Germania (levr)

Eus Wikipedia
Ur pennad Germania zo ivez.

De origine et situ Germanorum ("Diwar-benn orin ha lec'hiadur ar C'hermaned" e brezhoneg) eo titl leun al levr skrivet gant an istorour roman Gaius Cornelius Tacitus, anavezet ivez gant an titl Germania. Ul levr diwar-benn ar pobloù german eo hag embannet e voe er bloavezh 98, e-pad ren an impalaer Trajan.

Tachenn ar C'hermaned gwechall - New York, Harper and Brothers, 1849

Un daolenn resis ha talvoudus eo al levr eus boazioù buhez ar pobloù german hag eus douaroniezh ar broioù annezet ganto. Keñveriañ a reer ennañ, alies, perzhioù ha boazioù mat ar C'hermaned ouzh re ar Romaned da vare ar Republik, a-raok donedigezh an Impalaeriezh hag he boazioù fall.

Daoust m'eo talvoudus e skrid e ranker lavaret ne oa ket bet Tacitus e-unan o veajiñ e Germania. Dont a ra ar ouiziegezh zo en e levr eus diskrivadurioù graet gant tud all, eus skridoù Plinius an Henañ da skouer.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]