Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien
Wikipedourien Breizh hag ar bed, kevarc'h!
[kemmañ ar vammenn]Evit dizoleiñ pelec'h emañ ar Wikipedourien vrezhonek o chom, lakait ar bir war ar pikoù, dont a raio war wel anv ar c'hêrioù m'emañ an dud o chom...
Brav ez a ar bajenn-mañ en-dro gant an darn vrasañ eus ar merderioù a-vremañ (Internet Explorer 6, Mozilla, hag all). Ur Bitmap 1000x500 e “vannadenn zouaroniel” eo ar skeudenn; gant se, mard anavezer ledred ha hedred ul lec'h bennak e c'haller jediñ pelec'h emañ war ar gartenn en un doare aes a-walc'h.
Pedet eo an holl a fell dezho bezañ war ar gartenn da enskrivañ dindan o anvioù hag ar c'hêrioù ma vevont.
O c'hortoz ho taveennoù emeur! :)
Implijerien rollet war ar gartenn
[kemmañ ar vammenn]Bro | Kêr | Ledred | Hedred | Krec'h | Kleiz | Wikipedourien |
---|---|---|---|---|---|---|
Aostria | Vienna | 48º 10' | 16º 12' | 116 | 545 | |
Bro-Skos | Dinedin | 55º 57' | -3º 11' | 94 | 491 | |
Breizh | An Oriant | 47° 74' | -3° 38' | 116 | 489 | |
Karaez | 48º 28' | -3º 58' | 115 | 489 | ||
Kemper | 47º 59' | -1º 05 | 116 | 488 | ||
Naoned | 47º 13' | -1º 33 | 119 | 496 | ||
Roazhon | 48º 06' | -1º 40 | 116 | 495 | ||
Bro-C'hall | Pariz | 48° 51’ | 2° 21’ | 115 | 506 | |
Galiza | Sant-Jakez Kompostela | 42º 53' | -8º 33' | 131 | 476 | |
Japan | Nara | 34º 41' | 135º 43' | 153 | 877 |
Kavout daveennoù douaroniel kêrioù Breizh
[kemmañ ar vammenn]- Ma n'anavezit ket daveennoù douaroniel al lec'h m'emaoc'h o chom e c'hallit kavout anezho diouzhtu war lec'hienn Geobreizh. Klikit amañ hag heuilhit al liammoù.
Implijerien o deus c'hoant da vezañ war ar gartenn
[kemmañ ar vammenn]Mar fell deoc'h bezañ war ar gartenn met ma n'ouzit ket penaos, n'eo ket strikt. Lakait hoc'h anv war ar roll dindan gant an titouroù zo ganeoc'h diwar-benn al lec'h m'emaoc'h o chom -al ledred hag an hedred zo mat da reiñ- ha lakaet e viot war ar gartenn gant unan bennak all. Mar lakait ho taveennoù en daolenn a-us, ouzhpennit anezho war ar gartenn ivez, evit ma klotfe mat titouroù ar gartennn gant re an daolenn.
- (Da skouer) ImplijerZh, KêrZh (Ledred: xxºxx', Hedred: xxºxx')
Formulenn evit treuzfurmiñ an daveennoù douaroniel e pikseloù
[kemmañ ar vammenn]Aes a-walc'h eo ar formulenn. Evit treuzfurmiñ e kemerin skouer Kêr Karaez-Plougêr.
- M'emañ an daveennoù er reizhiad c'hwec'hugentvedennel (derez-munut-eilenn), e ranker lakaat anezho er reizhiad dekvedennel. Posupl eo en ober gant ar jederezig dre GMS pe inv-GMS pe c'hoazh gant an dorn evel merket amañ (evit ar resisder a fell deomp ne dalvez ket ar boan kemer an eilennoù e kont)
- led = 48º 28' = (48 + 28/60) = 48,46
- hed = -3º 58' = - (3 + 58/60) = -3,96
- led = 48º 28' = (48 + 28/60) = 48,46
- e ran diouzh an treuzfurmadur linennek
- krec'h = ( 90 - led ) / 0,36
- kleiz = (180 + hed) / 0,36
- krec'h = ( 90 - led ) / 0,36
- krec'h = [ 90 - (48,46) ] / 0,36 = 41,54 / 0,36 = 115,38
- kleiz = [ 180 + (-3,96) ] / 0,36 = 176,04 / 0,36 = 489
- krec'h = [ 90 - (48,46) ] / 0,36 = 41,54 / 0,36 = 115,38
- krec'h = 115 px
- kleiz = 489 px
- krec'h = 115 px
Notenn: Dav eo tennañ 1 piksel pe 2 d'an talvoudoù kavet m'eo keit ha 3x3 pe 5x5 ar pik a verk ar c'hêrioù war ar gartenn. En un doare pleustrek a-wechoù e vo ret tennañ pe ouzhpennañ un dalvoudenn stabil bennak all, diouzh ar merdeerioù met an dalvoudenn a vo dalc'het en daolenn eo hini ar piksel tostañ da hini ar skeudenn orin 1000x500.
- Evit ar stlennegourien
- ur skriptig e Perl graet en ur heuliañ ar reolennoù merket a-us hag a c'haller implijout evit ober taolioù esae.
#!perl $lat = &reduce(41,39);//ledred derez/eilenn $lon = &reduce(0,54);//hedred derez/eilenn $top = int((90-$lat)/0.36); $left = int((90-$lon)/0.36); print "top = $top px\nleft = $left px\n"; sub reduce($$){ ($lat,$lon) = @_; return $lat + $lon/60; }