Hermann von Fehling

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Hermann von Fehling.

Hermann von Fehling, bet ganet e Lübeck (Impalaeriezh C'hall Kentañ d'ar mare-se) d'an 9 a viz Mezheven 1812 hag aet da Anaon e Stuttgart (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) d'ar 1añ a viz Gouere 1885, a oa ur c'himiour alaman.

Da viken e chomo mil anavezet von Fehling e metoù ar gimiezh en abeg d'ar reaktadenn gimiek a zoug e anv :

  • er gimiezh klasel e talv da zezverkañ an aldehidoù war-bouez an oksidadur anezhe gant ion kouevrek Cu++ e-barzh ur metoù trenkek,
  • er vevgimiezh e talv da zezverkañ an aldozioù ha sukrennoù 'zo.

Mont a reas d'ober e studi e Ruprecht-Karls-Universität Heidelberg e 1835 ha tapet e ziplom gantañ ez eas da c'hGießen da labourat gant ar baron Justus von Liebig, ur c'himiour alaman all. Eno eo e kavas kenaoz ar metaldehid hag ar paraldehid.

Adalek 1839 e voe fiziet ennañ ar gador-gelenn war ar Gimiezh e Stuttgart, bet dalc'het ar garg-mañ gantañ hogos betek dibenn e vuhez.

Labourioù all en devoa kaset da-benn Hermann von Fehling war an drenkenn sukinek hag ar benzonitril ivez.