Mícheál Ó Coileáin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mícheál Ó Coileáin e 1921

Mícheál Seán Ó Coileáin (saozneg: Michael John ("Mick") Collins) a oa bet ganet d'ar 16 a viz Here 1890 ha marvet d'an 22 a viz Eost 1922. Lesanvet e oa The Big Fellow ("ar paotr bras" met komprenet e vez ivez er ger "fellow" un den ezel eus ur vegenn bennak). Collins zo bet emsaver, penn-stourmer iwerzhonat, rener ar servijoù-kuzh evit an IRA, ministr an arc'hantañ eus Republik Iwerzhon, ha penn-komandant arme vroadel Iwerzhon. Lazhet e voe d'an 22 a viz Eost 1922 e-pad Brezel diabarzh Iwerzhon. Holl strolladoù politikel ar vro o deus disklêriet sklaer en doa labouret kalz Collins evit krouidigezh ar stad iwerzhonat hag he dizalc'hiezh. Sellet e vez outañ evel unan eus tadoù Iwerzhon hiziv an deiz hag evel unan eus an dud pouezusañ en istor ar vro.

Yaouankiz[kemmañ]

Michael John Collins a oa bet ganet e Woodfield, e-kichen Clonakilty, e-barzh Kontelezh Cork e 1890. Lâret e vez gant kalz a istorourien e oa bet ganet Collins d'ar 16 a viz Here met war e vez eo skrivet an 12. Ganet e oa bet en ur familh eus noblañs kozh Bro-Iwerzhon. Er Grennamzer e oa an tiegezh "Muintir Uí Choileáin" aotronez Uí Chonaill e-kichen Limerick. Met evel kalz a dud eus an noblañs e oant bet diberc'hennet ha deuet e oant da vezañ labourerien-douar evel ar re all. E dibenn an XIXvet kantved e teuas a-benn ar familh Coileáin/Collins da vevañ en un doare aesoc'h koulskoude eget ar pep brasañ eus ar beizanted all, gant o ziegezh 118 devezh-arat [1]. Michael Collins e oa an trede mab eus an tiegezh hag an diwezhañ a eizh bugel. E dad, a oa bet ezel eus kevredigezh vroadelour ar Fenians, a varvas pa ne oa Michael nemet c'hwec'h vloaz.

Ur bugel speredek ha prim-kenañ oa Michael. Desavet eo bet e-kreiz ar mennozioù broadelour: gant e dad ha gant e vestr-skol, Denis Lyons, ezel eus an Irish Republican Brotherhood. Mont a rae ivez da welet ur gov eus ar vro, James Santry, hag a gonte dezhañ istorioù ha mojennoù kozh Bro-Iwerzhon a lezas ur roud don en e spered, gouez dezhañ e-unan. An endro-se a laoskas e spered ar paotr roudoù diziverkus. Goude marv e dad pa oa en e vloaz e lakaas e vamm e anv e kentelioù evit prientiñ arnodennoù da vezañ degemeret e servijoù ar post saoz. Dont a reas a-benn da dapout an arnodenn-se ha, evel kalz tud eus tolead Clonakilty, e yeas da vevañ da Londrez gant e c'hoar. Ne oa nemet pemzek vloaz d'ar c'houlz-se. Tremen a reas dek vloaz e kêr-benn an impalaeriezh saoz. Labourat a reas da gentañ e servijoù arc'hanterezh ar Post, met cheñch patrom a reas meur a wezh da c'houde. Pa oa implijet e Post Londrez e teskas kalz a draoù hag ar skiant-prenet-se a servijas dezhañ diwezhatoc'h pa voe e karg eus an arc'hantañ e gouarnamant Iwerzhon. Buan-kenañ ez eas e darempred gant kevredigezhioù Iwerzhoniz, evel ar Gaelic Athletic Association e lec'h ma teuas da vezañ un atlet hag ur gourenour eus ar c'hentañ, ma n'eo ket ar gwellañ hini eus ar c'helc'hiad. Bep noz ez ae d'ar Gaelic League, e-lec'h ma teske iwerzhoneg, ma kemere kentelioù diwar-benn lennegezh hag istor e vro. E 1909, paeronet gant Sam Maguire, ur republikan protestant eus Dunmanway, e teuas da vezañ ezel eus an I.R.B. Touiñ a reas stourm a-enep gwask ar Saozon en Iwerzhon (diwezhatoc'h e voe unan eus e izili pouezusañ). Met e 1914 e tarzhas ar c'hentañ brezel bed. Divizout a reas an I.R.B. ober e vad eus diaezamantoù Bro-Saoz evit dieubiñ Iwerzhon diouzh ar Saozon. Michael Collins, a oa o labourat evit un embregerezh amerikan, a roas e zilez e 1916 pa glevas e veze prientet taolioù en Iwerzhon hag e Bro-Saoz.

