Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Un degemer mat d'ur c'henlabourer nevez, evitañ da vezañ Prielad kozh. Bianchi-Bihan 31 Kzu 2010 da 11:34 (UTC)[respont]

For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Prieladkozh, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Prieladkozh. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D (kaozeal) 9 Gen 2011 da 21:51 (UTC)[respont]

Salud dit. Ur mennozh mat 'teus bet ! Emañ ar pennad Kazh e-touez ar re diwar-benn al loened a vez lennet ar muiañ war wikipediaoù all... Mat-tre eo kaout krennlavarioù ha danvez ouzhpenn. Koulskoude, ma kredan lavaret, n'emañ ket al lec'h amañ kement-se evit an troioù-lavar. Un holloueziadur a savomp, pas ur geriadur. Gwelloc'h e vefe eta o lakaat war ar wikeriadur amañ hag a ya en-dro evel ar wiki met diwar-benn ar yezh --Kadwalan 25 Gou 2011 da 16:24 (UTC)[respont]

Mat ar jeu? Bet az teus ma gerig?--Kadwalan 19 Eos 2011 da 14:22 (UTC)[respont]

Demat deoc'h. Aesoc'h e vez heuliañ ar gaoz er pajennoù kaozeal, en davarn... pa vez sinet an traoù (kement ha gouzout piv a lavar petra, pegoulz ec'h echu skrid pep hini...). Gallout a rez sinañ e dibenn da gemennadenn dre bouezañ war ar bouton-mañ (a weli e penn krec'h ar bajenn aozañ, war an tu kleiz): , hag e teuy evel dre vurzhud da sinadur, an deiziad hag an eur war-wel (war ar bajenn skridaozañ e vo evel peder zildenn).--Trec'hlid mitonet 20 Du 2011 da 12:04 (UTC) Demat deoc'h ivez, N'ouvezen ket ha graet e vo evel-se diwar vremañ eta. Trugarez deoc'h.--Prieladkozh 20 Du 2011 da 12:10 (UTC)[respont]

Marteze...[kemmañ ar vammenn]

... e kavi mat gouzout. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ABen_Herzog&action=historysubmit&diff=1108620&oldid=1028428. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 08:57 (UTC)[respont]

... dit da c'houzout ... . Wiki-ni‎ Bianchi-Bihan 2 Kzu 2011 da 18:48 (UTC)[respont]

Patrom:Infobox Album[kemmañ ar vammenn]

Salud,
Emaon o paouez gwelet emaout o labourat war pennadoù diwar-benn pladennoù ha n'ouzon ket ha gouzout a rez ez eus deus ur patrom a c'hellfe bezañ talvoudus dit. Patrom:Infobox Album an hini eo.
A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Kzu 2011 da 13:45 (UTC) Salud ivez ha Nedeleg laouen deoc'h,[respont]

N'ouvezen ket tamm ebet, siwazh din : daoust hag-eñ e vo ret din adober pep tra d'ho soñj ?
A galon.--Prieladkozh 28 Kzu 2011 da 14:44 (UTC)[respont]
Na rit ket biloù, n'eo ket kollet tamm ebet. Ar patrom-se a servij da sevel boestoù (cheuc'h) evel ar re a welit war pennadoù ar yezhoù all. Ma 'm eus soñj mat eo displeget an traoù war pajenn ar patrom, ha trawalc'h eo leuniañ al linennoù gant an danvez goulennet (hag a vo kavet aes er yezhoù all). Gellout a rit neuze ouzhpennañ ar patrom er pajennoù emaoc'h o paouez sevel, ma fell deoc'h.
Amañ da-heul e kavoc'h un nebeut skouerioù deus implij ar patrom-se : The Dark Side of the Moon pe c'hoazh Never Mind the Bollocks, Here's the Sex Pistols.
Kalon deoc'h --Y-M D (kaozeal) 29 Kzu 2011 da 14:21 (UTC)[respont]

Bet kempennet ar bajennad diwar-benn Please Please Me (Albom) gant WikitanvirBot...en ur silañ deiziadoù gaou war un dro ????!!!! Ur stummadur hir am befe ezhomm da gaout evit kompren mont en-dro ar WikipediaBzh penn-da-benn.--Prieladkozh 30 Kzu 2011 da 10:23 (UTC)[respont]

Skeudennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Lakaet 'peus un toullad skeudennoù war pajennoù zo. Mat-kaer, met ret e vefe diskleriañ a belec'h e teuont. A-hend-all e savo kudennoù abalamour d'ar gwirioù (reolennoù strizh zo). A-wechoù e c'haller kavout ar skeudennoù-se, dija, e Kerandafar (Commons). Da skouer Restr:Gay-lussac.jpg ha File:Joseph louis gay-lussac.jpg pe Restr:Golo.jpg ha File:AlicesAdventuresInWonderlandTitlePage.jpg. N'eus ket ezhomm da gaout un eil stumm. Gwelloc'h eo implijout an hini zo e Commons dija. A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 Mae 2012 da 10:19 (UTC)[respont]

N'ouvezen ket kement tra emaoc'h o paouez renabliñ din ha diwall a rin diwar vremañ. Ar pezh emaon o klask ober eo reizhañ ar buanañ ar gwellañ an deiziadoù gaou a vez kavet sof-kont er rannoù "Ganedigezhioù" ha "Marvioù"... Gwellañ soñjoù--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2012 da 12:27 (UTC)[respont]

Diwall ! Kenderc'hel a rez da grouiñ skeudennoù zo dija : Restr:John Wayne.jpg (ganit) ha Restr:John Wayne portrait.jpg (Commons). A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 Mae 2012 da 16:12 (UTC)[respont]
Fidamdoue ! N'em eus krouet mann ebet nemet kemer ar memes luc'hskeudenn am eus kavet war ar Wikipedia gallek ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2012 da 16:45 (UTC)[respont]
N'eus ket ezhomm da enporzhiañ skeudennoù eus ar wikioù all (saozneg, galleg, ha kement 'zo...) nemet ral a wech. Emañ ar skeudennoù-se e-barzh "Commons", a zo ur seurt bank kreiz skeudennoù evit an holl wikioù (ar brezhoneg en o zouez). A-walc'h eo lakaat e skrid ar wiki brezhonek titl ar skeudenn, evel-henn: [[Restr:+ anv ar skeudenn]] hag e teu war-wel evel dre vurzhud.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Mae 2012 da 17:34 (UTC)[respont]
Sed aze an displegadenn a vanke din ; trugarez d'ho-taou, neuze !--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2012 da 17:55 (UTC)[respont]
Ma 'peus komprenet ar pezh zo bet displeget gant Trec'hlid mitonet, paouez mar plij da eilañ skeudennoù zo dija e Kerandafar (Commons). Restr:Pont kozh ar Roc'h-Bernez.jpg enrollet ganit n'eo nemet un adstumm gant un anv all eus Restr:Pont de La Roche-Bernard002.jpg, kavet ganit er Wikipedia gallek moarvat, Restr:Renaud e 2006.jpg enrollet ganit n'eo nemet un adstumm gant un anv all eus Restr:Renaud-Detail.jpg kavet ganit er Wikipedia gallek. Pa rez evel-se e kargez ar servijer gant adstummoù diezhomm ha difonnusoc'h, gorrekoc'h e vo Wikipedia evit an holl. Evit implijout skeudennoù Kerandafar (Commons) n'eo ket diaes, evel m'eo bet displeget dit gant Trec'hlid mitonet. Trawalc'h eo dit adskrivañ anv ar skeudenn a gavez er Wikipedia gallek (pe saoznek pe me oar-me), an anv evel m'emañ, e-barzh ar pennad brezhonek. Dont a raio ar skeudenn war-wel diouzhtu. A galon, --Llydawr (kaozeal) 23 Mae 2012 da 15:56 (UTC)[respont]
N'em eus ket kavet al luc'hskeudenn emaoc'h o venegiñ ha se zo kaoz ez on bet o kerc'hat an hini a oa er Wiki gallek. Ken aes ha tra !--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mae 2012 da 16:06 (UTC)[respont]

Salud dit ! Daoust ha dre zievezhded pe a-ratozh eo 'peus tennet ar rummad eus pajennoù evel [1] ? Ranket em eus adlakaat rummadoù e nouspet pajenn evel-se abaoe dec'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 26 Mae 2012 da 14:42 (UTC)[respont]

Ma digarezit evit an dale da gentañ-penn. N'on ket evit respont deoc'h splann ha didro ; MARTEZE e oa tennet traoù 'zo ganin hep goût din, MARTEZE adarre. Arabat memestra kenderc'hel da leuniañ ma sac'h-kein gant holl bec'hedoù ar bed-mañ : merzet em boa e vanke ar rummad emaoc'h o paouez e venegiñ hep na vefe lakaet ma bizied warnañ. Ken e viot lennet,--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mae 2012 da 08:49 (UTC)[respont]
Klasket em eus adlakaat an holl zeiziadoù war o reizh...petra bennak n'on ket sur tamm ebet e oant bet kemmet ganin. Setu.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mae 2012 da 16:16 (UTC)[respont]
Sell ez poest posteloù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mez 2012 da 16:27 (UTC)[respont]
Koulz merenn! Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Mez 2012 da 09:42 (UTC)[respont]

Anvioù tud en titloù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Ar boaz eo lakaet an anvioù tud dindan o stumm anavezet evit an titloù (aesoc'h eo evit al lenner, an hini a zo o klask tra pe dra...). Moarvat e vefe gwelloc'h eta lakaat Angèle Vannier , evel ma oa anavezet (hepken evel m'emañ e galleg) hepken da ditl evit ar pennad Angèle Marie Thérèse Vannier. Evit an titloù e vez lakaet an dud dindan ar stumm ma'z int/ma oant anavezet: Jarl Priel, Bob Dylan, Anjela Duval, Eddy Merckx... ha neket dindan o stumm ofisiel gant an holl anvioù-bihan pe an astennoù anvioù. En hor WP hon eus ar Gonideg, ha neket Jean-François-Marie-Maurice-Agathe Le Gonidec de Kerdaniel. Hag ar memes tra evit Alphonse Guérin, Émile Guépratte pe Adolphe Orain...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gou 2012 da 07:44 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez,

Evezhiadennoù hag a seblant poellek ken ez int ha lakaet e vezint e pleustr kerkent ha kantañ pennad. Padal, petra zo d'ober gant ar re bet savet betek-henn ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2012 da 08:03 (UTC)[respont]

War ar bajenn, a-zehou en nec'h e c'hallez gwelet ul linenn gant 'Lenn, kemmañ, Gwelet an istor, ur steredennig, ur seurt tric'hornig penn en traoñ, hag un toullig klask." Dav eo klikañ war an tric'hornig hag e teuy war-wel ar meneg adenvel (ret eo bezañ luget gant da anv implijer evit se). Klik neuze war "adenvel" hag e teuy ur prenestr nevez gant un titl bras "dilec'hiañ "+anv ar bajenn". En toulloù dindan (anv nevez (pennañ)): Cheñch an titl a-vremañ gant an titl nevez. Da sk. "Angèle Marie Thérèse Vannier" > "Angèle Vannier". En toull dindan reiñ an abeg, da sk. "eeunaat an anv". Goude gwiriañ, mard out laouen gant an titl nevez, e klikez war an nozelenn "adenvel ar pennad". Hag e teuy war-wel; "dilec'hiet eo bet ar bajenn: adkaset eo bet AMT Vannier da "Angèle Vannier" da sk. Ha graet ar jeu! (Ar bajenn-se am eus cheñchet diouzhtu, kement hag heuliañ evit displegañ).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gou 2012 da 08:24 (UTC)[respont]
Graet eo dre ma oa sklaer evel lagad an naer. Trugarez deoc'h da vezañ roet e lommig dour d'al labous evit mont pelloc'h. A galon--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2012 da 09:47 (UTC)[respont]

Deiziadoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Gwelet 'm eus 'peus adlakaet traoù am boa tennet eus ar bajenn 2 a viz Here ([2]). Displeget em boa, pa'm boa graet an dra-se, e oa evit "skañvaat" ar bajenn. Ne'z peus ket displeget perak e oas bet oc'h adlakaat anezho, met moarvat e kav dit ez int traoù pouezus. Pep lizherenn a ya ur bit ganti ha pa vez ouzhpennet meur a c'her war meur a bajenn, e teu da vezañ kalz. Ha difonnusoc'h, gorrekoc'h e vo Wikipedia evit an holl. Mat eo ouzhpennañ danvez d'an holloueziadur evel-just. Met daoust ha pajennoù an deiziadoù eo al lec'h evit kavout stumm hindi anv Gandhi ? Pe evit gouzout e oa Jacques Pantaléon anv gwir ar pab Urban IV ? Ne gredan ket. Ha pa daoler ur sell ouzh pajennoù kevatal ouzh pajenn an 2 a viz Here e yezhoù all, e weler ne reer enno nemet menegiñ ar pep retañ, anvioù an dud hag an traoù. D'al lennerien da vont da glask gouzout hiroc'h er pajennoù zo diwar-benn an dud hag an traoù-se. Stumm hindek anv Gandhi a vo kavet er pennad zo diwar e benn, hag ar stumm goudjaratek ivez, ouzhpenn ;-). Met ne vo ket er pennad en:October 2 na fr:2 octobre na ca:2 d'octubre (menegiñ a ran, a-ratozh, skouerioù Wikipedia-où bras). A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Her 2012 da 16:16 (UTC)[respont]

Demat ivez, N'eo ket ganin-me e oa bet lakaet stumm hindek anv Gandhi ; aze e oa a-raok... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Her 2012 da 16:42 (UTC)[respont]
Adsalud dit ! Koulskoude ne gredan ket em bije lennet fall. Sklaer eo gant piv eo bet lakaet ar stumm-se : [3]. Sklaer ivez gant piv eo bet tennet : [4]. Ha ken sklaer all eo gant piv eo bet adlakaet : [5]. E Wikipedia e chom ur roud eus kement kemm a vez degaset d'ar pennadoù. A galon, --Llydawr (kaozeal) 4 Her 2012 da 10:46 (UTC)[respont]
Demat ivez, Kement ha magañ hoc'h enklask betek penn ho poa stadet ivez em boa dastumet stumm hindek anv Gandhi war bajenn an 30 a viz Genver, deiz ganedigezh Mohandas Karamchand Gandhi, e-lec'h ma oa a-raok n'am bije graet war-dro... Devezh mat.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Her 2012 da 11:08 (UTC)[respont]

Trugarez evit bout reizhet an anvioù-lec'h. Kadbzh (kaozeal) 31 Gou 2013 da 11:53 (UTC)[respont]

Mann ebet 'vat. Un dister a reizhadenn e gwirionez dre ma oant chomet skrivet e galleg ha netra ken all...--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gou 2013 da 11:57 (UTC)[respont]

Salud dit ! "d'an ampoent" pe "d'an ampoent-se" : gra evel a gari, ne ran ket forzh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 Her 2013 da 06:51 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ivez, N'em boa ket graet ar goulenn-mañ ouzhoc'h da derriñ ho penn anat deoc'h, da glask kompren abeg ar c'hemm ne lâran ket. Bepred e c'hell/tle an den ober e vad eus traoù displeget gant tud barrekoc'h egetañ. Trugarez eus ho respont prim ha didro 'ta. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Her 2013 da 09:00 (UTC)[respont]

Félix-Pol Jobbé-Duval pe Felix-Pol Jobbe-Duval[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h,
Demat deoc'h ivez

petra eo ar reolenn e-keñver an tiredoù e-barzh titl ur pennad bennak ?

Lakaet e vezont: mard int luziet, evel evit anvioù vietnamek, eo mat ober ivez un adkas gant al lizherennoù boas: cf. Ho Chi Minh a gas da Hồ Chí Minh. Evit an "defaultsort" avat, pe pa vez lakaet e-barzh ar rummadoù (e-traoñ ar pennadoù), eo arabat lakaat anezho (!), a-hend-all e vo renket an traoù wart-lerc'h Z!
Ha sklaer ; trugarez.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Du 2013 da 11:09 (UTC)[respont]
abalamour da betra ho poa adskrivet Kaouisin (a vefe gwelloc'h ganin ivez) e-lec'h Kaouissin a gaver er pennadoù all ?
Mar bez skrivet an anvioù hervez reizhskrivadur ar brezhoneg eo dav heuliañ reolennoù ar brezhoneg da'm soñj: pe "Caouissin" (stumm ofisiel), pe "Kaouisin" eta ("s" a zo kalet e-kreiz ur ger e brezhoneg) (nemet e vefe skrivet a-hend-all gant ar skrivagner e-unan, evel Yeun ar Gow (ha neket "Yeun ar Gov").


A galon.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2013 da 10:54 (UTC)[respont]
Dindan ma daoulagad rakskrid Eurioù Pasion an Aotrou Krist savet e brezhoneg gantañ e-unan ha sinet Herry Caouissin... Ha ret reizhañ ar pennadoù all a gaver Kaouissin enne 'ta, d'ho soñj ?--Prieladkozh (kaozeal) 28 Du 2013 da 11:09 (UTC)[respont]
Evit titl ur pennad ec'h erbeder ober gant ar stumm boasañ. N'ouzon ket petra eo stumm boasañ an anv-se. Evit ar stumm brezhonek e vefe mat reizhañ da'm soñj. Gwelet a ran e oa dija gant ar stumm "Kaouisin" er bajenn Vefa de Bellaing.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2013 da 11:31 (UTC)[respont]

Unanderennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù (Gwenan, Merien) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an davarn da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:23 (UTC)[respont]

Div urzh zo: hini al lizherenneg, pe hini ar bloavezhioù. Gwelloc'h ganin hini ar bloavezhioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2014 da 07:35 (UTC) Digudenn, ingal eo din.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Ebr 2014 da 07:38 (UTC)[respont]

Salud dit ! Evit ar patrom a dalvez da renkañ an anvioù en urzh al lizherenneg (DEFAULTSORT) e ranker skrivañ an anvioù hep tiredoù nag arouez isipisial ebet. Anez e vint renket e dibenn al lizherenneg. Evit an trede lizherenn n'eo ket ken pouezus hag evit al lizherennoù kentañ, gwir eo. Met dre vras e ranker chom hep lakaat arouezennoù ispisial pa lakaer an alc'hwez urzhiañ anvet DEFAULTSORT, a-raok lakaat rummadoù : gant DEFAULTSORT e vo renket "François" e dibenn al lizherenneg, goude "Franz". En hevelep doare e vo renket anvioù a grog gant É pe Ó e dibenn al lizherenneg, ha n'eo ket e-mesk an anvioù a grog gant E pe gant O. Un torr-penn evit ar re a glasko adkavout an anvioù-se er rummadoù. E pennad Máirtín Ó Direáin, da skouer, e vo skrivet "DEFAULTSORT:O Direain, Mairtin". Kement-se n'eo gwir nemet evit "DEFAULTSORT". A-hend-all eo mat skrivañ an anvioù gant o holl arouezennoù ispisial, evel-just, tiredoù hag all. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Mae 2014 da 10:24 (UTC)[respont]

Trugarez vras deoc'h : 'R pezh a vez displeget fraezh A vez tapet aes. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Mae 2014 da 10:37 (UTC)[respont]

Dear Prieladkozh, I would like to thank you for this work on this page. Please, can you put some news more from English, or from French page?

If you want I can help you in Italian or Portuguese. Thank you very much for your help!

Rei Momo (kaozeal) 9 Mae 2014 da 15:16 (UTC)[respont]

N'ouzon ket ! Gerioù a gaver er geriadurioù (Favereau, Ménard) met ne c'hellan ket lavaret e plijont kalz din. "Faragoeller" a vefe ar pep difallañ marteze. N'ouzon ket daoust hag en implij emañ, pe daoust ha savet eo bet diwar an elfenn a gaver er verb "difaragoellañ"... A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Mae 2014 da 16:19 (UTC)[respont]

N'on ket gwall blijet gante ivez ha se zo kaoz em boa klasket kaout alioù all. Trugarez deoc'h memes tra.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mae 2014 da 16:27 (UTC)[respont]

Poentaouiñ[kemmañ ar vammenn]

Boñjour deoc'h. Yezhadur Chalm, p. A-16 La ponctuation suit généralement les mêmes règles que le français. Il y a toutefois une tendance chez les éditeurs à s'aligner sur le modèle international et ne pas mettre d'espace devant les signes doubles (: ; ! ?) contrairement au français. Dibabet em boa an doare etrevroadel. :D --Teñsor Jambou (kaozeal) 28 Mez 2014 da 08:02 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez,
Kompren a ran ; koulskoude, n'hall ket un tuadur mont da reolenn sonn, a gav din. Mat e vefe gouzout petra 'oa bet dibabet ober amañ e-keñver an esaou en-dro d'an arouezennoù poentaouiñ, e gwirionez.
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mez 2014 da 08:34 (UTC)[respont]

Melldroadour[kemmañ ar vammenn]

Ne gomprenan ket ar gemennadenn ziwezhañ bet lakaet ganeoc'h war ma fajenn. Evel ma'm eus bet tro da lavaret dija, n'on ket lakaet diaes gant an implij eus ar ger "melldroadour" er pennadoù. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Gou 2014 da 10:29 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Gwelloc'h em eus kavet reizhañ kement tra am boa lakaet e gaou er pennadoù diwar-benn ar vell-droad, da lâret eo implij ar ger melldroadour, evit ma peurgloto ar rummadoù gant endalc'had ar pennadoù-skrid da vat. Skuizh-divi on gant ar sachoù-blev - ha n'emaoc'h ket e-barzh ar jeu-se - a c'hoarvez re alies amañ ha graet ma soñj paouez gant se da vat : ne gemerin ket perzh er WikiBzh ken. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Gou 2014 da 14:42 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! Din da c'houzout n'eus pennad ebet a vefe anvet Kleuboù mell-droad Uruguay na Kluboù mell-droad Uruguay kennebeut. Evit ar Rummad:Kleuboù mell-droad Uruguay, ne'm eus ket cheñchet e anv. Ne'm eus graet nemet lakaat anezhañ e-barzh ar Rummad:Kluboù mell-droad, a zo anezhañ abaoe 2007. Sed aze holl. Ma fell deoc'h lakaat ar gaoz war an doareoù da skrivañ "kleub/klub", ar pep gwellañ a vefe ober en Davarn. A galon, --Llydawr (kaozeal) 11 Eos 2014 da 16:06 (UTC)[respont]

A-zivout ar "reizhadennoù"[kemmañ ar vammenn]

Ar pezh a zo displijus n'eo ket ar reizhadennoù dre vras (reù zo a zo reizh evel-just) mat an ton aotronius evit traoù n'int ket fazioù (daoust ma c'hell tud zo soñjal ez int) met dibaboù yezh.

