neal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Evit kaozeal ganin evel merour klikit amañ.


Diwallit.png

Article requests / Pedadennoù


Translation requests for religion-related articles will be immediately removed.

Diverket e vo raktal pedadennoù evit treiñ pennadoù a denn d'ar relijion.


Dielloù[kemmañ]

Diell Diellaouet eo bet ar c'haozeadennoù kent dre demoù amañ

kartenn ar wikipedourien[kemmañ]

Setu, emaout warni ! s.o. : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 13:11 (UTC)

Stankadenn re rust?[kemmañ]

Skankañ da viken an IP a oa o c'hoari gant Thierry Henry, ha kement-se hep rakkemenn, a zo marteze mont re amplik de'i. Ton ar farserezh kentoc'h eget vandalerezh a oa gantañ, hag e zegasadenn diwezhañ ne oa ket unan zroch. Marteze eo IP ur skol, ul levraoueg? Piv 'oar? Ur stankadenn daou pe dri devezh, evel ma kinnige YMD, a vefe bet kenkoulz all, ne vefe ket bet?Trec'hlid mitonet 19 Du 2009 da 15:04 (UTC)

A-du a-walc'h gant an alvokad. D'am soñj n'eo ket heñvel ober freuz ha c'hoari, ha kreskiñ a ray ar vugale betek dont da vezañ kenlabourerien , piv'oar? Kinnig a rafen a-walc'h ur skrid berr d'ar seurt farserien. Fentus e kavit c'hoari e park ar wikipedia brezhonek. Ma rit adarre e vo stanket ho kont tri devezh hep kemenn all ebet. Ma fell deoc'h ober labour sirius avat oc'h degemeret mat. Pe un dra bennak evel-se. Bianchi-Bihan 19 Du 2009 da 15:23 (UTC)
Taolit ur sell ouzh istor ar bajenn hag e welit sklaer pet gwezh e oa bet kemmet adkemmet an hevelep pajenn gant an implijer/ez diazanv-mañ. Stanket e oa bet peogwir e oa bet goulennet ouzhin ober evit abegoù bet implijet evit stankañ kont implijerion/ezed diazanv all e degouzhioù heñvel. Kemendall a amzer a vez kollet gant seurt 'farserezh' ha gant kemmoù diabeg ha ken sot all. Ne welan ket tre e pelec'h emañ an diforc'h. Hag e pelec'h e vefe embannet an tamm skrid-se? N'eus pajenn bersonel ebet gant an implijerion/ezed diazanv (nemet pajenn an IP). Diouzh an tu all n'eo ket difennet outañ/i krouiñ ur gont evit gallout kerderc'hel da labourat en un doare roeliek - n'eo bet stanket an IP diazanv nemetken. Mar fell dezhañ/i mont e darempred ganin evit reiñ displegadennoù ha/pe goulenn bezañ distanket e gont, n'en/he deus ket met kas ur bostell din (hag a c'hell ober atav) pe c'hoazh mont e darempred gant ur merour all. Neal (Kaozeal) 19 Du 2009 da 15:37 (UTC)
Kredet em boa kinnig an tamm skrid-se peogwir e welan e vez graet kemend-all er wikipedia gallek. Bianchi-Bihan 21 Du 2009 da 17:00 (UTC)
Me gave e oa ur c'hinnig vat en doa savet Bianchi-Bihan. --Y-M D 21 Du 2009 da 17:12 (UTC)

Dael/Parlamant[kemmañ]

An IP 212.234.70.226 a c'hoari disteurel kemmoù ar bajenn Dael Unaniezh Europa. Marteze e vefe ret e stankañ ? --Y-M D 21 Du 2009 da 15:01 (UTC)

Sur eo eo dianav [1] ? Bianchi-Bihan 21 Du 2009 da 17:04 (UTC)
Ne gomprenan ket tre. Ne welan nemet ur bajenn o klotaat gant an IP dizanv. Peurliesañ ne dalvez da netra leuskel ur gerig war pajennoù a seurt-se rak ne vez ket sellet oute gant implijerion/ezed diazanv, pe kentoc'h ne vez ket taoled pled oute, dreist-holl pa fell dezhe kas da benn kemmoù evel-hen. Met graet am eus evel-hen peogwir e oa bet kavet re reut war a welan stankañ implijerion/ezed dizanv war-eeun. Neal (Kaozeal) 21 Du 2009 da 18:14 (UTC)

Thierry Henry[kemmañ]