Emsavadeg Pask[kemmañ]

Disklêriadur Republik Bro-Iwerzhon e pad Emsavadeg Pask e 1916

Mikael O Coileáin a grogas da c'hounit brud e-pad Emsavadeg Pask, e 1916. Un aozer eus ar c'hentañ a oa anezhañ hag ur strategour fin ha speredek-kenañ, ha doujet-kenañ e oa gant izili an IRB, kement ha ken bihan ma oa bet lakaet da guzulier war an arc'hanterezh gant ar c'hont Plunkett. Diwezhatoc'h e teuas da vezañ eil-a-gamp Joseph Plunkett, unan eus aozerien an emsavadeg.

D'al Lun Fask, pa grogas an emgann e kêr Dulenn, en em gannas Ó Coileáin gant Padraig Pearse ha re all en ti-post. Evel ma oa bet soñjet gant kalz a dud e teuas an emsavadeg da vezañ un dizeur milourel. Stad e oa en ur bern tud o vezañ ma oa bet un emsavadeg da vihanañ rak evito e oa ar pouezusañ. Krediñ a raent ez afe en-dro meizad "aberzh ar gwad" (merzherien an Easter Rising o dije awenet aberzhioù all evit Iwerzhon). Met Ó Coileáin a oa a-enep ar mennozh-se. Fuloret e oa gant ar pezh a wele evel un dibunadeg c'hoariellerien dizampart hag un diouer a aozerezh. Da skouer e oa diboell hervezañ dibab strategel batimantoù evel an ti-post na c'halled ket difenn a-enep an arme saoz na kuitaat ur wech kollet an emgann hag e-lec'h na c'halled ket kennebeut kas pourvezioù-brezel e-doug an emgannoù. Evitañ ne vije ket gounezet ar brezel a-enep Bro-Saoz gant emgannoù klasel, met gant ur brezel diazezet war ar chouanerezh: gant strolladoù soudarded gouest da dagañ buan hag ent-dic'hortoz, ha gouest da dec'hout kuit buan-kenañ en un vro anavezet-mat. Ret e oa degas ar muiañ posupl a golloù diouzh tu an enebour, hag an nebeutañ a c'halled evit an dagerien. Houmañ a oa strategiezh ar "flying columns" a vo implijet ha kaset da benn en un doare efedus tre e-pad ar brezel dizalc'herezh.

Goude c'hwitadenn an emsavadeg e oa bet harzet Ó Coileáin, evel kalz re all, ha kaset da doull-bac'h Frongoch e Bro-Gembre. Pa oa bet dieubet e oa deuet Ó Coileáin da vezañ unan eus pennoù arouezusañ an emsav nevez, er strollad Sinn Féin. Tamallet e oa bet ouzh ar strolladig politikel-se gant ar Saozon ha kazetennoù Iwerzhon bezañ kiriek eus Emsavadeg Pask (ar pezh na oa ket gwir rak ar Sinn Féin ne save ket a-du gant an emsavadeg-se). Met buan a-walc'h e oa en em silet kalz emsavidi er strollad-se evit kemer ar penn anezhañ hag ober o mad eus ar brud en doa tapet e gaou. E miz Here 1917 e oa deuet Ó Coileáin a-benn, a-drugarez d'e varregezhioù, da vezañ ezel eus strollad seveniñ ar Sinn Féin ha rener an Irish Volunteers (Éamon de Valera e oa prezidant an daou strollad).

An Dáil kentañ[kemmañ]

Evel holl uhel izili a-bouez ar Sinn Féin e oa bet dibabet Collins evit kemer perzh e dilennadegoù hollek 1918 a-benn kaout ur sez er parlamant saoz e Londrez. Ha dilennet e oa bet, evel an darn vrasañ eus danvez-kannaded e strollad, da gannad evit rannvro Su-Cork. Koulskoude en doa disklêriet ar strollad ar Sinn Féin ne'z afent ket da sezañ da Westminster, met e chomfent en Iwerzhon evit ober o labour dileuridi e Dulenn a-benn krouiñ eno ur gwir barlamant Iwerzhon. Ar parlamant-se, anvet Dáil Éireann (ar pezh a dalv "Bodad Iwerzhon"), en em vodas er Mansion House e Dulenn e miz Genver 1919. De Valera hag ar peurrest eus ar bodad a oa bet harzet gant ar Saozon da-geñver an dra-se. Collins a oa deuet a-benn da c'houzout ar pezh en em gavfe a-drugarez d'e spierien ha da gemenn an dra da izili ar bodad. Met de Valera a lâras ober van nompas gouzout ar pezh en em gave, peogwir, hervezañ e vefe bet tu da sevel ur sapre oberenn propaganda gant an harzadennoù-mañ. A-walc'h e oa gant un nebeud tud evit ober al labour-se er mediaoù. Dre ma oa ezvezant de Valera ezvezant e oa bet dilennet Cathal Brugha da "Príomh Aire" (troet ger-ha-ger: kentañ ministr, met alies a-walc'h e veze troet "Prezidant an Dáil Éireann"), met erlec'hiet gant de Valera pa dec'has kuit eus toull-bac'h Lincoln gant sikour Collins e miz Ebrel 1919.

Collins a gemere amzer evit bezañ sekretour ar gevredigezh skoazell evit familhoù ar brizonidi iwerzhonat. Kregiñ a reas da lakaat e plas un dreist-servij a gelaouennoù evit aozañ taolioù ha bezañ kemennet eus an argadoù saoz. Michael Collins a anaveze tud e-barzh pep renk sokial eus ar gevredigezh: tud an Ti-Post, blenierien taksi pe fiakr, gwerzherien kazetennoù, paotred ostaleri, hag anaout a rae betek an archerien hag an diwallerien toull-bac'h. Mick oa un den eus ar bobl hag a ouie komz d'ar bobl hag e veze azeulet ganto ha leal e oant da Gollins. Hag eñ a drugareke an dud eus o fiziañs en ur vezañ leal d'e dro. Bep gwech ma veze goulennet un draig digantañ e rae e seizh gwellañ evit ma vefe diskoulmet ar gudenn. Met arabat krediñ e rae se peogwir e oa evit enoriñ un dle bennak, met peogwir e oa Collin un arallgarour eus ar c'hentañ troc'h. Kas a rae tammigoù eus e amzer brizius da vont da reiñ sigaretennoù pe boued en un doare kuzh d'ar brizonidi, gant ur ger kalonekaus staget war ar boest. "Ne c'heller ket ijinañ holl berzhioù mat an den-mañ," a veze lâret gant an dud en-dro dezhañ.

E 1919 en doa Collins kalz a gargoù: E-pad an hañv eo bet dilennet da brezidant an IRB, e miz Gwengolo da rener servijoù-kuzh an Irish Republican Army hag ar Volunteers bet kenstaget ouzh an IRA. Ar brezel dizalc'hidigezh a grogas pa oa digoret an Dáil kentañ ha pa oa lazhet daou archer gant an IRA e Sloheadbeg, e kontelezh Tipperary (lazhet int bet goude urzhioù pennoù an arme).

Maodiern an arc'hantañ[kemmañ]

E 1919, Collins, mil garget dija, a resevas un titl hag ul labour nevez: anvet eo bet gant de Valera da vaodiern an arc'hantañ. Evel-just, en ur prantad ken drouk ha ken feulz hag hini ar brezel dizalc'hidigezh, pep ministr a c'helle bezañ harzet pe lazhet gant ar Saozon (an arme, ar Black and Tans pe an Auxiliaries,...). Setu perak n'o doa an darn vrasañ eus ar vinistred n'o doa a wir vezañs nemet en ur renk melestradurel war un tamm paper. Ne oant nemet un den pe zaou o labourat kuzhet en ur burev teñval.

Met Collins eñ, a reas ul labour ramzel evit ar republik. A-benn kavout arc'hant evit republik Bro-Iwerzhon e krouas un amprest etrevroadel diazezet war ur sistem a gredoù pe a yalc'hadoù. Brud Collins hag e amprest a oa ken ledet dre ar bed a-bezh ken e lakaas Lenin, klevet gantañ kaoz eus se, amprestiñ arc'hant digantañ. Ur c'hannad rusian a oa bet kaset da vro-Iwerzhon evit eskemm arc'hant a-enep bravigoù roueel hag ur gurunenn (an teñzor-se a oa bet disoñjet gant tout an dud betek ma oa bet adkavet e Dulenn er bloavezhioù 1930).

Pa reer ur bilañs, al labour hag e efedoù lakaet e plas gant Michael Collins oa ramzel. Krouiñ a reas ur skouardron ispisial a zrouklazherien anvet The Twelve Apostles (An Daouzek Abostol), a-benn lazhañ an obererien hag ar pennoù saoz. Rankout a reas ivez ober war-dro ha kempenn an amprest broadel, ober war-dro gouarnamant de Valera pa veze o veajiñ er Stadoù-Unanet pe en ur vro estren hag aozañ an eskemmadegoù armoù. Collins a zo deuet da vezañ den-meur.

