Boule de suif
Boule de suif (blonegenn) zo un danevell c'hallek, gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, skrivet e 1879, hag embannet en 1880. Da gentañ e oa bet lennet e miz Genver gant an oberour dirak e vignoned eus ar « groupe de Médan », ha goude embannet en dastumad danevelloù savet a-stroll hag anvet Les Soirées de Médan, en Ebrel 1880. Klenket e vez e-touez e zanevelloù brezel, brezel 1870.
An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
« Boule de suif […] zo ur bennoberenn », a skrive Gustave Flaubert. Ne oa ket danevell gentañ Guy de Maupassant, met gant honnezh eo bet brudet evel ur mestr.
Brezel 1870 : dek den zo o tec'hel eus kêr Rouen aloubet gant ar Brusianed, en ur c'harr-post. En o zouez ur c'hast anvet Élisabeth Rousset, lesanvet Boule de suif dre ma'z eo tev. En em reiñ a raio d'un ofiser evit saveteién ar re all a ra fae warni koulskoude.
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a film zo bet savet diwar an danvell. Unan anezho eo Stagecoach gant John Ford e 1939 .
Heuliadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude berzh an danevell e voe pedet Maupassant, adal 1880, gant Arthur Meyer, perc'henn ar gelaouenn Le Gaulois, da skrivañ danevelloù ha kronikoù. E-pad seizh vloaz eta e kasas e skridoù d'ar gelaouenn, sinet gant e anv.