Ma 'm eus implijet ar ger "spes" eo peogwier e kavan un tamm lu implijout anvioù pluenn en ul lec'h sañset diazezet war an eskemmoù. Anat n'eo ket "prieladkozh" un anv gwirion. N'on ket em aez gant tud o deus ezhomm kuzhat. Touellet e vefen gant un anv pluenn "gwirheñvel" evel-just e c'hellfec'h respont... Gwir... War an diazez : - Evit E hag En. Ho taveoù zo mat, evel-just, met traoù all zo bet skrivet abaoe ha souploc'h eo sell kalz tud war reolennoù un tamm re strizh (dwb ar c'hemmadurioù da skouer...). Bezomp uveloc'h a-zivout ar pezh a zo "reizh" hag ar pezh n'eo ket. Ma vez feuket an nen gant stumm pe stumm e c'hell cheñch hep ober evezhiadennoù displijus. - Evit an dibad gerioù ez eo skoempoc'h an traoù. Adalek ma vez kavet ar ger en unan eus ar geriadurioù implijet ar muiañ (Roparz Hemon/Ronan Huon, Favereau, an Here) ne welan ket perak e vefe kemmet evit ur ger all. Ul labour dreist a ra an Ofis met n'eo ket disi ha n'eo nemet kinnigoù. Ar reolenn-mañ a c'hellfe bezañ degemeret gant perzhidi wiki hep feukiñ den : chom a ra pep hini dieub e-keñver dibaboù yezh gant ma kaver ar ger er geriadurioù. Lakaat "deroet eo bet dezhi" e-lec'h "Resevet he deus" a gavan iskis da skouer evit "Kolier an Erminig. N'eo ket gwall implijet a talvezout a ra dereiñ "adjuger; livrer (des marchandises...)"... Lakaat "Poellgor" e lec'h "Komite" a zo ken direizh all. Roparz Hemon a rae gant Komite. Evit an troidigezhioù. Fentus e kavan e vefe troet "Légion d'Honneur", "gall" eo ha dias bezañ "galloc'h". Mirout a rafen "Victoria Cross" ivez. Pa anavezer ar ger er yezh orin evit anvioù divoutin e kavan kenkoulz o mirout. Ne gavit ket drol "Urzh ar Palmez Akademek" pe "Urzh Broadel an Dellid" ? Ret e vefe lakaat gall war-lerc'h bep tro pe "a Frañs" evit bezañ resisoc'h. Gellout rafe an holl en em glevet war reolennoù war an dachenn-se. A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 11 Eos 2014 da 20:40 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez, Lakaomp an traoù war o reizh un tammig, mar plij :
  • pa oan kroget da gemer perzh er WikiBzh un nebeud mizvezhioù 'zo ne voe ket displeget din penaos ober dre ar munud ivez. Diaes-spontus eo d'un deraouad kregiñ e-barzh amañ ha setu perak e oa bet klasket reiñ alioù deoc'h, aet da evezhiadennoù tamm-ha-tamm. Dibabet em boa un anv implijer, o kemer skouer diouzh ar re all, ha mat pell 'zo. N'EM EUS NA C'HOANT NAG EZHOMM DA GUZHAT E MOD EBET HA KEN DISPLIJUS ALL EO HEL LENN DINDAN HO PIZIED ! Ez an da lâret daou dra ouzhpenn deoc'h : gwelloc'h e kavfen ma vije divizet deiz pe zeiz ober gant anvioù gwirion da vat ; graet ho mennozh ober gant Herve Latimier ha ne sell ouzhin tamm ebet piv oc'h !
  • mat eo in deskiñ traoù nevez ha ma'z eus "traoù all zo bet skrivet abaoe ha souploc'h" diwar-benn "E hag En", lârit din pelec'h e c'hellin o c'havout. Da c'hortoz e kendalc'hin d'ober gant ar stumm "EN" dirak ur vogalenn ha da reizhañ hardizh pa vo ezhomm. War an dachenn-mañ n'eus ket kaoz eus uvelded, a gav din, eus yezhadur ne lâran ket.
  • pe "evezhiadennoù displijus" a rit meneg anezhe 'ta ?
  • ar verb "dereiñ" a gaver implijet ingal hiziv an deiz da dalvezout kement ha "priziañ" (s.o. ar gelaouenn Ya! da skouer hag, hep mar, ar gelaouenn Bremañ).
  • meur a wech e oan bet reizhet gant implijerien all amañ, gant gwir abeg pe get n'on ket evit hel lâret dre ziouer a skiant-prenet, en abeg ma oa dibab(où) OPaB. "Ul labour dreist a ra an Ofis met n'eo ket disi ha n'eo nemet kinnigoù" ho peus skrivet hag e savan a-du penn-da-benn ganeoc'h. Amañ emañ ur c'hraf ken dedennus all : daoust hag-eñ e rank Termofis bezañ lakaet da Vibl hag Aviel evit implijerien ar WikiBzh ?
  • ur pennad Lejion a enor a oa bet krouet e 2007 gant an implijer Kadwalan : perak chom hep ober gantañ ?!
    A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2014 da 08:53 (UTC)[respont]
  • https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Ar_fazioù_stankañ#E.2C_en . Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Eos 2014 da 16:32 (UTC)[respont]

Da reizhañ, evel-just ! --Llydawr (kaozeal) 19 Eos 2014 da 16:15 (UTC)[respont]

Renket :-) --Llydawr (kaozeal) 20 Eos 2014 da 10:17 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! Petra eo ar ger "lizhennerezh" skrivet ganeoc'h e pennadoù evel "skej" ? Daoust ha "lizherennerezh" e vije (diwar "lizherenn") ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Eos 2014 da 16:19 (UTC)[respont]

Mat eo ! --Llydawr (kaozeal) 6 Gwe 2014 da 16:19 (UTC)[respont]

Eskumunugenn[kemmañ ar vammenn]

Just walh 'meuz djuelet ho messaj. Faot 'rê din lar'd doh lar zoñjan ket lar mé eskumunugenn zo ôn dra menneket grav. N'on ket vid labourad ga Wikipedia : me zo feneant ha skañv mé benn. Mé eskumunugenn zo ôn eskumunugenn veritet, ma'h é posupl. Guir oa petra 'ma skrivet koulskoud'. Ma 'peuz mïoh kouraj 'vidon, vefe brao adlak' an dra-se, zoñj din !

Noite Sangrenta[kemmañ ar vammenn]

Me a rafe gant an droidigezh vrezhonek "Nozvezh Wadek". Gant troidigezhioù brezhonek e oa bet graet ivez evit Nozvezh an Hirgontilli pe Nozvezh ar strink en Alamagn. A galon, --Llydawr (kaozeal) 19 Her 2014 da 08:07 (UTC)[respont]

Kantonioù[kemmañ ar vammenn]

trugarez evit ho kemmoù. A galon. Kadbzh (kaozeal) 27 Her 2014 da 09:34 (UTC)[respont]

Dre vras e vez skrivet an niveroù gant sifroù pa gomzer eus muzulioù. Me gred eo evit an oad ne reer ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Du 2014 da 18:02 (UTC)[respont]

Demat, N'eo ket ken eeun-se, 'm eus aon. Taolit ur sell ur sell ouzh http://www.axl.cefan.ulaval.ca/monde/regles-4CHIFFRES.htm A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Du 2014 da 07:49 (UTC)[respont]

Elie Lescop[kemmañ ar vammenn]

Ket. Kkemmet e voe harzoù departamantoù Breizh ur wech hepken, pa voe lakaet Lokunole e Penn-ar-Bed, tro 1857. Kadbzh (kaozeal) 18 Du 2014 da 18:16 (UTC)[respont]


Piv a zo bet o kunujenniñ ac'hanon amañ, ha vil? Piv a vez o kontañ gevier diwar ma c'houst amañ? Piv a vez o silañ traoù ent-pilpous a-enep din amañ? Piv a vez o kas brezelioù embann diot a-enep din amañ?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:16 (UTC)[respont]

Trawalc'h bremañ ! Diskouezit d'an holl pelec'h ha pegoulz resis on "bet o kunujenniñ ac'hanoc'h amañ, ha vil", pelec'h ha pegoulz resis e voen "o kontañ gevier diwar ho koust amañ", pelec'h ha pegoulz e voen "o silañ traoù ent-pilpous a-enep deoc'h amañ" ?--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:22 (UTC)[respont]

Plougouloum - Jeneral Francis Camus[kemmañ ar vammenn]

... meneg anezhañ ebet e levr Kristof Jezegoù. A galon. Kadbzh (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 18:06 (UTC)[respont]

https://fr.wikipedia.org/w/index.php?title=Plougoulm&diff=prev&oldid=40433609

Francis Camus bet lakaet e plas "Clanclaux" d'an 1añ a viz Mae 2009, ha kemeret ar fazi d'ar 6 a viz Gwenholon er pennad brezhonek. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Plougouloum&diff=next&oldid=560520 A galon. Kadbzh (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 20:18 (UTC)[respont]

Bet difaziet ha "daveennet" ganin. A galon. Kadbzh (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 20:26 (UTC)[respont]


Bennozh evit an taol sikour! A galon 19 Kzu 2014 da 18:05 (UTC)Dishual

Kaozeadenn Implijer:Yun[kemmañ ar vammenn]

Ilizoù ha chapelioù... Taolit ur sell m.p. Bloavezh mat! Kadbzh (kaozeal) 4 Gen 2015 da 11:10 (UTC)[respont]


.....................................................................................................

Mat eo Prielad! Kendalc'hom gant al labour! Dishual (kaozeal) 6 Gen 2015 da 14:27 (UTC)Dishual[respont]

Goulenn skoazell[kemmañ ar vammenn]

Pelec'h emañ ar c'hemmoù a rit anv anezho ? --Fulup (kaozeal) 7 Gen 2015 da 08:54 (UTC)[respont]

Sikour mar plij.[kemmañ ar vammenn]

Setu bet on bet o ladanaat ha krouiñ war sujedoù "arvarus" ezhomm em befe sikour a-benn gwiriañ ar pennadoù da heuil:

Gant o harp e vezo gwellaet a-dra sur. Bennozh deoc'h evit an taol-dorn a rofec'h. A galon Dishual (kaozeal) 13 C'hwe 2015 da 13:24 (UTC)Dishual[respont]

Infoboks "Kumunioù"[kemmañ ar vammenn]

Demat. renket an traoù, amzer d'an etrewiki d'en em lakaat da vont en-dro... Trugarez evit bout lennet ar pennad. A galon. Kadbzh (kaozeal) 24 C'hwe 2015 da 17:07 (UTC)[respont]

Anvadurioù skiantel[kemmañ ar vammenn]

Gwelet a ran e rit gant lizherennoù stag evit an anvadurioù skiantel (evel amañ: [6]), met ne seblant ket bezañ un dra degemeret: « ils sont impérativement écrits en alphabet latin (aucun diacritique ou accent ne sont tolérés, les ligatures Æ, æ, Œ, œ, ß sont écrites sans ligature : Ae, ae, Oe, oe, ss)» [7].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Meu 2015 da 18:07 (UTC)[respont]

Ha gwir eo e oan boas, em micher gent, da skrivañ anvioù 'zo (reoù ar mikro-organegoù da skouer) e-giz-se. E gaou, war a seblant.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Meu 2015 da 18:24 (UTC)[respont]
Dave a orin resisoc'h: «Signes diacritiques ou autres. Un nom scientifique ne doit inclure ni signe diacritique ou autre (tel qu'une apostrophe), ni ligature des lettres a et e (æ) ou o et e (œ)» "Code international de nomenclature zoologique", 4e emb. mellad 27.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Meu 2015 da 18:27 (UTC)[respont]

An Aotrou Bimbochet[kemmañ ar vammenn]

Al liamm a gemmo klask a ran al levr gant ur stumm enlinenn da reiñ an tu da vezañ lennet digoust. A galon Dishual (kaozeal) 17 Meu 2015 da 16:17 (UTC) Dishual[respont]

Kaerat mennozh ! ar pezh a blijo kalz d'ar beorien-gaezh a glask embann ha gwerzhañ levrioù skrivet e brezhoneg...--Prieladkozh (kaozeal) 17 Meu 2015 da 16:21 (UTC)[respont]

Ma div evezhiadenn: Kentañ hini ul levr skrivet e 1927 gant Roparz Hemon a rank bezañ roet an tu d'e lenn gant ar brashañ niver. Ar beorien a zo ivez ar re yaounk a blijfe dezho lenn met a vez bac'het dre priz al levrioù. Eil hini a vefe marteze e teufe bravoc'h o stal gant an embannerien ma vefe embannet levrioù seurt-se gant ouzhpennadurioù, resisadurioù... ha n'eo ket embann nemetken evel ma oa bet graet gant ar re a-raok mare Gwalarn hag all.

Ne glaskan ket tabut ganeoc'h evel-just un den a zoare a zo ac'hanoc'h. A galon Dishual (kaozeal) Dishual

Gallout a reer toullañ kaoz hep tabutal, anat dimp. ..."ar re yaounk a blijfe dezho lenn met a vez bac'het dre priz al levrioù" : (n'em eus ket komprenet "bac'het") hag e kav deoc'h e vefe troet ar re yaouank gant al lenn mar bije marc'hadmatoc'h priz al levrioù ? Evit gwir ? N'em eus ket komprenet mat ar pezh a felle deoc'h lâret en ho rannbennad diwezhañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Meu 2015 da 17:46 (UTC)[respont]

Pa oan yaouankoc'h e vefen bet dedennet da gavout an tu da lenn muioc'h 'vit ma z'eo bet graet ganin me ha memes da brenañ an oberennoù siwazh berr an arc'hant graet em eus, eus ma gwellañ.

Eil hini a vefe marteze e teufe bravoc'h o stal gant an embannerien ma vefe embannet levrioù seurt-se (An Aotrou Bimbochet) gant ouzhpennadurioù, resisadurioù (Notennoù traoñ bajenn, tresadennoù....). N'eo ket embann nemetken an oberennoù evel ma oant bet embannet 60 vloaz 'zo.

