Mari Breizh (1446-1511)
Neuz
Mari Breizh (1446 - 1511) a oa ur briñsez aus Breizh, merc'h d'an dug Frañsez Iañ ha da Izabel Stuart, priñsez eus Bro-Skos.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1462 e timezas Mari da Yann II, beskont Roc'han, Leon, ha kont Porc'hoed. Dre se e oa c'hoar-gaer d'an dug Frañsez II, dre zimeziñ he c'hoar henañ Marc'harid Breizh da Frañsez II, en 1455.
Ur mab o doe Frañsez ha Marc'harid met ne vevas nemet 3 miz, ha mervel a reas Marc'harid Breizh en 1469. Diwar an deiz-se edo Yann II Roc'han war renk hêred ar gurunenn tre war-lerc'h merc'hed Frañsez II.
Bugale Mari Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh bugel o doe Yann ha Mari:
- Frañsez, lazhet da 18 vloaz en arme Breizh en emgann Sant-Albin-an-Hiliber; kinniget e oa bet d'an dug Frañsez II evel danvez-pried d'an dugez Anna Breizh
- Yann, ganet en 1476 ha marvet en 1505
- Jorj, marvet en 1502
- Jakez Roc'han, Beskont Roc'han, a oa e penn Tiegezh Rohan.
- Glaoda, eskob Kerne
- Anae, Beskontez Roc'han goude he breur, pried Pêr Rohan, mab Pêr Rochan-Gie anvet ivez marichal Gie.
- Mari, pried Loeiz IV Roc'han Gemene