Guy de Maupassant
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Guy de Maupassant |
Anv ganedigezh | Henry-René-Albert-Guy de Maupassant |
Anv-bihan | Guy |
Anv-familh | de Maupassant |
Lesanv | Joseph Prunier, Guy de Valmont, Maufrigneuse |
Deiziad ganedigezh | 5 Eos 1850 |
Lec'h ganedigezh | Tourville-sur-Arques |
Deiziad ar marv | 6 Gou 1893 |
Lec'h ar marv | Passy |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Kleñved Naplez |
Lec'h douaridigezh | bered Montparnasse |
Tad | Gustave de Maupassant |
Pried | talvoud ebet |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Tachenn labour | lennegezh, c'hoariva, kazetennerezh |
Bet war ar studi e | Lycée Henri-IV, Lycée Pierre-Corneille, Q123138282 |
Bet studier da | Gustave Flaubert |
Lec'h annez | Q124356325 |
Deroù ar prantad labour | 1880 |
Brezel | Brezel 1870-1871 |
Oberenn heverk | Bel-Ami, Boule de suif, Une Vie, Le Horla |
Luskad | literary realism |
Levezonet gant | Honoré de Balzac, Émile Zola |
Prizioù resevet | Vitet Prize |
Lec'hienn ofisiel | http://www.maupassantiana.fr/index.html |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Guy de Maupassant, Henry-René-Albert-Guy de Maupassant hervez e anv ofisiel, ganet d'ar 5 a viz Eost 1850 e kastell Miromesnil, e kumun Tourville-sur-Arques, 8 km eus Dieppe, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1893 e Pariz, zo ur skrivagner ha romantour gallek, hogen brudet e zanevelloù, un 300 anezho, dreist e oberennoù all, abalamour d'o nerzh, d'an hollwashaouriezh enne, d'ar stumm-skrivañ anezhe. Mignon e oa da Gustave Flaubert (1821-1880).
E dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An tiegezh de Maupassant a oa deuet eus Loren da chom da Normandi, e Seine-Inférieure (Seine-Maritime hiziv) e-kreiz an XIXvet kantved. Tad Guy, Gustave de Maupassant (bet ganet Maupassant e 1821 e Bernay (Eure), marvet e 1899), a oa bet aotreet da ouzhpennañ ar rannig de gant lez-varn Rouen e 1846, a oa un den skañv, dispigner ha merc'hetaer.
D'an 9 a viz Du 1846 e timezas da Laure Le Poittevin, ganet e 1821 evel he fried. Honnezh a oa merc'h da baramantourien norman, ha c'hoar da Alfred Le Poittevin, gwellañ mignon Gustave Flaubert. He breur Alfred a zimezas er memes bloaz da Louise de Maupassant, c'hoar da Gustave de Maupassant.
E 1850 e c'hanas Laure he mab kentañ, Guy, hogen n'ouzer ket pelec'h e gwirionez : hervez lenneien zo e vefe bet e Fécamp, e ti mamm Laure, er straed Sous-le-Bois (hiriv « kae Guy de Maupassant ») daoust ma'z eo bet disklêriet ar c'hanedigezh e ti-kêr Tourville-sur-Arques.
Hervez ur vojenn eo Flaubert an hini a oa tad dezhañ, panevet ma oa ar romantour o veajiñ e broioù ar reter en amzer-se.
E 1856 e c'hanas un eil mab, Hervé, a varvas er follentez e 1889.
Un ti bras e Fécamp a oa d'an tiegezh Le Poittevin, hag alies ez ay di bugale Laure da welout o mamm-gozh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 5 a viz Eost 1850 e voe ganet Henry René Albert Guy de Maupassant, e kastell Miromesnil, e Tourville-sur-Arques (hervez akta an ti-kêr), nepell diouzh kêr Dieppe, hogen e Sotteville-lès-Rouen, hervez akta e varv e 1893.
E 1851, d'ar 17 a viz Eost, e voe badezet Guy en iliz Tourville.
E 1854 ez eas an tiegezh da chom da gastell Grainville-Ymauville, e kanton Goderville, e-kichen An Havr-Nevez.
D'an 19 a viz Mae 1856 e voe ganet e vreur Hervé e kastell Grainville-Ymauville ; e 1889 e varvo er follentez.
E 1859, aet e stal da stalig, ez eas an tad da labourat da Bariz, er bank Stolz, hag e diegezh d'e heul : e Passy e oant o chom. E miz Here e krogas Guy da vont d'al lise Napoleon (Lycée Henri-IV hiriv) ; skoliad mat e voe. Ne chomas ket pell amzer e Pariz avat.