A galon (Sklaeroc'h?) Dishual (kaozeal) Dishual

Demat deoc'h, N'ouzon ket ha gwelet ho poa e kase al liamm Google Books d'ul lec'h dilennus krenn ? Ne welan ket mat an dalvoudegezh anezhañ, e gwirionez. Un draig all : ha soñjet ho poa e vije eus gwirioù oberour marteze c'hoazh ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2015 da 13:50 (UTC)[respont]

Inizi Gwerc'h hag evned mor[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h ! Diouzh a welan ne lenner ket atav ar memes traoù er skridoù diwar-benn an Inizi Gwerc'h. N'on ket sur e talvezfe ar boan cheñch ar frazenn gentañ er pennad. Evit an "evned mor" pe an "evned-mor", gwelet em eus hoc'h eus cheñchet anv ar rummad. Ne'm eus soñj krenn ebet war an dra-se kennebeut. A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Meu 2015 da 17:37 (UTC)[respont]

Demat, Dec'h e oac'h deuet da ouzhpennañ un dave da ziskouez e c'haller kavout ar ger "tamarin" e-barzh Dictionnaire français-breton (Martial Ménard). Mat-tre. Petra zo kaoz n'ho poa ket graet kemend-all er pennad... Dehoù da skouer ?--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2015 da 09:30 (UTC)[respont]

Daoust hag ur respont am bo diganeoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2015 da 10:01 (UTC)[respont]
Ne c'houlennan ket kalz a dra: 1) un tamm doujañs ouzh labour an dud; 2) un tamm doujañs ouzh reolennoù ar wikipedia; hag ur respont ho po.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Meu 2015 da 10:14 (UTC)[respont]
N'em bo ket dre m'emaoc'h o klask tec'hel kuit dre an nor adreñv, ur wech ouzhpenn. Siwazh din--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2015 da 10:21 (UTC)[respont]
N'eo ket gwir.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Meu 2015 da 10:31 (UTC)[respont]
Feiz ! roit sklêrijenn din 'ta.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2015 da 10:41 (UTC)[respont]
Diskouezit un tamm doujañs evit reolennoù ar wikipedia, hag ho po ho respont. N'eo ket goulenn re evelkent.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Meu 2015 da 10:51 (UTC)[respont]
:-) Fentus... Kaer 'm eus klask, ne welan ket mat al liamm etre "reolennoù ar wikipedia" hag ar pennad diwar-benn ar ger Dehoù.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2015 da 10:55 (UTC)[respont]

O c'hortoz ho respont.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2015 da 11:11 (UTC)[respont]

An diviz kemeret gant Kuzul-skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg da skrivañ "dehoù" a zo bet kemeret d'ar 26.06.2013; a-raok e oa ar skrivadur "dehou" an hini degemeret. E miz Here 2012 eo deuet Geriadur Martial Ménard er gouloù, nav miz a-raok eta. Gwelet a rit eta e c'hall tud 'zo heuliañ reolennoù. Ha souezhus eo gwelet er pennad dehoù eus hor wikipedia implijerien 'zo o kaout diaezamant bras gant red an amzer, pa reont meneg eus embannadurioù eus 1984 pe 2000 a-zivout un diviz eus 2013.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Meu 2015 da 12:49 (UTC)[respont]
Souezhusat tra 'vat ! Petra zo kaoz n'en dije ket Martial Ménard, un den barrek-kenañ war ar c'heriadurezh ma'z eus unan e Breizh, graet gant "dehoù" neuze ? Evel ezel eus Kuzul-skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg n'halle ket chom hep goût e oa ar cheñchamant-se da zont a-benn un nebeud mizvezhioù, memes tra ! Pe gwall nec'hus eo.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2015 da 13:24 (UTC)[respont]

Ma, en gwelet em boa hep bezañ kendrec'het da vat, met mankout a rae ar bajenn-se d'hor wiki. A galon Dishual (kaozeal) 8 Ebr 2015 da 12:30 (UTC)Dishual[respont]

Gouzout a ran e vez graet kalzig fazioù gant ma pennadoù met ar pep pouezusañ a zo sevel anezho war ar sujedoù a vank, degas boued neketa? A galon--Dishual (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 18:57 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ho savboent an hini eo ha ken talvoudus ha reoù all evel-just. Brezhonegerien ampart a gaver war ar Wikipedia-mañ ha pell ampartoc'h evidon, anat din. Sed amañ da-heul ar pezh a gustuman ober p'emaon oc'h ober war-dro ur pennad-skrid bennak : a-raok klikañ war "Enrollañ ar bajenn" e ran gant "Rakwelet", amzer din da wiriañ ha mat eo pep tra ha da ziskoachañ ar vi-koukoug bennak a vije chomet hep goût din. Pep hini en deus e si ; an hini n'en deus ket daou en deus tri evel ma vez lâret. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Ebr 2015 da 08:04 (UTC)[respont]

Bonjour Prieladkozh, ça va? Moi ça va bien!

J'ai crée cette page en Wiki.BR et je te demande la gentilesse de quelque minute pour traduire le 2-3 lignes que j'avait ecrites en Français, c'est pas des grandes choses.

Je suis disponible pour ecrire pour toi une page en italien ou bien Portugais!

Merci encore pour ton aide precieux!

Rei Momo (kaozeal) 27 Ebr 2015 da 08:31 (UTC)[respont]

Da'm soñj eo renket an traoù. A galon, --Llydawr (kaozeal) 21 Mae 2015 da 11:12 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! Ar gerioù "hanternoz" ha "kreisteiz", hag int gerioù brezhonek mat, a dalvez evit hor bro-ni hag evit broioù all an hanter eus ar voull-douar. Hogen en hanter all eus ar voull-douar, evel e Suafrika pe Aostralia, an heol a vez en norzh da greisteiz ha n'eo ket er su. Ober gant "hanternoz" ne zegouezh ket gwall vat evit ober anv eus an tu ma vez an heol da "greisteiz" (ur ger savet evel "midi" pe "mezzogiorno"). Nag ober gant "kreisteiz" evit an tu ma ne vez ket an heol gwech ebet. Se zo kaoz e reer kentoc'h gant ar gerioù "su" ha "norzh" evit ar roudoù-avel-se e levrioù douaroniezh TES. A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Mez 2015 da 19:32 (UTC)[respont]

Bien chér Prieladkozh, comment va tu? Ici ça fait trés chaud!!!

J'ai ouverte cette novelle page et je te demande la gentilesse de 5 minutes de ton temp pour traduire la synopsis.

Je suis disponible faire des trauctions pour toi en Italien ou bien Portugais. je te remercie beaucoup pour ton aide precieux!!!

Rei Momo (kaozeal) 13 Gou 2015 da 21:31 (UTC)[respont]

Gwelet em eus ho poa krouet ar pajennoù Coragyps atratus, Cathartes aura ha Cathartes burrovianus hag ho poa kemmet urubu. Perak ne rit ket gant an anvioù a gaver war TermOfis, pa ne gaver anv all ebet e brezhoneg ? Marteze e vefe mat gwelet en em lakaat a-du gant Trec'hlid mitonet (kaozeal) ivez, rak adlakaet en deus an anvioù-se war ar bajenn Cathartes. Baleer (kaozeal) 28 Eos 2015 da 00:50 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez, Gwelet ho peus em boa krouet ar bajenn Coragyps atratus (ha Cathartes aura, Cathartes burrovianus da-heul), pezh am boa skrivet deoc'h d'ar 1 a viz Mae kement ha kenlabourat ganeoc'h... Perak n'em boa ket graet gant an anvioù a gaver war dTermofis, emezit-hu ? Poellekoc'h em boa kavet kregiñ gant an anvioù skiantel eget fiziout en dave nemetañ am boa kavet d'ar c'houlz-se, ken aes ha tra. N'em eus takenn da rebech da dud a-vicher Ofis Publik ar Brezhoneg, met traoù iskis a gaver war dTermofis a-wechoù, evel skoul Reünion e-lec'h skoul ar Reünion da skouer... Ma kav deoc'h ez eo fizius a-walc'h ar gerioù urubu du, urubu penn ruz hag urubu penn melen, grit gante hardizh, ne ran ket forzh : bremañ ne deuan ket ken alies-se amañ ha se zo kaoz ne oan ket kroget gant ar pennad Cathartes melambrotus. Ne fell ket din lâret tra diwar-benn doareoù an implijer Trec'hlid mitonet... Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Eos 2015 da 07:54 (UTC)[respont]
Savet em boa ma goulenn pa 'm boa gwelet ho kerig. Pell a oa ne oan ket deuet amañ, evel a gomprenoc'h. Hag ho tigarez ma ne oa ket avizet mat ma c'huzul ; n'anavezan ket doereoù an implijerien, met ne gavan ket fall klask en em glevet pa labourer war an hevelep pajennoù. Traoù a-dreuz a gaver e pep lec'h. Amañ e vez graet gant an anvioù laboused diouzh labour prizius Pêrig Herbert, hogen sius eo implij ar ger «bultur» a gaver e-barzh Anvioù laboused Europa. Kemmañ a rin ar bajenn Bultur dizale, ha reiñ a rin displegadennoù e korf ar pennad, pe e pajenn ar gaozeadenn. Baleer (kaozeal) 28 Eos 2015 da 20:35 (UTC)[respont]
Demat deoc'h, Ma digarezit : ne oan ket evit respont deoc'h dre n'edon ket er vro evit an deizioù. A-du on ganeoc'h penn-da-benn pa venegit ar c'henlabourat "war an hevelep pajennoù". Diaes e oa din ober dave da labour Pêrig Herbert er pennadoù am boa graet war o zro o vezañ na oa ket e oberenn(où) em c'herz, siwazh din... :-( Reizhit hardizh ar pezh a gavfet gaou ; ar reolenn an hini eo. Deoc'h da c'hoût : graet ma soñj, un nebeud sizhunvezhioù 'zo, chom hep delc'her da vagañ pennadoù amañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gwe 2015 da 13:49 (UTC)[respont]
Dipitus e kavan ho tiviz pa welan penaos ez ae war-raok gant ho tigasadennoù, met n’eus redi ebet evel-just. Ar c'hemm am boa komzet aziwarnañ am eus graet dija. Baleer (kaozeal) 14 Gwe 2015 da 14:15 (UTC)[respont]

Taxobox Loen[kemmañ ar vammenn]

Salud ! N'ouzon ket perak ez eus gerioù a zo skrivet gant lizherennoù stouet ha re all ha n'int ket... Neuze ne'm eus soñj ebet war an dra-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gwe 2015 da 15:29 (UTC)[respont]

Auguste René Marie Dubourg[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Hervez Louis Dudoret e vije an aot. Dubourg bet ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1842 hag aet d'an Anaon d'an 22 a viz Gwengolo 1921. A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 5 Her 2015 da 08:54 (UTC)[respont]

microgadus tomcod[kemmañ ar vammenn]

https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Microgadus_tomcod&type=revision&diff=1670966&oldid=1670965

Kaoc'h! --Couiros22 (kaozeal) 8 Du 2015 da 11:39 (UTC)[respont]

E gwirionez n'anavezan ket ar strollad-se. Neuze ne'm eus soñj resis ebet war se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Kzu 2015 da 19:29 (UTC)[respont]

Taxobox Loen : stouiñ an anvioù skiantel[kemmañ ar vammenn]

Stouet em eus anvioù skiantel ar rummad Spesadoù en arvar a oa chomet sonn. --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 20:27 (UTC)[respont]

Rummad Spesadoù chalus  : Graet --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 21:08 (UTC)[respont]
Rummad Spesadoù amprevaned  : Graet ; Thermobia domestica : taxobox da... hizivaat. --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 21:19 (UTC)[respont]
Rummad Spesadoù c'hwiled  : Graet --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 21:22 (UTC)[respont]
Rummad Spesadoù Cetoniidae  : Graet --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 21:24 (UTC)[respont]
Rummad Spesadoù aet da get en natur  : Graet ; goullo eo ar rummadoù Spesadoù coreidae, Spesadoù hemiptera ha Spesadoù Arctiided. --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 21:30 (UTC)[respont]

Ho tigarez, ne'm eus ket amzer fenoz da blediñ gant ar rummad Spesadoù en arvar bras , pa rankan sevel abred-abred... Kenavo eta ! --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 21:36 (UTC)[respont]

Spesadoù en arvar bras  : Graet (hag a labour-noz ivez) :) --90.32.160.133 15 Gen 2016 da 08:33 (UTC)[respont]
Spesadoù n'emaint ket en arvar  : Graet --90.32.160.133 15 Gen 2016 da 18:57 (UTC)[respont]
Spesadoù tost en arvar  : Graet.
  • Goullo eo ar rummadoù Spesadoù arctiided, Spesadoù coreidae, Spesadoù hemiptera, Spesadoù lepidoptered, Spesadoù libellulidae, Spesadoù mekoptered, Spesadoù odonata ha Spesadoù panorpided — bez' ez eus eus ar rummadoù kerentiadoù a glot ganto.
Echu eo ganin stouiñ an anv skiantel e talbenn kement Taxobox a oa chomet sonn. Dre ar rummadoù "Spesadoù" am eus graet. :Hirik eo bet al labour, met un doare talvoudus eo bet da gemmañ ur c'hozh strakell a urzhiataer en unan galloudusoc'h ha primoc'h a-galz ! A galon --90.32.160.133 16 Gen 2016 da 09:21 (UTC)[respont]
Hag ur sapre labour bet kaset da benn ! Gant na vo ket labezet...--Prieladkozh (kaozeal) 16 Gen 2016 da 09:45 (UTC)[respont]

Daveenoù anvioù boutin[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Perak emaoc'h atav o skivañ ma m'eus troet titloù pennadoù nemet eus ar wiki saoz? Lavarout em boa dija alies ma voe troet pep tra an titl diwar anvioù hevelep implijet e kalz yezhoù all, war an daveenn Avivase? --Couiros22 (kaozeal) 23 Gen 2016 da 09:46 (UTC)[respont]

Leonhard Hess Stejneger[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h,
Emaon o peuzechuiñ sevel ur pennad a-zivout Leonhard Hess Stejneger (1851-1943) ; embannet e vo pa vo bet peurlipet al labour (more or less). N'eo ket dav deoc'h boulc'hañ unan all neuze.
A galon,
Rudlamot (kaozeal) 27 Gen 2016 da 21:47 (UTC)[respont]

Salud ! Skrivet 'peus "N'eus ket eus an anv-gwan "periodek" e brezhoneg ; ober a reer gant an anv-gwan "trovezhiek" e metoù ar skiantoù dik". Ar ger "periodek" a oa bet lakaet gant aozer kentañ ar pennad a gaver e Geriaoueg ar Skiantoù (Kreizenn ar Geriaouiñ). Implijet eo e meur a bennad er Wikipedia, evel e Taolenn beriodek an elfennoù, da skouer. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Ebr 2016 da 10:36 (UTC)[respont]

Diwallit! Seul vuioc'h e vez bouetet ar roñfled, seul greñvoc'h e teuont da vezañ.

