Kaozeal:Kenlabourer:Bianchi-Bihan
Chomit ganeomp m.p. A galon. Kadbzh 6 Gwe 2011 da 21:12 (UTC)
- Ya pec'hed eo.--Kadwalan 6 Gwe 2011 da 21:34 (UTC)
[kemmañ] War evezh
Daoust ma'z teus diverket ar banniel hag an evezhiadenn am boa skrivet ez out atav war evezh abalamour da'z prezel embann evel a oa skrivet, na mui na maez.
- Displegañ a ran adarre evit a re all rak ne soñj ket din e talvezfe ar boan lavaret dit. Reolennoù sevended zo war Wikipedia ha difennet eo tagañ unan bennak en un doare personnel pe droukprezek diwar e benn. Ma kav dit eo a-walc'h skrivañ "darn", evel amañ e-lec'h skrivañ ma anv, pe hini un all, ha droukprezeg diwar e benn hep kaout chati e vi gwall souezhet. Re bell zo e c'houlenner ganit ivez nompas bezañ disprizus gant an implijerien all. --Kadwalan 7 Gwe 2011 da 09:16 (UTC)
- Re bell zo e c'houlenner ganit ivez nompas bezañ disprizus gant an implijerien all. : ali personel dineptu. Brav eo gallout ober tagadennoù personel ha bout digastiz. Bianchi-Bihan 7 Gwe 2011 da 15:34 (UTC)
- Abalamour ma kendalc'hez gant da vrezel embann (Guerrero (stad)) hag ma tizurzhiez pennadoù Wikipedia a-ratozh ouzhpenn o sevel pennadoù zoubl (re arroutet out evit na gredfe den e oa graet dre zievezhted) e stankan ac'hanout evit un devezh hag e astennan ar prantad evezh eus ur sizhun. --Kadwalan 8 Gwe 2011 da 16:13 (UTC)
[kemmañ] FREUZER
Ganit eo graet ar brezel hag an dizurzh chomet war da lerc'h. Ganin e oa savet ar pennadoù hag an urzh kempoell, distrujet ganit dec'h. A-hend-all ma vefen stanket ec'h afen da gaout ur medisin. Bianchi-Bihan 9 Gwe 2011 da 18:07 (UTC)
-
- Stanket eo da gont adarre, ar wezh-mañ e-pad 3 devezh, abalamour d'ar brezel embann a renez (Guerrero). War evezh emaout atav betek an 18. --Kadwalan 11 Gwe 2011 da 00:33 (UTC)
- Ho trugarekaat, aotrou. Bianchi-Bihan 11 Gwe 2011 da 00:44 (UTC)
- Stanket eo da gont adarre, ar wezh-mañ e-pad 3 devezh, abalamour d'ar brezel embann a renez (Guerrero). War evezh emaout atav betek an 18. --Kadwalan 11 Gwe 2011 da 00:33 (UTC)
[kemmañ] Yelizaveta Bykova
Trugarez, ma c'henlabourer muiañ karet :-))) ... Ne gerzh ket ar foto, siwazh... Ne gomprenan 'mann er gwir angl-saoz (pe saoz-saoz?) ... A galon. Kadbzh 15 Gwe 2011 da 19:24 (UTC)
- Ya, gwelet ganin goude. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 06:50 (UTC)
[kemmañ] OF
-
- OK. Trugarez. Klask a rin en o lec'hienn. A galon. Kadbzh 17 Gwe 2011 da 16:14 (UTC)
[kemmañ] Taolennoù Emgann
Emgann Diksmuide da skwer. A galon. Kadbzh 18 Gwe 2011 da 18:25 (UTC)
-
- Talennoù Brezel evel amañ Brezel Spagn kentoc'h... Kadbzh 18 Gwe 2011 da 20:20 (UTC)
- Brav. N'em boa ket taolet pled. N'oufen ket c'hoari gant se, a gredan. Bianchi-Bihan 18 Gwe 2011 da 21:20 (UTC)
- Talennoù Brezel evel amañ Brezel Spagn kentoc'h... Kadbzh 18 Gwe 2011 da 20:20 (UTC)
[kemmañ] Maria Portugal
Emaon o paouez en em rentañ kont n'hallez ket adkas ur bajenn evel Maria de Portugal da Maria Portugal gant ar benveg "adenvel" az teus. Abalamour da se az teus kemeret ar pleg moarvat d'ober kopiañ/pegañ eus an eil pennad d'egile evel ma'z teus graet adarre. Me zo gouest da adenvel ar pennadoù-se e daou glik gant ur benveg all hag evel-se e vefe miret istor ar pennadoù. Setu pa n'hallez ket ober an adkas a fell dit da unan e c'hallez lezel ur gerig din war ma fajenn pe war hini ur merour all hag e rimp buan.--Kadwalan 20 Gwe 2011 da 22:16 (UTC)
- Serr ma c'hont ma ne blij ket dit. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2011 da 09:29 (UTC)
[kemmañ] Alonso
Salud,
Ne gav ket dit e vefe mat treiñ e brezhoneg gerioù ar pennad Alonso chomet e spagnoleg? Ha perak lemel ar rummadoù? Hevelep goulennoù evit ar pennad Margaret Beaufort (kontez Richmond).--Gwendal 24 Gwe 2011 da 07:20 (UTC)
- Treiñ, ya, hag an holl a c'hall kemer perzh. Lemel ar rummadoù? N'em eus ket taolet pled. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2011 da 07:24 (UTC)
- An holl a c'hell kemer perzh ya, met ne gemer ket perzh an holl. Sed aze ar gudenn, n'o deus ket an holl c'hoant da dreiñ (pa c'hellont en ober...). Hag e chom tammoù yezhoù all er pennadoù e-pad bloavezhioù.--Gwendal 24 Gwe 2011 da 08:20 (UTC)
Ma, kompren a ran eo aesoc'h lemel eget treiñ. Pa welez, lar din, hag e klaskin ober war-dro. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2011 da 09:21 (UTC)
[kemmañ] Aostria
Bianchi-Bihan, ne'm eus ket goulennet an aotre abalamour ma n'eo ket ret, abalamour ma hon doa komzet eus an dra-se dija en davarn hag e seblantes a-du da vrezhonekaat an anvioù broioù (evel ma'z eo ar reolenn), abalamour ivez ma'm eus gortozet pell e ve kemmet an anvioù ganit hervez da c'hoant (daoust dit da genderc'hel da sevel pennadoù gant anvioù bro n'int ket e brezhoneg). Ma soñj dit ne zere ket anvioù zo e c'hallez sevel adkasoù.--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 11:42 (UTC)
[kemmañ] Aktoù Bro-Dreger
Salud dit, aktoù (a-raok ha goude an dispac'h) holl parrezioù Aodoù-an-Arvor a c'heller lenn e lec'hienn Archives départementales. Ur bam ![1]. A galon, --Gouerouz 30 Gwe 2011 da 03:31 (UTC) Mortuaj Yann Kadeg a c'helli gwelet e Pleuzal, koulzad 1668-1680, pajenn 396. --Gouerouz 30 Gwe 2011 da 03:34 (UTC)
[kemmañ] Mathieu ha Luc
Tost, me 'gred... Ba' memes kanton... luculus: ar c'hoad sakr Kadbzh 3 Her 2011 da 18:27 (UTC) Emaon o paouez klevet eo aet Alain Solé da Anaon.
