Wikipedia:Pennadoù mat

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gant ar bajenn-mañ e klasker renabliñ ar pennadoù mat war Wikipedia e brezhoneg.

Mar en em gavit er Wikipedia brezhonek gant ur pennad a seblant deoc'h bezañ savet mat, e c'hallit ouzhpennañ anezhañ amañ. Pep hini a roio e soñj ha, ma vez kavet mat gant wikipedourien all ivez, e vo tu da renkañ anezhañ e-touez ar pennadoù mat.

E keñver pennadoù eus an dibab avat, n'eo ket peurvat c'hoazh ur pennad mat: tu zo d'e wellaat, d'e astenn, d'e glokaat, h.a. Al live "Pennad mat" a c'hell bezañ ur paz davet tapout ar meneg "Pennad eus an dibab".

Ur wech dilennet ur pennad da bennad mat, e vo ouzhpennet ennañ ar patrom {{Pennad mat}} e traoñv ar bajenn:

Silverwiki 2.png Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad mat dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust.

Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh roll ar pennadoù mat.

Hag ar steredenn Ur pennad mat eo hemañ. mañ dre ar patrom: {{Steredenn pennad mat}}. Ar steredenn a ya drezi hec'h-unan en tu dehou, e laez ar bajenn.

0,1% eus ar pennadoù a zo "mat", a geidenn, war ar wikipediaoù dre vras.

Roll ar pennadoù (hag ar porchedoù) mat war ar wikipedia brezhonek[kemmañ]

Kinnigoù pennadoù mat[kemmañ]

An neb a fell dezhañ/i a c'hell lakaat pennadoù war ar renk evit bezañ anvet evel pennadoù mat. Lakait hoc'h ali, mar plij. Ur wech ma vo un ali sklaer a-berzh ar gumuniezh (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv) e tapo ur pennad steredenn wenn ar pennadoù mat. Mod all e vo diellaouet gant ur merour goude pemp ali enebet.

Pa kinnigit ur pennad evit bezañ anavezet evel mat, lakait ar patrom-mañ e traoñ ar bajenn: Patrom:KinnigPM.

Leonardo da Vinci[kemmañ]

Un tamm labour a vije d'ober da wellaat ar yezh. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 08:55 (UTC)
Me 'zo a-du ez eo ar pennad mat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
KALZ labour a vije d'ober da wellaat ar yezh. N'eo ket mat ar pennad c'hoazh. --Katolik Breizh 10 Gou 2010 da 19:37 (UTC)
Seizh vloaz goude n'eo ket bet gwellaaet ar yezh c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Meu 2014 da 12:01 (UTC)

Johann Sebastian Bach[kemmañ]

Mat e vo pa vo bet reizhet hag eeunaet ar yezh: n'eo ket trawalc'h treiñ ur pennad, ret eo e vije komprenet gant al lennerien. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 09:38 (UTC)
Seblantout a ra bezañ mat ar pennad. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
Ar wirionez a zo gant Bianchi. N'eo ket mat ar pennad c'hoazh. Bez' ez eus re a fazioù ; ret eo da veur a draig bezañ reizhet. --Katolik Breizh 10 Gou 2010 da 22:49 (UTC)

Ludwig van Beethoven[kemmañ]

Me ivez gav ez eo ur pennad mat.
Fall a-walc'h ar yezh. Bianchi-Bihan 15 Meu 2011 da 05:01 (UTC)

Stanley Kubrick[kemmañ]

Mat e vo pa vo bet reizhet ar yezh. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 09:38 (UTC)
Danvez dedennus ha frammet mat, gant un tamm kempenn d'ar yezh (evel am eus klasket ober) e vo dellezek eus ar meneg. Jañ-Mai 16 Gen 2008 da 10:21 (UTC)
N'ouzon ket ma 'z eo bet reizhet penn-da-benn, met mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Impalaeriezh otoman[kemmañ]

  • Diorroet mat eo ar pennad-mañ.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 11:57 (UTC)
  • Ha lennet eo bet ganit ivez? N'eo ket an hirder a ra an dalvoudegezh: an danvez, ar yezh, a zo da wellaat. Daoust hag e c'hallfe bezañ kinniget en ur c'hlas? en ur gelaouenn? Gant un tamm labour e vo.
  • Pa gomzer eus hirder: re hir eo an digoradur, re a vunudoù db an anv, ne ro ket c'hoant da vont pelloc'h. Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 04:51 (UTC)
  • Ur pennad mat e vo pa vo bet kempennet ar yezh. --Llydawr 26 Kzu 2007 da 20:26 (UTC)
A-du ganit. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2007 da 04:25 (UTC)
  • A-du ganeoc'h, seblantout a ra ez eo bet kempennet abaoe. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Kafe[kemmañ]

  • Implijet d'ober skol (live uhel), ha kresket gant evezhiadennoù an dud. Un doare ober a alian d'an holl gelennerien abalamour d'ar blijadur. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 23:38 (UTC)
  • Gortoz!  Pell eo c'hoazh eus live ar pennadoù e galleg pe spagnoleg.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 11 Kzu 2007 da 23:57 (UTC)
  • Ma n'eo ket keit hag ar pennad gallek eo bet c'hwennet ar yezh da vihanañ. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 12:30 (UTC)
  • Petra bennak m'eo un tamm skort, sed ur pennad frammet ha skrivet mat. Un diaz solut evit mont pelloc'h ganti. En ur c'hortoz, e kinnigan dereiñ ar meneg dezhañ. Jañ-Mai 21 C'hwe 2008 da 15:38 (UTC)
  • Kroget eo brav, met n'eo ket klok penn-da-benn a seblant din. Un tamm labour a chom evit reiñ ar meneg d'am soñj. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Porched:Japan[kemmañ]

  • Porched savet mat.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 13:36 (UTC)
  • N'em eus ali ebet war ar porchedoù: marteze eo mat. Met n'eo ket ur pennad. Evel pa vije mesket goloioù ha levrioù. Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 04:53 (UTC)
Me gav eo savet mat ha brav met ur bern pennadoù a vank. Da sevel da gentañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Porched:Revelezh[kemmañ]

Porched:Ar bed sinaat[kemmañ]

Memes ali eget evit hini Japan. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Porched:Lennegezh[kemmañ]

Brav mat eo. Mankout a ra listenn ar pennadoù evit e glokaat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Porched:Lennegezh vrezhonek[kemmañ]

Daoust ha ret eo meskañ porchedoù ha pennadoù? Kavout a ra din n'eo ket memes tra. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 17:23 (UTC)
Tamm-pe-damm ar memestra eget porched al lennegezh

Alamagn[kemmañ]

A-du --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Iran[kemmañ]

  • Pennad savet mat.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 15:49 (UTC)
  • Pennad pinvidik, kentelius, skrivet mat : dellezek eus ar mennad hep mar na marteze ! Jañ-Mai 26 Gen 2008 da 14:58 (UTC)

Klok eo. Marteze e vefe mat lakaat an titouroù nevez ivez. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Atom[kemmañ]

Pennad kentelius ha sklaer war un dro. Dellezek a vezañ garedonet. Jañ-Mai 13 C'hwe 2008 da 14:35 (UTC)
N'am eus ket a ali resis war ar pennad. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Deiziadur gregorian[kemmañ]

Ne seblant ket fall, met betek reiñ ar meneg ? N'on ket sur. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Te[kemmañ]

  • Ur pennad mat ur wech ma vo bet difaziet.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 11:18 (UTC)
Diorroet mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Unix[kemmañ]

  • Pennad fonnus (a-live gant ar bajenn saoznek), war un dachenn deknikel n'eo ket druz ar peuriñ enni, bet e go hir amzer e seurt d'ober gant ur c'heriaoueg « a skiant vat » (a gemer e kont kement a zo bet embannet, ha neket lavar ur chapel bennak hepken, lakaet da sakr, evel ma weler c'hoazh...) Jañ-Mai 15 Gen 2008 da 05:32 (UTC)
  • A-du evit ma vefe lakaet ar pennad da bennad mat.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 15 Gen 2008 da 14:53 (UTC)
  • Mat din. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 04:47 (UTC)*
  • Fonnus mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
  • Mat eo din ivez.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)

Lakaet a gostez :

:An Ao. Bianchi-Bihan na vot nemet pa na vez ket kinniget ur pennad ganin. Nag un emzalc'h trist!Tournesol.png Benoni  (Kaozeadenn)  22 C'hwe 2008 da 15:01 (UTC)
::Tagadenn bersonel a live izel, ken izel ...  met digastiz ur wech ouzhpenn evel-just. 
::E-barzh  wikipedia:pajenn gaozeal (ha n'anavezet ket moarvat) eo skrivet: bezañ pozitivel. Gallout a rafes, n'ouzon ket, lavarout ... ne votan nemet a-du ganit? Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 17:39 (UTC)
:::N'eo ket un dagadenn. Un evezhiadenn eo nemetken.Tournesol.png Benoni  (Kaozeadenn)  22 C'hwe 2008 da 17:45 (UTC)
:::: ...un "evezhiadenn" (sic) ha n'he deus lec'h ebet amañ.
:::: Do not make personal attacks anywhere in Wikipedia. Comment on content, not on the contributor.  Sklaer eo ar reolenn (hag an dagadenn) d'an holl... pe dost. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 17:53 (UTC)

Primo Levi[kemmañ]

Danvez savet diwar lenn an oberennoù ha pennadoù ar pemp wikipedia all ( italianek, gallek, saoznek, spagnolek). Bianchi-Bihan 6 Mae 2007 da 16:58 (UTC)

