Sic
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sic zo ur ger latin hag a dalv "evel-se".
Taolenn |
[kemmañ] Penaos e reer gantañ
Tri doare a c'haller gwelout en e implij:
- Peurvuiañ e vez implijet etre krommelloù evit menegiñ komzoù pe skridoù unan bennak, da lavarout eo e c'herioù resis en-eeun a zo meneget, ha n'eus bet lakaet kemm ebet enne.
- Talvout a ra kement-se alies da ziskouez n'eus ket da reizhañ tra er frazenn meneget, ha pa vije kavet si pe fazi enni, peogwir eo ur meneg resis ha feal a venner ober, hag er skrid orin eo edo ar si pe ar fazi, ha n'eo ket gant an hini en meneg.
- A-wechoù e vez implijet a-benn-kaer da sachañ evezh war ar si pe ar fazi zo er skrid meneget, kement ha diskouez pegen gwan e kaver arguzennoù un den.
[kemmañ] E lavaroù latin
Met kavet e vez ar ger e troiennoù latin, brudet ivez, ma talvez kement hag evel-se, ha netra ken. Sed amañ un nebeudig skouerioù :
- Er fablenn Vacca et capella, ovis et leo, gant Phaedrus:
- Partibus factis Sic locutus est leo. Gwelout: [[1]]
- Er bommoù:
[kemmañ] Gwelout ivez
- SiC formulenn gimiek, evit karbur silikiom.
- Sic, kêriadenn e Roumania, e Transilvania.