Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Gireg Konan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Gireg Konan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Gireg Konan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Neal 5 Du 2006 da 08:55 (UTC)[respont]

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

[kemmañ ar vammenn]

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:55 (UTC) (Merour)[respont]

Dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]

Lañset zo bet ur votadeg (amañ[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija. --Neal 22 Du 2006 da 19:48 (UTC)[respont]

Kenvroad ker: gwelet am eus e oa bet savet ganeoc'h ur pennad diwar-benn va buhez ha va skridoù. Bez'ez eus titouroù ennañ ha n'int ket reizh. Ha tu e vefe da skrivañ deoc'h? Setu va fostel: rgaland@wellesley.edu/. Hag a-du e vefec'h evit kas ho postel din? A galon, Reun ar C'halan

kartenn ar wikipedourien

[kemmañ ar vammenn]

Salud Gireg, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien diouzh ar brezhoneg. Mar fell dit e c'hallez en em enskrivañ warni amañ : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. N'eus Tregeriad ebet warni evit poent! Ken ar c'hentañ tro.11 Kzu 2006 da 20:33 (UTC)

Demokratelezh

[kemmañ ar vammenn]

[[1]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:13 (UTC)[respont]

Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.

Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Ar pezh a lavar n'eo meneget neblec'h--Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]

Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
Displegadennoù hiroc'h:
Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:32 (UTC)[respont]
Marteze e vije koulz adenvel ar bajenn:manifesto evit un arz breizhek, pe un dra bennak evel-se. Bianchi-Bihan 12 Gwe 2008 da 09:03 (UTC)[respont]
N'eo ket neptu ar pennad Arz breizhek, ouzhpenn ez eus fazioù ennañ : n'eo ket bet ganet André Breton e Naoned, e Tinchebray (Orne) eo bet ganet. E Naoned en deus kejet gant Jacques Vaché (Vaché a oa eus Naoned). --Ex-Smith 12 Gwe 2008 da 12:59 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket re da gemmoù er pennad, met n'eus forzh. Db L'Express e kredan start e lakaez fazi e-lec'h ma ne oa ket. Sell a dost. Bianchi-Bihan 16 Ebr 2009 da 17:09 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket petra a ra ar pennad Jean-Yves Kefeleg amañ: e pelec'h eo bet implijet an anv-se? gant piv eo anavezet? War ma levrioù ne lennan nemet un anv: Koulizh Kedez. Pa oa er skinwel e oa e anv ivez. Ret e vo kemm ar pennadoù Molière, Roparz Hemon, Voltaire, Johnny Halliday? A galon . Bianchi-Bihan 11 Mae 2009 da 16:26 (UTC)[respont]
Salud dit ! Sevel a ran a-du gant evezhiadenn Bianchi-Bihan. Peurvuiañ e reer gant an anv anavezetañ e Wikipedia. Roparz Hemon a zo bet lakaet da ditl ha n'eo ket Louis-Paul Nemo. Den ebet n'afe da glask an anv Louis-Paul Nemo. Heñvel eo gant Koulizh Kedez. Gant an anv-se eo anavezet hag an anv-se eo a vo klasket. Gallout a reer reiñ e anv gwir er pennad evel-just, met evit an titl ne welan abeg mat ebet da chom hep lakaat "Koulizh Kedez". A galon, --Llydawr 11 Mae 2009 da 16:33 (UTC)[respont]
A-du ivez ganto. A galon.--Ex-Smith 11 Mae 2009 da 16:40 (UTC)[respont]

Respont Gireg da Vianchi

[kemmañ ar vammenn]

N'on ket ur mailh eveldout war Wiki c'hoazh, setu e respontan evel-henn. N'on ket sur eo evel-se e reer.

Evit Koulizh Kedez, n'eus kudenn ebet, gallout a ran kemmañ. Gwir eo ez eo anavezetoc'h dre e anv Koulizh Kedez eget Jean-Yves Kefeleg. Diwar-benn an arroud tennet diwar ur pennad kelaouennerezh ez eo testeniekaet, an dave zo da heul. N'em eus ijinet ger. Sell aze.

N'em eus ket soñj ken eus petra ez eus kaoz. Mar gallez resisaat...
Marteze an dra-mañ:skrivañ a rez : l'Express n°2916 ar 24 d'an 30 a viz Mae 2007 : eus ar 24 d'an 30.
A-hend-all, n'en deus ket graet KK war-dro Yod-Kerc'h gwech ebet: skrivañ un dra bennak e-barzh marteze, evel kalzik a dud. Bianchi-Bihan 11 Mae 2009 da 16:53 (UTC)[respont]

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:35 (UTC)[respont]

Unanderennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù (Gwenan, Merien) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an davarn da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:31 (UTC)[respont]

Salud dit. Moarvat e ouiez gwelloc'h, anat eo. Met e-barzh "Geriadur ar Skrivagnerien" gant Lukian Raoul eo lakaet eo ganet e Landreger (ha neket e Perroz) ha d'ar 27 (ha neket d'ar 26). Moarvat e vefe mat lakaat un notenn war ar bajenn evit ma vefe sklaer d'ar furcherien.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Gen 2014 da 13:44 (UTC)[respont]

Energiezh nukleel

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Gremm derc'hanel ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Meu 2014 da 17:58 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ne vije ket bet gwelloc'h lakaat ho skodenn e-barzh ar pennad diwar-benn Dead Poets Society ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2014 da 07:02 (UTC)[respont]

Kalvar Tregastell

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc’h. Ur soñj mat eo aozañ ur pennad diwar-benn kalvar Tregastell. Peogwir eo Wikipedia un holloueziadur e vefe gwelloc’h ober gant un doare skrivañ neptu, hep komz d’al lenner pe reiñ alioù personel. Gallout a ra ar gumuniezh sikouriñ ma ’z eus ezhomm. Huñvreüs (kaozeal) 12 Ebr 2022 da 07:19 (UTC)[respont]

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:32 (UTC)[respont]