Collins ha Richard Mulcahy a oa an daou obererien hag aozerien a bouez eus an Irish Republican Army, ha ren a raent taolioù ar strolladoù guerrilla. Gwelet e vez alies kennañ Collins evel an aozerien meur eus "flying columns" (strolladoù hag a dage ar Saozon dre souez hag a oa gouest da dec'hout kuit buan-tre en un endro anavezet: un nebeud kolloù evit kalz a freuz eus tu an enebour e-pad ar brezel dizalc'hidigezh renet gant an IRA, met lâret eo eñ en doa graet se e -nan a zo faos. Ur giriegezh hag ur pouez bras-kenañ en doa en aozadur-se, met an eilaozerien oa Dick McKee, a voe lazhet diwezhatoc'h gant ar Saozon e-pad Bloody Sunday 1920. Ouzhpenn da se, ul lodenn vat eus taolioù an IRA a oa aozet gant pennoù rannvroel, gant strategiezhioù prientet ha prederiet gant Collins pe Mulcahy.

E 1920, pa oa Collins nemet 30 vloaz, e oa prest ar Saozon da reiñ ur garedojn a 10 000£ (ar pezh oa kalz er mare-hont) evit an neb a bakfe hag a zegasfe Michael Collins d'ar Saozon, pe a sikourfe d'e dapout pe d'e lazhañ. E vrud oa ken bras ma oa bet lesanvet "The Big Fella"/"The Big Fellow". Met memes gant ur priz ken bras lakaet war e benn e kendalc'he da vont ha da zont e Dulenn hag er vro a-bezh hep na vije paket pe nec'het gant ur gudenn bennak. Ha memes pa veze kavet gant ar Saozon e kave atav un doare d'en em zifretañ. Tu a vefe da skrivañ ul levr bras nemet gant an istorioù a veze kontet diwar e benn. Da skouer, un deiz ma oa oa o tebriñ gant ur mignon e kreiz-kêr: ur wech erruet e-kreiz ar pred, daou ofiser Black and Tans a erruas e-barzh an ostaleri. Ha Collins ne gav ket gwelloc'h d'ober eget mont da zebriñ ganto. Hag evel-just diwar-benn petra e komzjont, diwar-benn Michael Collins. Ha kregiñ a reas da c'houlenn diganto petra a ouzent diwar-benn ar paotr, m'o doa kavet un dra bennak evit e bakout, hag all, hag all… Collins a yeas kuit diouzh o zaol, o leuskel ar Saozon plijet kenañ gantañ, ha pa 'mañ o vont, e lavar dezho "Me eo Michael Collins". An daou ofiser n'o doa bet nemet an amzer d'en em rentañ kont en doa kemeret o armoù diganto e-pad ar pred ha klevout a reont Collins o c'hoarzhin e-barzh ar straed… Se 'zo nemet ur skouer eus an istorioù a veze kontet (gwirion pe vojennel) diwar-benn Collins. An dra-se a reas kalz da vrud ha skeudenn an haroz dibakus Michael Collins, "The Big Fella" o kavout atav un doare da c'hoarzhin pe d'ober goap ouzh an dañjer. Met a-benn ar fin eo dreist-holl ar Saozon hag ar mediaoù iwerzhonat hag o deus graet bruderezh da Vichael Collins, rak eñ ne gonte ket e droioù-kaer d'ar re all gwech ebet, n'en doa ket c'hoant da vezañ brudet pe anavezet.

E-touez pennoù ar stourm broadel e oa kalz a dud a zeuas da vezañ kevezerien ma n'eo ket enebourien: Cathal Brugha, ministr an difenn hag a oa deuet da vezañ amguzhet ma n'eo ket distroadet gant Collins (rak sañset e oa ret da Gollins bezañ nemet ministr an arc'hantañ met eñ oa kalz barrekoc'h war an traoù milourel ha strategiel eget Brugha), hag Eamon de Valera, prezidant an Dáil Éireann hag a glaske pellaat Michael Collins diouzh ar vro en ur gas anezhañ d'ar Stadoù-Unanet met Collins a nac'has bepred.

Goude ur prantad amzer kalet kenañ evit ar Saozon, e-lec'h m'o doa kollet mestroni Bro-Iwerzhon, hag goude kalz a dud avrv eus an daou du, e kendalc'he an Iwerzhoniz ida stourm kousto pe gousto. Hag a-greiz-holl, en ur mare dic'hortoz penn-da-benn, pa oa erruet ar stourm en e boent kaletañ evit an emsaverien (marteze ne vefe ket bet tu dezho da genderc'hel kalz pelloc'h), e c'houlenne ar Saozonun arsav-brezel. Michael Collins hag holl obererien ar frankiz iwerzhonat a oa deuet a-benn da gaout ar maout war ar brasañ impalaeriezh a oa er bed a-bezh. Ha Collins e oa ar brasañ oberer eus an trec'h-mañ.

