Kaozeal:Energiezh nukleel

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gwelloc'h e vefe lakaat "energiezh nukleel" da ditl. Se eo an anv a gaver an aliesañ e brezhoneg skrivet (Ofis ar Brezhoneg, Brezhoneg 21/Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù gant Diwan, Roll ar pennadoù a rankfe pep wikipedia kaout, a-raok ma vefe bet kemmet gant Sad Edgar). Gant ar ger "energiezh" e reer er pennad energiezh, ha gant ar ger "nukleel" e pennadoù evel Kreizenn nukleel, Arm nukleel, pe en anvioù rummadoù evel Rummad:Energiezh nukleel pe Rummad:Fizik nukleel. --Llydawr (kaozeal) 11 Meu 2014 da 22:21 (UTC)

A-du kant dre-gant ganeoc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 12 Meu 2014 da 07:56 (UTC)
A-du gant Llydawr. --Yun (kaozeal) 12 Meu 2014 da 09:56 (UTC)
A-du on ivez. VIGNERON (kaozeal) 16 Meu 2014 da 18:33 (UTC)
A-du on ivez. Implijer:Gireg Konan d'ober gant nerzh nukleel rak se eo ar gerioù a vez implijet er c'helenn skiantoù gant kelennerien Diwan. Gwelloc'h e vez bezañ muioc'h etrebroadel war dachenn ar geriaouiñ evit gallout goude ober al liamm gant ar skiantoù ha labourioù ar skiantourien dre ar bed. Grem/gremm a zo ur ger a zo marvet er yezh da goulz an henvrezhoneg pa dalvez energiezh. A-hend-all, e kaver ar ger o talvezout ur faoutadur en ul lestr, ha klevet am eus tud eus Pleuvihan oc'h implijout ar ger-se evit talvezout ur faoutadur en ur garreg e-lec'h ma 'z a ligistri da ober o annez. Ret eo gouzout evit piv emeur o sevel un holloueziadur.
A-du emaon ivez. Pajennoù ha reolennoù a oa bet savet gwechall, sellet amañ, evit en em glevet war termenoù zo. An doare gwellañ eo votiñ evit divizout petra zo da vezañ miret da bennstumm. --Fulup (kaozeal) 31 Meu 2014 da 09:45 (UTC)

Kempoell eo bet Sad Edgar en e zibaboù, ha roet en deus e zaveoù e traoñ ar bajenn, ha n'haller tamall netra outañ war ar poent-se. Kavet e vez ivez "gremm" ha "derc'hanel" e-barzh Geriadur an Here, ha neket hepken e-barzh labourioù rouez hag arbennik-kaer. N'eo ket ar wech kentañ en em gaver gant gerioù heñvelster war dachenn ar skiantoù. E-barzh hor Wikipedia e kaver da skouer koulz "eoul-maen", "tireoul" ha "petrol" evit ar memes tra. Ha merzomp en deus roet saver ar pennad meur a stumm en e zigoradur: "gremm atomel", "energiezh nukleel". Ar pezh a vank hepken eo "pajennoù adkas".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Meu 2014 da 10:32 (UTC)

A-du on gant Trec'hlid Mitonet, an holl a zo reizh, n'eus nemet sevel pajennoù adkas. An holl dermenoù zo meneget er pennad forzh penaos. Lekemok (kaozeal) 12 Meu 2014 da 10:43 (UTC)
A-du gant ali poellek Lekemok. Ne oa ket ezhomm tamm ebet d'ober gant ar ger tamall evit ar pezh na oa nemet un evezhiadenn ken poellek all, bet savet gant Llydawr. Pal pennañ ar skiantour, emezit-hu ? Diskouez ha displegañ an traoù an eeunañ ar gwellañ ! (Albert Einstein, ma n'emaon ket o faziañ).--Prieladkozh (kaozeal) 12 Meu 2014 da 11:23 (UTC)
Ne'm eus skrivet netra diwar-benn ar pennad. Un evezhiadenn am eus graet diwar-benn an titl. E-touez an anvadurioù a gaver evit ober anv eus an dra-se, hag a zo meneget e frazenn gentañ ar pennad, e vez implijet "energiezh nukleel" kalz muioc'h eget "gremm derc'hanel" er skridoù brezhonek. N'eus nemet klask gant Google, sklaer eo an disoc'h. Ouzhpenn ar pezh am boa meneget uheloc'h (Diwan, Ofis ar Brezhoneg), e lenner "energiezh nukleel" e kelaouennoù evel Bremañ (miz Meurzh 2014), Ya!, Le Peuple Breton. Poellek e kavan lakaat ar stumm implijetañ da ditl d'ar pennad, ha lakaat pajennoù adkas evel-just evit an dud a glaskfe anvadurioù all. --Llydawr (kaozeal) 12 Meu 2014 da 17:04 (UTC)

