Yann ar Moal
Neuz
Yann ar Moal (Plouvorn, 21 a viz Genver 1834 – Brest, 2 a viz Genver 1893) a oa ur beleg hag ur geriadurour brezhonek.
Beleget e voe e 1858 ; anvet e voe da skolaer e Triagad, ha goude-se lerc'h-ouzh-lerc'h, da gure e Skaer ha Plouigno. Rener e voe e Keroullas e Kastell-Paol, ha kure e Kerien hag en Arzhanaou.
E 1875 e voe kaset da berson da Werliskin, ma chomas eizh vloaz, hag e 1883 da Blourin-Montroulez.
E 1885 e voe anvet da aluzener e toull-bac'h Brest, ma varvas.
Sevel a reas ur geriadur galleg-brezhoneg talvoudus, e stumm ur stagadenn da c'heriadur Troude.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Supplément lexico-grammatical au dictionnaire pratique français-breton du colonel A. Troude, en dialecte du Léon, J. Moal, Moullerezh Desmoulins, Landerne, 1890[1].