Moal
Neuz
Moal zo ur ger brezhonek, hag a vez lavaret eus un den ha n'eus ket blev war e benn.
Lavaret e vez ivez eus loened zo (an ibiz moal, ar ouakari moal hag all). Hag ivez eus inizi (an anv Molenez a zeu eus moal hag enez), pe eus menezioù ha n'eus ket gwez warne, evel ar Menez Moal e Menez Are.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El lennegezh e c'haller kavout meur a skouer ivez.
- Er ganaouenn An Alarc'h, e Barzaz Breiz, ez eus kaoz eus Tour moal kastell Arvor.
- Menez Moal eo an anv roet d'ar Golgota a-wechoù, met Menez Kalvar eo an anv er skridoù relijiel brezhonek.
- Nozvezh war ar Menez Moal (Ночь на лысой горе Notch' na lissoï gorie) zo ur varzhoneg sinfonek skrivet gant ar sonaozour rus Modest Moussorgski.
- An intañvez ar Moal, ur Vigoudenn lazhet gant an archerien, er romant Itron Varia Garmez savet gant Youenn Drezen.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-tiegezh eo, meur a stumm gantañ : Moal, ar Moal, ar Moel, ar Moalig, ar Moeligoù, Kermoal hag all.
- Lennegezh
- Fañch ar Moal, unan eus anvioù-pluenn François-Marie Luzel.
- Yann ar Moal (Plouvorn, 1834-1893) beleg ha geriadurour.
- Erwan ar Moal (Koadoud, 1874 - idem, 1957), skrivagner brezhonek ha rezistant, anavezet ivez evel Dir-na-Dorr, oberour Pipi Gonto,
- Stefan Moal (ganet e 1964 e Gwenrann), kelenner e Skol-Veur Roazhon 2.
- Livourien ha tresourien
- Marc Moallic, tresour bannoù-treset (An Oriant 1907 - Saint-Mandrier-sur-Mer, Provañs, 2004).
- Jean Le Moal, livour (Authon-du-Perche, 1909 – Chilly-Mazarin, 2007).
- Fañch Moal, livour ganet e 1948 e Pontekroaz.
- Jean-Noël Le Moal, livadurour bannoù-treset.
- Sportourien
- Robert Le Moal, c'hoarier melldroad (Sant-Servan, 1903 - idem, 1966).
- Armand Le Moal, marc'hhouarnour (Étampes, 1914 - Benoded, 1999).
- A bep seurt
- Guillaume Le Moal, kannad (ganet e 1769 e Gwitevede).
- Henri Le Moal, dean Skol-veur ar Skiantoù Roazhon (Plozeved 1912 - Roazhon 2001).
- André Le Moal rezistant (Sant-Nazer, 1923 - Naoned, 1941).
- Ronan Le Moal, ganet e 1972 e Brest, bet pennrener Crédit Mutuel Arkéa.
- Fañch Moal, tregeriad sot gant ar c'hamelia.
- Moal ha Chapalain, sonerien biniou ha bombard.
- Jean-Michel Moal, soner akordeoñs, ganet e 1957 e Villeneuve-le-Roi (Bro-C'hall).
- Laurence Moal, istorourez war ar Grennamzer.
- Guy Le Moal (Pariz, 1924 - idem, 2010), etnologour gall.
- Colette Le Moal, kannadez c'hall ganet e 1932 e Pariz, ezel eus an Nouveau Centre, mignonez d'ar prezidant gall Sarkozy.
- Michel Le Moal, mezeg hag imbourc'her ganet e 1934 en Havr Nevez.
- Frédéric Le Moal, istorour gall.
- Corinne Le Moal (Étrépagny, 1954), roeñverez.
- Malika Bellaribi Le Moal, kanourez c'hall ganet e 1956 e Nanterre.