1añ Gouere
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 251 : Emgann Abrittus. Trec'het ar C'hoted gant ar Romaned. Lazhet an impalaered Decius ha Herennius Etruscus.
- 1097 : Emgann Dorylaeum. Ar groazidi bleiniet gant Bohemond a dTaranto a drec'h lu SeljukQuirlich Arslan I.
- 1650 : an niverenn gentañ eus an Einkommende Zeitungen, ur gazetenn alamanek, a zeu er-maez.
- 1690 : Emgann ar Boyne en deiziadur julianek.
- 1718 : bodet Stadoù Breizh e Dinan ; asantiñ a reont votiñ en erbed ar roadenn digoust (2 vilion a lurioù).
- 1782 : morbreizherien amerikan a argas Lunenburg e Skos Nevez.
- 1862 : Emgann Malvern Hill e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
- 1904 : digoradur an trede C'hoarioù Olimpek hañv e Saint Louis (Stadoù Unanet).
- 1907 : astennet eo al linenn hent-houarn Brest-Lesneven betek Kastell-Paol.
- 1916 : deiz kentañ Emgann ar Somme.
- 1920 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Henri Pélissier.
- 1921 : diazezidigezh Strollad Komunour Sina.
- 1941 : tailhet eo ar bara da 300 g an deiz.
- 1942 : tailhet eo ar bara da 275 g an deiz.
- 1944 : annezañ a ra Roparz Hemon e Roazhon.
- 1960 : diskleriet eo Republik Ghana.
- 1965 : lakaet eo linenn hent-houarn Laval-Roazhon dre dredan.
- 2017 : digoridigezh al linennoù tizh bras (LTB) Pariz-Roazhon ha Pariz-Bourdel.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1481 : Kristian II, roue Danmark.
- 1534 : Frederik II, roue Danmark.
- 1646 : Gottfried Wilhelm Leibniz, jedoniour ha prederour alaman.
- 1804 : George Sand, skrivagnerez c'hall.
- 1856 : Yann Vadezour Olieroù, beleg ha saver kantikoù.
- 1862 : Stephenson Robert Clarke, ofiser er British Army, beajour, chaseour jiboez bras, louzawour ha naturour breizhveuriat.
- 1866 : Louis Paul Maulion, senedour ar Mor-Bihan, e Poitiers[1].
- 1872 : Louis Blériot, nijer ha savour kirri-nij.
- 1900 : Jean-Marie Louvel, politikour norman.
- 1916 : Olivia de Havilland, aktourez stadunanat-saoz.
- 1961 : Diana Spencer (Lady Di he lesanv), priñsez Kembre.
- 1987 : Evgeni Tomachevsky, mestrc'hoarier echedoù rusian.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 251 : Decius, impalaer roman.
- 251 : Herennius Etruscus, impalaer roman.
- 1109 : Alfonso VI, roue León ha Kastilha.
- 1321 : María de Molina, rouanez Kastilha ha León.
- 1736 : Ahmet III, sultan otoman.
- 1749 : Willilam Jones, matematikour kembreat.
- 1839 : Mahmut II, sultan otoman.
- 1876 : Mic'hail Bakounin, anarkour rusian.
- 1885 : Hermann von Fehling, kimiour alaman.
- 1925 : Erik Satie, sonaozer ha c'hoarier piano.
- 1961 : Louis-Ferdinand Céline, skrivagner gallek.
- 1974 : Juan Perón, jeneral ha politiker arc'hantinat, prezidant Arc'hantina.
- 2004 : Marlon Brando, aktour amerikan.
- 2024 : Ismail Kadare, skrivagner albanek.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er Relijion gatolik :
- Canada Day, gouel broadel Kanada
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993