Cunedda
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kembre |
Deiziad ganedigezh | 386 |
Lec'h ganedigezh | Gododdin |
Deiziad ar marv | 460 |
Tad | Edern ap Padarn Beisrudd, Brenin Prydain ab Edeyrn ap Padarn Beisrudd ap Tegyd |
Kar | Padarn Beisrudd |
Micher | politiker |
Karg | Roue |
Floruit | 450 |
Present in work | Historia Regum Britanniae |
Cunedda, pe Cunedda ap Edern, Cunetacius en latin (war-dro 386 - 460), anvet ivez Cunedda Wledig e kembraeg, a oa ur penn-brezel brezhon, eus Gododdin, er Vvet kantved, hag a zeuas da ziazezañ e dierniezh e Rouantelezh Gwynedd, e hanternoz Kembre. Krediñ a reer e renas adalek ar bloavezhioù 440 pe 450.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra e anv eus ar predeneg, counodagos - ki mat. Lod a gompren ki evel aotrou, a gavont enorusoc'h (abalamour d'ar chas a vremañ), met kompren a c'haller ivez ez eus kaoz eus ki-emgann, ha brezelour eo neuze ster ar ger.
Kerentiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Edern ("Eternus" e latin, ha mab-bihan da Badarn Beisrudd ("Paternus" e latin) a oa mab da dTegid ("Tacitus").
Diouzh an anvioù e weler e oa kreñv al levezon roman war an tiegezh, ha krediñ a ra da lod e oa "Peisrudd" anv e dad-kozh abalamour d'ur vantell ruz a veze gant ofiserien uhel an arme roman. Hennezh a oa un ofiser e penn an armeoù roman e bro ar Votadini, deuet da vout rouantelezh Manaw Gododdin (pe Clackmannanshire kalz diwezhatoc'h), lakaet eno gant Magnus Maximus, daoust ma c'haller krediñ ivez e oa ur penn-meuriad brezhon hag a oa bet roet un titl ofisiel dezhañ gant ar Romaned, evel a c'hoarveze a-wechoù. Legadet e voe e garg d'e vab Edern ap Padarn ha war e lerc'h da Gunedda.
Kas a reas Cunedda ar Votadini d'an emgann ouzh ar Bikted hag an Iwerzhoniz e su Moger Hadrian met war-dro 430 e voe dilec'hiet e lu da norzh Kembre da zifenn ar vro diouzh aloudabegoù tud Iwerzhon. En em staliañ a reas Cunedda e bro ar Venedoti, er pezh a vo egin Rouantelezh Gwynedd. N'eo ket sklaer petra e oa abegoù an dilec'hiadeg-se. Marteze en doa sentet Cunedda ouzh urzhioù Maximus, pe ouzh re Vortigern, penn-roue ar Vrezhoned goude disparti ar Romaned.
N'eo ket an holl istorourien a ya a-du gant an istor-se, avat. Krediñ a ra David Dumville n'eo ket gwall wirheñvel e kontrolle mat a-walc'h ar melestradur goude-roman e dachenn er Vvet kantved da vezañ barrek da zilec'hiañ pobloù en doare ma rae an impalaeriezh roman. Evel ma oa aet Maximus da anaon e 388 hag e oa aet kuit Constantine III gant ar pezh a chome eus al lu roman e 407 eo douetus he doa an impalaeriezh roman kalz levezon c'hoazh war ar pezh a c'hoarveze e Preden.
Hervez Dumville en defe roet Maximus, pe e erlerc'hier, karg da zifenn an harzoù da bennoù lec'hel abretoc'h eget ma vez kredet, war-dro an amzer ma voe dilezet ar c'hreñvlec'h e Chester er bloavezhioù 470.
N'ouzer hogozik netra diwar-benn buhez Cunedda. Dimezet e vefe bet gant Gwawl, merc'h da roue Ebrauc, Coel Hen, nav mab en dije bet, ha rannet en dije e rouantelezh etrezo goude.
E nav mab
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant nav mab Cunedda e voe savet ar broioù-mañ en hanternoz ha kornaoueg Kembre a-hervez.
- Einion Yrth, a savas Caereinion e Powys
- Rhufon, a savas Rhufoniog
- Dunod, a savas Dunoding
- Ceredig, a savas Ceredigion
- Aflog, a savas Aflogion e Llŷn
- Dogmael, a savas Dogfeiling
- Edern, a savas Edeirnion
- Typiawn pe Tybion, mab henañ Cunedda, marvet e Manaw Gododdin, a oa tad da v-Meirion a savas Meirionnydd.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J. Fenton, The Grave of Sawyl Benisel, King of the Britons, Archaeol. Camb., vol 2, (1851) new ser, pp. 159162.
- Lloyd, John Edward (1911). A History of Wales: From the Norman Invasion to the Edwardian Conquest, Volume I. p. 117, 118.
- William Rees ː An Historical Atlas of Wales, from Early to Modern Times. Faber and Faber. London. 1951 - 1972
- Y Bywgraffiadur Cymreig hyd 1940 (1953) (Anrhydeddus Gymdeithas y Cymmrodorion)
- William Rees : An Historical Atlas of Wales, from Early to Modern Times. Faber & Faber. 1951. New edition 1972
En e raok :
den ebet |
Roue Gwynedd | War e lerc'h : |
|