Nervii
An Nervii, pe Nervied[1], a oa ur bobl eus Gallia Belgica, diazezet etre ar stêrioù Escaut ha Meuse.
Hervez ar Remi e oa an Nervii ar bobl bellañ en hanternoz e-touez pobloù Gallia Belgica[2]. Hervez an douaroniour Strabon e oa germanek o orin[3]. Ha kemend-all a voe skrivet gant Tacitus, en e levr Germania. Ar pezhioù metal adkavet en o c'hêr-benn Bagacum (Bavay hiziv) a seblant bezañ labourioù Galianed koulskoude[4].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemer a reas perzh an Nervii en emglev pobloù Gallia Belgica a-enep Julius Caesar e 57 kent JK, ha darbet e voe dezho flastrañ armeoù Caesar en emgann ar Sabis (ar stêr Sambre hiziv). E skridoù Julius Caesar e veze graet anezho ar bobl muiañ brezelgar e-touez pobloù Galia.
Harpet e voe ganto emsavadeg Ambiorix hag an Eburones e 53 kent JK.
Goude tagadennoù gant ar Franked e dibenn an IIIe kantved e teuas Camaracum (Cambrai) da vezañ o c'hêr-benn nevez.
Tractus armoricani et nervicani
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dugelezh savet gant ... war dro ... evit difenn aodoù Mor-Breizh.
Kêrioù an Nervied
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 253
- ↑ Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn II, 4
- ↑ Strabon, Geographica, 4.3
- ↑ Germaine Faider-Feytmans, Recueil des bronzes de Bavay, Paris, 1957.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]