-
- Mathieu ha Luc: 5 km d'ar muiañ...
- Sant-Urloù: 'ma' ma zad-paeron ouzh ar foto! Kadbzh 5 Her 2011 da 16:25 (UTC)
- Mathieu ha Luc: 5 km d'ar muiañ...
[kemmañ] Emzalc'h
Stankañ a ran ouzh da gont evit daou abeg :
- Ne vez ket graet tagadennoù personel o keñveriañ an dud en un doare dizoare (kaoz an Ayatollahed hag ar charia).
- Ne vez ket plantet dizurzh er pennadoù o kopiañ danvez ur bajenn; enni un dra bennak a zisplij dit, en ur bajenn all, evel ma oa lâret dit ganin ha gant re all hag evel ma ouzout. Pajennoù kaozeal zo. Graet az teus adarre eno--Kadwalan 5 Her 2011 da 17:27 (UTC)
-
- N'out ket neptu en afer . D'ur merour all eo da welout an dra-se. Bianchi-Bihan 5 Her 2011 da 18:44 (UTC)
- Neptu a-walc'h pa'z eo anat ha pa heulian ar reolennoù met gallout a rez goulenn ali ur merour all.--Kadwalan 5 Her 2011 da 18:47 (UTC)
- N'out ket neptu en afer . D'ur merour all eo da welout an dra-se. Bianchi-Bihan 5 Her 2011 da 18:44 (UTC)
Kadbzh 5 Her 2011 da 19:00 (UTC)
- Savet az teus adarre ur pennad doubl eno o kemer danvez Beatriz Portugal. Soñjet em eus e oa dre un taol imor. Lezet em eus amzer dit avat da gempenn an traoù da-unan evel ma c'houlennez a-wezhioù. Da lakaat an adkas en-dro da skouer. N'az teus ket graet abaoe. Stankañ a ran adarre ouzh da gont eta. Evel ma n'eo ket ar wezh kentañ ez eo rebechet an dra-se ouzhit (Kibele, benelouriezh d'an 19/08 (ne'm boa graet nemet un evezhiadenn), Guerrero (stad) d'an 08/09, Wilhelm von Habsburg d'an 03/10, Beatriz de Portugal d'an 13/10) ha ma'z eo ar pevare gwezh e lavaran dit e berr amzer e tremenan da dri devezh.--Kadwalan 18 Her 2011 da 22:00 (UTC)
- Ne'm eus ket graet anv c'hoazh eus ar gudenn emzalc'h er bajenn kaozeadenn eno Re dagus out ha n'eo degemeret mat an emzalc'h-se e Wikipedia.
"Do not make personal attacks anywhere in Wikipedia. Comment on content, not on the contributor. Sklaer eo ar reolenn (hag an dagadenn) d'an holl... pe dost.".
Kavout a ra din ez eo diaes a-walc'h ur stankadenn tri devezh. Ne rin ken menegiñ an dra-se eta. Mar plij diwall da'z komzoù en amzer da zont evel ma ra ar re all. Ne zegas netra dimp.--Kadwalan 20 Her 2011 da 14:17 (UTC)
[kemmañ] Divezh
Ne welan ket ez pije diwallet e giz ebet ouzh da gomzoù pa oas bet o kontañ gevier diwar ma fenn gant da vrezelig kornichon en deiz all. Hag emzigareziñ n'ac'h eus ket graet, sklaer eo kement-se d'an holl, pe dost. Gant se e kavan eo ret bezañ divezh, ha sur eus e c'halloud, a-benn dont da gomz eus se amañ. Bianchi-Bihan 22 Her 2011 da 03:12 (UTC)
[kemmañ] Dizoleiñ
... a ran ma zorfedoù! Gast! Ne ouien ket e veze tud o terc'hel fichennoù polis db kement fazi graet amañ pe ahont abaoe bloavezhioù! Gwir eo e vo dalc'het kont eus an traoù-se adal ar skol-vamm bremañ. Evel-just ne welez nemet ar fazioù (an torfedoù, dit-te) ha n'eo ket an niver a bennadoù krouet: war-dro 1500 ar bloaz ganin; abaoe 2008 ha Kibele eta (ha n'em eus tamm soñj ebet petra 'oa ha ne gollin ket amzer o vont da welout), se ra 4500 pennad, ha te ne welez nemet FAZI EUZHUS ar bloavezh-se. Ma vije goulennet diganin avat em bije ur soñj sklaer a-walc'h db gant piv emañ an emzalc'h negativel meneget gant n'ouzon ket piv n'ouzon ket pelec'h. Bianchi-Bihan 22 Her 2011 da 03:35 (UTC)
[kemmañ] Badeziant
Trugarez evit ar rummadoù--Kadwalan 7 Her 2011 da 16:12 (UTC)
[kemmañ] Seul wezh
Sklaer eo. Perak ne lakaez ket anezhe e brezhoneg da-unan avat? Ur brezhoneger mat eveldout… Ret eo din anzav ne gomprenan ket re perak lakaat anvioù-lec'h alamanek. Kuningunda Aostria zo bet krouet 15 deiz zo. Gortozet em eus un tamm. --Kadwalan 11 Her 2011 da 12:10 (UTC)
evel az teus c'hoant--Kadwalan 15 Her 2011 da 16:56 (UTC)
[kemmañ] Jort
N'ouien ket. Kadbzh 17 Her 2011 da 18:05 (UTC)
[kemmañ] Yec'hed mat!
