Pi (niver)

Eus Wikipedia
Bezet ur c'helc'h 1 an treuzkiz anezhañ : bez' e vo talvoudegezh e drogelc'h.

An niver , distaget Pi, a reer eus un arstalenn[1] vatematik, ar c'heñver etre trogelc'h ur c'helc'h hag e dreuzkiz. Tost eo an niver-se da 3,14159. Skrivet e vez an niver-se e meur a zoare evel "Pi" pe "π", al lizherenn c'hresianek, abaoe kreiz an XVIIIvet kantved. Gant ar matematikour kembreat William Jones e oa bet kinniget ober gant an arouezenn π evit se.

Graet e vez ganti en dric'hornventouriezh peurgetket.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ur ventenn hag a zo bet merket he zalvoudegezh dre gendiviz pe dre jediñ.