Mahmut II

Eus Wikipedia
Mahmut II

Mahmut II, ganet d'an 20 a viz Gouere 1785, a voe 30vet sultan an impalaeriezh otoman.

Mab e oa da Abdülhamit I ha hanter-vreur Mustafa IV.

Ren a reas eus 1808 betek 1839.

Ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e voe Mahmut II war an tron d'an 28 a viz Gouere 1808 gant Alemdar Mustafa Pacha en doa skarzhet Mustafa IV.

E 1827 e savas ar skol medisinerezh kentañ e Istanbul.

Nevesaat a reas an arme ha kas ar yenitcheried da get e 1826.

Emsavadegoù a grogas e Gres e 1821 ha da heul emgann Navarin e miz Here 1827 ma voe distrujet al lestraz otoman gant Bro-Saoz, Bro-C'hall ha Rusia, e tistagas Gres diouzh an impalaeriezh e 1832.

Mervel a reas gant an dorzhellegezh d'an 2 a viz Gouere 1839




En e raok:
Mustafa IV
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
18081839
War e lerc'h:
Abdülmecit I