E 1860 e tispartias Laure diouzh he fried merc'hetaer, ha foet-boutik, da vont gant he daou vab da chom da Étretat (evel o zad e varvo-hi war o lerc'h), en un ti bras anvet Les Verguies prenet ganti war ali he breur, Alfred Le Poittevin, a-raok hec'h eured. Eno e kreskas ar bugel, etre ar mor hag ar maezioù, hag ez eas da besketa gant tud an arvor, hag e teskas normaneg gante. Skoliet e oa er gêr, gant ur beleg a deue eus Etretat, an abad Aubourg. E-pad pemp bloaz warn-ugent e labouras an tad er bank Evrard.
E 1863 ez eas d'ar skol da Yvetot, hervez c'hoant e vamm, evel lojad en ur c'hloerdi bihan anvet Institution ecclésiastique, « ur gouent trist ma ren ar veleien », emezañ. Mougañ a rae er metoù-se, ha meur a wech e klaskas tec'hel. Krog e voe da werzaouiñ, ha kas a reas e gentañ gwerzennoù d'e vamm.
- En e Églogue très amoureuse e skrivas bezañ c'hoariet ur plac'hig, Jeannette, 14 vloaz dezhi, hag eñ 13, er bloavezh-se.
En hañv 1866 en Étretat e kemeras perzh e savete ur Saoz a oa o veuziñ, ar barzh Charles Algernon Swinburne. Pedet e voe gantañ da goaniañ da di ur Saoz all ; eno e welas un dorn troc'het, danvez ar gontadenn La Main d'écorché, deuet da vout La Main e 1883.
Enebet e oa Guy de Maupassant ouzh ar relijion, hag e 1868 e voe taolet e-maez e skol abalamour d'un tamm barzhoneg skrivet gantañ ha dediet d'ur geniterv nevez-euredet, kavet re skoemp gant ar veleien.
Kaset e voe da lise Rouen, ma voe skoliad mat. Skrivañ a reas barzhoniezh, perzh a gemeras e c'hoariva ar skol. Kenskriver dezhañ e oa ar barzh Louis Bouilhet, ur mignon da Gustave Flaubert, a oa o chom e Croisset. Drezañ e reas anaoudegezh gant ar romantour, a welas evel e vestr.
E miz Gouhere 1869 e tapas e vachelouriezh, un nebeud deizioù goude marv Louis Bouilhet. En em gavout a reas gant Gustave Courbet, war an aod, o livañ La Vague.
E miz Here ez eas da studiañ ar gwir e Pariz, ma chomas er memes savadur evel e dad.
Brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloaz war-lerc'h e krogas brezel 1870 ; ugent vloaz e oa Maupassant, ha mont a reas d'an arme. Perzh a gemeras e kiladenn an armeoù norman dirak ar Brusianed.
E 1871, kavet unana all da gemer e lec'h, e kuitaas an arme hag e tistroas da Étretat. Adal neuze e vagas kasoni ouzh ar brezel hag ouzh an arme.
Goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1872-1874
E 1872, goude goulenn hag adc'houlenn, e kavas labour dic'hopr e Ministrerezh ar Velestradurezh. Goude ur pennad e voe gopret 125 lur bep miz, ha poan en devoe o vevañ gant ken nebeud.
E-pad eizh vloaz, etre 1872 ha 1880, e veze o roeñvat war ar stêr Seine gant merc'hed yaouank dibreder, bep Sul hag en deizioù dilabour. Mont a rae da Bezons, Argenteuil, Sartrouville, Chatou, Bougival, daremprediñ a rae ostalerioù evel ti Poulin e Bezons, ma en doa ur gambr, ar Maison Fournaise e Chatou, La Grenouillère, ur radell-ti-kibellat dirak Croissy-sur-Seine. Gant e vignoned, "Tomahawk" (Henri Brainne), "Petit Bleu" (Léon Fontaine), "Hadji" (Albert de Joinville) ha "La Tôque" (Robert Pinchon) e savas Maupassant ur vreuriezh paotred hag a gase merc'hed dispont ganto war ar stêr, en ur yolenn nevez kenbrenet anvet Feuille de rose (anilinctus e latin).
- 1875
E 1875 e voe troet gant ar c'hoariva. Sevel a reas La Trahison de la comtesse de Rhune, drama istorel e gwerzennoù, na vo embannet nemet e 1927 e Le destin tragique de Guy de Maupassant, gant Pierre Borel[1],[2].