An implijer dianv 82.240.209.136 a zo deuet da c'hoari war pajenn Thierry Henry. --Y-M D 22 Du 2009 da 17:43 (UTC)

Graet Stanket e-pad ur sizhunvezh ha lakaet war evezh. Trugarez, Neal (Kaozeal) 22 Du 2009 da 17:49 (UTC)

Galiza[kemmañ]

Iskis ar frazenn-mañ er pennad: Castelao, Rianxo (1886-1950) politikour a-enep-bev d'ar galizeg.Bianchi-Bihan 24 Du 2009 da 02:27 (UTC)

Implijer:HerculeBot[kemmañ]

Bonjour,

Excuse moi d'insister, mais je vois que tu as archivé ma demande sans y donner suite.

J'ai fait une demande de modification des commentaires d'édition lors de changements cosmétiques, mais je n'utilise plus cette fonctionnalité sur la Wikipédia en breton. Par conséquent il n'est pas utile d'attendre que cette correction soit apportée, puisque mon bot ne l'utilisera pas.

Est-ce que tu peux me donner le bot flag s'il te plait ? Cela m'évitera d'avoir à venir régulièrement ici pour voir si tu as accédé à ma demande.

Cordialement,

Hercule 23 Du 2009 da 12:00 (UTC)

C'est d'accord, mais je n'arrive plus a retrouver la page "Grant Bot Status"... Neal (Kaozeal) 23 Du 2009 da 18:29 (UTC)
Graet Ça y est. C'est fait Neal (Kaozeal) 23 Du 2009 da 18:35 (UTC)
Merci --Hercule 24 Du 2009 da 21:22 (UTC)

Borso d'Este[kemmañ]

Un tamm bec'h am eus gant ar boestoù. Penaos ez eont en-dro? ur patrom zo? Piv en deus savet ar voest gant "erlec'h" e-barzh"?Bianchi-Bihan 27 Du 2009 da 09:14 (UTC)

N'ouzon ket. Just a-walc'h e oan o klask lakaat un tamm urzh er patromoù dre vras. Sellit ouzh ar patromoù-mañ: Patrom:S-aft ha Patrom:S-bef Neal (Kaozeal) 27 Du 2009 da 10:18 (UTC)

Borso d'Este adarre[kemmañ]

N'eo ket kalz gwelloc'h. un tamm moc'haj 'm eus graet. Bianchi-Bihan 27 Du 2009 da 10:35 (UTC)

N'eo ket falloc'h ivez. Neal (Kaozeal) 27 Du 2009 da 10:36 (UTC)

Labour-noz[kemmañ]

Gallout a ri gwelout labour-noz un aotrou a gred dezhañ bezañ Khan. Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 03:55 (UTC)

Patromoù[kemmañ]

War va fajenn kaozeal em eus respontet dit ha displeget un nebeut traoù a denn d'ar patromoù. A galon --Y-M D 5 Kzu 2009 da 19:46 (UTC)

Pibien[kemmañ]

Lennet 'm eus e oa bet un diviz ur prantad 'zo a-benn gouzout penaos e vo lakaet anv ar bibien e brezhoneg. Divizet 'oa bet brezhonekaat anezho war am eus lennet (Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud). Lennet 'm eus ivez e oa bet dibabet ober gant Lukius Iañ, padal e vez graet bremañ gant Lucius Iañ. Me ne oan ket c'hoazh ho labourat war Wikipedia d'ar mare-se neuze n'eo ket splan an traoù din. Bianchi a gav dezhañ eo ret derc'hel d'ar pezh on eus hiziv ha Kadbzh a zo a-du gantañ (amañ e kavi an eskemm nevez). Ur goulenn eeun am eus da sevel neuze :

  • Ha dav eo lakaat ar bolitikerezh ofisiel bet dibabet ha votet e-pleustr ha d'ar re a ne vefen ket a-du da c'houlenn un diviz nevez

Pe

  • Laoskel an traoù evel ma 'vezont hiziv ha kemm an dibab ofisiel bet graet d'ar mare-se ma 'vez ezhomm

Trugarez --Y-M D 2 Gen 2010 da 15:11 (UTC)