Aozet eo bet un emvod etre ar gouarnamant saoz ha pennoù gouarnamant, dianzavet bepred, iwerzhonat. Ne oa stad ebet, war-bouez an URSS hag en doa ezhomm arc'hant, hag a anzavas republik Bro-Iwerzhon. De Valera evit bezañ war ar memes renk hag ar roue George V en em uhelaas d'ar renk a brezidant ar republik. Envel a reas ur strollad kannaded. En e benn: Arthur Griffith, gant Michael Collins e-touez ar gannaded. Collins a asantas mont met krediñ a rae gantañ e vefe de Valera e-barzh ar strollad, mont a reas memestra da Londrez.

Ar feur-skrid saoz-iwerzhonat[kemmañ]

An dileuriadur iwerzhonat - Arthur Griffith (en e benn), Robert Barton, Michael Collins ha gant Robert Erskine Childers evel sekretour an dileuriadur - a erruas en 22 plasenn Hans e Knightsbridge d'an 11 a viz Here 1921. Ha chom a rejont el lec'h-mañ betek fin ar c'henvreutaerezh, da lâret eo, e miz Kerzu. En dibenn ec'h errujont d'ur feur-skrid sinet d'ar 6 a viz Kerzu 1921, ur feur-skrid hag a warante krouidigezh hag anzavadur ar stad iwerzhonat anvet "Irish Free State" (troet ger ha ger eus al lavarenn iwerzhoneg "Saorstát Éireann"). Ur feur-skrid diaes da lonkañ evit an Iwerzhoniz, ha diaes e voe da lakaat da dremen en Iwerzhon. Pa sinas an diell e klemmas ar c'hentañ ministr saoz, Lloyd George, peogwir e lakae e zazont politkel en arvar. Collins a respontas dezhañ: "Ha me, en ur sinañ se, on un den marv" (ar pezh a zeuas da vezañ gwir eizh miz diwezhatoc'h).

An emglev a roas tu d'an dud eus Norzhiwerzhon (protestanted evit ar pep brasañ) da guitaat ar republik nevez (ar pezh a rejont diouzhtu). Ma tlee an dra-se c'hoarvezet e vefe bet ret krouiñ ur bodad e karg da dermeniñ harzoù nevez Bro-Iwerzhon. Michael Collins en doa c'hoant dre se da strishaat ar muiañ posupl an tachennoù disrann (da lâret eo Norzhiwerzhon) evit gwanaat anezho ar muiañ posupl war an dachenn ekonomikel. Rak bihan-kenañ e oa an tachennoù el lec'h ma oa kalz a dud eus ar strolladoù "unionist". Da-heul e vije bet aesoc'h adunaniñ ar vro evit gwir. Rak d'ar mare-hont e oa darn eus ar brotestanted ha na oant ket a-enep ar fed bezañ e-barzh ar republik.

Ar stad iwerzhonat nevez en oa ur statud a zominion, gant ur mekanik parlamantel daouduek, ar galloud seveniñ gant ar roue met lakaet e pleustr gant ur gouarnamant iwerzhonat dilennet gant an Dáil Éireann (troet "Chamber of Deputies"). Ar stad iwerzhonat en doa droed da gaout ur sistem lezioù-barn dizalc'h diouzh ar galloud saoz.

Ar republikaned kalet o doa gwelet se evel ur gwallhentadur, gant ar republik erlec'hiet gant un dominion ezel eus an impalaeriezh saoz, hag an "Oath of Allegiance"/"Touadenn a lealded" d'ar roue. Met ne oa ket un douadenn graet d'ar roue met d'ar stad iwerzhonat, gant un douadenn dieeun d'ar roue, met se a oa arouezel penn-da-benn.

Adalek an emglev en em zisrannas ar Sinn Féin, hag an Dáil a dabutas e pad dek devezh a-raok asentiñ d'ar feur-skrid dre ur votadeg: 64 evit ha 57 a-enep. Tud evel de Valera a nac'he dilezel ar stourm a-enep ar Saozon, peogwir, hervezañ, m'o doa pleget dirak an iwerzhoniz eo peogwir ne oant ket gouest da genderc'hel ar stourm. De Valera a lâras d'ar bodad e-pad an tabutoù: "The country is there for the taking: take it!" (Ar vro a zo amañ evit ma vefe tapet: pakit-hi). Met Michael Collins hag a oa evit ma vefe paouezet ar brezel hag evit un adsavidigezh eus ar vro, a respontas dezhañ: "The nation is there for the making: make it!" (Ar vroad a zo amañ evit ma vefe savet: savit-hi!". Aze e c'heller gwelet sklaer ne oa ket eus Michael Collins nemet un nerzh distrujañ pe brezeliñ, met ivez un nerzh a grouidigezh. Marteze eo peogwir n'o doa ket e gevezerien un natur a saverien broadoù en em guzhent er brezel, al lec'h ma en em santen er surentez. Pa glaske enebourien an emglev pismigañ war ar feur-skrid e lâras Collins: "Is the country never to get a chance?" (Daoust hag en ur mare bennak e c'hallo hor bro kaout he chañs?). E pad an tabutoù e voe taget Collins gant Cathal Brugha a lâre ne oa ket reizh e vefe lesanvet gant ar c'hazetennoù: "The man who won the war" (An den hag a c'hounezas ar brezel) peogwir ne oa ket eñ da vezañ e karg eus an arme ha ne oa ket an den en doa ar muiañ a skiant-prenet war ar brezel. Met ar wirionez oa roet gant e lesanv: a-drugarez da Gollins eo e oa bet trec'h an IRA. Collins a huñvree en un Iwerzhon hag a zilezfe he stultennoù evit lakaat he rambreoù da vevañ.

