Emgann Abrittus
Emgann Abrittus | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Moneiz Decius, an impalaer roman lazhet e Abritus | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Impalaeriezh roman | Goted | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Decius† Herennius Etruscus† | Cniva | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Tud lazhet | |||||||
Dianav | Dianav |
Emgann Abrittus, anvet ivez Emgann Forum Terebronii a c'hoarvezas e Scythia Minor e deroù miz Gouere 251. An impalaer roman Decius hag e vab Herennius Etruscus a stourmas ouzh ar C'hoted hag o roue Cniva. Faezhet e voe ar Romaned, dreist holl peogwir n'en-doa ket ar jeneral Trebonianus Gallus argaset anezho en un doare argadus a-walc'h. An daou impalaer a voe lazhet.
Goude an emgann e sinas Trebonianus Gallus ur peoc'h gant ar c'hoted hag a aotre anezho da virout o freizhenn ha da vont en-dro da du arall an Danav. Grataat a reas ivez da baeiñ un truaj dezho pep bloaz.
Hervez an istorour Ammianus Marcellinus e oa emgann Abrittus una eus ar faezhidigezhioù roman gwashañ e varead gant Emgann Teutoburg, aloudabegoù ar Marcomanni ha Emgann Andrinopl.
Gant T. Ivanov e 1969 ha 971 e oa dizoloet lec'h an emgann, e-kichen Razgrad, e Bulgaria.