Menegoù "Daveoù a vank" (18 MEU 14)[kemmañ ar vammenn]

Lamet ganin, pa 'm boa lakaet daveennoù e traoñ ar pennad dija. Resisaet e vint amañ evelato.

  • Gremm derc'hanel : geriadur Martial Ménard, "Énergie", p. 494-a.
  • Gremm : idem.
  • Atomel : geriadur Martial Ménard, "Atomique", p. 112-b. Kavet e 6 pajenn all er Wiki-mañ, hep na vije bet goulennet daveenn ebet.

Da betra lakaat daveennoù yezh en ur pennad pa ne vezont ket gwiriet kent klask abeg ? — Sad Edgar (kaozeal) 18 Meu 2014 da 17:31 (UTC)

Trugarez d'hor c'henlabourer. Lakaet em eus an dave da "geriadur Martial Ménard, "Énergie", p. 494-a" e notennoù ar pennad. Aesoc'h e vo d'al lennerien evel-se, kentoc'h eget kavout an notenn-se er bajenn "Kaozeal". Evit "gremm atomel" avat, kaer 'm eus bet klask, ne'm eus ket kavet meneg eus se e geriadur Ménard. "Gremm atomek" ne lavaran ket. --Llydawr (kaozeal) 27 Meu 2014 da 17:09 (UTC)

Adlennit, mar plij ganeoc'h : evit an anv-gwan atomique e roer "atomek" hag "atomel".
Gwelit ivez : Meurvor skornek Arktika, Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki, Jennifer Ulrich, Sildavia, Manhattan (disheñvelout) ha Jakez Konan, me ho ped : an anv-gwan atomel a lennot enno, hep dave bewech, ha hep edit wars.
Adlemel a rin ar meneg "Daveoù a vank", pa ne vank hini ebet evel am boa skrivet amañ a-uc'h d'an 18 MEU 14 dija, ha menegiñ GMM petra bennak ma ne zegas netra ha ma pounera al lenn. — Sad Edgar (kaozeal) 27 Meu 2014 da 18:57 (UTC)

Respont hebiou a ra hor c'henlabourer Sad Edgar, pa ro skouerioù eus implij ar ger "atomel", hep reiñ hini ebet eus an droienn "gremm atomel". --Llydawr (kaozeal) 28 Meu 2014 da 07:42 (UTC)
Sed amañ un emzalc'h hag a vez gwelet aliesoc'h-aliesañ a-berzh tud 'zo hag a gred dezhe emaint a-us d'al lezennoù, boutin d'an holl sañset. Kregiñ a ra da vezañ kazus ken ez eo ! Goulenn a ran groñs ma vo doujet ouzh evezhiadennoù poellek LLydawr gant paotr ar SADED evit gwir. Ma vije bet dibabet an titl eeun Energiezh nukleel er penn kentañ ne vije ket kement a dabutoù bremañ !--Prieladkozh (kaozeal) 28 Meu 2014 da 08:01 (UTC)
Lu eo ober gant "gremm derc'hanel". Ar ger nemetañ implijet eo energiezh nukleel (Ofis Publik Ar Brezhoneg ([1]), hag er "vuhez wir" ([2]).--Hans Abherve (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 12:11 (UTC)