De Valera en em lakaas e penn an tu enep-feur-skrid hag a nac'has pep dilezadur bennak. Enebourien de Valera a damallas dezhañ ober rebechoù met de Valera a ouie mat ne oa ket posupl krouiñ ur republik gant divizoù etre-gouarnamantoù ken berr. Tud 'zo a lâre en doa kaset Collins d'ober ar gwall labour ha da vezañ e karg eus ar samm da zegas un emglev a vije gwelet ken fall, ha se e plas de Valera, evit ma vije posupl dezhañ gounit muioc'h a vrud en Iwerzhon.

Gouarnamant da c'hortoz[kemmañ]

Gant bonreizh an Dáil lakaet e pleustr e 1919 e oa atav eus bezañs an Dáil Éireann. De Valera a roas e zilez eus e garg prezidant met klask a reas e adtapout dre zilennadegoù en ur ziazazañ e brogramm war ar pal skarzhañ ar feur-skrid. Met Arthur Griffith a drec'has de Valera hag a bakas ar garg (Griffith a gemeras an titl "President of Dáil Éireann" kentoc'h eget hini c'hwezet de Valera "President of the Republic"). En desped d'an emglev n'en doa ar gouarnamant-mañ statud ofisiel ebet ha ne oa ket anavezet el lezennoù bonreizhel saoz. Setu ma c'hellas un eil gouarnamant enep-emglev en em stummañ.

Ar gouarnamant da c'hortoz a oa bet aozet dindan aotrouniezh Collins hag a deuas da vezañ "President of the Provisional Government" (da lâret eo kentañ ministr). Chom a reas e karg eus an arc'hantañ er velestradurezh republikan. Met an doare ma'z ae en-dro an traoù er velestradurezh-mañ oa luziet kenañ. En un doare ofisiel e oa kentañ ministr dindan aotroniezh ar gurunenn saoz. Hag evit bezañ staliet da vat e oa ret dezhañ mont e darempred gant al Lord Lieutenant of Ireland, ar beskont Fitzalan (e penn ar velestradurezh saoz e Iwerzhon). A-benn en ober ha heuliañ politikerezh ar republikaned e kejas Collins gant Fitzalan evit goulenn daskoridigezh kastell Dulenn (adroet kentoc'h e stumm ur seurt lid), kreiz ar galloud saoz en Iwerzhon. Collins a erruas gant seizh munut dale el lidoù, ha Fizalan a rebechas an dale-se outañ. Collins a respontas dezhañ: "You had to wait seven minutes but we had to wait seven hundred years!" (Ranket ho peus gortoz seizh munut met ni hon eus ranket gortoz seizh kantved!).

An emglev a zisranne an dud en Iwerzhon. Da gentañ tout e oa chalet Éamon de Valera, prezidant ar republik iwerzhonat e vije bet sinet an emglev gant Collins hep kaout e asant e ministrerezh. Da c'houde, danvez ar feur-skrid oa en arvar ha gwallgaset. De Valera ha kalz a dud eus ar gouarnamant a enebe ouzh ar fed ne oa Iwerzhon nemet un dominion, hag ar fed ma oa ret touiñ ul lealded bennak d'an impalaeriezh saoz. Hag un dra kaset alies e tabutoù ar bodad broadel oa kudenn eus ar bezañs eus ar Royal Navy saoz e-barzh portoù Su-Iwerzhon (roll ar porzhioù oa bet rakwelet gant ar Saozon). An traoù-se a lakae en arvar chañsoù Iwerzhon d'en em ziorren war-zu ar broioù estren, un taol lakaet e plas gant ar Saozon. Memes ma oa bet votet an emglev (64 mouezh a-enep 57) e oa ul lodenn vras eus an Iwerzhoniz, ha dreist-holl eus an IRA, a-enep ar feur-skrid. An elfenn-se a zigore an amzer dazont war brezel sivil.

