Krac'h
Krac'h | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Crach / Crac'h | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | an Alre | |
Kod kumun | 56046 | |
Kod post | 56950 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Loïc Bonnemains 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | www.crach.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 421 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 112 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 44 m | |
Gorread | 30,54 km² | |
kemmañ ![]() |
Krac’h (stumm ofisiel : Crach, stumm implijet gant an ti-kêr : Crac'h) zo ur gumun e Breizh lec'hiet e Kanton an Alre e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bevennet eo Krac'h gant div aber : Stêr Krac'h er c'hornôg hag Stêr an Alre er Reter. En tu all da Stêr Krac'h emañ An Drinded-Karnag er Mervent, Karnag er c'hornôg ha Pleñver er gwalarn. Brec'h hag An Alre a zo en Norzh, Sant-Filiberzh er Su ha Lokmaria-Kaer er gevred.
- War un dorgenn emañ an iliz parrez hag ar vourc'h, setu e soñj da lod e teu anv ar gumun diwar krec'h pe kreac'h.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Craz, 1233 ; Crac, 1233 ; Crach, 1262, 1387, 1438 ; Crah, 1442 ; Crach, 1516, 1630.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En glazur e benn marc'h en aour ; e gab gwriet ivez en glazur karget gant peder flourdilizenn en aour treustellet.
- Sturienn ː Douar ha Mor.
- Degemeret gant ar Gumun e 1973.
- Brudet eo oa Krac'h evit marc'hadoù kezeg e penn-kentañ an XXvet kantved.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dont a ra douaroù Krac'h eus diempradur ar barrez kozh Kaer a oa Krac'h ha Lokmaria enni gwezhall.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh : krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Lokmaria-Kaer; e Bann an Alre e oa; diskaret e voe kanton Lokmaria-Kaer e 1801 ha lakaet Karnag e kanton Kiberen e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Karnag en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 87 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, eleze 4,18 % eus he foblañs e 1911[4].
- D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezh ur c'harr-nij B-17 "Up and at them" eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Kerdavid; en e vourzh e kaver pemp karrnijour marvet, pemp milour all a oa deut a-benn da guitaat ar c'harr-nij en ur lammat a-raok gant o harzoù-lamm, met unan anezhe a varvas memes tra; ar re all a voe tapet gant ar soudarded alaman[5],[6].
- Mervel a reas 15 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Brezelioù didrevadenniñ
- Ur gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina ha daou all e Brezel Aljeria[4].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz ha chapelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant-Turiav (XVvet kantved): iliz parrez ;
- Chapel Itron-Varia ar Plas-Kaer (1873-1874) : savet e bet e lec'h ma oa ur chapel eus ar XVvet kantved bet savet gant ar venec'h ruz ;
- Chapel Lomareg ;
- Chapel Kervin-Berc'hed ;
- Chapel Sant-Yann.
Kestell ha manerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell ar Plesis-Kaer (XVvet kantved)
- Kastell Rosnarho (XVvet kantved)
- Kastell Kerantreizh (dibenn an XVIIIvet kantved) : kavet e vez ar stummoù skrivet Kerantré, Kerentré, Kerentreh ha Kerentrech)
- Kastell Kergurioné
- Maner Lokeltaz
- Maner Kergal
- Maner Kergleverit
Feunteunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Feunteun Sant-Turiav
- Feuteun ar Plas-Kaer
- Feunteun Sant-Armel (er Plas-Kaer)
- Feunteunioù Lomareg
- Feunteun Sant-Albin (e Kervin-Berc'hed)
- Feunteun Sant-Yann
- Feunteun Kerbirio
- Feunteun Kervive
- Feunteun Kerberen
Peulvanoù ha taolioù-maen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alez toet al Luffang (n'eo ket toet ken)
- Taol-vaen Kervin-Brec'hed
- Taolioù-maen Park Guren (Park Gurun) nepell diouzh bae Sant-Yann
- Taol-vaen ar Breudreg
- Taolioù-maen bae Sant-Yann
- Taol-vaen ar Marc'h
- Taol-vaen Kerkado
- Taol-vaen Kergoed
- Taol-vaen ar Vigeah (aet da get hiziv an deiz)
- Taol-vaen Kerzug
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Geler Frank : e chapel Lomareg ez eus un arched maen-greun eus ar V-VIvet kantved e stumm un drapezenn ma c'heller lenn warnañ I R H A E M A +INRI. Hervez Gweltaz Bernier e ranker kompren amañ eo beziet ar roue. Warog pe Ereg e vefe ar roue-se, an hini en deus roet e anv da Vro-Warog pe Bro-Ereg, ha da Lomareg ivez.
- Pont roman : Pont-Pesked a vez graet anezhañ dre ma tegemere pesketaerien Kiberen a zeue da gas o fesked da varc'hadourien ar vro.
- Pont an tri c'hanton (XVIIvet pe XVIIIvet kantved).
- Milin-vor.
- Pont-dour roman : ne chom nemet dek piler eus ar pont-se a gase dour a-us da Stêr an Alre eus ar Bonoù war-zu Lokmaria-Kaer.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
|
![]() |
|
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 155 ha 156
- ↑ Cassini - EHESS - Krac'h - Fichenn ar gumun
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 memorialgenweb – Plakennoù e porched an iliz katolik
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 334-337
- ↑ Pertes USAAF