Trugarekaat. Goude ar vazhad e ra vad. Bianchi-Bihan 22 Her 2011 da 03:14 (UTC)
[kemmañ] Distagadur
Salud dit ! Souezhet on bet un tammig gant an distagadur 'peus lakaet er pennad Liesozhac'hiezh, gant /x/. An dibenn "-iezh" n'eo ket un dibenn kaletaus din da c'houzout (fallakr, fallagriezh). A galon, --Llydawr 25 Her 2011 da 21:06 (UTC)
- Ar gwir ganit, ha ne oa nemedout evit merzout. Met n'ouzon ket ket penaos skrivañ ar son reizh, se zo kaoz. Bianchi-Bihan 25 Her 2011 da 21:19 (UTC)
[kemmañ] Pennadoù heñvel
Salud dit ! Daou bennad heñvel zo bet krouet ganit : Karl VI an Impalaeriezh Santel (krouet d'an 29 a viz Gwengolo) ha Karl VI (Impalaer santel) (krouet d'an 20 a viz Gwengolo). A galon, --Llydawr 27 Her 2011 da 07:03 (UTC)
- Pa ran tremen 10 pennad bemdez, devezhioù 'vez, ne welan ket seurt traoù. Ez an da gempenn. Bianchi-Bihan 27 Her 2011 da 08:06 (UTC)
[kemmañ] Leire Salaberria
Salud dit! Kaixo! Pues en la Wikipedia en euskara todavia no tenemos ningun articulo sobre Leire Salaberria, y la verdad es que he estado rebuscando en internet y acabo de encontrar su blog y su biografia en euskara y castellano. Como veo que escribes y hablas bien en castellano, tal vez te sirva la version en castellano parar crear el articulo en brezhoneg. Si tienes alguna duda en alguna traduccion, hazmelo saber y tratare de despejartela. Yo voy a crear el correspondiente articulo en euskara sobre Leire Salaberria. Agur! Kenavo! - Euskalduna 27 Her 2011 da 18:20 (UTC)
- Ya foto no tengo (a ver si la consigo, aparece una en su blog, tal vez la puedas subir a la Wikipedia en brezhoneg, a la de euskara no podemos, ya que tiene que estas en commons). Por cierto, desconocia a esta joven autora e ilustradora, gracias a ti he creado su articulo en euskara. Trugarez! Eskerrik asko! - Euskalduna 27 Her 2011 da 18:47 (UTC)
Y otras dos fotos de Salaberria Foto 1 y Foto 2. - Euskalduna 27 Her 2011 da 18:47 (UTC)
[kemmañ] Calligramme
Mat an traoù ?
Ezhomm 'm eus deus ar ger calligramme e brezhoneg met n'am eus ket kavet er geriadurioù. Ha gouzout a rafez penaos e vez lavaret ? A galon, --Y-M D (kaozeal) 28 Her 2011 da 11:40 (UTC)
- Kaligram. Bianchi-Bihan 28 Her 2011 da 11:48 (UTC)
[kemmañ] RE da c'herig 10/23/11
Awricht, troet fall ma soñjoù ganin...
- Anat din e vezez alies e-kreiz tabutoù er Wiki-mañ, dichek e vezez (alese tabutoù all ha kastizoù digant ar verourion), hogen ken alies all e vez ar gwir ganit — hervezon da nebeutañ, evel am boa skrivet dit.
- Diwir e gwirionez eo ar ger *tagus ; dichek eo ar ger reizh. Kompren a ran, peogwir e c'hoarvez ganin ivez bout ker kadarn all pa vennan chom peg ouzh ar pezh a gredan gouzout.
- Kement-se-holl en abeg da reolennoù Wikipedia, a zo strizh ha ledan war an dro, ha digor da zeveizadennoù niverus (tabutoù taer zo er Wikioù all ivez).
- Trugarez dit evit al liamm war-du George Herbert. Pell zo e oa bet ar rendael-se e gouezeleg, hag e kembraeg, hag e brezhoneg, pell kent na vije bet hunvreet war divoud WIkipedia.
- Ar gwellañ tra da ober, da'm meno, eo lezel frankiz d'an dud. Fur a-walc'h a ranker bezañ : da biv e plijje gwelet e anv "troet" en ur yezh all ? Siubhán McGunn 28 Her 2011 da 15:06 (UTC)
- Trugarez dit evit al liamm war-du George Herbert. Pell zo e oa bet ar rendael-se e gouezeleg, hag e kembraeg, hag e brezhoneg, pell kent na vije bet hunvreet war divoud WIkipedia.