Istor disrann Iwerzhon an norzh diouzh ar peurrest eus Iwerzhon ne oa ket ken breutaet ha se. Da gentañ peogwir e raktrese Collins, en un doare kuzh, aozañ ur guerrilla a-enep Norzhiwerzhon. E-pad mizoù diwezhañ 1922 e kasas a-hed an harzoù nevez bagadoù an IRA, ha degas a reas armoù hag arc'hant da vagadoù all dija staliet en tu all d'ar vevenn. Etre miz Mae ha miz Even 1922 e prientas Collins ha Liam Lynch, unan eus pennoù strollad ren an IRA, ur strategiezh war an argad strollet eus an nerzhioù enep-emglev ha pro-emglev war Ulster. An armoù saoz, marc'hataet gant ar gouarnamant da c'hortoz, a oa bet eskemmet gant reoù an IRA, evit bezañ kaset d'an Norzh. An argad-se a oa bet (ez-ofisiel) nullet gant gwask ar gouarnamant saoz an 3 a viz Even. Goude-se ne voe aotreet bagad stourm ebet, pro-emglev pe enep-emglev, da aloubiñ tiriad an Ulster. Met argadoù bihan a-berzh an IRA a gendalc'he memestra tro-dro d'an harzoù. Met harzet e voe an darvoudoù-mañ gant loc'h ar brezel sivil en Iwerzhon ar Su (da lâret eo ar peurrest eus Iwerzhon). En desped da se e c'heller soñjal, ma vije chomet bev Michael Collins, en dije klasket, kousto pe gousto, ha memes hep asant e urzhaz, aozañ ur brezel gurilla pe ur gwir argad war Iwerzhon an Norzh. Hag abalamour da se e oa heuliet Collins gant kalz a soudarded ezel eus bagadoù IRA an Ulster, ha 524 diouto a zeuas war-zu ar Su a-benn e skoazellañ ha mont e-barzh ar Free State Army evit kemer perzh er brezel sivil.

E pad ar mizvezhioù goude penn kentañ ar brezel e miz Even 1922 e klaskas Collins adunvaniñ e-pad pell ar strolladoù broadelour da virout da gaout ur brezel diabarzh. De Valera, hag a chomas a-enep an emglev, a roas e zilez hag a guitas ar parlamant gant an dileuridi ali gantañ. Collins a brientas ur seurt emglev etre ar stolladoù pro hag enep feur-skrid, a-benn en em gavout gant ur genunaniezh evit an dilennadegoù.

Collins a ginnigas lakaat e plas ur vonreizh nevez evit ar republik, ur vonreizh ha na vefe meneg ebet enni eus roue Bro-Saoz, met hep nac'hañ ar feur-skrid, ur c'hinnig treuzemglev a-benn ar fin. Un dra degemerus evit tout an dud. Evit a sell an arme e krouas un "army re-unification committee" (kengor an arme adunanet), gant kannaded ha dileuridi eus an daou duad. Klask a reas ivez mont e darempred gant ofiserien an IRA, izili eus an IRB (prezidant e oa bepred), evit lakat anezho da asantiñ d'ar feur-skrid. Met en desped da se e nac'has ar Saozon kinnig ar vonreizh republikan, hag en ur c'hourdrouz an Iwerzhoniz da lakaat e plas un embargo ekonomikel, dre an abeg e oa bet sinet ar feur-skrid hep redi, hag hervezo ne oa ket reizh cheñch un dra a oa bet asantet, skrivet ha sinet, ha ne oa ket tu da cheñch an dra-se. Goude an taol-se, en desped da galz a strivoù, ne c'hellas ket Collins adober ar memes labour unaniñ. Un nebeud taolioù eus an daou strollad a-enep an eil egile hag un nebeud gwalldaolioù a gasas d'ar vrezel sivil.

Brezel Sivil[kemmañ]

Ar "Four courts" e Dulenn

E miz Ebrel 1922 e klaskas ur strollad a 200 soudard eus ar bagadoù enep-emglev ac'hubiñ lez-varn ar "Four Courts" e Dulenn, evit daeañ ar gouarnamant da c'hortoz. Collins, hag en oa c'hoant, kousto pe gousto, da dremen hebiou d'ar brezel diabarzh, na dagas ket ar "Four courts" a-raok miz Even 1922. Ober a reas abalamour d'ar wask a oa lakaet gant ar Saozon war ar gouarnamant iwerzhonat. D'an 22 a viz Even 1922 eo bet lazhet Sir Henry Wilson, ur jeneral saoz war e leve, gant daou ezel eus an IRA e Belgravia e Londrez. Er memes koulz e lâras Winston Churchill da Gollins ma ne gasje ket soudarded evit kemer ar "Four Courts", e vije d'an arme saoz d'e ober.

