Mont d’an endalc’had

Frañsez I (dug Breizh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Frañsez ar C'hentañ)
Frañsez Iañ (dug Breizh)

Frañsez I
Dug Breizh
Ren 29 a viz Eost 1442
17 a viz Gouere 1450
A-raok Yann V
Goude Pêr II
Buhez
Ganet 11 a viz Mae 1414
Gwened, Breizh
Marvet 17 a viz Gouere 1450 (36 vloaz)
Gwened, Breizh
Bez Abati Redon

Tiegezh Moñforzh
Tad Yann V, dug Breizh
Mamm Janed Bro-C'hall
Priedoù Yolanda Añjev
(1431, marvet e 1440)
Izabel Stuart
(1442)
Diskennidi Marc'harid Breizh, dugez Breizh
Mari Breizh, beskontez Roc'han
Relijion Katolik

Siell an dug Frañsez I
Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017

Frañsez I, ganet d'an 11 a viz Mae 1414 e Gwened, e Kastell an Erminig, ha marvet e Sant-Teve d'an 18 a viz Gouhere 1450, a voe dug Breizh e-pad eizh vloaz, eus 1442 da 1450. Ouzhpenn-se e oa kont Montfort-l'Amaury (domani roue Bro-C'hall, en Yvelines hiziv). Mab e oa da Yann V, dug Breizh, ha da Jeanne de Valois (pe Janed Bro-C'hall), priñsez a Vro-C'hall. "Aotrou ebet nemet Doue" a oa e c'her-stur.

An dug Frañsez I o pediñ
Frañsez I gant e soudarded (hervez Martial d'Auvergne, XVvet kantved
Obidoù Frañsez I, (hervez Martial d'Auvergne)
Frañsez I hag Arzhur III

Savet e oa bet e Bro-C'hall. Perzh a gemeras e dibenn ar Brezel Kant Vloaz, hag e 1449 ez eas gant 6000 gwaz dindan urzhioù e eontr Arzhur Richmont, graet marc'heg gantañ, ha brezeliñ a reas da gas ar Saozon kuit eus Normandi.

Ur breur dezhañ, ha hêr dezhañ ivez, Jili Breizh, ur marc'heg brudet, a oa e tu ar Saozon, mignon ma oa d'ar roue saoz Herri VI en doa lakaet deviñ Janed Ark, pa oa an darn vuiañ eus noblañsed Breizh e tu ar C'hallaoued. Harzet e voe gant soudarded an dug ha taolet er vac'h e 1446. Lazhet e voe Jili en e garc'har e 1450. N'ouzer ket pe e oa bet graet an taol diwar urzh an dug pe hini un ofiser. Hogen mervel a reas an dug gant ar morc'hed e 1450.

Beziet e voe dirak aoter iliz abati Redon en eskopti Gwened. Lakaet e voe e vez en ur chapel a-gostez e 1780, met distrujet e voe da vare an Dispac'h gall. Mervel a reas e wreg intañvez Izabella e 1494 ha beziet e voe e Gwened.

E vreur Pêr a a voe dug war e lerc'h.


Gwreg ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust da glemmoù gouarnamant roue Bro-Skos ne voe ket anavezet ar priñsezed evel hêrezed d'an dugelezh. Dibabet e voe gant an dug leuskel ar gurunenn gant e vreur Pêr a Wengamp hag eñ divugel. En abeg da se eo e timezas e verc'h henañ da Frañsez II, an eil hêr war-lerc'h Pêr hag eben da Yann Roc'han, galloudekañ noblañs Breizh.

En e raok:
Yann V
Rouaned ha Duged Breizh
thum
14421450
War e lerc'h:
Pêr II