Sant-Ervlon-an-Dezerzh
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ur pennad Sant-Ervlon zo ivez.
Sant-Ervlon-an-Dezerzh | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
Anv gallaouek | Saent-Erbelon | |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Erblon | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Bruz (betek 2015) Gentieg (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 35266 | |
Kod post | 35230 | |
Maer Amzer gefridi | Hervé Letort 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | www.saint-erblon.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 195 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 292 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 20 m — brasañ 49 m | |
Gorread | 10,93 km² | |
kemmañ ![]() |

Sant-Ervlon-an-Dezerzh[2] a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gentieg e departamant Il-ha-Gwilen.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Sec'h a dreuz ar gumun.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Sancti Armellandi, 1211; Sancti Hermelandi de Eremo, 1455
- S. Erbellon (Daveoù a vank)
- Sant-Hermelen-Roazhon e Geriadur Roparz Hemon[3], da heul labourioù Teofil Jeused. E brezhoneg ar vro e vefe Sant-Erblon (diwar ar galleg Saint-Erblon) (Daveoù a vank).
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a rafe an anv eus ur sant Erblon pe Herblon. Gallout a rafe bezañ pe ar sant Herbod anavezet e Kerne-Uhel (evel e Plonevez-ar-Faou) pe hini Hermelandus eskopti Naoned(Daveoù a vank).
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 68 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,19% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [4]; unan anezhe a varvas e Virton e Belgia d’an 22 a viz Eost 1914, er 124vet Rujumant Troadegiezh e oa [5].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Unnek den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel [6].
- D'an 9 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Mosquito FB IV marilhet DZ353 ha kodet AZ-B eus ar 627th Squadron Royal Air Force Volunteer Reserve eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet e "Porzh Heizeg" e Sant-Ervlon-an-Dezerzh gant daou nijour, ur Saoz hag un Aostralian, en e vourzh; lazhet e voent o-daou, douaret int e bered ar gumun [7][8].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur soudard eus an 12vet Rujumant Kanolierezh e miz Here 1958 e Tiaret [9].
Disparti[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Pont-Pagan e 1985 diwar ul lodenn eus kumun Sant-Ervlon-an-Dezerzh[10].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kroaz ar vered (XVIvet kantved).
- Ur Monumant istorel eo kroaz ar vered; e 1946 e oa bet enskrivet.
- Monumant ar re varv [11], e 1920 e voe prened an dachenn d'e sevel[12].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 |
![]() |
1 |
Hollad | 2 |
Karrnijourion e oant. Marvet int d'an 9 a viz Mezheven 1944 pa gouezhas o c'harr-nij (Mosquito DZ 353, marilhet AZ-B) e La Cour Orgères, e kumun Sant-Ervlon-an-Dezerzh, e-pad an Eil Brezel Bed[13][14].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Kerzu 1919[15] | Kerzu 1939 | Aristide Legault | - | |
Genver 1940 | Mae 1942 | Jean-Marie Froger | ||
Here 1942 | Du 1944 | Alexande Gilois | ||
Kerzu 1944 | Here 1947 | Joseph Crambert | ||
Here 1947 | Meurzh 1965 | Alexandre Gilois | ||
Meurzh 1965 | Meurzh 1983 | Alexandre Quatrebœufs | ||
Meurzh 1983 | Kerzu 1985 | Pierre Récan | ||
Genver 1986 | Meurzh 2008 | Jean-Gilles Berthommier | UDF | Kelenner |
Meurzh 2008 | → bremañ | Hervé Letort | Kleiz-diseurt | Kuzulier pedagogel |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Noël du Fail, skrivagner ha gwiraour (ganet war-dro 1520 e domani e diegezh e Château Létard e Sant-Ervlon-an-Dezerzh).
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Acigné, aotrounez Châteauloger ː
en erminoù, e dreustell divouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Gwenole Bihannig, Douaroniezh Breizh, An Here, 1997, p. 214; Bodad an anvioù-lec'h, Glad Yezhel, Roll skoueriekaet kumunioù Breizh, Ofis ar Brezhoneg, eil embannadur, 2002 p. 40; Geriadur brezhoneg An Here, "Roll kumunioù Breizh", 2001, p. 1418; Blay-Foldex, Kartenn Breizh 1/250000vedenn, 2003.
- ↑ 1978, 1993
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Skeudennoù ar c'harr-nij, bezioù an nijourion ha testenioù
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Cassini-EHESS
- ↑ [3] Memorial Genweb
- ↑ [4] Université de Lille
- ↑ ABSA 39-45, Pertes RAF, département d'Ille-et-Vilaine
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Les élections des maires : arrondissement de Rennes, L'Ouest-Éclair, 11 Kerzu 1919, niv. 7269.