A-benn ar fin e ouezer e oa bet urzhiet drouklazh Wilson gant Collins. An dra-se oa un distro-gwall, abalamour d'ar giriegezh en doa bet ar jeneral Wilson en heskinadurioù ar gatoliked en Iwerzhon an Norzh. Joe Dolan — un ezel eus skouadron Collins, ar strolladoù drouklazhañ e-pad ar brezel dizalc'hidigezh hag ezel eus ar Free State Army e 1922 — a ziskulias an dra-se er bloavezhioù 1950. Collins a c'houlennas ivez digantañ mont da zieubiñ an daou eus an IRA a-raok na vijent lazhet gant ar Saozon. Met Collins a oa rediet atav da gas da benn un oberenn vilourel war-zu ar "Four Courts", ha dreist-holl pa oa bet skrapet ar jeneral J.J. O'Connell eus arme ar Free State. Goude un arnod a genvreutaerezh diwezhañ-holl e lakaas Collins ar pezhioù kanol roet gant ar Saozon da vombezenniñ ar "Four Courts" betek ma'n em zaskorjent.

An darvoud-se a zegasas ar brezel sivil da vat, ur brezel loc'het e pep korn ar vro, betek er gêr-benn. Gant Collins en he fenn, arme ar Free State a gameras buan-tre kontroll Dulenn. E miz Gouere 1922 ec'h ac'hube ar bagadoù enep-feur-skrid rannvroioù eus Su ar Munster ha kalz tiriadoù all eus ar vro. De Valera hag an dileuridi enep-emglev en em lakjont eus tu emsaverien an IRA. E-kreiz 1922 e tilezas Collins e garg er parlamant evit dont da vezañ "Commander-in-Chief of the National Army"/"Pennrener an arme vroadel", un arme adstummet tro-dro d'ar re a oa chomet leal hag a heulie mennozh ar feur-skrid. Ar Free State Army, hag a oa bet armet gant ar Saozon a oa bet rediet d'en em reiñ da vat er brezel sivil. Collins, gant Richard Mulcahy hag Eoin O'Duffy a brientas un heuliad argadoù dre ar mor evit adkemer an tiriadoù paket gant ar republikaned er Munster hag e kornôg ar vro, etre miz Gouere ha miz Eost 1922. Goude-se e tivizas Collins mont war-zu Cork, memes ma oa bet dialiet groñs outañ, hag en desped d'ar fed ma oa hanter-klañv. Collins a respontas:"They wouldn't shoot me in my own county."/"Ne lazhint ket ac'hanon em bro".

Marv Collins[kemmañ]

War un hent e kreiz kontelezh Cork, d'an 22 a viz Eost 1922, e kêrig Béal na Blá ("genoù ar bleunioù"), e varvas Michael Collins ur stign-brezel hag a badas 40 munut, etre 7e30 hag 8e10 diouzh ar mintin. Collins a voe an den lazhet nemetañ en trap. Urzhiet en doa d'e garreadeg herzel hag en em difenn diouzh an argad, e-lec'h dibab mont en ul lec'h asur evel ma lâre e gamalad Emmet Dalton. Ar pezh a vije bet aes dezhañ ober. Collins a oa 31 bloaz pa varvas. Den na c'hell lavarout en un doare asur piv a dennas war Collins, hag e ouezer nebeutoc'h c'hoazh a draoù diwar-benn ar strollad a dagas anezhañ. Hiziv an deiz ez eus atav tud o plediñ egant an tabut-mañ. E levrioù 'zo e kavar ar mennozh e vije bet lazhet gant ur marksour anvet Denis ("Sonny") O'Neill, hag a varvas e 1950. Met an armoù implijet oa ar memes re ha reoù ar Black an Tans (boledoù "dumdum" pe "flat nosed"). O'Neill a lavaras un nebeud amzer goude an trap ec'h implije ar boledoù-se. E-pad ar gorfskejadenn e lavaras ar medisin e oa bet un tenn a-eeun ha neket unan a-zazlamm. Heuget, ha feuket e vefe bet tu da "the Big Fella" beazañ trec'het e voe degaset e gorf gant soudarded Collins da Gork, ha kaset diwezhatoc'h da Zulenn. Korf Collins a zo bet laosket war-wel er Rotunda, el lec'h ma tremenas dek mil den deuet da welet ha da enoriñ ur wech diwezhañ un den hag a zeuio da vezañ gwelet diwezhatoc'h evel haroz ha tad ar vro.

Levrlennadur[kemmañ]

  • O'Connor Frank, The Big Fellow, 1937 ISBN 0-312-18050-0
  • Beaslai Piaras, Life of Collins,
  • O'Connor Batt, With Michael Collins
  • Talbot Hayden, Michael Collins' Own Story
  • Taylor Rex, Michael Collins
  • Tim Pat Coogan, Michael Collins: The man whom made Ireland
  • Michael Collins, Path to freedom
  • Ulick O'Connor, Michael Collins and the Troubles: The Struggle for Irish Freedom 1912-1922

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]

  1. 59 hektar