[kemmañ] Dizurzh adarre
Ne vez ket plantet dizurzh e wikipedia diwar un taol imor--Kadwalan 28 Her 2011 da 18:58 (UTC)
Ne vez ket plantet gerioù estren diabeg er wikipedia brezhonek.
Savet az toa ur pennad disheñvelout Adelheid von Sachsen-Meiningen, diwar-benn an div vaouez "Adelhheid von Sachsen-Meiningen (1792–1849), priñsez Sachsen-Meiningen" hag "Adelheid von Sachsen-Meiningen (1891-1971)", ha, diouzh un tu all ur pennad "Adelheid von Sachsen-Meiningen (1792–1849)". Abaoe ur miz e talc'hez da sevel pennadoù gant titloù en alamaneg. Asantet az toa koulskoude e tlee bezañ troet an anvioù bro troet er yezhoù all, en davarn. Dre ma oa anvioù bro zo en titloù-se en alamaneg ha ma'z int troet e wikipedia e yezhoù all em eus adkaset anezhe eta da ditloù all. Ar pennadoù hag o zitloù a zle bezañ skrivet e brezhoneg. An hini kentañ a oa kaset da Adelheid Saks-Meiningen, an eil da Adelheid Saks-Meiningen (1792–1849). Pa oas distro az teus adkaset anezhe da anvioù alamanek ha lakaet az teus anvioù alamaneg n'int ket implijet e brezhoneg en destenn e lec'h an anvioù brezhonek. Digomprenus eo ha kazus. Terriñ a ra dija reolennoù wikipedia ha nac'hañ a rez atav displegañ da gemmoù o reiñ an disterañ abeg pa vez goulennet, amañ da skouer.
Kavout a ran abeg dreist-holl er mesk az teus lakaet er pennadoù o sevel ur pennad •Adelheid von Sachsen-Meiningen (1792–1849), diwar ar pennad disheñvelout : gant ur virgulenn, ur steredenn ha deiziadoù faos (abalamour ma'z eo ur pennad disheñvelout); hag o sevel un adkas diezhomm all etrezek un adkas. "Evit gallout labourat sioul" az teus skrivet da zisplegañ abegoù ar c'hemm ouzhpenn !". Setu ez eo sklaer ez eo graet a-ratozh. An holl o defe c'hoant da labourat sioul ha terriñ ar reolennoù dre imor pe dre c'hoant da blantañ reuz n'eo ket ar feson gwellañ da tizhout ar pal-se.
Ret eo bremañ tremen amzer d'o lakaat er stad ma oant ha diluziañ an holl adkasoù-se ha n'eo ket te a raio. Stanket out bet dija abalamour ma'z toa plantet dizurzh er pennadoù (pennadoù doubl, terriñ istor ar pajennoù) diwar taolioù imor. Bremañ e kav din ez eo vandalerezh ha netra ken. Stankañ a ran ouzh da gont evit tri devezh adarre eta. Gallout a rez mont e darempred gant merourien all ma fell dit. Pec'hed eo koll amzer ha pennadoù (da re ha ma re) gant traoù evel-se. --Kadwalan 28 Her 2011 da 19:53 (UTC)
- Yodenn vrezhonek digomprenus. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 04:46 (UTC)
[kemmañ] Ur banne hini kreñv a yay ganeoc'h...
- Laouen. Da yec'hed al labourerien diwar-goust ar re zo war o c'hein. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 04:47 (UTC)
[kemmañ] Von
Bianchi, perak ne lakfez ket anv hemañ-hen er yezh orin e-kichen an titl evel ma vez graet e pennadoù all ...--Kadwalan 2 Du 2011 da 15:58 (UTC)
[kemmañ] Hag adarre
Stankañ a ran ouzh da gont evit droukprezegezh hag emzalc'h tagus dibaouez amañ hag en davarn amañ, amañ amañ, amañ hag amañ, (brizharguzennerezh “plantet” gantañ em fajenñ zo ur yod digomprenus amañ. Chom hep kontañ traoù faos ha chom seven zo goulennet gant ar genskriverien. Brezel embann zo ivez (amañ, amañ, amañ hag amañ, amañ hag amañ) a-enep reolennoù envel Wikipedia : ar pennadoù ha o zitloù a zle beza skrivet e brezhoneg. Netra ne vir ouzhit a lakaat an anv alamanek orin e lizherennoù stouet. Ne'm eus ket amzer da goll o tremen war da lerc'h evit lakaat an traoù er stumm boaz emaon o paouez reizhañ. --Kadwalan 5 Du 2011 da 00:22 (UTC)
-
- N'eus netra prouet er c'homzoù-se. Krennlavar: Un arguzenn disol ha dibrouenn N'en deus ket muioc'h a bouez eget ur bluenn. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 19:04 (UTC)
[kemmañ] Charlotte...
