Isrouantelezhioù Gwynedd

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Rouantelezhioù hag isrouantelezhioù kozh Kembre.

Pa varvas Cunedda Wledig e voe disrannet e rouantelezh etre e ziskennidi, evel ma oa ar c'hustum e-touez ar Vrezhoned eus fin an Impalaeriezh Roman. Ar rouantelezh pennañ – Gwynedd – a yeas d'ar mab koshañ tra ma tegemere e vreudeur (pe, e troioù 'zo, o mibien) tachennadoù bihanoc'h a c'helle ren evel gwizion. Er c'hontrol eus ar pezh ar c'hoarvezas e rannvroioù arall e chomas ar isrouantelezhioù-se sujet da skourr pennañ an dierniezh. Hogozik an holl anezho a voe adstaget ouzh Gwynedd, hag ez was reoù ' zo, evel Dunoting, da bouezus a-walc'h. An hini nemetañ a zeuas a-benn d'en em zieubiñ diouzh sujidigezh Gwynedd e oa Ceredigion a voe he zierniezh en orin rouantelezhioù Seisyllwg ha Deheubarth.

Roll isrouantelezhioù Gwynedd[kemmañ | kemmañ ar vammenn]