Marc'h-kornek
Ar marc'h-kornek, pe unkorneg, zo ul loen mojennel hag a denn d'ur marc'h dreist-holl, ha da loened all un tamm ivez. Ur c'horn zo e-kreiz e dal, ur barv ouzh e vin a-wechoù, evel ur bouc'h, karnioù faout, lost ul leon hag ur c'horn hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e dal, hag a zo e arouezenn bennañ. Er Grennamzer e oa al loen mojennel brudetañ, anezhañ ul loen gouez, arouez ar c'hlanded, ha ne c'halle bezañ tapet nemet gant ur werc'hez.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Anv zo eus an unkorneg, dindan an anv monoceros, abaoe an Henamzer e mojennoù Hellaz kozh. Deuet e oa da vezañ al loen faltaziek pennañ er Grennamzer kenkoulz hag en Azginivelezh. Skeudennet e veze d'ar mare-se, e skeudennadurezh al loened, evel ul loen ferv, hag a veve er c'hoadoù donañ, arouez ar c'hlanded hag ar c'hras, ha na c'halle bout tapet nemet gant ur werc'hez. En holloueziadurioù e veze skrivet e c'helle purañ an dour ha pareañ. Troket e veze traoù gwelet evel gwir « kerniel unkorneg » d'ar mare-se.
Tamm-ha-tamm e veze dizoloet ne oa ar c'herniel-se nemet skilfoù narwal ha ne oa taolennadur an unkorneged marteze nemet deskrivadurioù disneuziet ar frikorneg hag an antilopenn. Neoazh e veze tabutet diwar-benn bezoud an unkorneg betek kreizig-kreiz an XIXvet kantved. Dedennet e veze ur bern tud gant an unkorneg : doueoniourion, mezeien, naturourien, barzhed, lennegourien, ezoterourion, alkimiegourion, arouezelourion hag istorourion.
Hiziv an deiz eo an unkorneg unan eus ar c'hrouadennoù mojennel e-touesk ar re vrudetañ. Ur bochad studiadennoù hag oberennoù lennegel a zo gouestlet dezhañ. Gwelet e vez er skeudennerezh a-vremañ evel ur jav bras gwenn, ur c'horn nemetañ e-kreiz e dal, diwar-se marteze al lesanv «marc'h-kornek» a gaver a-wechoù[1]
Skoedoù [kemmañ]
-
Skoed Schwäbisch Gmünd, Alamagn
Arz [kemmañ]
- Chaseadeg ar Marc'h-Kornek, hollad a ballennoù-moger, tre e dibenn ar XVvet kantved
- Poltred un itron gant un unkorneg, gant Raffaello, tre e deroù ar XVIvet kantved.
Lennegezh [kemmañ]
- A Unicorn in the Garden, danevellig gant James Thurber. E brezhoneg: Ar marc'h kornek, Al Liamm. Troet gant Mark Kerrain.
- The Unicorn, romant gant Iris Murdoch (1963)
Pennadoù kar [kemmañ]
Daveennoù [kemmañ]
- ↑ Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, met ne vez ket kavet en e C'heriadur istorel.