Einkommende Zeitungen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Einkommende Zeitungen a oa ur gazetenn alamanek a zeuas er-maez evit ar wech kentañ d’ar 1añ a viz Gouere 1650. Dont a rae er-maez ingal c'hwec'h gwech ar sizhun. Gant se ez eo pemdezieg koshañ ar bed eo. Embannet e veze e Leipzig gant ar mouller ha marc’hadour levrioù Timotheus Ritzsch (1614–1678).

E pep niverenn e oa peder fajenn, a vent vihan, war-dro 13,5 cm war 17 cm. Ne veze ket moullet ouzhpenn 200 skouerenn. Moullet e veze gant an dorn, gant ur waskerell goad ha lizherennoù metal.

Goude 1652 e voe renet ar gazetenn gant Christoph Mühlbach ha cheñchet an anv, daoust ma kendalc'he da vezañ moullet gant T. Ritzsch. A-hed ar bloavezhioù e emdroas ar gazetenn hag e cheñchas an titl anezhi meur a wech, ma gallout a reer lavaret e teuas er-maez betek dibenn 1918. Setu titloù ar c'hazetennoù a zo deuet war-lerc'h an Einkommende Zeitungen :

  • Einkommende Zeitungen (1650–1652)
  • L. Einkommende Ordinar- und Post-Zeitungen (1652–1659)
  • Neu-einlauffende Nachricht von Kriegs- und Welt-Händeln (1660–1671)
  • Leipziger Post- und Ordinar-Zeitung (1672–1691)
  • Historische Erzählung derer im Churf. Sächs. OberPostAmpt zu Leipzig einlauffenden Welt-Begebenheiten und anderer denkwürdiger Sachen (1692–1694)
  • Leipziger Post- und Ordinarzeitungen (1695–1710)
  • Leipziger Post-Zeitungen (1711–1734)
  • Leipziger Zeitungen (1734–1809)
  • Leipziger Zeitung (1810–1918)