N'ouzon ket petra eo ster an droienn "bouetañ ar roñfl", implijet gant LapinSpluj. "Boueta" eo moarvat, kentoc'h eget "bouetañ", met kement-se ne vefe ket kalz sklaeroc'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Ebr 2016 da 19:07 (UTC)[respont]

E yezhaj yaouankizoù ar genrouedad (aet da gozh evit lod) e vez graet roñfl (troidigezh fall evit "troll" e saozneg) eus ar re a laka reuz evit ar blijadur, ha buan a-walc'h eus kement den ha n'eo ket a-du gant an hini a gomz. Gwir eo ez eus bet gwelet tud o tremen dre amañ ha ne garent nemet lakaat reuz, pell zo n'eus ket bet keloù anezhe, ha gwell a se.
Hervez kredenn an dud-se e vefe un troll e pep hini ac'hanomp : e pep hini ac'hanoc'h sur a-walc'h, rak me n'on ket evel-se.
Boueta ar roñfl zo reiñ tro d'an tabut savet gant ar "roñfl" da badout pe da washaat. Paouez da voueta anezhañ zo sioulaat an tabut pe lakaat fin dezhañ.
Kavet : https://br.wikipedia.org/wiki/Roñfl_(kenrouedad) Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Ebr 2016 da 06:48 (UTC)[respont]
Skouer eus an troll / roñfl : https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/2.12.224.41
Salud deoc'h,
Emaon dres oc'h adwelout hag astenn ar pennad. Labour zo !
A hent all, Matchou Pic'htchou e vije an anv brezhonekaet mar bije doujet d'ar stumm orin. ;) — Rudlamot (kaozeal) 19 Mae 2016 da 15:16 (UTC)[respont]

Once a king, now a legend[kemmañ ar vammenn]

Ho saludiñ,
Mar kavit amzer da deuler ur sell pizh war ul labous dibar all, reizhit hardizh !
A galon, Rudlamot (kaozeal) 23 Mae 2016 da 18:46 (UTC)[respont]

Ho temata,
Al lavarenn  Mat e vije keñveriañ yezh an tri embannadur : leonekaet e hañval bezañ an hini diwezhañ.  am boa kuzhet abalamour ma ne oa ket bet graet al labour abaoe ma oa bet lakaet gant Bianchi-Bihan d'ar 7 a viz Kerzu 2007 ; ma, kemeret em eus amzer da adlenn al levr, hag e brezhoneg Treger eo skrivet an trede embannadur. Menegoù mouller Brest hepken zo skrivet e brezhoneg Leon.
A galon,
Rudlamot (kaozeal) 31 Mae 2016 da 17:36 (UTC)[respont]
Ur skrid tregeriek eo, evel-just, ha meur a dra skrivet e doare Leon ennañ. Ur skouer hepken : kildroenno en embannadur 1902 (p 196) a zo deuet da vout kildroennou (p 108) en embannadur 1925; ha re all zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2016 da 21:15 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! War a seblant eo savet diwar "anv" ha "gwresk" (gwresk e geriadur Roparz Hemon, gwreskoù e geriadur F. Favereau), evit treiñ ar ger gallek "acronyme". N'ouzon ket hiroc'h. Marteze e kaver un displegadenn en un niverenn bennak eus Lavar, rak ur ger prederek e seblant bezañ ([8]). A galon, --Llydawr (kaozeal) 7 Mez 2016 da 15:56 (UTC)[respont]

strilhour=kimiour ? Ya, moarvat. Evit gouzout hiroc'h e vefe ret sevel ar goulenn-se ouzh an dud a zo bet o sevel ar pennad-se, Implijer:Spudnik ha Implijer:Kadbzh dreist-holl. A galon, --Llydawr (kaozeal) 19 Mez 2016 da 16:28 (UTC)[respont]

Bugerc'heiz[kemmañ ar vammenn]

N'ouzon ket gwall vat petra a c'hellfen ober. An dra gentañ d'ober moarvat a vefe sevel ur pennad Bubulcus coromandus. Er Wikipedia nederlandek e tiforc'her tri fennad : nl:Bubulcus, nl:Bubulcus ibis ha nl:Bubulcus coromandus. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Mez 2016 da 16:29 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket mat pelec'h edo an diaester gant krouiñ ur pennad Bubulcus... A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Mez 2016 da 11:50 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! N'ouzon ket. Ret e vefe mont e darempred gant ar gelaouenn. A galon, --Llydawr (kaozeal) 5 Gou 2016 da 21:02 (UTC)[respont]

Christian Troadec ha Plevin[kemmañ ar vammenn]

Gwir eo, kasi sur eo ganet en ospital Karaez... E dud a oa o terc'hel ur feurm e Plevin. Emaon o vont da skrivañ " orin eus Plevin".

Christian Troadec ha Plevin[kemmañ ar vammenn]

Gwir eo, kasi sur eo ganet en ospital Karaez... E dud a oa o terc'hel ur feurm e Plevin. Emaon o vont da skrivañ " orin eus Plevin".

kudenn kevreañ[kemmañ ar vammenn]

Pa glaskan kevreañ am eus ar respont-mañ

[V4OWRgpAADAAAFJCHUgAAAAL] 2016-07-11 12:51:18: Fatal exception of type "Exception"

Daoust hag e c'heller ober un dra bennak evidon?

Trugarez

PerXnevez

80.12.37.33 11 Gou 2016 da 12:55 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! N'on ket sur da gompren mat ar pezh a skrivit din. Marteze e fell deoc'h ober anv eus an urzh ma vez skrivet ar rummadoù e traoñ ar pennad, rak gwelet a ran ho peus cheñchet an traoù er pennad Dendrocopos atratus ha lakat "Rummad:Evned Azia ar Gevred" a-raok "Rummad:Picidae" (met "Rummad:Spesadoù n'emaint ket en arvar" zo chomet da gentañ). N'ouzon netra diwar-benn an urzh-se. Ouzhpennet em eus ur rummad e traoñ ar pennad, goude an traoù all, hep soñjal pelloc'h. Ne'm eus kavet reolenn ebet war ar poent-se neblec'h. Er Wikipedia saoznek e c'haller lenn [9] ha [10]: The order in which categories are placed on a page is not governed by any single rule... Normally the most essential, significant categories appear first, and Both the alphabet and importance are used to order categories. Ar pezh a lez kalz a frankiz eta... Techet e vefen da lakaat ar rummadoù pouezusañ da gentañ. Met ma kavit gwelloc'h lakaat anezho en urzh al lizherenneg, grit ! Ne ran ket forzh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 20 Gou 2016 da 16:03 (UTC)[respont]

N'ouzon ket. Ne'm eus gwelet gwech ebet ur stumm lies evit "Gwiana". Ma vefe ret ober gant unan, e rafen gant "Gwianaoù". A galon, --Llydawr (kaozeal) 1 Eos 2016 da 10:55 (UTC)[respont]

Gwell a se mard eo bet implijet ar stumm "Gwianaoù" dija ! --Llydawr (kaozeal) 1 Eos 2016 da 10:58 (UTC)[respont]

Da'm soñj eo renket bremañ. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Eos 2016 da 10:32 (UTC)[respont]

Da'm soñj eo renket al liammoù etrewiki. A galon, --Llydawr (kaozeal) 1 Gwe 2016 da 10:54 (UTC)[respont]

pennadoù laboused hep skeudenn[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Bez zo ent gwir talvoudek da grouiñ pajennoù hep skeudennoù (pa gallomp krouiñ kalz artikloù laboused all, skeudennet war wikicommons...) ? --Couiros22 (kaozeal) 30 Gwe 2016 da 14:10 (UTC)[respont]

Renket eo an traoù. --Llydawr (kaozeal) 5 Her 2016 da 15:40 (UTC)[respont]

  • N'eus pajenn Iraq ebet, peogwir e kas da Irak.
  • Met ur rummad "Iraq" zo, hag ur rummad "Kêrioù Irak" : ha reizhpoell eo kement-se ?
  • Reishoc'h eo skrivañ Iraq eget "Irak" en abeg d'an diforc'h a zo en arabeg etre ك kâf, a zo distaget /k/ ha ق qâf, a zo distaget /q/.
  • Irãq eo anv etrebroadel ar vro, an tostañ da zistagadur arabek العراق, ma weler ق /q/ e dibenn an anv.
  • N'ouzon ket petra eo politikerezh ar Wikipedia brezhonek a-fed anvioù estren, mard eus unan, met pa c'hourc'hemennan-me e vije skrivet Kemper ha n'eo ket "Quimper" e kavan reizh doujañ da anvioù al lec'hioù all en o yezh : Iraq, Mosoul, London (a gas da "Londrez") hag all. 90.32.241.225 27 Her 2016 da 19:09 (UTC)[respont]

2602:306:83a9:3d00:4de:cfef:8911:7da3[kemmañ ar vammenn]

Demat, Na petra ra an dudenn-se? Sevel testennoù ha stourm ouzh ho cheñchamantoù? A galon Dishual Dishual (kaozeal) 11 Du 2016 da 11:51 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! Pa'm eus gwelet ar ger-se evit ar wech kentañ, e oa dianav din (ha da'm geriadurioù) ha ne gomprenen ket petra a zegase da bennadoù evel Monsters, Inc. Dre ma oa savet ar pennadoù-se gant un den dianav ha ne seblant ket gouzout kalz a vrezhoneg, em eus diverket ar ger "kentaenn". Abaoe ma'm eus lennet ho koulenn, em eus klasket gouzout hiroc'h, ha kavet ar ger e TermOfis, troet gant ar ger gallek "première". Ma kav deoc'h eo talvoudus ar ger-se, ne savin ket a-enep ! A galon, --Llydawr (kaozeal) 15 Du 2016 da 16:41 (UTC)[respont]

Demat, Diaes e vo lakaat ar gwenn-ha-du e maez buhez Jeusset dre ma oa kamarad bras Morvan Marchal ha drouiz er memes kelc'h -_- A galon Dishual Dishual (kaozeal) 18 Du 2016 da 22:32 (UTC)[respont]

Kavout a reer "bourlagad kirie" e-barzh "TermOfis", evel ma kaver meur a anv all, bet kavet da gentañ e-barzh labourioù Pêrig Herbert, embannet e-barzh Hor Yezh. Diouzh a ouzon eo bet degemeret anvadurioù P. Herbert gant Ofis ar Brezhoneg, evel m'int bet degemeret ivez e geriadurioù (An Here, Ménard). Gant P. Herbert eo bet graet al labour avat. A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Gen 2017 da 16:58 (UTC)[respont]

N'ouzon netra diwar-benn orin an anv-se. Ha ne'm eus tamm soñj war an doare d'e skrivañ... A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Gen 2017 da 20:43 (UTC)[respont]

Gant adkasoù e c'haller tremen aes eus "Guillaume Ricou" da "Gwilherm Rikou" pe ar c'hontrol. N'eus ket ezhomm da cheñch an doare m'eo bet skrivet an anv-se e pennadoù all. Peseurt stumm a ranker lakaat da ditl avat, n'ouzon ket. A galon, --Llydawr (kaozeal) 17 Gen 2017 da 16:30 (UTC)[respont]

Disney articles[kemmañ ar vammenn]

I took a break from this site after what happened last year. But I saw you haven't edited the other Disney articles since after The Three Caballeros except for the new one I made for The Adventures of Ichabod and Mr. Toad. I saw the Fichenn deknikel is missing from everything after The Three Caballeros onward. I came back to make The Adventures of Ichabod and Mr. Toad and Cinderella because they were missing articles. There are a few more missing:

The Sword in the Stone (1963) Tangled (2010) Winnie the Pooh (2011) Wreck-It Ralph (2012) Frozen (2013) Big Hero 6 (2014) Zootopia (2016) Moana (2016)

I couldn't find another movie called The Sword in the Stone besides the 1963 film, although I heard Disney is doing a live-action remake, like they already did for Cinderella, The Jungle Book, Pete's Dragon, and this March's Beauty and the Beast. So far, the remakes of these movies don't have articles, and even the original Pete's Dragon (1977) does not have an article. I am also interested in the following non-animated/non-Disney films:

Flight of the Navigator (1986) Charlotte's Web (1973) Gordy (1995)

There is also a remake of Charlotte's Web, and it's based on the book. Could the book and remake have articles?

