Afflogion
Afflogion Rouantelezh Afflogion | ||||
| ||||
Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent. | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Roue | ||||
- ? - 480 | Afloyg ap Cunedda | |||
Istor | ||||
- Rannañ a ra Cunedda e rouantelezh etre e vibien | Vvet kantved | |||
- aloubet gant Rhos | 480 |
Ur rouantelezh vrezhon e ledenez Llŷn, e gwalarn Kembre, e oa Afflogion pe Cafflogion war-dro ar Vvet kantved.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus an tri c'hombod a oa e kantrev Llŷn, e rouantelezh Gwynedd, e oa, a-hed aod Bae Ceredigion, etre Inizi Tudwal hag ar stêr Erch. Er c'hornôg edo kombodoù Cymydmaen Dinllaen.
E Pwllheli edo al lez. Abersoch (Soch), Castellmarch, ha Penyberth e oa ar c'hêrioù all.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe e dibenn ar Vvet kantved pa voe rannet Gwynedd, e rouantelezh, gant ar roue Cunedda etre e vibien.
Gant e vab Afloeg ap Cunedda ez eas ar c'hornad-se hag anvet e voe diwar anv an aotrou. Se zo kaoz e seblant reishoc'h ar stumm Aflogion, goude ma veze skrivet Cafflogion er Grennamzer. Un isrouantelezh e oa, sujet da rouantelezh Gwynedd. Divarrek e voe e ziskennidi da virout o galloud, avat.
Aloubet e voe gant Einion ap Cynlas, roue Rhos, war-dro 480.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A. D. Carr, 'Medieval Administrative Units', yn Atlas of Caernarvonshire (Caernarfon, 1977)
Isrouantelezhioù Gwynedd |
---|
Afflogion • Dogfeiling • Dunoding • Edeyrnion • Meirionnydd • Osmaeliog • Rhos • Rhufoniog • Ysfeilion |
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia