William Jones (matematikour)
Neuz

William Jones, Fellow of the Royal Society, ganet e 1675 hag aet da anaon d'an 3 a viz Gouhere 1749, a oa ur matematikour kembreat brudet evit bezañ bet kinniget implij ar simbol π (al lizherenn c'hresianek) evit taolenniñ ar c'heñver etre trogelc'h ur c'helc'h hag e dreuzkiz. Kamalad bras e oa da Isaac Newton ha da Edmund Halley. E miz Du 1711 e voe anvet da Fellow of the Royal Society (ezel eus ar Gevredigezh Roueel, un doare akademiezh ar skiantoù) ; dont a reas da vezañ goude-se besprezidant an aozadur.