E miz Ebrel e voe c'hoariet, etre mignoned, ar fars pornografek À la feuille de rose, maison Turque.
En hevelep bloavezh e voe embannet e gentañ danevell, La Main d'écorché, sinet « J. Prunier », e L'Almanach lorrain de Pont-à-Mousson.
- 1876
E miz Here 1876 e chomas en Antibes, plijet bras gant an arvor hag ar Mor Kreizdouar. Embannet e voe e varzhoneg Au bord de l'eau[3] er gelaouenn la République des lettres, renet gant Catulle Mendès.
- 1877
E miz Genver 1877 e santas Guy de Maupassant kentañ efedoù an naplez. Koll a reas e vlev war e gorf penn-da-benn, poan-benn en deveze, ha fallaat a rae e zaoulagad. Mont a reas d'ur c'hurdi e Loèche, e Valais (Suis).
- 1878
E miz Kerzu 1878 e roas e zilez da Vinistrerezh ar Verdeadurezh. Gant skoazell Flaubert e kavas ul labour all e Ministrerezh an Deskadurezh. Displijet e voe, ha mall e voe gantañ gwelout an deiz ma c'hallje stlakal an nor war e lerc'h da-vat.
- 1879
E miz C'hwevrer 1879 e voe c'hoariet e bezh L'histoire du vieux temps. E miz Gwengolo e veajas da Jerzenez ha da Vreizh: gweladenniñ a reas kastell Susinio, Karnag, ar Vro Vigoudenn, Beg ar Raz, e-touez meur a dra. Ur veaj all a raio da Vreizh e 1882.
- 1880
D'an 11 a viz Genver 1880 e voe pedet da zont dirak barner Étampes abalamour d'ur varzhoneg.
D'ar 16 a viz Ebrel e voe embannet Les Soirées de Médan. Brud a gouezhas kenkent war an danevell Boule de suif ha war an oberour anezhi. Goude berzh an danevell e voe pedet Maupassant, gant Arthur Meyer, perc'henn ar gelaouenn Le Gaulois, da skrivañ danevelloù ha kronikoù. E-pad seizh vloaz eta e kasas e skridoù d'ar gelaouenn, sinet gant e anv.
D'ar 25 a viz Ebrel e voe embannet Des Vers.
D'an 8 a viz Mae e varvas Flaubert ; glac'haret bras e voe Maupassant.
E miz Mezheven e kuitaas ar velestradurezh da-vat.
- 1881
- E miz Mae e voe embannet La Maison Tellier, kentañ dastumad Maupassant, gant Havard. Berzh bras a reas al levr.
- D'ar 6 a viz Gouhere e krogas e veaj da Aljeria, evit ar gazetenn Le Gaulois, hag eno e kavas ur vro emsavet. Pennadoù a savas ma diskulias gwallefedoù an trevadennerezh gall. Distreiñ a raio di e 1888
- E miz Gwengolo e tistroas, en ur dremen dre Gorsika hag aod Provañs.
- E miz Here e krogas da genlabourat gant ar gelaouenn Gil Blas, ha d'ober gant an anv-pluenn « Maufrigneuse ». *Labourat a ra war ur romant nevez, Une Vie.
- 1882
- Tremen a ra an nevezamer en un ti feurmet gantañ, abaoe bloaz, e Sartouville.
- E miz Mae e voe embannet Mademoiselle Fifi, eil dastumad Maupassant, gant Kistemaeckers, e Belgia.
- Mont a ra da dremen ur pennad da Étretat. Eno e ra anaoudegezh gant Hermine Lecomte du Noüy, a genskrivo gantañ.
E miz Gouhere e reas e eil beaj da Vreizh.
- 1883
E 1883 ez eas e weled da fall.
D'ar 27 a viz C'hwevrer e voe ganet Lucien Litzelmann, bastard kentañ Maupassant, mab da Joséphine Litzelmann, kemenerez e Châtel-Guyon, met ne voe ket anavezet ar bugel gantañ ; daou all a voe war-lerc'h : ur verc'h e 1884, ur mab all e 1887.
A-drugarez da wirioù an dastumad La Maison Tellier e c'hallas sevel ti e-tal Étretat, war un tamm douar roet gant e vamm : la Guillette e voe anvet.
D'ar 1añ a viz Du e kemeras ur Belgiad da vevel-ti, François Tassart e anv, a skrivo e eñvorennoù.