My favorite TV shows are Liv and Maddie, Teletubbies, SpongeBob SquarePants, and Victorious. Teletubbies also has a reboot that was launched in November 2015. I like these shows because they are about friendship. I like the idea of Liv and Maddie being a show about identical twin sisters with entirely different personalities who are best friends. They are friends despite their differences, like The Fox and the Hound. Charlotte's Web, Gordy, Teletubbies, SpongeBob SquarePants, and other stuff I like is about friendship as well. I also like that Liv and Maddie is a family centric show.

I know I have childish interests, but that's who I am.

I will only request articles from now on. 104.58.147.208 23 Gen 2017 da 15:13 (UTC)[respont]

I edited Make Mine Music and Melody Time but they need completion like The Three Caballeros. I also created The Sword in the Stone (film) but it's very basic. I didn't bother with the others that don't exist though because I couldn't get advice on how to translate their numbers. 104.58.147.208 24 Gen 2017 da 23:54 (UTC)[respont]
Will you ever improve these article like you used to? 104.58.147.208 31 Gen 2017 da 14:48 (UTC)[respont]

American Broadcasting Company[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h ! N'ouzon ket hiroc'h. Evel-se e lavarfen, evel ma lavaran ivez "ar BBC". Savet eo an anvioù-se diwar anvioù boutin, ha n'eo ket anvioù divoutin, ha n'eus renadenn-anv ebet enno. Neuze ne welan diaester ebet evit lakaat ur ger-mell dirazo. Gwelet a ran e lavarer "y BBC" e kembraeg ivez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Gen 2017 da 16:37 (UTC)[respont]

Seule... mais pas trop ![kemmañ ar vammenn]

Rakkentaennoù 'zo abaoe an 10 a viz Genver 2017 hervez ar sevenourez. Gwelet m'eus ar film d'an 11 a viz C'hwevrer. "Kinniget e deroù ar bloavezh 2017" e-lec'h "deuet er maez" neuze? A galon --Teñsor Jambou (kaozeal) 13 C'hwe 2017 da 12:38 (UTC)[respont]

Translation[kemmañ ar vammenn]

Can you translate Automatic refresh (Actualisation automatique) to Breton? -XQV- (kaozeal) 15 C'hwe 2017 da 20:45 (UTC)[respont]

Hi, I don't understand your question. Would you be kind enough to go further with it ? In Brittany we're used to add the word "please" after a request... Regards.--Prieladkozh (kaozeal) 18 C'hwe 2017 da 08:04 (UTC)[respont]

You are invited![kemmañ ar vammenn]

You are invited...

The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.

  • Hosts: The University of Edinburgh and Wikimedia UK
  • Supporting: Celtic & Indigenous Languages.
  • Objective: The main objective for Celtic Knot 2017 is the coming together of practitioners in the same room at same time; strengthening the bonds of those working to support language communities into a 'knot' and leading into action. Attendees can expect to learn about and discuss innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities.
  • Date: 6 July 2017 - Booking is now open.

Stinglehammer (kaozeal) 22 Mae 2017 da 23:38 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,
Gwelet em eus ar goulenn hoc'h eus lakaet gant gwir abeg ; e "Kaozeadenn" ar pennad emañ ar respont a zo bet graet din.
A galon,
Lagad Zoltec (kaozeal) 15 Mez 2017 da 07:36 (UTC)[respont]

Kaozeal:My Baby Just Cares for Me (eilad)[kemmañ ar vammenn]

War a seblant n'haller ket degas danvez nevez d'ar pennad-mañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=My_Baby_Just_Cares_for_Me&type=revision&diff=1751474&oldid=1751462.

GEVIER !
Ne oa ket bet lamet mann ebet ganin-me : adaozet al liammoù diabarzh ne lâran ket hag aes da wiriañ !
--Prieladkozh (kaozeal) 15 Mez 2017 da 21:21 (UTC)[respont]

Ya, aes da wiriañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=My_Baby_Just_Cares_for_Me&type=revision&diff=1751474&oldid=1751462. "Ne oa ket bet lamet mann ebet ganin-me ", se n'eo ket gaou. Gwelloc'h c'hoarzhin . Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:31 (UTC)[respont]

A-benn ar fin... (eilad)[kemmañ ar vammenn]

...eo bet adlakaet anv an albom evel am boa lakaet, hag a oa bet tennet : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=My_Baby_Just_Cares_for_Me&type=revision&diff=1751507&oldid=1751506 ... bremañ ne vank nemet ar bloavezh ... dadoudadada ... 193.49.222.29 15 Mez 2017 da 13:13 (UTC)[respont]

GEVIER ! :
Skrivet e oa bet Stangers in the night da gentañ-penn,
Reizhet e Strangers in the night ganin gant an evezhiadenn Vi-koukoug,
Kemmet e Strangers in the Night (albom Frank Sinatra) en abeg d'ar ganaouen, d'ar film ha d'un albom all.
--Prieladkozh (kaozeal) 15 Mez 2017 da 21:17 (UTC)[respont]

Dont a ra prim ar ger gevier ganit : n'az poa ket tennet ar bloavezh am boa lakaet ha ne weler ket ken ? iskis. Burzhud moarvat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:31 (UTC)[respont]

Gevier ya ! pa skrivit "...eo bet adlakaet anv an albom evel am boa lakaet, hag a oa bet tennet [...]" : reizhet "Stangers" ha "Night" ha klokaet an titl d'e zisheñvelout diouzh oberennoù all.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:46 (UTC)[respont]

Komprenet... (eilad)[kemmañ ar vammenn]

... em eus ne blije ket dit an disterañ kemm graet ganin (evel ouzhpennañ ur bloaz en deiz all, tennet ganit kenkent, met adlakaet tri devezh goude... ma!); en taol-mañ ne fell ket dit kompren eo gwell lakaat un anv en e hed : piv an diaoul zo ken kozh ha te evit gouzout piv eo Chevalier ma ne lakaez ket e anv-badez ? Tommañ a ra du-se? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=My_Baby_Just_Cares_for_Me&type=revision&diff=1751920&oldid=1751914 Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mez 2017 da 12:04 (UTC)[respont]

Tagañ a refet gant ho trougiezh deiz pe zeiz...--Prieladkozh (kaozeal) 18 Mez 2017 da 12:16 (UTC)[respont]
Gortozit ma komprenin mat : Bianchi-Bihan = 193.49.222.29 neuze ?--Prieladkozh (kaozeal) 18 Mez 2017 da 12:37 (UTC)[respont]

Poent zo bet e ouies farsal. Trist... Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mez 2017 da 13:23 (UTC)[respont]

Farsal ?! "Pajenn gaozeal ar" pennad My Baby Just Cares for Me "eo a zo amañ, n'eo ket an aferioù personel."...--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2017 da 06:22 (UTC)[respont]
193.49.222.29 = CRI Universite Rennes 2 - Haute Bretagne; cette adresse est une IP fixe louée par l'État français, elle ne peut être bloquée sans interdire l'accès des aures utilisateurs du CRI. Voir aussi frwiki, ainsi que "Kergidu".--90.32.244.142 18 Mez 2017 da 15:11 (UTC)[respont]

Gast ! ar sikofanted war ar stern ! N'ouzon ket ha gwir eo, met fentus eo gwelout un IP dizanv o klask serriñ un IP dizanv all. An IPoù hag an implijerien eveldon n'o deus galloud ebet war gontoù ar re all.

Ma c'haller kaout kred er benveg burzhudus, setu pezh a gaver pa glasker an IP 90.32.244.142 : http://ipleak.com/ip-address-lookup/90.32.244.142

Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mez 2017 da 16:02 (UTC)]][respont]

Ha kredet ho poa skrivañ "Anaout a reomp al labous hag e zoareoù a bell zo, hag e zoug d'ar c'hunujennoù dindan ar gouriz. Kenkoulz hag ur sinatur." diwar-benn an implijer Lagad Zoltec ! Hep prouenn ebet 'zo kareoc'h ! HEUGUS...--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2017 da 06:27 (UTC)[respont]

N'em eus ket re a fiziañs er binvioù-se, nag er re a c'hoari ganto (skouer : se https://br.wiktionary.org/w/index.php?title=komiserdi&type=revision&diff=238918&oldid=238915 ha se http://ipleak.com/ip-address-lookup/31.220.45.128). Ne gomprenan ket perak ne souezhez ket o welout ur galleger o respont dit ... evel dre zegouezh. Techet on da gavout heugus a-walc'h an traoù a gavez mat kuzhat amañ hag ahont https://br.wiktionary.org/w/index.php?title=komiserdi&type=revision&diff=238918&oldid=238915. Met krog e oa ar gaoz-mañ db Maurice Chevalier hag en deus kollet e anv-badez. Daoust hag adkavet e vo? Distroomp da Ksenofon, pouezusoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2017 da 06:56 (UTC)[respont]

Setu pezh a souezh ac'hanon : Kergidu, Bianchi-Bihan, Matisto, Gianni Strogell, Spadassin, Alan Derriennig, Kozhti, Alanig Derriennig, Dupontovitch, Helmut Kaol-Bouedek ha Comtesse de Ségur ! Petra zo da soñjal diwar-benn un den hag a glask dic'hizañ evel-se ? Fiziañs ho pije ennañ ? Dreist-holl pa ra "sikofanted" gant ar re all sof-kont. Diyac'h ho toareoù, ur wech ouzhpenn : n'em eus ket klasket kuzhat tra, lemel gerioù dismegañsus ne lâran ket ! Ha c'hwi, pegoulz e vo diskuliet ar prouennoù a roio da gompren d'an holl e talv 31.220.45.128 kement ha Lagad Zoltec ? "Sikofant", emezit-hu ?
N'em eus mann ebet da ouzhpennañ diwar-benn ar meneg Chevalier dre ma'z eus ul liamm diabarzh er pennad.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2017 da 07:21 (UTC)[respont]

Kement-se zo traoù c'hoarvezet dek vloaz zo hag en ur wikipedia all ... pa veze ar jakobined o kas ur brezel betek enep Diwan, enep ar ger "breizhat" zoken ... tud zo, amañ, o deus soñj mat ... N'ec'h eus klevet gant da vignoned nevez nemet ar pezh a felle dezho kontañ dit : n'int ket ar re gentañ o kas ur brezel personel amañ (https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Meven). N'eus forzh pe enklasker a oar, abaoe an Henamzer, n'eo ket gwirionez ar sikofant eo ar wirionez nemeti. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2017 da 07:48 (UTC)[respont]

