Dunoting

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Rouantelezh Dunoting
525 – 595 Flag
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Predeneg
Gouarnamant Monarkiezh
Roue Dynod Bwr
Istor
 - Rannañ a ra Pabo Post Prydain e rouantelezh etre e zaou vab 525
 - Aloubet gant Bernikia 595

Dunoting a oa ur rouantelezh vrezhon er vro a zo bremañ Dent ha Craven. Krouet e voe war-dro 525 pa rannas Pabo Post Prydain e rouantelezhioù etre e vibien. D'e vab Dynod Bwr (pe Dynod Fawr) e roas ur rouantelezh vihan a voe anvet diwar e anv.

Roue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dynod Bwr e voe he roue nemetañ eta. Brezel a voe etrezañ ha roue ar vro amezek, rouantelezh angl-ha-saoz Bernikia. Faezhet ha lazhet e voe Dynod Bwr e 595. Da get ez eas e rouantelezh war e lerc’h, staget an douaroù anezhi ouzh Bernikia ha Rheged.