Ne ran ket kalz war-dro ar wikiepdia ar mare-mañ. gwir eo e oa bet tizhet un diviz dre votadeg war ar c'hraf-mañ. E gwirionez, avat, ne c'heller ket lâret eo bet bet tizhet un emglev ledan. bez' e c'heller adwelet seurt politikerezhioù, ha d'am soñj eus un toullad e vefe mat distreiñ warne (en o zouez hemañ hag ivez hini an doare da envel Departamantoù Frañs - bet savet ur bajenn a-ratozh-kaer ganin evit hen ober, met chomet hep respont). Betek ma vo bet kemeret un diviz kontrol, avat, e raker doujañ atav d'ar reolennoù bet degemeret dre genemglev pe dre votadeg, daoust ha ma plijont d'un implijer/ez resis pe get. Kefrdi ar verourion an hini eo lakaat an implijerion/ezed da dioujña d'ar reolennoù ha da reizhañ ar pennadoù implijet gante stummoù all. Neal (Kaozeal) 18 Gen 2010 da 14:31 (UTC)

DSisyphBot[kemmañ]

Graet Graet. Trugarez, Neal (Kaozeal) 9 C'hwe 2010 da 07:52 (UTC)

Diouzh a lennan er bajenn Wikipedia:Bot#DSisyphBot e vije bet degemeret DSisyphBot e-giz bot war ar Wikipedia brezhonek. Koulskoude n'eo ket bet enrollet : roll ar robotoù. Ha gallout a ri ober war-dro ? Trugarez. --Yun (kaozeal) 3 C'hwe 2010 da 11:04 (UTC)

Botoù hep statud[kemmañ]

Graet Graet. Neal (Kaozeal) 16 Meu 2010 da 08:05 (UTC)

Setu amañ roll ar robotoù o deus labouret hep statud nevez 'zo er wikipedia brezhonek :

Lod anezho o deus graet ur goulenn er bajenn Wikipedia:Bot, n'eus ket bet den ebet o sevel a-enep. Ha gallout a ri ober war o zro, dreist-holl Implijer:ArthurBot a zo gwall oberiant er mare-mañ ? Trugarez. --Yun (kaozeal) 14 Meu 2010 da 14:14 (UTC)

Trugarez. Pa seller ouzh roll degasadennoù Amirobot e weler en deus labouret amañ (hep statud avat). --Yun (kaozeal) 16 Meu 2010 da 08:56 (UTC)

Bot flag request[kemmañ]

Graet Graet. Neal (Kaozeal) 16 Meu 2010 da 08:05 (UTC)

Hello Neal, would you mind having a look at my request? Thanks a lot. Best regards, --Mercy 15 Meu 2010 da 09:47 (UTC)

Thank you! --Mercy 16 Meu 2010 da 08:53 (UTC)

Tavarn[kemmañ]

Skrivet em eus en davarn e oa un tamm hir-hir ar c'haozioù db buhez ar vugale en ur skol. Marteze e c'halli lavarout da soñj eno. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 09:56 (UTC)

Merhaba[kemmañ]

Memnun oldum ! Siz nasılsınız ? Evet türkçe biraz biliyorum, okuyup konuşabilirim ama pek iyi değil be ! öğrenmeye devam etmek için Türkiyeye tekrar gitmem gerek. Ne yazık... he he ! --Gouerouz 20 Meu 2010 da 19:16 (UTC)

