Kaozeal:Sant-Ervlon-an-Dezerzh
Ne glevan nemet Sant-Erblon gant ar vrezhonegerien a anavezan . Ar c'hemmadurioù b/v evit brezhonekaat anvioù zo n'eo nemet ur c'hiz deuet gant KIS SADED ha Turiav, ha ne zegouezh ket er gerioù german, erminig ... ma talvezje ar memes reolenn evit an holl c'herioù e vije gervan, ervinig... Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2012 da 14:44 (UTC)
- Neuze 'ta, ma vez graet evit Saint-Urbain gant Lannurvan e brezhoneg eo abalamour da KIS SADED ha Turiav. Dedennus.--Trec'hlid mitonet 1 C'hwe 2012 da 20:14 (UTC)
Skouer dedennus, daoust ma lennez fall ar pezh am eus skrivet. Lannurvan, evel Herve, zo anvioù a oa anezho un nebeudig kantvedoù a-raok KIS SADED, evel ma ouzout ... Sant-Ervlon, evel Sant-Ervlan, Ervrezhell, hag Ervangarz ha me oar, zo bet ijinet war-dro dibenn an XXvet kantved gant KIS SADED pe tud Preder, rak ne oa ket anezho a-raok se evel ma ouzout, evit brezhonekaat anvioù ha ne oant ket er brezhoneg c'hoazh. Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2012 da 20:33 (UTC)
- Plijout a ra din an ukroniezh, kalz nebeutoc'h an adskrivañ eus an Istor. Kavout a ran Ervezel gant T. Jeusset war Al Liamm e 1950 (niv. 22, p.70), pa ne oa tamm anv eus KIS SADED...--Trec'hlid mitonet 1 C'hwe 2012 da 21:06 (UTC)
Hag Ervezel n'eo ket ur stumm ganet e faltazi un den awenet muioc'h gant an ideologiezh eget gant ar skiant-vat? Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2012 da 21:13 (UTC)
- Evel ma n'hallan ket c'hwistañ gant ar «skiant-vat», ha n'houllan ket mont dre an hentoù toullet gant al Lipañse & Co hag o doareoù a ra o reuz er WP gallek, ha bremañ er WP brezhonek [1], e paouezan gant ar "gaozeadenn"-mañ.--Trec'hlid mitonet 2 C'hwe 2012 da 12:50 (UTC)
Komz eus tu-dehoù pellañ pe tu-kleiz pellañ a vez graet er vro abaoe amzerioù un tamm mat koshoc'h eget tabutoù an LP all, ha naturel eo ober meneg eus se pa gomzer eus istor ha politikerezh er wiki-mañ eta: pe emaomp en un holloueziadur pe n'emaomp ket. Bianchi-Bihan 2 C'hwe 2012 da 17:22 (UTC)
A-raok ar XXiañ kantved
[kemmañ ar vammenn]Daoust ha kavet e vez roud eus Sant-Ervlon a-raok 2002? Abaoe 1970 e klevan tud o lavaout Sant-Erblon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Gwe 2012 da 10:18 (UTC)