Ur fazi zo en anv, en urzh ar gerioù : n'eo ket Charlotte Christine Magdalene von Johanna Hanau-Lichtenberg, met Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg. Klasket em eus distreiñ d'ar stumm kentañ met n'on ket deuet a-benn. A galon, --Llydawr 9 Du 2011 da 13:00 (UTC)
- Kavout a ra din ez eus fazioù er pennad Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg, evit an dimeziñ hag ar vugale. Sell ouzh ar pennadoù gallek/saoznek/alamanek. A galon, --Llydawr 11 Du 2011 da 10:13 (UTC)
- Ober rin. A-wechoù e kaver diforc'hoù er pennadoù etre an eil yezh hag eben, a-wechoù traoù digomprenus. Bianchi-Bihan 11 Du 2011 da 10:17 (UTC)
[kemmañ] Brezel embann
Stankañ a ran ouzh da gont adarre evit brezel embann, emzalc'h tagus ha droukprezegerezh. Ret eo d'an titloù pennadoù bezañ e brezhoneg. An anvioù bro brezhoneg zo da vezañ implijet ha n'eo ket anvioù en alamaneg pe e yezhoù all pa ne vez ket ezhomm. Trugarez da chom hep lakaat an anvioù titloù ha broioù en o stumm alamanek en-dro evel eno, eno eno hag eno. Mat e vefe ivez chom hep tagañ dibaouez an implijerien all diwar-benn munudoù o huchal e gaou d'ar vandalerezh. pe droukprezeg evel eno, eno, eno eno hag eno. Displegañ a rez e pajenn Gwendal e vije bet direnket da labour ganin o kemmañ titl ar pennadoù. Ne soñj ket din e oa direnket o tennañ pe o chom hep lakaat "von" pe o treiñ an anv bro. Adkasoù a oa en anvioù a oa bet savet ganit. --Kadwalan 14 Du 2011 da 00:29 (UTC)
- Danvez ur c'hlemm nevez e vo ar c'homzoù-se eta. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 19:05 (UTC)
[kemmañ] Ma respont d'an tagadennoù disol-se
1. “Brezel embann” Prest e vez Kadwalan da gomz eus brezel embann adalek ma krouan ur pennad dre ma fell dezhañ kemm an titl, daoust ma ran-me hervez ar reolenn votet. Eñ an hini a ra ar brezel pa gemm dizehan an titl (betek pemp gwech en un devezh, pezh zo difennet groñs: kastizet e vezer adalek teir! )
2. “Stankañ a ran ouzh da gont adarre evit brezel embann, emzalc'h tagus ha droukprezegerezh. Prest e vez Kadwalan da gomz eus emzalc’h tagus seul wech ma klaskañ en em zifenn. Ne brou netra gant ar gerioù-se, n’eus mann arguzennet gantañ. Kregiñ a raio da arguzenniñ pa venego ma gerioù ha pa lavaro petra zo tagus enne. Komz a ra eus droukprezegerezh, pa’z eo eñ a oa o troukprezeg diwar ma fenn da vare brezel ar c’hornichon, boulc’het gantañ dre faltazi.
3. ”Ret eo d'an titloù pennadoù bezañ e brezhoneg.” Evel just n’eo ket ret d’an titloù bezañ e brezhoneg. Na re an oberennoù, na re an dud, hervez ar reolenn votet. Mont a-enep ar reolenn votet a ra Kadwalan ur wech ouzhpenn. Ne lavar ket eus pelec’h e teufe ar “ret”-se kavet gantañ.
4. “An anvioù bro brezhoneg zo da vezañ implijet ha n'eo ket anvioù en alamaneg pe e yezhoù all pa ne vez ket ezhomm. “ Anvioù broioù a zo en titloù ar pennadoù db broioù, anvioù tud evit ar pennadoù db tud. O veskañ pep tra emañ Kadwalan, pezh a ziskouez, ur wech ouzhpenn, pegen gwan eo e arguzennerezh .
5."Trugarez da chom hep lakaat an anvioù titloù ha broioù en o stumm alamanek en-dro evel eno, eno eno hag eno". Difenn a ra ouzh ur c’henlabourer ober hervez ar reolenn. Fae a ra war ar reolenn votet eta.
6.“Mat e vefe ivez chom hep tagañ dibaouez an implijerien all diwar-benn munudoù o huchal e gaou d'ar vandalerezh. pe droukprezeg evel eno, eno, eno eno hag eno.” Ne ziskouez Kadwalan tagadenn ebet e gwirionez. Ne ziskouez nemet un dra : pelec’h e wel-eñ un dagadenn, hep lavarout petra eo an dagadenn. N’eus arguzenn ebet. Un ali personel en ur gaozeadenn, pa ne vez ket prouet, n’en deus talvoudegezh ebet. Diaes prouiñ e vez tagadenn pa ne vez ket, anat.
7.“ Displegañ a rez e pajenn Gwendal e vije bet direnket da labour ganin o kemmañ titl ar pennadoù. Ne soñj ket din e oa direnket o tennañ pe o chom hep lakaat "von" pe o treiñ an anv bro. Adkasoù a oa en anvioù a oa bet savet ganit”.
- N’eo ket diaes kompren koulskoude e vez direnket labour un den pa vez kemmet anv ar pennad a-greiz m’emañ o labourat warnañ. Met soñj Kadwallan a gont, n'eo ket al labour ar re all. Evel en afer brezel ar c'hornichon, pa oa e soñj a gonte, ha n'eo ket ar fedoù.
- N’eo ket diaes kompren e vez direnket labour un den pa deu unan all da gemm anv ar pennad, ha kement-se db anvioù tud hag o devez anvioù disheñvel, ouzhpenn, hervez ar yezhoù (priñsed o deus bevet e meur a vro alies) ha ne vez ket aes d'al labourer kavout penn an neudenn. Ouzhpenn-se ne ra Kadwalan nemet kemmañ an anv hep labourat war ar pennad . Ne ra nemet lezel al labour da ober d’ar re all goude, goude kemmañ hervez e vennozh, pezh zo kontrol d’ar reolenn. Efedus-tre an doare-se da c'horrekaat pe da ehanañ al labour . Un emzalc’h noazus ouzh ar wikipedia eo e hini eta pa vir ouzh al labour holloueziadurel, pa vije ken aes all reiñ un ali er bajenn gaozeal, hervez reolennoù ar c’hendivizout er wikipedia.
Goulenn a ran ma vo lakaet Kadwalan da baouez gant e emzalc’h tagus ouzh ma labour, ma vo lavaret outañ doujañ ouzh ar reolenn, ha ma vo kastizet seul wech ma’z aio kontrol d’ar reolenn a dleje sentiñ outi evel ar re all e-lec'h he zorriñ evel ma ra. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 19:28 (UTC)
[kemmañ] Sklaer eo ar reolenn, doujomp outi
Graet eo ar reolenn evit an holl, merourien hag all.
