Contes de la bécasse
Neuz
Contes de la bécasse zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant embannet e 1883.
An danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seitek danevell zo en dastumad:
- La Bécasse (1882)
- Ce cochon de Morin (1882)
- La Folle (1882). Ar Follez, e brezhoneg, embannet e-barzh Al liamm.
- Pierrot (1882)
- Menuet (1882)
- La Peur (1882)
- Farce normande (1882)
- Les Sabots (1883)
- La Rempailleuse (1882)
- En mer (1883)
- Un Normand (1882)
- Le Testament (1882)
- Aux champs (1882)
- Un coq chanta (1882)
- Un fils (1882)
- Saint-Antoine (1883)
- L'Aventure de Walter Schnaffs (1883)
Framm al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aozet eo e doare Il Decameron, gant Boccacio.
An danevell gentañ, La Bécasse, zo un digoradur d'an dastumad.
E-kerzh mare ar chase, ar baron kozh des Ravots, troet gant ar chase hag ar marvailhoù, a aoz koanioù ma lider "kontadenn ar c'hefeleg", hag el lid-se e tibaber an hini a c'hallo debriñ an holl bennoù kefeleged ; da zigoll ar re all e ranko kontañ ur marvailh.
Ar re-se eo danevelloù all al levr.
Berzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berzh bras a reas al levr, 7 gwech e voe adembannet e 1883, goude an embannadur kentañ. Unan eus dastumadoù brudet an oberour eo.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maupassant, contes et nouvelles, notennoù gant Louis Forestier, Bibliothèque de la Pléiade, embannadurioù Gallimard, 1974 (ISBN 978-2-07-010805-3).