Harry Potter ha Maen ar Furien

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Harry Potter ha Maen ar Furien zo titl ul levr bet embannet gant ti-embann An Amzer embanner e miz Here 2012. Troet e oa bet e brezhoneg gant Mark Kerrain diwar an oberenn bet savet e saozneg gant ar skrivagnerez saoz J. K. Rowling, Harry Potter and the Philosopher's Stone an titl anezhi.

Emzivad anezhañ, emañ Harry Potter o chom e ti e eontr hag e voereb, e bed ar vougouled, pa'z eo pedet da vont da Gerambreoù, ar Skol Strobinellerezh renet gant Albus Dumbledore. Eno e tremeno ar bloavezh-skol ha kejañ a raio gant Hermione Granger ha Ron Weasley a vo rannet troioù-kaer marzhus Harry a-enep Nerzhioù an Deñvalijenn gante.