Sant-Filiberzh
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ur pennad Saint-Philibert zo ivez.

Sant-Filiberzh | ||
---|---|---|
![]() Iliz katolik Sant Filiberzh. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Philibert | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | an Alre | |
Kod kumun | 56233 | |
Kod post | 56470 | |
Maer Amzer gefridi | François Le Cotillec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | Sant-Filiberzh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 492 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 212 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 15 m bihanañ 0 m — brasañ 26 m | |
Gorread | 7,05 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant Filiberzh[2][3] pe Lokfiliberzh[4] zo ur gumun eus Breizh e Kanton an Alre e departamant ar Mor-Bihan.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er geriadurioù boas[5][6][7] koulz hag er yezh komzet e reer Sant-Filiberzh pe Sant-Filiber[8], ha se eo a lenner ivez war kartenn vrezhonek Breizh embannet gant Ofis ar Brezhoneg [9]. Met Lokfiliberzh eo bet evit an Ofis etre 2005 ha 2015[10], diwar ur stumm meneget gant Erwan Vallerie en e levr Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez : « meneget ez eus bet deomp ur stumm *Locphilibert en XVIIvet kantved e dihelloù ar barrez gant an aotrou Kabelleg, person »[11].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En glazur e lestr ouzh kleiz en argant, e ouel gwisket en erminig ; e gab en aour karget gant teir c'hrogenn istr geotet ha treustellet. Aozer : R. Le Bagousse. |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwechall e oa un tamm eus Lokmaria-Kaer.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1870 e oa deuet da vout ur barrez distag. Krouet e voe ar gumun d'an 23 a viz Even 1892 diwar ul lodenn eus kumun Lokmaria-Kaer [12], ugent vloaz goude ar goulenn ofisiel kentañ.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 30 gwaz hervez ar blakenn en iliz katolik [13], 33 hervez monumant ar re varv ag ar gumun [14] a varvas abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,20 % eus he foblañs e 1911.
- Tri den yaouank eus ar gumun a voe serret gant an Alamaned e Charente e miz Eost 1942; o klask mont da heul ar re Gevredet e oant; daou anezhe a voe fuzuilhet e miz Here 1942, an trede hini a varvas en ur c'hamp-bac'h[15].
- Mervel a reas 11 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [16].
Brezelioù didrevadenniñ
- Ur milour a varvas e 1953 e Brezel Indez-Sina hag unan all e 1961 e Brezel Aljeria[17].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz katolik
Plakenn ar re varv eus ar Brezel-bed Kentañ
- Bigi engouestl en iliz katolik.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E beg ur stêrig, tost da stêr an Alre, ha war lez ar Meurvor Atlantel emañ Lokfiliberzh.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 26 a viz Meurzh 2015 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Geriadur Hemon-Huon, 2005.
- ↑ KerOfis Ofis Publik ar Brezhoneg..
- ↑ Dictionnaire Ménard, p. 1454
- ↑ Geriadur galleg-brezhoneg Roparz Hemon (1985)
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here (2001) pajenn 1418
- ↑ Dastumad gerioù a rannyezhoù ar gevred (2007), Turiaw ar Menteg, pajenn 217
- ↑ stumm en implij gant kevredigezhioù eus ar vro, evel Dasson Sant-Filiber, Korollerion Sant-Filiber
- ↑ Kartenn Breizh, Ofis ar Brezhoneg, 2003
- ↑ Hag e geriadur galleg-brezhoneg M. Ménard da-heul
- ↑ Erwan Vallerie, Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, levrenn 1, pajenn 443
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ Plakenn ar re varv en iliz katolik
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 347
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv