Mont d’an endalc’had

Herve Seubil gKernaudour

Eus Wikipedia

Herve Seubil gKernaudour, ganet e 1957, zo ur barzh, ur yezhoniour, ur saver pennadoù gwask hag un troour brezhonek. Arbennigour war ar c'hoari brezhonek rakvodern ha war rannyezh Treger eo. Un dentour eo eus e vicher. Hervé Sebille Kernaudour eo e anv ofisiel.

Buhez

Eus ur familh kozh e Bear eo perzh Herve Seubil gKernaudour, rak gourniz d'ar barzh Erwan Seubil gKernaudour (1911-1940)[1] eo. E familh dezhañ a zo kar-he-yezh ken unan eus e c'hoarezed, Yanna, he deus kinniget abadennoù brezhonek war Radio Pays de Trégor asambles gantañ. Kaozeadennoù brezhonek a ra war ar skingomzoù ha ar skinweloù ingal. Pa oa krennard e taremprede aliezik a-walc'h Anjela Duval ha Marsel Klerg. Levezonet eo bet gant Skol an Emsav pa oa oc'h ober studioù e Roazhon. Pa oa bugel en doa bevet e Berlin ken en doa desket an alamaneg eno.

Graet en deus studioù liesseurt, daou anezho kempred gant ar re en deus graet evit tapout doktorelezh dentouriezh : denoniezh, istor, yezhoù (heniwerzhoneg, krenniwerzhoneg, krenngembraeg), kurwanouriezh, henegipteg, saozneg, sanskriteg, yideg, hebraeg, ketchuaeg, finneg, poloneg ha hungareg). Sekretour hollek Ofis ar Brezhoneg eo bet. Tapet en deus un aotreegezh war ar brezhoneg hag unan all war an hebraeg hag ar yideg, un DEA war an istor hag unan all war an hebraeg. Diskibl eo bet da Édouard Bachellery, Léon Fleuriot ha Pierre-Yves Lambert. Gant Gwenole ar Menn eo bet heñchet war-zu ar c'hoariva brezhonek kozh.
Deur ouzh ur pemzegad yezhoù eo : brezhoneg, alamaneg, galleg, saozneg, kembraeg, kerneveureg, iwerzhoneg, islandeg, hungareg, hebraeg, arameeg, yideg, nahuatleg, latin, henc’hresianeg.

Sekretour hollek Ofis ar Brezhoneg (kevredigezh) eo bet e-pad un toullad bloavezhioù.

Skrivagner liesdanvez

Savet en deus un toullad barzhonegoù brezhonek gant klotennoù diabarzh evit ar gelaouenn Al Liamm. Skrivañ a ra e brezhoneg war meur a danvez (gerdarzhadurezh, rannyezh Treger, c'hoariva rakvodern) er c'helaouennoù evel Hor Yezh hag Al Liamm ha roet en deus boued da vMoutig. Levrioù yaouankiz en deus troet diwar ar galleg, an alamaneg hag unan all diwar ar saozneg amerikan. Prientet en deus evit an embann dornskrid geriadur rannyezhoù Treger ha Kerne-Uhel savet gant François Vallée.

Prizioù

Oberennoù

Pennadoù gwask

  • Degasadennoù da studi istor ar c'hoariva brezhonek pobl e Goueloù e diwezh an XVIIIvet kantved", Britannia monastica / Klask, À travers les îles celtiques = A dreuz an inizi keltiek = Per insulas scotticas, Rennes, 2008, pp. 413-433.
  • Tregerieg gourlu = Br. talbod, La. angelica, Hor Yezh, n° 256, Kerzu 2008
  • A-zivout ar ger tregeriek pentoufañ, Hor Yezh, n° 262, Mezheven 2010
  • A-zivout ar ger tregeriek pi(g)elloù, Hor Yezh, n° 265, Meurz 2011

Embannerezh

  • Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute-Cornouaille, Kuzul ar Brezhoneg, Lannuon, 2014. Aozadenner evit an embann.

Troidigezhioù brezhonek

  • Breudeur Grimm, Marvailhoù Grimm, skeudennoù gant Pawel Pawlak. An Here, 1997. Troet diwar an alamaneg.
  • Geneviève Huriet, Nijadenn ar re Dro-Heol, Keit Vimp Bev, 1997. Troet diwar ar galleg. ISBN2-86824-025-9
  • Molly Perham, Ar roue Arzhur ha marc'heion an Daol-grenn, An Here, 1998. Troet diwar ar galleg hag ar saozneg amerikan.
  • Yves Tanguy, René Le Bihan & R. Mabin, An Here, 2001

Daveennoù

  1. Erwan Seubil gKernaudour (anv barzh : Evnig Kernaour) en deus diazezet Kelc'h keltiek Bear er bloavezhioù 1930.