Opala! Ha te ur mailh war al oloened ivez war a welan... Bet on o klask deskiñ un tamm turkeg abaoe div sizhun a-raok mont di da vakañsiñ e-benn ur sizhuin evit gallout kaozeal un tammig. Ar wezhoù all omp aet da C'hres evit gallout plesutriñ war ma gresianeg (un tamm mat gwelloc'h evit ma zurkeg, memestra!) met aet eo un tammig skuizh ma familh ha ni da disteriñ da Istanbul goude hon gweladenn gentañ 13 vloaz 'zo. Nag a gemmoù a vo gwelet, sur!
Marteze e vije bet tu da vont da lodenn Kiprenez aloubet gant Turkia ha neuze e vije bet tu din da vont ouzh an dud e gresianeg bewezh ma ne deufe ket brav a-walc'h an turkeg ganin, met ne gav ket din e vije aes-tre degouezhout eno avamañ...
Ur goulennig a rin neuze, kement hag ober. Pa selaouan ouzh ma c'hentelioù turkeg e klevan splann "Taksim Meydanı'nda", met ne gomprenan ket re vat eus pelec'h e teu an "n"-se a-raok al lostger "-dV2".
A-hendall 'on o lenn ul levr hag a gav din e kavfes dedennus-tre: "The Turkish Language Reform: A Catastrophic Success" e anv, gant Geoffrey Lewis. Nag ul levr fentus anezhañ, me 'lâr dit - ha me da c'hoarzhin a-hed ar wezh, dresit-holl pa gomz eus "Güneş Dil Teorisi". Gallout a reer terel ur sell warnañ war google books mar fell dit kaout un tañvadenn (gra klik amañ).
A galon, Neal (Kaozeal) 21 Meu 2010 da 11:17 (UTC)
Talvezout a ra ar boan deskiñ turkeg kar aezet-mat eo distripañ frazennoù goude un nebeud kentelioù. Kompren zo un afer all met en Istanbul n'eo ket gwall ziaes (e Kiprenez 'oaran ket 'at). Gwellaet 'm boa ma gouiziegezh eus ar yezh o vont war aod ar mor Du hag en Anatolia, pezh ne oa ket fin : mil boan 'm boa o kompren anezhe ha pa oan bet en Ankara goude se e klaske an Durked chom hep c'hoarzhin goap pa gomzen dre ma oa pouezh-mouezh war un dro estren ha plouk ganin hervezo. Hmmm...
Evit Taksim Meydanı'nda, un anv-perc'hennañ trede gour eo an ı ha pa vez heuliet gant un troad e vez lakaet un N etrezo. Sed aze. Ur skouer all : yaz tatilinden sonra : goude e vakañsoù hañv.
Trugarez evit an dave, c'h an da sellet ouzh se. A galon, --Gouerouz 21 Meu 2010 da 12:03 (UTC)
Trugarez. Sed aze a pezh a gave din.

Neal (Kaozeal) 21 Meu 2010 da 15:07 (UTC)

MondalorBot@brwiki[kemmañ]

Hello, dear Neal! Please have a look at this request. Thanks in advance, Mondalor 1 Ebr 2010 da 16:18 (UTC)

Bob Delyn a'r Ebillion[kemmañ]

Salud dit,

Emaon o klask un den a c'hellfe lavarout din petra sinifi anv ar strollad Bob Delyn a'r Ebillion (en:Bob Delyn a'r Ebillion), eus bro Gembre. Ha gallout a rafes sikouriñ ac'hanon ? OyP· 4 Ebr 2010 da 18:31 (UTC)

Demat, campagne Wikimedia CAT[kemmañ]

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 15 Mez 2010 da 11:37 (UTC)

EmausBot[kemmañ]

Graet Graet Neal (Kaozeal) 8 Gwe 2010 da 09:10 (UTC)

Ur goulenn nevez a zo bet savet (amañ) gant un implijer evit kaout ar statud bot war Wikipedia brezhonek, a-benn aesaat an traoù e vefe mat ma c'hellfes ober war-dro. Trugarez, ha ken ar c'hentañ --Y-M D (kaozeal) 15 Gou 2010 da 21:40 (UTC)

I don't understand brezhoneg, but I'd like to get a bot flag for my bot. --Emaus 7 Gwe 2010 da 20:31 (UTC)
Yes, that's what I asked, but Neal wasn't working a lot on Wikipedia brezhonek, perhaps now he's got more free time to do it ? Could you Neal ? Thanks. A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Gwe 2010 da 20:52 (UTC)
Thank you for supporting ;) --Emaus 7 Gwe 2010 da 20:58 (UTC)
Trugarez --Y-M D (kaozeal) 8 Gwe 2010 da 20:33 (UTC)

Anv-implijer[kemmañ]

Salud dit. D'am soñj e vefe gwelloc'h da gKatolikBreizh kemmañ e anv-implijer, rakbarnet e c'hallfe bezañ. A galon. --Ex-Smith 18 Gou 2010 da 13:23 (UTC)

Kemmit va anv da "plantenn_neptu", mar plij !

Arguzennoù pe dagadennoù ?[kemmañ]

Va zaget, hersalet hag atahinet en-deus Bianchi-Bihan abaoe ma'z on bet ur c'henlabourer amañ. Arguzennoù, mar plij, e lec'h tagadennoù ! Da skouer : "Ma ne vije ket primoc'h lod merourien da damall alioù ar re all e respontfen a-walc'h un draig bennak. Met ne fell ket din ober o labour, neuze kerzh da c'houlenn diganto en davarn 'ta: Wikipedia:Kumuniezh/An davarn. Chañs vat. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 23:40 (UTC)"

"Peogwir e c'hallfe ma respont bezañ tamallet din , goulenn digant ur merour. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:34 (UTC)"