Ya, dek vloaz 'zo ha dalc'het an hevelep tagusted ganeoc'h, siwazh.
"N'ec'h eus klevet gant da vignoned nevez nemet ar pezh a felle dezho kontañ dit : [...]." Ma "mignoned nevez" ? "a felle dezho kontañ dit" ? N'em eus mignon ebet amañ, na kozh na nevez, ha n'em eus ket ezhomm e vefe kontet tra din evit kompren pelec'h emañ ar c'havr ha pelec'h emañ ar gaolenn !
"N'eus forzh pe enklasker a oar, abaoe an Henamzer, n'eo ket gwirionez ar sikofant eo ar wirionez nemeti." : RE WIR, YA ! RE WIR ! :-)
Ha gouest oc'h bremañ da ziskuliañ ar prouennoù a rafe da gompren d'an holl e talvje 31.220.45.128 kement ha Lagad Zoltec pe get ?--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2017 da 10:00 (UTC)[respont]
Salud deoc'h,
Me 'gred din n'eo ket dav klask pelloc'h. Hervez ar pezh am eus lennet a-drugarez da veur a zen er Wiki hag e Skol-veur Roazhon II, pa'm eus kavandaded eno koulz e-touez ar gelennerien hag ar studierien, e ouzon piv eo Bianchi-Bihan ha penaos en em zalc'h, amañ, er Skol-veur, e lec'h all, en amzer dremenet ha bremañ bemdez ivez.
Biken ne responto d'ho koulenn, pa ne c'hall ket ober, evit daou abeg da nebeutañ :
• ret e vefe dezhañ goulenn digant ar verourien prouiñ ez-ofisiel emañ ar wirionez gantañ, pa oar ervat n'emañ ket ;
• n'eus merour pe verourez ebet ken, p'eo deuet a-benn da heugiñ an holl anezho. Mard eus unan, ra deurvezo dont da labourat !
An IP 193.49.222.29 zo unan WAN feurmet gant Servij ar stlenneg Roazhon II ; kelenner eo B-B eno ; dre ur rouedad perc'hennet gant Roazhon II e kevre neuze, e salioù ar Skol-veur.
Gwir zo gant pep implijer da gevreañ dindan meur a anv – evit degas danvez war meur a dachenn, pe evit klask distreiñ diouzh un implijer tagus, etc – met berzet eo ober evit lakaat da grediñ ez eus savet tud a-du gant un arguzenn, pe evit kenderc'hel gant un emzalc'h diwiki daoust d'ar gourdrouzioù ; gourdrouzioù ne vo ket, pa n'eus den evit merañ ar Wikipedia brezhonek, setu n'en deus mui ezhomm B-B da vergodenniñ, ar pezh na vir ket outañ a damall mergodenniñ d'an implijerien na blijont ket dezhañ, evel-just.
Me 'gav din ez eo gwell klozañ an afer-se, pa'z eus kement a labour d'ober er Wikipedia brezhonek – reizhañ Dour-diwar-linad, da skouer : faos an titl, fas ar rekipe, faos an implij, daveenn ebet... Piv a gredo ober ha boulc'hañ ur brezel all ?
Trugarez deoc'h,
Lagad Zoltec (kaozeal) 19 Mez 2017 da 13:21 (UTC)[respont]

Evidon-me n'eo ket echu an abadenn rak diaes e vez talañ ouzh ar feiz fall hag an drougiezh. Adkregiñ a raio betek ma c'hoarvezo un dra c'hrevus, n'eus douetañs ebet, siwazh...--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2017 da 14:40 (UTC)[respont]

Ho saludiñ,

Daou zoare a ginnigan deoc'h :

1936-1939 (10 film)
1936
1937
1938
1939 * L'Entraîneuse gant Albert Valentin.
1936-1939 (10 film)
Titl Sevenidigezh
1936 Jenny Marcel Carné
La Guerre des gosses Jacques Daroy hag Eugène Deslaw
Ménilmontant gant René Guissart
1937 Records 37 (teul-film berr) Jacques Brunius ha Jean Tarride
À Venise, une nuit Christian-Jaque
Claudine à l'école Serge de Poligny
1938 Mirages Alexandre Ryder
Les Disparus de Saint-Agil' Christian-Jaque (eil film a-gevret)
Les Gaietés de l'exposition Ernest Hajos
1939 L'Entraîneuse Albert Valentin.
Lavarit din 'ta pe hini zo d'ho krad, ma stummin ar peurrest eus an dafar (kemmit al liv melen mar fell deoc'h !).
Ken ar c'hentañ,
Lagad Zoltec (kaozeal) 26 Mez 2017 da 12:44 (UTC)[respont]

Cat Stevens[kemmañ ar vammenn]

Salud ! A-raok ma vefe bet savet ar ger "amdreiñ" gant tud Preder, e veze graet gant "treiñ (distreiñ) ouzh" evit "convertir". E-leizh a skouerioù a gaver er skridoù brezhonek mat. "Treiñ (distreiñ) ouzh" a gaver e geriadurioù Vallée, Favereau, ar Glev, pa glasker "convertir". Meneget eo an implijoù-se ivez e geriadur an Here... hag e geriadur Ménard (amdreiñ ; usu. distreiñ). Gwell e kavan ober gant ar gerioù testeniekaet-mat eget gant ar gerioù nevez-savet ha diezhomm a-walc'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 30 Mez 2017 da 20:27 (UTC)[respont]

Ho saludiñ,
Bez' ez eus kalz pennadoù a denn d'an evnoniezh er rummad "Pennadoù a c'houlenn daveoù", moarvat en abeg da anvioù laboused hag a zo bet troet pe ijinet, evel *Albatroz Laysan.
Ha ne vefe ket reishoc'h adenvel ar pennadoù-se gant anv skiantel al labous, evel Phoebastria immutabilis e-lec'h *Albatroz Laysan, da skouer ? Gant ur meneg evel « Anv brezhonek ebet testeniekaet » ?
Gant al labour-se e yafe un tamm mat eus ar rummad da get, da'm soñj !
A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 11 Gou 2017 da 10:52 (UTC)[respont]

Demat,

Petra cheñch a orin stadunanat, ha stadunanat e unan?

A galon

--Dishual (kaozeal) 11 Gou 2017 da 11:51 (UTC)[respont]

Demat, Hag un dro: "a orin aostralian." pe aosralian? A galon --Dishual (kaozeal) 12 Gou 2017 da 16:21 (UTC)[respont]

logod draenek[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Setu ar pezh a skriv din ma c'heneil : Goude bezañ klasket un tamm em eus krouet 2 fichenn nevez e diaz TermBret : - souris épineuse, rat épineux (genre Acomys) Acomys sp. : logod draenek ; - souris épineuse du Caire, rat épineux du Caire Acomys cahirinus : logod draenek Kaero. E-giz-se ne vo ket kemmesket gant rat épineux de Crête Acomys minous : logod draenek Kreta. Dont a raio war wel pa vo hizivaet TermOfis. --Fulup (kaozeal) 13 Gou 2017 da 14:26 (UTC)[respont]

Ho temata,
Gwelout a ran hoc'h eus ouzhpennet Hans Hermann Carl Ludwig von Berlepsch e rann ar pennadoù nevez ; ha mat eo deoc'h e vefe lakaet e rann ar skiantourien, kentoc'h ? Prest on da renkañ ar pennadoù nevez all en tiretennoù a zere, kement hag ober.
A galon — Lagad Zoltec (kaozeal) 22 Gou 2017 da 16:23 (UTC)[respont]

Salud deoc’h. Trugarez deoc’h evit bezañ kemmet titl "Pigmalion" e "Pygmalion". N’on ket gouest-tre gant binvioù Wipikedia . M’eus ket komprenet c’hoazh da skouer penaos kemmañ un titl. A galon.--Maenruilh (kaozeal) 8 Eos 2017 da 12:41 (UTC)[respont]

Salud deos'h. Trugarez evit ar pezh ho peus laisket war ma fajenn. Ne welan ket ar "muioc'h", met gwelet m'eus tu bennak ne oa ket aotreet ar berzhidi nevez da gemmañ titloù. Gortozomp. --Maenruilh (kaozeal) 8 Eos 2017 da 12:41 (UTC)[respont]

Salud deoc'h. Kavet m'eus dec'h ar "muioc'h". Klask ran unaniñ an titloù. Ne oa poell ebet. Graet m'eus e-giz wikipedia galleg hag alamaneg, gant ar meneg etre ar sinoù (), e-giz Abas (mab Lynkeüs). N'ouzon ket ma m'eus graet mat. A galon.--Maenruilh (kaozeal) 10 Eos 2017 da 06:56 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h evit ho ali fur. Labour zo, labour zo.--Maenruilh (kaozeal) 12 Eos 2017 da 09:51 (UTC)[respont]

Anvioù Hellaz[kemmañ ar vammenn]

Trugarez deoc'h evit ar c'halonekadurioù. Trevell, ya, ha ne choman ket pell siwazh war danvez gwir ar pennadoù. Nebeutoc'h amzer vo dizale ivez pa krogo ar skol en-dro. Klaskomp mont war-raok daoust da bep tra.--Maenruilh (kaozeal) 23 Eos 2017 da 11:14 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h evit al liamm. Da ma soñj, evit un holloueziadur, n'eo ket mat implijout stummoù na gaver ket er geriadurioù (evel ano, ba, matrehe, koajoù..., mat moarvat er skridoù lennegel met ket evit skridoù skiantel). Evit ar pennadoù "Hellaz kozh" m'eus bet tro da welout "pajennoù kaozeadenn" niverus. Tabut ha chikan niverus a veze kalz, renet atav gant un den, hag unan hepken.--Maenruilh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:22 (UTC)[respont]

Na rit ket bil ha, dreist-holl, kendalc'hit gant an tamm labour bet boulc'het ganeoc'h diwar-benn ar pennadoù "Hellaz kozh". A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:47 (UTC)[respont]
Anat eo emañ ar wirionez ganeoc'h diwar-benn ar ger "hiziv" ! Sed amañ ar pezh a gaver, da skouer, e Geriadur ar brezhoneg a-vremañ (Frañsez Favereau, Skol Vreizh, 2000, pajenn 337b) :
  1. HIRIW /HIRIOo... gw. HIZIW.
Pelloc'hik, er bajenn 338a, e tiskouel ar geriadurour e kaver « alies HIRIW [ˈhiriw], & [iriɥ], [iri v] W, [...]. »...
Talvezout a ra « W » kement ha « Gwened, Bro Wened » (MARQUES DIALECTALES, pajenn XI).--Prieladkozh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 14:40 (UTC)[respont]

Ur skouer heñvel m'eus kavet e geriadur Favereau (a ro "hidiw" ha "hiriw"), gant "Bazailhat" (ha stummoù e-giz "badailhat" ha "barailhat"), met ne skriver met "bazailhat". A galon.--Maenruilh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 15:20 (UTC)[respont]

Geo. It da lenn amañ : DEVRI Le dictionnaire diachronique du breton - Martial Ménard / bazailhat.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 15:26 (UTC)[respont]

Sapre afer[kemmañ ar vammenn]

Demat, Perak e vez kendalc'het an afer-se war ar Wikipedia Brezhoneg gant ho-taou? Perak n'en em welit er vuhez gwirion eivt komz ha lakaat plaen an traoù gant ma vez tu?

A galon --Dishual (kaozeal) 26 Eos 2017 da 20:27 (UTC)[respont]

Poentoù yezhadur[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc’h. C’hoant mije kaout ho sklerijenn war 2 boent yezhadur. War ur bajenn kaozeadenn m’eus gwelet « reizhañ doueoù/doueed » . Koulskoude gant lec’hienn Devri (M. Ménard) e weler eo testeniekaet mat "doueoù" [11] Un diforc’h zo ? Gwelloc’h eo an eil eget egile ? Poent all : dirak anv ur menez, reizh eo ober gant ar ger-mell ? Koulskoude e lavarer "Menez Mikael" ha n’eo ket "ar Menez Mikael" a gredan (gwelloc'h eo lavaret "Menez Olympos" pe "ar Menez Olympos" ?.) Trugarez deoc’h evit ho respont.--Maenruilh (kaozeal) 1 Gwe 2017 da 09:42 (UTC)[respont]

Anvioù gresianek[kemmañ ar vammenn]

Pegement a amzer foranet koulskoude. Gant an amzer-se vefe gellet kas Wikipedia war-raok.--Maenruilh (kaozeal) 7 Du 2017 da 09:13 (UTC)[respont]

Turnicidae[kemmañ ar vammenn]

Trugarez deoc'h. Ma komprenan mat, neuze, e c'hallfed reizhañ an nebeud pennadoù-se, ouzhpennañ ar c'herentiad Turnicidae en daolenn, ha tennañ ar frazenn "Diouzh an evnoniourien e vez renket...." ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Gen 2019 da 16:41 (UTC)[respont]

