Listenn departamantoù gall Italia
Goude an Dispac'h Gall e 1789 ha krouidigezh an departamantoù er Rouantelezh C'hall e 1790 ez eas armeoù ar Republik C'hall da aloubiñ broioù all ; departamantoù nevez a voe krouet ganto en Izelvroioù, ha war-lerc'h gant Napoleon Bonaparte e Spagn, en Alamagn, en Italia, e Suis hag e Gres.
Goude krouidigezh departamantoù
- an Alpes-Maritimes e 1792 diwar-goust kontelezh Nisa,
- ar Mont-Blanc e 1798 gant douaroù dugelezh Savoia, diwar-goust Rouantelezh Sardigna,
e voe krouet 14 departamant gall all etre 1802 ha 1809, dre ma veze staget douaroù nevez eus Italia ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ. Setu int:
- 1802 : Doire, Marengo, Pô, Sésia ha Stura, pa voe staget ar Piemont,
- 1805 : an Apennins, Montenotte, ha Gênes pa voe staget Liguria,
- 1808 : Arno, Méditerranée, Ombrone ha Taro pa voe staget Toskana,
- 1809 : Tibre (deuet da vout Rome e 1810) ha Trasimène pa voe staget Stadoù ar Pab.
Al listenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv | Pennlec'h | Padelezh | Bro |
---|---|---|---|
Apennins | Chiavari | 1805-1814 | Italia |
Arno | Firenze | 1808-1814 | Italia |
Doire | Ivrea | 1802-1814 | Italia |
Gênes | Genova | 1805-1814 | Italia |
Marengo | Alessandria | 1802-1814 | Italia |
Méditerranée | Livorno | 1808-1814 | Italia |
Montenotte | Savona | 1805-1814 | Italia |
Ombrone | Siena | 1808-1814 | Italia |
Pô | Torino | 1802-1814 | Italia |
Rome | Roma | 1809-1814 | Italia |
Sésia | Vercelli | 1802-1814 | Italia |
Stura | Cuneo | 1802-1814 | Italia |
Tanaro | Asti | 1802-1805 | Italia |
Taro | Parma | 1808-1814 | Italia |
Trasimène | Spoleto | 1809-1814 | Italia |
Departamantoù Rouantelezh Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar stagañ an div republik sispadan ha transpadan e voe savet ur Republik Sizalpin, anvet Republik Italia war-lerc'h, ha Rouantelezh Italia diwezhatoc'h. Distabil e oa an harzoù, ha meur a gemm a voe, met e 1812, p'edo en he brasañ, e oa 24 departamant enni:
- Adda, pennlec'h : Sondrio
- Adige, pennlec'h : Verona
- Adriatique (Adriatica), pennlec'h : Venezia
- Agogna, pennlec'h : Novara
- Haut-Adige (Alto Adige), pennlec'h : Trento
- Haut-Pô (Alto Po), pennlec'h : Cremona
- Bacchiglione, pennlec'h : Vicenza
- Bas-Pô (Basso Po), pennlec'h : Ferrara
- Brenta, pennlec'h : Padova
- Crostolo, pennlec'h : Reggio Emilia
- Istria, pennlec'h : Trieste
- Lario, pennlec'h : Como
- Mella, pennlec'h : Brescia
- Métaure (Metauro), pennlec'h : Ancona
- Mincio, pennlec'h : Mantova
- Musone, pennlec'h : Macerata
- Olona, pennlec'h : Milano
- Panaro, pennlec'h : Modena
- Passariano, pennlec'h : Udine
- Piave, pennlec'h : Belluno
- Reno, pennlec'h : Bologna
- Rubicon (Rubicone), pennlec'h : Forlì
- Serio, pennlec'h : Bergamo
- Tagliamento, pennlec'h : Treviso
- Tronto, pennlec'h : Fermo
Ul listenn all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ret eo menegiñ ouzhpenn douaroù italian a oa bet aloubet, roet dezho anvioù departamantoù gant ar C'hallaoued, hag a oa chomet gall daou anezho (re Gorsika), hag ar re a oa distro da Italia goude faezhidigezh Napoleon e 1814, hag a voe roet gant Rouantelezh Italia da Vro-C'hall e 1860 . Er rumm kentañ:
En eil rumm:
- An Alpes-Maritimes brezhonekaet dindan an anv Alpoù-an-Arvor
- Ar Mont-Blanc, a zeuy da vout Savoie ha Haute-Savoie, Chambéry ar pennlec'h anezhañ
- Departamant al Léman, gant Geneva da bennlec'h.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Departamant gall
- Listenn departamantoù gall an Izelvroioù
- Listenn departamantoù gall Belgia
- Listenn departamantoù gall Katalonia
- Listenn departamantoù gall Alamagn
- Listenn an departamantoù gall e broioù all Europa
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gounezet e 1792 pa voe staget Savoia ; daskoret e 1815 da Rouantelezh Sardigna, hag adroet d'an Eil Impalaeriezh c'hall e 1860 evit he skoazell da unvanidigezh Italia. Cf. Feur-emglev Torino.
- ↑ Gounezet e 1798 dre zestagadur Genève, daskoret e 1815 da Kanton Genève e Suis.
- ↑ Gounezete 1810 dre zestagadur ar Repubblica Rodanica, ha daskoret e 1815 da Kanton Valais, e Suis.