  • Gortoz!  Ur pennad savet mat eo a dra sur, met skrivet en un doare un tammig sec'h (dreist-holl ar rannbennad "buhez") evit ma vije lakaet diouzhtu da pennad a-feson, d'am menoz. Un tammig labour kempenn a chom eta d'am soñj evit ma vefe plijusoc'h da lenn. Da ginnig marteze evel "pennad mat" kentoc'h evit ar mare...Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 13 Eos 2007 da 13:35 (UTC)
  • Dibaoe tost da 9 viz emañ ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anvet da bennad eus an dibab. N'eus bet den ebet betek poent o vont a-du gant ar c'hinniger. Ma na vez ali sklaer ebet a benn ar 6 a viz C'hwevrer, e vo kaset ar c'hinnig-mañ war listenn ar pennadoù war ar renk evit bezañ anvet da bennad mat.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 2 C'hwe 2008 da 22:19 (UTC)
  • Adlakaet ganin war roll ar pennadoù eus an dibab. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 04:44 (UTC)
N'eo ket fall ar pennad, met ret 'vefe e glokaat un tamm. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
Din eo mat evel-se.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
Tri bloaz goude, petra nevez? Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2010 da 15:22 (UTC)
Prest eo an traoù da vont war-raok, met n'eo ket bet divizet diwar peseurt "kriterioù" a vefe ezhomm evit dibab ur pennad, ha ne ro den e ali. Me ne c'helan ket ober kalz tra. Ha divizout a rafen va unan ? Ne gavfen ket-se reizh... --Y-M D 3 C'hwe 2010 da 16:23 (UTC)

Marc'harid Charlez[kemmañ]

  • Pennad mat, pe muioc'h. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2008 da 05:15 (UTC)
Ya pennad mat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)

Mirdi brezhonek Caravaggio[kemmañ]

  • Peogwir e lakaer porchedoù e c'haller ivez lakaat mirdioù. (Ha pa vo echu e vo kinniget Caravaggio ivez). Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2008 da 06:02 (UTC)
Ya perak pas, klok e seblant bezañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)

Venus Kallipygos[kemmañ]

  • Keit hag ar pennadoù all er wikioù all. Bianchi-Bihan 4 Meu 2008 da 18:10 (UTC)
A-du. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
Me ivez.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)

Mirdi brezhonek Paul Gauguin[kemmañ]

Tremen 100 taolenn ennañ. Re all a vo c'hoazh moarvat. Bianchi-Bihan 18 Meu 2008 da 23:11 (UTC)

Ya klok eo. A-du on. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)



Porched:Breizh[kemmañ]

Me gav ez eo brav ha klok ar porched-mañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 20:57 (UTC)

Porched:Izelvroioù[kemmañ]

  • Kavout a ran ez eo mat ar porched-mañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)
Din-me e chom re a draoù skrivet e ruz evit poent.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)

Moudenn-gastell[kemmañ]

Setu ur pennad savet a zoare hag a zo bouetet mat, skeudennaouet hag all. Marteze e vefe posupl kinnig evit ma vefe eus an dibab zoken. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

A-walc'h a zo e-barzh evit lakaat ar pennad-mañ da vezañ ur "pennad mat". Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)

Mícheál Ó Coileáin[kemmañ]

Ar pennad-mañ a seblant din bouetet mat ha klok. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:09 (UTC)

Boued zo e-barzh, met ret e vefe kempenn ar yezh. --Llydawr 3 C'hwe 2010 da 17:14 (UTC)
Seblant a ra klok din-me. Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)



Mirdi brezhonek Artemisia Gentileschi[kemmañ]

Pennadoù ha ne c'hortozer nemet ur merour dihun d'o lakaat da "bennadoù mat"[kemmañ]

Din, gant teir mouezh a-du dreist ar re a-enep, eo mat ar pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)

Anne Frank[kemmañ]

Mat a-walc'h da vezañ kinniget. Bianchi-Bihan 31 Meu 2008 da 18:04 (UTC) A-du on evit ma vefe roet d'ar pennad ar meneg, met un tamm labour a chom goude memestra. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)

Mat eo din evel-se.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)

Berlin[kemmañ]

Kinniget da bennad eus an dibab kentoc'h. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:42 (UTC)

Mat e vefe kaout soñj tud all, gwelloc'h e kavan chom hep mouezhiañ evit poent peogwir eo bet klokaet ganin.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
  • Eus an dibab, sur. Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2010 da 15:24 (UTC)
  • Ur pennad mat eo, met an digoradur a gavan souezhus. --Llydawr 3 C'hwe 2010 da 17:12 (UTC)
Cheñchet em eus an digoradur, ha difaziet tost pep tra. --90.12.90.244 10 Gou 2010 da 20:30 (UTC)
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)

Franz Kafka[kemmañ]

Diorroet mat eo ar pennad. --Y-M D 2 Du 2009 da 14:55 (UTC)

Boued zo, klok eo din-me. A-du on. Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)
Ya. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)

Dispac'h Greantel[kemmañ]

Ar pennad-mañ a seblant din mat. Kinniget a oa bet ouzhpennañ anezhañ war ar bajenn-se evit votiñ, graet eo bet. --Lekemok (kaozeal) 4 Du 2012 da 09:56 (UTC)

Lakaet hiziv ur banellig war ar bajenn evit diskouez e oa bet lakaet war ar roll.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Du 2012 da 19:34 (UTC)
Pennad mat din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)

Sellet ivez ouzh[kemmañ]