Pleñver
Pleñver | ||
---|---|---|
Chapel Intron-Varia Rekourañs. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ploemel | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Kiberen | |
Kod kumun | 56161 | |
Kod post | 56400 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Luc Le Tallec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | www.ploemel.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 032 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 121 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 31 m bihanañ 5 m — brasañ 53 m | |
Gorread | 25,16 km² | |
kemmañ ![]() |
Pleñver (Ploemel e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Kiberen e departamant ar Mor-Bihan.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Pleñver e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Pleñver gant div gumun ennañ: An Ardeven ha Pleñver; e Bann an Alre e oa; gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe dilamet kanton Pleñver ha lakaet Pleñver e Kanton Belz, bet krouet e 1801; lakaet e voe en Arondisamant an Oriant e 1800[2],[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 62 waz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,03 % eus he foblañs e 1911[4].
- Mervel a reas 15 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Intron-Varia Rekourañs, XVIvet kantved, er vourc'h.
- Iliz katolik Sant-Andrev, XIXvet kantved.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa 50 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (13,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[6].
- D'an 21 a viz Genver 2021 e oa bet votet emezelañ d'ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jozef Madeg,[7] (1923-5 a viz C'hwevrer 2013), eskob katolik Fréjus-Toulon. Beleget e 1947 goude e studi e kloerdi sant Loeiz Roma (aotreeg war ar feizoniezh hag ar skiantoù war ar Bibl) e voe rener kloerdi Gwened e 1965. Anvet Vikel-vras e 1975 e voe eskobet e 1983. D'ur mare m'edo an Iliz e Frañs o kouezhañ en he foull e tigoras ur c'hloerdi bras a reas berzh mat e Toulon hag e roas degemer d'ar c'humuniezhioù nevez a oa gwelet fall e Frañs: kumuniezh Sant-Marzhin, kumuniezh an Emmanouel, kumuniezh ar Verb a vuhez.
- Joseph Le Pévédic, (3 a viz Kerzu 1879-9 a viz Here 1964 e Gwened), maer ar gumun, kuzulier Kanton Belz ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed[8].
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 259
- ↑ Cassini - EHESS - Pleñver - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Diocèse Fréjus-Toulon
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993