Bann an Alre
Neuz
Bann an Alre a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Setu amañ roll e nav c'hanton:
- an Alre,
- Porzh-Lae, anvet Kanton an Inizi a-wezhoù,
- Kiberen,
- Landevant,
- Lokmaria-Kaer,
- Mendon,
- Pleñver,
- Pleuwigner,
- Plunered.
Lez-varn ar bann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1790: dilennet e voe pemp barner ha tri advarner d'ar 4 a viz Here 1790 (pe un tammig diwezhatoc'h) en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, un nebeud degadoù e oant er bann[2].
- Roll ar varnerien bet dilennet e 1790:
- kadoriad (barner kentañ): Louis Marie Toussaint Kergrohen,
- eil barner: Ange Samuel Humphry (tad),
- trede barner: Louis César Coudé,
- pevare barner: Corentin Thomas le Corgne de Rosambo,
- pempvet barner: Jean François Barré Manéguen da gentañ, Charles François Dufeigna da c'houde,
- kentañ advarner: Christophe Glain,
- eil advarner: Hyacinthe Marie Frogerays de Saint Maudé,
- trede advarner: Jacques Joseph le Febvrier,
- pevare advarner: Charles François Dufeigna, bet lakaet da bempvet barner[3].
Dilamet ar bannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4].
Notennoù ha dave
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 45
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajennoù61-63
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187