En hevelep bloavezh e voe embannet daou zastumad nevez : Contes de la bécasse ha Clair de lune, e drede ha pevare ; e romant kentañ, Une vie, a voe embannet ivez.
- 1884
Ganedigezh e verc'h Lucienne Litzelmann.<br / E 1884 e voe e darempred gant ar gontez Emmanuela Potocka, ur vondianez pinvidik. Eviti e oa bet krouet ar frond Shaw's Caprice gant Guerlain. Anaoudegezh a reas gant Marie Kann, brudet he saloñs, a voe serc'heg dezhañ goude bet hini ar romantour Paul Bourget. E miz Mae ez eas Maupassant gant ur yolenn, o roeñvat, eus Maisons-Laffite da Rouen. Goude-se ez echuas e eil romant, Bel-Ami, en e di e Normandi.
- 1885
E miz Genver e kuita Pariz da vont da Italia, met chom a ray a-sav e kreisteiz Bro-C'hall ma emañ he mamm o chom.
E miz Meurzh e voe embannet Contes du jour et de la nuit gant Havard. E fin ar miz e tegouezhas war e giz e Pariz.
D'ar 4 a viz Ebrel e krogas e veaj da Italia ha Sikilia, gant e vignoned Amic, Gervex, ha Legrand. Daou zevezh goude deroù ar veaj-se e krogas embannadur e romant Bel-Ami e Gil Blas, ha d'an 11 a viz Mae e voe embannet en ul levr gant Havard. D'ar c'houlz-se edo o tistreiñ dre Messina, Roma ha Genova. E Mezheven e tegouezhas e Pariz; goude da Etretat.
En hañv ez eas d'ur c'hurdi da Châtel-Guyon. E miz Du e prenas al lestr « Bel-Ami I » ha tremen a reas ar goañv e beg Antibes. Embannet an dastumad Monsieur Parent e ti Ollendorff. gwech an amzer e ra distroioù da bariz ma tarempred Marie Kahn, ar gontez Potocka, Hermine, ha Geneviève Strauss. Klask a ra reiñ skoazell d'e vreur, ha ne ra nemet sammañ dle war e chouk, da sevel ur stal liorzherezh en Antibes.
- 1886
- E miz Genver 1886 e voe embannet Toine e ti Marpon ha Flammarion. Gwashaat a rae kleñved e zaoulagad. *Lidet eured e vreur Hervé.
- E miz Mae e teuas La Petite Roque a zindan ar wask e ti Havard.
veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.
E miz Eost e veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.
E miz Kerzu e krogas da embann e romant nevez Mont-Oriol e Gil Blas.
Tremen a reas ar goañv en Antibes ha Cannes.
- 1887
- E miz Genver e voe embannet e romant Mont-Oriol gant Havard.
- D'ar 14 a viz C'hwevrer, er gazetenn Le Temps, e kensinas ur skrid enep an tour Eiffel, gant c'hwec'h ha pevar-ugent a skrivagnerien hag arzourien all (Charles Gounod, Alexandre Dumas, fils, Charles Garnier, Leconte de Lisle, Sully Prudhomme, ...). alies en deveze merenn er preti e-harz an tour, ne oa ket abalamour d'ar boued emezañ, met dre ma oa al lec'h nemetañ ma ne veze ket gwelet ar monumant divalav.
- E miz Mae e voe embannet an dastumad Le Horla gant Ollendorff.
- Eus an 8 d'an 9 a viz Gouhere e reas ur veaj gant ur baloñs, anvet le Horla, da vetek hanternoz Belgia, tost d'an harzoù gant an Izelvroioù. Ur pennad a skrivas diwar-benn ar veaj-se hag a voe embannet e Le Figaro ar 16 a viz Gouhere.
- E miz Here e veajas da Aljeria adarre, hag e miz Kerzu e krogas da embann e romant Pierre et Jean e La Nouvelle Revue.
- 1888
- E miz Genver e kasas e vreur da di ar medisin Blanche, a studie ar follentez. Embannet e voe e bevare romant, Pierre et Jean.
- E miz Gwengolo ez eas d'ur c'hurdi da Aix-les-Bains.
- E dibenn ar bloavezh e tistroas da Aljeria da dremen ar mizioù du.
- 1889
- E 1889 e prenas ul lestr nevez, ar « Bel-Ami II », e Marseille.