-
- Marteze ne lennomp ket ar memes skrid:
- *1 - Ret eo derc'hel da furm orin an anv, nemet pa vez ur furm testeniekaet stank e brezhoneg Diviz kemeret gant 75% eus ar mouezhioù
- 6 - Ar pennad a vo lakaet atav dindan titl ar reizhskrivadur a-orin (o toujañ d'ar sinoù diakritek, lizherennoù ispisial, hag all), gant adkasoù diwar ar furmoù boas all. Diviz kemeret gant 80% eus ar mouezhioù.
Me 'gred eo sklaer a-walc'h. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 21:26 (UTC)
- Sklaer ar reolenn met n'he deus mann ebet da welet gant ar c'hemmoù evel ma plijfe dit lakaat ar re all da grediñ.--Kadwalan 19 Du 2011 da 22:43 (UTC)
[kemmañ] Diell
[2] Pennoù kalet e Plougoñ, s.o 11 a viz Ebrel, 1añ a viz Mae... Kadbzh 17 Du 2011 da 20:48 (UTC)
[kemmañ] Pedadenn
Pediñ a ran ac'hanout, ha Bianchi-Bihan, da zisplegañ sklaer d'ar gumuniezh, en davarn, peseurt disemglevioù (war an danvez) ho peus etrezoc'h. Evit en ober e c'hellez displegañ deomp da ginnig/kinnigoù amañ.
Ganin ez eus bet kinniget e vefe eskemm gant ar gumuniezh evit lakaat sklaer an traoù hag ar mont en-dro a vo da zoujañ a-benn ur pennadig amzer. A galon --Y-M D (kaozeal) 20 Du 2011 da 22:51 (UTC)
- Kentañ tra: lakaat ar merour da zoujañ d'ar reolennoù.
- http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Politikerezh_stanka%C3%B1
- http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Merourien#Ar_pezh_n.27hall_ket_ar_verourien_ober
- Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober. Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.
Bianchi-Bihan 21 Du 2011 da 23:39 (UTC)
[kemmañ] Bourbon-Parma
N'ouzon ket. Ret e oa dibab ur stumm evit anv an tiegezh. Kemeret em eus an hini am eus kavet e meur a yezh (saozneg, alamaneg...). Ma' peus soñjoù all, gra evel a gari ! A galon, --Llydawr 26 Du 2011 da 16:11 (UTC)
- Soñj ebet evit ar poent, gwell e kavan kemer ma amzer. A galon. Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 16:14 (UTC)
[kemmañ] Kadwalan
Dre fazi, moarvat, 'peus lakaet da gaozioù gant Kadwalan war ma fajenn Kaozeadenn, daoust ma ne gemeran ket perzh er gaoz-se. Ne gredan ket e sellfe "kustum out" ouzhin. --Llydawr 30 Du 2011 da 12:30 (UTC) ::Preussen eo anv Prusia ivez, a orin, a gredan. Ha Schweinmann eo anv Chevènement a orin ivez, met gallekaet eo bet an abaoe meur a gantved. Evel ma'z eo bet italianekaet an anv Bourbon gall. Bianchi-Bihan 28 Du 2011 da 03:19 (UTC) :::Me gred ne vez ket lavaret Preussen e brezhoneg met testeniekaet 'vez Bourbon ha Prusia. Ha me 'gred ne vez ket implijet Schweinmann gant Chevènement na gant ar c'hazetennoù evel anv foran. --Kadwalan 30 Du 2011 da 00:06 (UTC) Chevènement zo un anv ofisiel, diwar un anv alamanek kozh, Borbone di Parma zo ofisiel ivez diwar un anv gallek kozh. Er wikipedia brezhonek emaomp, greomp gant anvioù gwir an dud. Kustum out, a gavan, da veskañ anvioù-tud hag anvioù-broioù a-hed hag a-dreuz, me gred n'eo ket dre ziouiziegezh met evit ar blijadur da enebiñ ouzhin, ha da gavout digarez da serriñ ma c'hont kement ha kreskiñ da blijadur, ha techet on da soñjal n'eo ket un emzalc'h gwall yac'h nag efedus er wikipedia. Bianchi-Bihan 30 Du 2011 da 09:10 (UTC)
[kemmañ] Alan al Louarn
Ya, sell ouzh lec'hienn KLASK pe katalog Kuzul ar Brezhoneg. A galon, --Llydawr 9 Kzu 2011 da 16:24 (UTC)
[kemmañ] Jubenniñ
Salud dit ! Krouet 'peus ur pennad Jubenniñ, zo lakaet da glotañ gant ar pennad saoznek en:Matchmaking. Kavout a reer gerioù all evit an dra-se e brezhoneg (bazhvalaniñ, an hini anavezetañ, meneget ganit er pennad). A-hend-all ez eus ur ster all gant jubenniñ, "interpréter". Kavout a ra din e vije gwell mirout ar ger "jubenniñ" evit an dra-se (en:Language interpretation) : ezhomm hon eus kaout ur pennad war an dra-se ha ne welan ket peseurt titl all reiñ d'ar pennad-se. A galon, --Llydawr 11 Kzu 2011 da 16:44 (UTC)
- Ne vern din. Gra a gari. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2011 da 16:49 (UTC)
[kemmañ] Polgar
Demat. Dank u wel. Kadbzh 14 Kzu 2011 da 09:25 (UTC)
[kemmañ] Lewis
Perak emaout o plantañ stlabez gant Lewis, o terriñ al liammoù, o lakaat ar robotoù da bennfolliñ, oc'h abober al labour graet gant Lewis a-raok? Koll nerzh, amzer, traoù all 'zo d'ober amañ eget adkregiñ brezelioù.--Trec'hlid mitonet 18 Kzu 2011 da 17:46 (UTC)
- Ne gomprenan ket. Kantadoù a bennadoù db an anvioù-badez zo, graet ganin alies, savet war ar memes patrom, hag a zo patrom meur a wikipedia, hag ar wech kentañ din gwelout unan bennak o tont da larout din e ran stlabez: leun eo ar rummad: anvioù-badez gante. Dec'h em boa ouzhpennet anvioù nevez, hiziv em eus graet adarre: Maria Annunziata, Pia, Joaquim, ... ha Lewis en anvioù-badez saoznek ouzhpenn, halabouret war re all, kar a bell pe a dost. Te 'teus graet Lewis (disheñvelout), n'eo ket memes tra. Er wikipedia saoznek ez eus pennadoù en:Lewis a bep seurt (en:Lewis (disambiguation) en:Lewis (surname) en:Lewis (given name)), ha n'eus den o komz eus pennfolliñ na stlabez, na brezel, setu perak ne welan kudenn ebet. Ma welez unan eo furoc'h goulenn ali an holl.