Mann 'bet,
Ya, sur.
Bez' emañ ar c'herentiad (Turnicidae) enne dija, an urzhad (Charadriiformes) ne lâran ket.
N'eus ket ezhomm eus ar rann « Rummatadur » ken, gwir eo, dre m'eo diwir pezh zo e-barzh bremañ.
Er genad Turnix, n'eus nemet ar spesad Turnix sylvatica a seblant bezañ testeniekaet (gant TermOfis OPaB), 'm eus aon...
Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gen 2019 da 17:12 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Kemmet em eus ar pennad a-c'houde an daveoù hoc'h eus roet. Ne gredan ket kemmañ e anv rak hervez Bianchi-Bihan e ranker goulenn ali an implijerien all (gwelit Kaozeal:Euskal Herria). Marteze e c'hellit-c'hwi terriñ an adkas ha lakaat Turzhunell voutin da ditl ? A galon, Keritiad (kaozeal) 18 Meu 2019 da 13:10 (UTC)[respont]

Demat ivez, Feiz ! n'on ket evit lâret ha mat pe faos eo an anv-mañ, n'em eus e gavet neplec'h avat. Se zo kaoz em boa savet ur goulenn ouzh an implijer Llydawr un nebeud deizioù 'zo da welet hag-eñ e ouije diouzh ar c'hraf-mañ. Gortoz pell, gortoz gwell... Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2019 da 13:36 (UTC)[respont]
"An Durzhunell" eo Tourterelle des bois (Streptopelia turtur) e Laboused ar Maezioù T. Huon ha P. An Habask, Al Lanv, 1985, p. 10.
A-du gant Devri emañ Y. Gerven, hogen enep geriadurioù M. Ménard ("boutin" evit commun ha répandu), F. Vallée ("boutin" evit commun ha "paot" evit répandu) hag An Here ; a-hend-all, dav eo disfizout diouzh kentelioù Y. Gerven goude bout studiet yezh e oberennoù.
Ne vije ket fazius lezel "Turzhunell" end-eeun da ditl ar pennad, kuit a sevel tabut aner a-zivout implij ar ger "boutin", met kemeret eo bet dija da bennad diforc'hañ, ma lenner... "Turzhunell voutin". Koulz chom peg ouzh an anv diwezhañ-se eta.--90.32.113.15 18 Meu 2019 da 14:07 (UTC)[respont]
Re wir. Menegiñ a ra F. Favereau ivez : BOUTIN [...] W ad. banal,-e, & g. -où (en) commun, indivis, (anc. fr. cf. butin), [...].--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2019 da 14:16 (UTC)[respont]
Penaos e komprenit ar frazenn Hon tud kozh a rae war-dro o c'hleñvedoù int o-unan, evit ar re voutinañ da vihanañ., skrivet gant Ivetig an Dred hag embannet en niverenn 113 eus Al Liamm (Du - Kerzu 1965, pajenn 389) ?--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2019 da 14:20 (UTC)[respont]

Ar pennadoù oc'h ober gant an anv-gwan boutin/voutin en o zitl :

--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2019 da 17:07 (UTC)[respont]

Turzhunell[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h ! N'ouzon ket petra respont deoc'h. Din da c'houzout eo "turzhunell" hepmuiken a vez lavaret e brezhoneg, er yezh komzet. Evit kaout un anv resisoc'h en doa graet an Implijer:Gouerouz gant "turzhunell ar c'hoadoù", a seblant bezañ troet diwar an anv gallek. Un anv all a gaver gant P. Herbert, ha gant Ofis ar Brezhoneg da-heul : "turzhunell voutin". E meur a yezh all e kaver anvioù all c'hoazh, traoù evel "turzhunell europat". Ne c'hellan ket lavaret e kavan gwall vrav an anvioù gant "boutin", savet gant P. Herbert. Abeg a c'haller kavout er ger-se implijet evit laboused, met anzav a ranker eo bet implijet. A galon, --Llydawr (kaozeal) 18 Meu 2019 da 20:44 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ha trugarez eus ho respont, Evel-just, ne oa ket anv da bismigañ labour an implijer Gouerouz pa'm boa savet ar goulenn diwar-benn ar pennad Turzhunell ar c'hoadoù ouzhoc'h, e mod ebet. Ul labour eus ar c'hentañ en devoa kaset da benn e-keñver al loenoniezh dre vras, anat eo. War a seblant (gallout a ran faziañ) en devoa labouret diwar an daveennoù a gaver el lec'hienn TermOfis eus OPaB, un nebeud anezhe tennet eus skridoù Pêrig Herbert (evel displeget ganeoc'h amañ). Ne gavan abeg ebet e kement-se.
Perak sevel ma goulenn ouzhoc'h ? Peogwir emaoc'h amañ abaoe miz Du 2005 ha krouet e oa bet ar pennad Turzhunell ar c'hoadoù e miz Mezheven 2009. Dre na oan kroget da gemer perzh er Wikipedia brezhonek nemet e miz Kerzu 2010 e soñje din e ouifec'h, marteze, perak en devoa torret Gouerouz e voazioù o tibab Turzhunell ar c'hoadoù e-lec'h Turzhunell voutin. Er pennad embannet gant Hor Yezh e 1995 e tispleg P. Herbert en deus diskroget diouzh ar mennad lakaat un anv barzhoniusoc'h da zoareañ turzhunell hon amourouzien. An termen spesedal a rank bezañ resis ha, war un dro, chom hollek a-walc'h e degouezhioù zo, evit ma ve tu d'e stagañ ouzh an isspesadoù diseurt; e seurt keñver e c'haller lavarout n'eo ket an anv gallek eus ar re azasañ.
Petra 'vo ar gwellañ 'ta : lezel titl ar pennad evel m'emañ bremañ, mont d'an anv skiantel pe mont da dTurzhunell voutin, d'ho soñj ?
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Meu 2019 da 08:33 (UTC)[respont]

"holl morioù ar bed" : Yezhadur bras ar brezhoneg §170

Demat deoc'h,
Hegazus eo en Taxobox al liamm ruz Rummatadur klasel a gas d'ar pennad Rummouriezh (bevoniezh), ne gav ket deoc'h ?
Kinnig a ran kemmañ ar patrom a-benn ma kasfe da Rummatadur klasel, a c'hellfed envel Rummatadur filogenetek (reishoc'h).
Kinnig a ran ivez lemel ar galleg a zo e pennad ar rummatadur, ha lakaat an anvioù brezhonek pe latin en o lec'h.
Petra a soñjit eus kement-se ? Ezhomm am bije eus alioù fur Lagad Zoltec ivez, met aet eo kuit, siwazh.
A galon, — Keritiad (kaozeal) 10 Ebr 2019 da 12:18 (UTC)[respont]
Salud deoc'h ivez,
A-du ganeoc'h penn-da-benn : ezhomm 'zo e vefe hizivaet ha reizhet ur bern roadennoù er seurt pajennoù.
Skrivit hardizh d'an implijer Lagad Zoltec : gwelet 'vo...
Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Ebr 2019 da 12:26 (UTC)[respont]
Nozvezh vat deoc'h ;-)
Kemmet em eus ar Patrom:Taxobox Loen (kaset d'ar rummatadur filogenetek ha kemmet al livioù, a gaven re deñval).
Ha helennusoc'h eo an doare nevez, e Bongorz bihan, da skouer ?
A-zivout ar rummatadur e chom ar pep diaesañ d'ober : hizivaat, dre 4re embannadur al levr (2017) hag an titouroù ofisiel a gavin war an Internet marteze. N'eus ket mall.
Ken ar c'hentañ, --Keritiad (kaozeal) 10 Ebr 2019 da 21:04 (UTC)[respont]
Salud deoc'h,
Seblantout a ra bezañ mat, ya. Ha gwiriet ho poa penaos ec'h a an traoù pan ouzhpenner un isurzhad pe un iskerentiad ?
Din-me e vefe mat goulenn e ali ivez digant an implijer LLydawr a zo oc'h ober war-dro ar Wikipedia-mañ abaoe pell amzer.
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Ebr 2019 da 08:04 (UTC)[respont]
Salud deoc'h ivez,
Ya, mont a raio en-dro peogwir ne'm eus degaset kemm ebet er patromoù a zere. E berr gomzoù, ne'm eus kemmet nemet ul liamm ha daou liv er brikennoù.
Emaon krog da labourat war ar rummatadur, a zo dispredet un darn anezhañ er pennad Rummatadur filogenetek. Lod liammoù zo glas dija ; emichañs ne vo ket ret o c'hemmañ, kuit a ober kemmadennoù oglennek er pennadoù.
Evit gwir, n'ouzon ket petra goulenn digant LLydawr ! Mar gwel un dra a-dreuz e ouezo skrivañ...
Un devezh mat edan an heol, --Keritiad (kaozeal) 11 Ebr 2019 da 08:42 (UTC)[respont]

Pennad ar miz[kemmañ ar vammenn]

Trugarez ! --Llydawr (kaozeal) 12 Ebr 2019 da 20:29 (UTC)[respont]

Demat, Mat eo din bezañ trugarekaet met ganeoc'h ha gant Keritiad e oa bet graet pep tra dec'h :-) A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Ebr 2019 da 08:42 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ho pet ar vadelezh da skrivañ ho ali e Kaozeadenn ar bajenn usveneget... a-raok din mont pelloc'h hag ober sotonioù ! Trugarez deoc'h, --Keritiad (kaozeal) 15 Ebr 2019 da 12:46 (UTC)[respont]

Mont a ran da deuler ur sell gwech ha gwech all hag e kendalc'hin d'hen ober. E ken kaz ma weljen un dra bennaket digomprenus (din-me :-)) e lârfen deoc'h hep klask reizhañ tra pe dra. Paket-mat on gant an izili eus ar c'herentiad Ciconiidae, evit poent... Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Ebr 2019 da 13:06 (UTC)[respont]

Ur goulennig : hag a-du e savit-c'hwi gant ar pezh a lenner er pennad Isspesad ? N'on ket un arbennigour war an dachenn, met gwall iskis e kavan an termenoù seurtad ha gouenn e-keñver ar rikted skiantel. A galon, --Keritiad (kaozeal) 17 Ebr 2019 da 19:34 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, N'on ket sur da vezañ komprenet mat ho koulennig dre ma c'haller lenn e Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) :
VARIÉTÉ [...] BIOL., etc. seurtad m. -où. [...].
Daoust ha talvezout a ra ar frazenn E bevoniezh ez eo un isspesad ul live taksonomek etre ar spesad hag ar seurtad (pe ar ouenn). evit holl dachennoù ar vevoniezh ? N'eo ket sur. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Ebr 2019 da 09:57 (UTC)[respont]
Salud deoc'h, Evidon-me, n'eus ket a gealioù "gouenn" pe "seurtad" e rummatadur ar beved, pa ne gavan netra dindan ar spesad. Klasket em eus kostez ar plant hag ar c'hon : idem.
Un draig all : er Patrom:Taxobox Loen e lenner "Loened" er Riezad pa'z eo Animalia al liamm... a gas da Loened. Ha ne vefe ket kempoelloc'h lakaat al latin "Animalia" war wel, evel ar peurrest eus ar voest ? A galon, --Keritiad (kaozeal) 19 Ebr 2019 da 17:59 (UTC)[respont]
Demat, Din-me e oa bet savet ar pennad diwar Variété (botanique) (s. o. Autres rangs taxonomiques).
Sed amañ da-heul un draig all, kavet en niverenn 286 eus Hor Yezh (Mezheven 2016, pajenn 36) :
Variété
[...]
c) Er yezh pemdeziek e kaver gouenn, sl. ur ouenn beterabez, GBAV ; evel termen skiantel ez
eo seurtad, e-barzh renkadur ar bevien : riezad « règne », skourrad « embranchement », kevrennad
« classe », urzhad « ordre », kerentiad « famille », genad « genre », spesad « espèce », gouennad « race »,
seurtad « variété », sl. LAVAR 08, p. 242.
kement-mañ dindan bluenn Fulup Lannuzel. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Ebr 2019 da 08:58 (UTC)[respont]

Phoenicopterus ruber[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h,
Ha ne vefe ket reizh terriñ an adkas bet graet gant Couiros22 eus Flammeg Amerika da Flammeg Karib, ha lakaat unan kontrol ? A galon, — Keritiad (kaozeal) 5 Mez 2019 da 08:02 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,
Perak kuzhat al liamm war-du fichenn HaB er skol-veur (mont a ra en-dro, hag ur poltred zo) ? A galon, — Keritiad (kaozeal) 20 Mez 2019 da 19:08 (UTC)[respont]
Salud ivez, Ne gomprenan ket ho koulenn, siwazh. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Mez 2019 da 07:08 (UTC)[respont]
Ho tigarez a c'houlennan : d'an an 11 Du 2013 da 11:30 e voe kuzhet al liamm-se gant 2.13.83.14 (liamm dispredet) ; poent eo din kavout gwelloc'h daoulagad war eBay ! A galon — Keritiad (kaozeal) 21 Mez 2019 da 07:25 (UTC)[respont]