- E miz C'hwevrer 1889 e voe embannet an dastumad La Main gauche, ha Fort comme la mort e miz Mae.
- D'an 11 a viz Eost e voe kaset Hervé de Maupassant da Bron, e-tal Lyon, da di ar re foll.
- Beajiñ a reas Guy gant ar « Bel-Ami II » da Italia, daoust dezhañ gouzañv poan spontus en e benn hag en e zaoulagad.
- Marv e vreur er follentez d'an 13 a viz Du.
- 1890
- Tremen a reas ar goañvezh e Cannes.
- Meurzh: La vie errante, un danevell beajoù, e ti Ollendorff.
- Ebrel : L'Inutile Beauté, e zastumad danevelloù diwezhañ.
- Hañvezh: diskuizh e Plombières.
- Notre coeur, e romant diwezhañ,
- Musotte, e bezh-c'hoari diwezhañ.
- Diskar-amzer e Norzhafrika.
- Dilojañ a reas adarre, en kêr Bariz ha mont da chom e straed ar Boccador.
Dibenn e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1891
E 1891 e reas kurioù e Divonne-les-Bains ha Champel-les-Bains. Labourat kalz a rae, ha kregiñ da sevel daou romant: L'âme étrangère ha L'Angélus. Biken ne echuas an daou skrid-se.
- 1892
- Etre ar 1añ hag an 2 a viz Genver 1892, e Cannes, en ti ("chalet de l'isère") m'edo o chom abaoe ur c'hwec'h sizhun, e klaskas en em lazhañ dre deir gwech, o troc'hañ e c'houzoug.
- D'ar 7 e voe kraouiet en ur glinikenn, hini an doktor Blanche, e Passy. Biken ne zeuas e-maez anezhi en e vev. E-touez ar vedesined e oa an doktor Franklin-Groult, eil pried nizez Flaubert.
- 1893
- D'ar 6 a viz Gouhere e varvas Guy de Maupassant, hag eñ 43 bloaz.
- D'an 8 e voe an obidoù e Pariz, e Saint-Pierre de Chaillot. Beziet e voe, hep arched, e bered Montparnasse. Ar romantour Henry Céard a reas prezegenn an obidoù eno.
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1899 e teuas er-maez an dastumad dalif Le Père Milon e ti Paul Ollendorff.
- E 1900 e varvas e dad e miz Genver en Antibes, hag e teuas er-maez an dastumad dalif Le Colporteur, e ti Ollendorff.
- E 1903 e varvas e vamm e Nisa.
- Etre 1907 ha 1910 e teuas er-maez 29 levrenn an Oeuvres complètes de Guy de Maupassant , renet gant Pol Neveux, e ti an embanner Conard.
- E 1912 e teuas er-maez an dastumad dalif Misti.
- E 2008 e voe embannet an dastumad Coquineries gant Lucien Souny, ennañ danevelloù diembann o tont eus ur skol-veur stadunanat, eus dastumad Claude Seignolle ha hini un den all dizanv.
Anvioù-pluenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maupassant en deus bet meur a anv-pluenn.
- Joseph Prunier, evit « La Main d’écorché », e gentañ kontadenn en 1875.
- Guy de Valmont, evit « Gustave Flaubert », embannet e 1876. Implijet gantañ betek 1878.
- Maufrigneuse, etre 1881 ha 1885.
Mignoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre e gasoni ouzh ar gevredigezh e oa troet gant an natur, mor ha menez, hag an dud izel, met dreist-holl gant al labour, sioul ha didrouz, er gêr. Koulskoude e veajas ivez en Aljeria, en Italia, en Bro-Saoz, en Breizh, en Sikilia, en Aovergn, ha dastum a reas eno danvez danevelloù nevez. War ar mor kreizdouar e veaje gant e lestr « Bel-Ami », anvet diwar e roman embannet e 1885. Mignon e oa da Alexandre Dumas fils, d'an istorour Hippolyte Taine, a deue da chom en hañv war lez lenn Annecy, ha mont a reas Guy de Maupassant, war e hent da Aix-les-Bains, d'e welout meur a wech[4].
Mignon bras e voe ur pennad da Emile Zola ha Tourgeniev, gant ar vreudeur Goncourt avat ne badas ket nemeur : re lemm e oa e lagad ha re eeun e natur evit gouzañv gwalldeodoù ha klufanerezh an daou vreur… Dizemglev a savas etrezo abalamour d'an dastum arc'hant da sevel ur monumant da Flaubert.