- A-hend-all ne ran ket ma labour diouzh ar robotoù, pep hini e labour. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2011 da 18:03 (UTC)
[kemmañ] Vargenau
Diboell a-walc'h e seblant bout ar bot hag ar paotr...[3] Kadbzh 22 Kzu 2011 da 16:01 (UTC)
[kemmañ] Ottaviani
Klask a ra degas traoù... A galon. Kadbzh 31 Kzu 2011 da 17:30 (UTC)
[kemmañ] Cylchoedd cerrig Llydaw
Henffych! Gadewais nodyn yma'n gofyn am restr o gylchoedd cerrig yn Llydaw. Unrhyw syniad os gweli di'n dda. Dw isio eu hychwanegu yn fama. Merci bras! Llywelyn2000 28 Gen 2012 da 18:09 (UTC)
[kemmañ] Trugarez
Trugarez deoc'h evit ho skoazell war ar pennad Kimi Räikkönen. Ma ez eus traoù-all da zifaziañ, grit mar plij, gouzout a ran mat ez eus traoù da wellaat e-barzh ma brezhoneg ha c'hoant am eus da zeskiñ muioc'h. A galon, Lekemok 6 C'hwe 2012 da 20:56 (UTC)
- Feiz, plijusoc'h e vije din sikour d'ober pennadoù all, n'on ket sot gant brammoù ar c'hirri-tan, met ur sell a rin ur wech an amzer. Bianchi-Bihan 7 C'hwe 2012 da 05:40 (UTC)
[kemmañ] RAF/RAF
Kemmoù a zegasin. --Ex-Smith 12 C'hwe 2012 da 10:59 (UTC)
[kemmañ] Maria Holl (sorserez)
O troiñ diwar an alamaneg... Elfennoù faos er pennad saoznek. --Ex-Smith 12 C'hwe 2012 da 18:56 (UTC)
- Eusa c'hentañ : Maria Holl (gwrac'h) am eus lakaet. Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2012 da 19:01 (UTC)
[kemmañ] Fernand Jacq
N'ouion nentra muioc'h... Kadbzh 19 C'hwe 2012 da 16:31 (UTC)
-
- Serret gant an Alamaned, N'eo ket ganr ar C'hallaoued kentoc'h (evit bout kaset da Gastell-Briant)? Kadbzh 19 C'hwe 2012 da 16:35 (UTC)
[kemmañ] Die Tolle Grete
Er wikipedia alamanek e welan daou anv disheñvel : Die Tolle Grete (alamaneg) ha De Dulle Griet (nederlandeg pe flandrezeg). Er wiki saozneg e reont gant ar stumm nederlandek/flandrezek. --Ex-Smith 19 C'hwe 2012 da 16:56 (UTC)
[kemmañ] Skeudennoù
Penaos gober neuze? Kargañ anezhe? Kadbzh 20 C'hwe 2012 da 11:49 (UTC)
- Sede pezh a ran peurvuiañ. Met n'eus ket mall. Bianchi-Bihan 20 C'hwe 2012 da 11:54 (UTC)
[kemmañ] Degas kemmoù war ar bajenn-mañ
Demat,
Sañset on eus graet war-dro evit diskoulmañ an afer ha c'hoant am boa gouzout daoust ha reizhet eo. Ha kavout a rez c'hoazh an droienn fall ?
A galon --Y-M D (kaozeal) 21 C'hwe 2012 da 18:23 (UTC)
- Ne gomprenan netra. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2012 da 01:36 (UTC)
- Cheñchet e oa MediaWiki:Editthispage, MediaWiki:Protectedpagewarning, hag pajennoù all gant Fulup, Y-M D ha me.
- Normalamant n’eus ket ken « degas kemmoù » e-barzh an etrefas. Mat eo evidout ?
- Gwellet ’teus traoù all da reizhañ e-barzh an etrefas ?