"Ma ya skuizh an dud ganit eo te a vo pedet da ziskuizhañ. Soñj e niver ar pennadoù savet ganit. Et in terra pax hominibus bonae voluntatis. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010" --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 13:34 (UTC)

Bot[kemmañ]

Ha gallout a c'hellfes ober war-dro ar robotoù mar plij? gwelout amañ--Gwendal 8 Kzu 2010 da 17:54 (UTC)

DixonDBot[kemmañ]

Hi! Could you look into my request for bot flag? Thanks in advance, --DixonD 4 Gen 2011 da 15:40 (UTC)

MerlIwBot[kemmañ]

Hi, could you have a look at my bot flag request on Wikipedia:Bot#MerlIwBot? Thanks. Merlissimo 30 Ebr 2011 da 08:30 (UTC)

Vandalerezh adarre[kemmañ]

  1. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093333&oldid=1093330
  2. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093302&oldid=1091046
  3. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093330&oldid=1093324

Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se a vir alakaat anv gwir un den en ur pennad dre deir gwech en hevelep deiz. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 16:02 (UTC)

Kenderc'hel a ra Bianchi-Bihan da lakaat anvioù an titloù pennadoù en alamaneg ha bremañ e tiverk anvioù an titloù e lizherennoù druz en destenn d'o lakaat en Alamaneg dibaouez. Lavaret em eus e vefe kenkoulz lakaaat an titl e lizhernnoù druz hag an anv en alamaneg e-kichen, evel ma vez graet da gustum. Ne fell ket dezhañ. Evit doare e oar kontañ gwelloc'h evidon ha tapet on bet o kemmañ teir gwezh ar pennad. Absolvenn. Setu adarre ur brezel embann digomprenus gantañ adarre ha n'ouzon ket evit petra zoken --Kadwalan 2 Du 2011 da 16:23 (UTC)


Dizalamanekaat anvioù tud alamanek: vandalerezh![kemmañ]

Ma fell d'ar merour Kadwallan lakaat anv an dud (Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg‎, ha kant bennak all) en ur yezh bennak all n'en deus ket aotre da dennañ anv gwir an itron en he yezh, hag a zo meneget er pennad diwar he fenn e pep wikipedia : kement-se zo lemel danvez holloueziadurel, ha neuze vandalerezh, hag a rank bezañ barnet evel ma tere. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 03:09 (UTC)

SamoaBot[kemmañ]

Hi, could you have a look at my bot flag request on Wikipedia:Bot#SamoaBot? Thanks.

However, I saw you last edited over 2 years ago... --Ricordisamoa 26 Meu 2013 da 07:03 (UTC)

Forced user renames coming soon for SUL[kemmañ]

Hi, sorry for writing in English. I'm writing to ask you, as a bureaucrat of this wiki, to translate and review the notification that will be sent to all users, also on this wiki, who will be forced to change their user name on May 27 and will probably need your help with renames. You may also want to help with the pages m:Rename practices and m:Global rename policy. Thank you, Nemo 3 Mae 2013 da 12:56 (UTC)

Username change[kemmañ]

Hi! Could you please rename my account from "Moscowconnection" to "Moscow Connection"? I am now changing my username on all wikis.

Thank you! (I will create something for the Breton Wikipedia too.)
(I will ask the other bureaucrat too cause it looks like you are both inactive.) --Moscowconnection (kaozeal) 20 Du 2013 da 16:02 (UTC)

Your admin status[kemmañ]

Hello. I'm a steward. A new policy regarding the removal of "advanced rights" (administrator, bureaucrat, etc.) was adopted by community consensus recently. According to this policy, the stewards are reviewing administrators' activity on wikis with no inactivity policy.

You meet the inactivity criteria (no edits and no log actions for 2 years) on brwiki, where you are a bureaucrat and administrator. Since brwiki does not have its own administrators' rights review process, the global one applies.

If you want to keep your rights, you should inform the community of the wiki about the fact that the stewards have sent you this information about your inactivity. If the community has a discussion about it and then wants you to keep your rights, please contact the stewards at m:Stewards' noticeboard, and link to the discussion of the local community, where they express their wish to continue to maintain the rights, and demonstrate a continued requirement to maintain these rights.

We stewards will evaluate the responses. If there is no response at all after approximately one month, we will proceed to remove your administrative rights. In cases of doubt, we will evaluate the responses and will refer a decision back to the local community for their comment and review. If you have any questions, please contact us on m:Stewards' noticeboard.

Best regards, Rschen7754 5 Ebr 2014 da 08:29 (UTC)