E-touez he mignonezed e oa Colette Dumas Lippmann, Geneviève Straus.
Mennozhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levezonet e oa e vennozhioù gant dengasoni ar prederour alaman hollwashaour Arthur Schopenhauer. Enebet e oa ouzh ar briedelezh : gantañ e vije bet distaget ar frazenn "ar briedelezh n'eo ken nemet keneskemm imorioù fall war an deiz ha c'hwezh fall diouzh an noz". Daremprediñ a rae ar fouzhlec'hioù, evel kalz eus e vignoned. Ne felle ket dezhañ kemer perzh e bodad arzel ebet.
Al loened a blije dezhañ, ar c'hizhier dreist-holl. Sot e oa gant sportoù zo : roeñvat war ar stêr, chaseal, tennañ gant ar bistolenn, neuial. Lavarout a reas e nac'he kement medalenn a oa (brokus e veze ar republik nevez gant ar c'hoarielloù, ha tapet e voe un niz d'ar prezidant Jules Grévy o werzhañ anezho), nemet hini ar saveteiñ (ha ne voe ket kinniget dezhañ) : meur a zen o veuziñ en doa saveteet.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h romant en deus savet :
- Une vie (1883)
- Bel-Ami (1885)
- Pierre et Jean (1887)
- Mont-Oriol (1887)
- Fort comme la mort (1889)
- Notre cœur (1890)
Danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontañ a reer ur mil danevell bennak diwar e zorn, darn savet evit kelaouennoù sizhuniek, hag adembannet e dastumadoù :
E 2008 eo bet embannet an dastumad Coquineries gant Lucien Souny, ennañ danevelloù diembann o tont eus ur skol-veur stadunanat, eus dastumad Claude Seignolle ha hini un den all dizanv.
A-wechoù e vez klenket e gontadennoù hervez an danvez meret enne:
- ar gisti ha fouzhlec'hioù, evel e Boule de Suif,
- kouerien Normandi
- ar briedelezh hag an avoultriezh
- ar vastardiezh
- brezel 1870
- Aljeria
C'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Histoire du vieux temps (1879)
- Une répétition (1880)
- Musotte (1891)
- La Paix du ménage (1893)
- À la feuille de rose, maison turque, komedienn bornografek en 1875 hag embannet e Pariz en 1945[5],[6]
Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Des vers (1880)[7]
- Des vers et autres poèmes, Publication Univ Rouen Havre, 2001
Danevelloù-beaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Au soleil (1884)
- Sur l’eau (1888)
- La Vie errante (1890)
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En italianeg : Guy De Maupassant, Tutte le novelle, traduzione di Mario Picchi, coll. I Meridiani di Mondadori, Milano 1999, p. 1415.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E-barzh Al Liamm
- Ma eontr Jul
- Ar Follez
- Kontadennoù troet gant Daniel Doujet e-barzh Al Lanv.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù lennegel awenet gant Maupassant:
- Alexis Vassilkov ou la vie tumultueuse du fils de Maupassant, gant Bernard Prou, Brouette Editions, 2014. Romant.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Paul Bourget, « Guy de Maupassant », La Revue hebdomadaire, 15 juillet 1893, p. 454-464 ;
- Henry James, « Sur Maupassant», l'art de la fiction, 1888 ;
- François Tassart, « Souvenirs sur Guy de Maupassant : par François son valet de chambre (1883-1893)», Villeurbanne, éd. du Mot passant, 1900 (réimpr. 1911, 2007, 2010) (ISBN 978-2912506573 et 978-1149538364, lenn en linenn) .
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](fr)
- Pennad en Encyclopédie Larousse
- Marie-Claire Blancquart : Maupassant, un homme énigmatique
- Noëlle Benhamou : Maupassantiana
- Oberennoù Maupassant, en Athena
- Levrioù enlinenn : [2]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pierre Borel : Le destin tragique de Guy de Maupassant, Édirions de France, 1927, ASIN B003WPWP6M
- ↑ Guy de Maupassant : La trahison de la comtesse de Rhune, Arvensa, 2014, (ISBN 978-2-36841-393-7)
- ↑ Poetica
- ↑ Edouard Maynial La vie et l'oeuvre de Guy de Maupassant, pajenn 205, Société du mercure de France, 1906
- ↑ À la feuille de rose Gallica
- ↑ * Guy de Maupassant : À La Feuille de Rose, maison turque, Arthème Fayard, 2010.
- ↑ Darn a c'haller lenn amañ : association des amis de Maupassant.