- A galon, VIGNERON 24 C'hwe 2012 da 17:22 (UTC)
[kemmañ] Dulle Griet
Salud. Kemmoù am eus degaset evit a sell ouzh ar bier, rak war a lennan e teu e anv eus hini ar c'hanol. Er pennad nederlandek e lenner : De naam verwijst naar de Dulle Griet, een bombarde (kanon) van Gent uit de 15e eeuw, dre vras : dont a ra anv eus hini Dulle Griet, ur c'hanol eus ar 15vet kantved. A galon. --Ex-Smith 23 C'hwe 2012 da 13:26 (UTC)
- Ya, gwelet em boa afer ar c'hanol. Bianchi-Bihan 23 C'hwe 2012 da 14:46 (UTC)
[kemmañ] War-raok
War hor pouezig war-zu 41 000 pennad. --Ex-Smith 26 C'hwe 2012 da 13:15 (UTC)
[kemmañ] Giraudoux
Ya, gwelet dec'h dija. A galon. Kadbzh 29 C'hwe 2012 da 19:29 (UTC)
[kemmañ] Buckingham
Salud dit ! Lakaat a rafen a-walc'h da ditl "Palez Buckingham", evel ma lenner e deroù ar pennad. --Llydawr (kaozeal) 6 Meu 2012 da 16:15 (UTC)
- A-du kenañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2012 da 17:25 (UTC)
[kemmañ] Terest
Souezhet on bet gant an titl. Kavout a ra din eo kalz anavezetoc'h "sel" pe "solier" evit se. Din eo dianav "terest". Daoust ha ne vefe ket un adstumm eus "treust" ? Sell ouzh pennad "Plafond" e Geriadur Troude. A galon, --Llydawr (kaozeal) 13 Meu 2012 da 16:52 (UTC)
- Graet re vuan marteze, rak n'em eus soñjet en traoù-se. Ma fell dit kemm ne vin ket nec'het. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Meu 2012 da 17:05 (UTC)
[kemmañ] Rummadoù hag isrummadoù
Graet eo ar rummadoù evit bodañ pennadoù hag evit kavout pennadoù kar hervez a lenner amañ. Krouiñ un isrummad evit ur pennad hepken (evel Rummad:Kanerezed Aostralia) n'eo ket gwall dalvoudus, pa ne vo ket gallet kavout pennadoù all kar d'an hini kentañ. Gwelloc'h eo renkañ ar pennad-se e rummadoù ma vo kavet pennadoù all. "Il est recommandé de ne pas créer de catégorie s'il n'y a pas potentiellement une dizaine d'articles à y mettre" a lenner er Wikipedia gallek ([4]). Sevel a ran a-du a-walc'h gant ar soñj-se, ha me boas da glask pennadoù er rummadoù. A galon, --Llydawr (kaozeal) 13 Meu 2012 da 17:28 (UTC)
- Gouzout a ran, met se ne ra nemet daou pe dri rummad a vo leuniet aes ... pe a vefe, ma vefe tud o labourat er wiki-mañ ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Meu 2012 da 17:46 (UTC)
- Div ganerez aostralian zo bremañ emezout. Ne chom nemet 8 pennad all da sevel eta. ;-) Ha kemend-all en ugent isrummad bennak a oa bet savet ganit dec'h hag enno ur pennad pe zaou d'ar muiañ. Dre ma ouzon n'eus ket tud a dud o sevel pennadoù er Wikipedia-mañ, e klaskan-me chom hep sevel rummadoù ken resis ha gant ken nebeut a bennadoù enno. Ma, kalon vat dit ! --Llydawr (kaozeal) 14 Meu 2012 da 11:01 (UTC)
[kemmañ] Sgurr na Cìche
Salud dit ! War seblant e talvez an anv-se evit meur a lec'h, tri da nebeutañ er Wikipedia saoznek : en:Sgurr na Cìche, en:Pap of Glencoe ha en:Paps of Jura. Gwell e vefe lakaat ur resisadenn en titl neuze. A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Ebr 2012 da 15:14 (UTC)
[kemmañ] Skoazell
Demat. Emaon o paouez kas ur postel dit. A galon. Klaod
[kemmañ] Respuesta
Hola. Con respecto al artículo, no le veo ningún problema más que falta de referencias y algunas listas largas, que creo algo innecesarias; esto es todo, pero en general (wikificación, ortografía, información) se lo ve bien. Un saludo. --Ginés90 (kaozeal) 21 Ebr 2012 da 18:08 (UTC)
-
- Sí, esas listas que tiene la página es poco seria, en especial la de la lista de amigos; por otra parte, el nombre de la poeta parece ser un acortamiento del completo que sería hispano-francés; el Camus recuerd a Albert Camus, sin duda. Un saludo. --Ginés90 (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 00:02 (UTC)
[kemmañ] Testenn
Trugarez. N'on ket deut a-benn da zigeriñ, labourat aran gant un urzhiarerez "Trede Bed"... A galon. Kadbzh (kaozeal) 21 Ebr 2012 da 20:12 (UTC)
[kemmañ] Amzer
A zo gwir, trugarekaat. --Ex-Smith (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 17:25 (UTC)
[kemmañ] São Vicente
Mat eo din. Furchet 'm boa evit gwelet hag e oa inizi all anvet memes mod ha tremenet hep gwelet hini Vrazil... --Gouerouz (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 17:48 (UTC)
[kemmañ] Kemm
Salud dit ! Peseurt kemm a lakaez etre Rummad:Dimeziñ ha Rummad:Priedelezh, daou rummad savet ganit ? --Llydawr (kaozeal) 11 Mae 2012 da 10:29 (UTC)
[kemmañ] Libé
Ya, bet lennet ganin en davarn, blank erbet d'e brenañ... Kadbzh (kaozeal) 18 Mae 2012 da 15:06 (UTC)
[kemmañ] Gwaskell
Salud dit ! Ar ger kann zo bet skrivet ganit e pennad Gwaskell. Korz-sukr a fell dit lavaret ? --Llydawr (kaozeal) 23 Mae 2012 da 16:44 (UTC)
[kemmañ] Restr:455-g-fondo1.jpg
Luar na Lubre. Sara Louraço Vidal eo ar ganerez.
Hi again,
I would like to use your photo in English Wikipedia, but what does your photo caption say?
A new singer joined the group?
Cheers, Varlaam (kaozeal) 25 Mae 2012 da 23:25 (UTC) (Toronto)
[kemmañ] Longbeach
Hi, I was trying to change it to Longbeach (Kalifornia), but it wouldn't let me and I made a mistake by naming it Wikipedia: Longbeach (Kalifornia). It won't let me correct it. Can you make the change for me, so that it reads Longbeach (Kalifornia)? Please accept my apology. Jhendin (kaozeal) 27 Mae 2012 da 18:08 (UTC)
[kemmañ] Springfield
+ meur a fuzuilhenn en SUA. Kadbzh (kaozeal) 30 Mae 2012 da 18:16 (UTC)