Mustafa IV

Eus Wikipedia
Mustafa IV

Mustafa IV (8 a viz Gwengolo 177917 a viz Du 1808), a voe 29vet sultan an Impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Abdülhamit I ha kenderv Selim III. Ren a reas adalek 1807 betek e varv e 1808.

Lakaet e voe war an tron a-drugarez d'un emsavadeg soudarded d'an 29 a viz Mae 1807. Un arme a voe savet neuze gant Alemdar Mustafa Pacha evit reiñ ar galloud da Selim III en-dro. E miz Gouere 1808 e teuas a-benn arme Alemdar Pacha da aloubiñ palez ar sultan.
Evit mirout ouzh an emsavidi a adlakaat Selim III e penn an Impalaeriezh e roas Mustafa IV urzh da lazhañ e genderv, asambles gant Mahmut, e vreur.

Selim III a voe lazhet a-raok m'o defe e zalc'hidi amzer d'e saveteiñ. Mahmut avat a zeuas a-benn da dec'hel kuit dre an toennoù hag a voe lakaet da sultan gant an anv Mahmut II. Hemañ a lakaas Alemdar Pacha da sadrazam (vizir meur) evit e drugarekaat.

Goude-se e voe kaoz gant ar janisared da glask lakaat Mustafa IV da sultan en-dro. Mahmut II a roas neuze an urzh d'e lazhañ anezhañ d'ar 17 a viz Du 1808.


En e raok:
Selim III
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
18071808
War e lerc'h:
Mahmut II